Buhez ar Sent/1913/Aniset

◄   Patern Aniset Mari ann Inkarnasion   ►



ar seitekved devez a viz ebrel


SANT ANISET, PAB HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Sirii, hag a oue choazet evit gouarn ann Iliz goude merzerenti sant Pi, kenta euz ann hano. Enn he amzer ann dud fidel a oue great goall vuez d’ezho adarre gant ar baianed, mes muioc’h a risk a ioa c’hoaz evitho da veza touellet ha gounezet gant ann heretiked. Ar pennou braz etouez ar re-ma a ioa en em zastumet e Rom evit klask ampouezouni ar feiz enn he zoursenn, enn eur zevel kador ar Gaou e kichen kador ar Virionez. Rom a ioa galvet gant Doue da veza ar vestrez kear euz a rouantelez Jezuz-Krist var ann douar, hag ar fals doktored-se o doa c’hoant da ober anezhi ar vestrez kear euz a rouantelez Satan. Mes Aniset a ioa eur pastor eveziant, hag he zaoulagad a veze ato digor evit dizelel finesaou ann drouk-spered ha labour he vevellien. Ne espernaz netra evit diarbenn ha trec’hi ann heretiked, ha bez’en devoue ann eur da velet ann dud fidel o trei kein d’ezho hag oc’h ober fae var ho c’henteliou.

Doue a zigasaz d’he zikour ann tri zen brudeta a ioa neuze er bed katholik, sant Polikarp, Sant Justin, ha sant Hejezip. Sant Polikarp a deuaz da Rom da c’houlenn kuzul digant ar pab divar benn meur a dra hag a zelle ouz mad ar relijion, hag ann daou zant-ma a roaz ann dorn ann eil d’egile evit difenn guirioneziou ar feiz a enep prezegerien ar Gaou. Epad m’edo e Rom, sant Polikarp a reaz da eur maread heretiked dilezel ho c’hredennou faoz, enn eur rei testeni d’ezho oa kountrol ar c’hredennou-ze d’ar pez en devoa desket he-unan gant ann Ebestel.

Sant Justin a ioa dija e Rom pa oue hanvet sant Aniset da bap. Ar zant-se a ioa bet savet e relijion ar baianed; mes en em c’hreat oa kristen eunn tachad a ioa, ha goudeze oa en em dennet e Rom. N’en doa ken ioul nemed da skleraat d’he dro sperejou ar re all, hag evit kement-se e skrivaz meur a levr evel on euz dija guelet enn he vuez.

Sant Hejezip a deuaz ive da Rom enn amzer sant Aniset. Sant Hejezip en doa heuliet da genta relijion ar Iuzevien; mes ne zaleaz ket da anaout n’edo ket var ann hent mad, hag eur vech gounezet da Jezuz-Krist e poaniaz ive da zifenn ar feiz katholik ha dre he gomzou ha gant he bluenn. Chom a eure ugent vloaz e Rom, hag epad ann ugent vloaz-ma e lakeaz dre skrid ha dioc’h renk kement tra a ioa c’hoarvezet enn Iliz azalek pasion ha maro hor Zalver betek ann amzer ma veve he-unan. Mes al levr-se siouaz! a zo bet kollet goudeze.

Sant Aniset a echuaz he vuez dre ar verzerenti er bloaz 168, goude beza gouarnet ann Iliz epad unnek vloaz. He gorf a oue enterret e guered Kallist ha divezatoc’h e oue kaset da iliz sant Per.


SONJIT ERVAD

Sant Aniset n’en doa ken ioul nemed da skuill he c’hoad evit Jezuz-Krist. N’ez euz ket, hervez ann Aviel, kaeroc’h testeni a garantez.

Ar zent holl a zo bet joa gantho gouzanv eunn dra Dennag evit Doue ; ha prest oc’h-hu da ober eveldho ? Dioc’h ar pez a lavar ho kaloun var ar poent-ma eo eaz d’ehoc’h gouzout ar muzul euz ho karantez evit Doue. Ma ne fell d’ehoc’h gouzanv netra evithan, e c’heller lavaret n’her c’harit tamm; rak petra eo eur mignoun ha ne fell ket d’ezhan en em zieza ann distera evit ober plijadur d’he vignoun ?