Buhez ar Sent/1913/Alphons a Ligori

◄   Lorans, Merzer Alphons a Ligori Klara   ►



ann unnekved devez a viz eost


SANT ALPHONS A LIGORI, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Alphons a Ligori a ioa ganet e Napl a dud a lignez huel, hag a roaz a-vihanik merkou anat euzh e zantelez da zont. He vamm hen diskouezaz eunn devez da zant Fransez a Jirolamo, ha kerkent ar zant-ma a lavaraz e vevche ar c’hrouadur-ze betek ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, e vije eskop hag e raje kalz vad d’ar relijion ha d’ann Iliz. Hogen, ann traou-ma holl a deuaz da veza guir.

Enn he iaouankiz, Alphons en em lakeaz er breurieziou devot a ioa savet e Napl evit ann dud iaouank, hag he vrasa plijadur oa mont d’ann hospitaliou da zervicha ar re glanv, chom pennadou hirr da bedi enn iliz ha tostaat aliez ouz ar zakramanchou. Mes er memes amzer oa aketuz d’ar studi, ha d’ann oad a zeitek vloaz oa dija doktor.

Neuze e kemeraz ar vicher a alvokad evit senti ouz he dud ; mes aoun en devoue d’en em goll er vicher-ze, ha ne zaleaz ket d’he c’huitaat. Goulskoude he dad en doa kavet eur fortun gaer evithan ; mes ober a reaz fae ive var ar fortun-ma, hag eunn devez e lakeaz he gleze a istribill ouz aoter ar Verc’hez evit reseo ann Ursiou sakr.

Eur vech beleget, Alphons ne ehanaz da ziskleria brezel da dechou fall ann den, ha dre nerz he gomzou e c’hounezaz da Zoue eunn niver dreist kount a eneou. Truez en doa dreist peb tra ouz ann dud keiz divar ar meaz, a jome pell avechou da vreina e stad a bec’hed abalamour n’o doa ket a zeskadurez aoualc’h var ar relijion. Setu perak e savaz eur goumpagnunez nevez a visionerien evit ho c’helenn var guirioneziou ar feiz, ha mont da brezeg d’ezho euz ann eil keriadenn d’eben evel a rea hor Zalver he-unan epad m’edo var ann douar.

Mes, enn eur labourat evelse evit silvidigez he nesa, Alphons a boanie ive bepred d’en em zantifia he-unan muioc’h-mui : Dalc’h-mad e veze o pedi pe o vedita, ha kastiza a rea he gorf dre ar iun hag ar binijenn, petra bennag n’en doa great biskoaz pec’hed marvel ebed.

He zevosion evit ar Verc’hez a ioa ken tener ma ne skuize morse oc’h ober he meuleudi. Ne skuize morse ken nebeut o sarmoun var basion hor Zalver pe var zakramant ann aoter. Menez Kalvar, ann tabernakl, tron ar Verc’hez enn env, setu aze e pe leac’h e veze ato he spered hag he galoun, hag e pe leac’h e felie d’ezhan e vije ive sperejou ha kalounou ar re all.

Alphons a ioa dija tost da zek vloaz ha tri-ugent pa oue hanvet da eskop e Santez-Agatha-ar-Gothed. Kaer en devoue klask pellaat ar beac’h-se dioc’h he ziouskoaz, evel m’en devoa great dija meur a vech, red e oue d’ezhan enn dro-ma senti ouz ar pab. Hogen, o veza eskop, ne jenchaz netra enn he feson da veva ; mes poania a eure muioc’h eget biskoaz da ziarbenn ann dizursiou ha da zigas d’ar gear ann denved dianket. He garantez evit ar beorien a ioa heb muzul, hag enn eur blavez a gernez e verzaz he holl arrebeuri, ha betek zoken he voalenn hag he vaz a eskop evit pourvei d’ho ezommou.

Mes he gorf a ioa deuet da veza hanter-zeizet outhan, hag abalamour da ze e roaz ann dilez euz he garg. Neuze ec’h en em dennaz adarre etouez he visionerien, hag eno e kendalc’haz da labourat hervez he c’halloud evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Kroaziou pounner en devoue da zougen betek fin he vuez, heb kounta boan en doa gant he glenvejou ; rak n’e ket gant e c’hlenved hebken oa skoet. Mes e kreiz ann holl boaniou-ze oa bepred laouen ha rezinet a greiz kaloun da volontez Doue.

Goude beza resevet euz ann env ann donezoun a viraklou ha meur a zonezoun all ker kaer hag hounnez pe gaeroc’h c’hoaz, ar zant-ma a oue tentet enn eur feson estranch enn he gozni : tentet e oue zoken a enep a burete, hag hen oajet dija a eiz vloaz ha pevar-ugent !… Mes, dre ar bedenn ha dre he fizians e Doue hag er Verc’hez, e oue ato treac’h d’ann holl dentasionou-ze, ha mervel a eure erfin e peoc’h d’ar c’henta a viz eost euz ar bloaz 1787, oajet a zek vloaz ha pevar-ugent, dek miz ha pemp devez. Ar pab Gregor XVI hen diskleriaz sant d’ar 16 a viz mae 1839, hag ar pab Pi Nao en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored er bloaz 1871. Rak, e kreiz he labouriou abostolik, sant Alphons a Ligori en deuz kavet c’hoaz amzer da skriva eur maread levriou kaer ha brudet, ken evit kelennadurez ann dud a iliz, ken evit kelennadurez ann holl dud fidel.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a oue tentet enn eur feson estranch enn he gozni : tentet e oue a zizesper, tentet e oue a enep ar feiz, tentet e oue zoken a enep ar burete, hag hen oajet dija a eiz vloaz ha pevar-ugent !… Piou a c’hellfe goudeze kredi pe lavaret n’en deuz mui a ezomm da gaout aoun rak ann drouk-spered pe rak ar c’hig ? Ah ! beillit ha pedit betek fin ho puez ; anez, n’euz fors peger koz e veac’h, emaoc’h ato e riskl da goueza e lasou ann diaoul.