Buhez ar Sent/1913/Ann Elez Gardian

◄   Remi Ann Elez Gardian Melar   ►



ann eil devez a viz here


GOUEL ANN ELEZ-GARDIAN
————



Ar relijion a zesk d’eomp e ro Doue eunn eal da bep hini ac’hanomp evit hon diouall hed hor buez var ann douar. « Doue, eme ar prophet Daniel d’ann dud euz he amzer, en deuz gourc’hemennet d’he elez beilla varnhoc’h bep kammed a reot. » Ha Jezuz-Krist a lavar ive enn aviel : « — Lakit evez na veac’h kaoz d’ar vugale da offansi Doue rak ho elez a vel ato va Zad a zo enn env. »

Ar gredenn-ze a zo bet hed ar vech kredenn ar Iuzevien guech all ha kredenn ar gristenien var ho lerc’h. Evelse, Judith a lavare pa erruaz e Bethulii goude beza lazet Holophernes : « — Eal Doue en deuz va diouallet epad m’edon o vont ac’hann, keit ha m’ounn bet etouez ann Asirianed, hag epad m’edon o tont enn dro. » Evelse c’hoaz, pa skoaz sant Per var dor ti Iann Mark, e Jerusalem, enn noz m’oa bet tennet euz he brizoun, ann dud fidel a ioa enn ti-ze a zonjaz da genta n’e ket hen oa, mes he eal hebken. Eur plac’h iaouank, o veza eat da gichen ann or hag o veza anavezet mouez ann Abostol, a ziredaz da lavaret d’ezho : « — Per a zo ahont. » Mez hi a respountaz raktal : « — C’houi zo sot, n’e ket Per eo, he eal ne d-eo ken. »

Peb hini ac’hanomp en deuz eta eunn eal evit he ziouall ha delc’her koumpagnunez d’ezhan epad ar vuez-ma, hag ann eal-ze a hanver ann Eal-Mad pe ann Eal-Gardian. Mes pe seurt sikour a ro d’eomp hon Eal-Mad pe hon Eal-Gardian ?

Rei a ra d’eomp a bep seurt sikouriou. Da genta, e ped evidomp. Ar prophet Zakarias guech all a glevaz eunn eal o lavaret d’ann Aotrou Doue : « — Ac’hann da beur, o roue ann armeou, e taleot-hu da bardouni da Jerusalem ha d’ar c’heariou all a Juda m’oc’h euz diskouezet kaout drouk outho ? Setu ama dija ann dekved blavez ha tri-ugent abaoue m’int kouezet enn eur stad reuzeudik meurbed. » Kerkent ann Aotrou Doue a respountaz e pardounje da Jerusalem hag e vije savet he di eno a nevez. Enn histor Job e lennomp ive ar c’homzou-ma, lavaret gant Eliu : « — Mar komz eunn eal evit ann den keaz, Doue en devezo truez outhan hag a lakai fin d’he boaniou. »

D’ann eil, hon Eal-Gardian a ginnig da Zoue hor pedennou hag hon oberiou mad. Ann eal Raphael a lavaraz da Dobias koz, goude m’oa distroet d’he di asambles gant he vab : « — Pa bedac’h enn eur vouela, ha pa’z eac’h enn noz da zebelia ar re varo, me a gase ho pedenn betek tron ann Aotrou Doue. » Hag ann abostol sant Iann, o veza bet douget a spered enn env epad m’edo enn enez Pathmos, a velaz a benn diou vech elez o kinnig da Zoue pedennou ann dud fidel.

D’ann trede, hon difenn a ra a enep ann drouk-spered. Ann diaoul, eme ann abostol sant Per, a zo ato enn hor c’hichen o klask ann tu da daga hon ene. Mes hon Eal-Mad n’hor c’huita ket ken nebeut, hag hor zikour da veza treac’h d’ann diaoul, enn eur lakaat ac’hanomp da zizelei he finesaou ha da bellaat dioc’h ar pec’hed, pe enn eur zigas enn hor spered ar zonj euz a Zoue, euz ar baradoz hag euz ann ifern, pe enn eur obten d’eomp grasou nerzuz da harpa hor zempladurez. Pa vezimp var hon tremenvan, neuze dreist holl hon Eal-Mad ne esperno netra evit miret ouzomp da goueza enn dizesper ha d’en em goll da viken, ha pa’z aimp dirak hor barner, e teui ive ganeomp evit difenn hor c’haoz a enep ann drouk-spered. Erfin, mar bezomp koundaonet d’ar purkator, hon Eal-Mad a deuio di ive d’hor guelet ha d’hor c’honzoli.

D’ar pevare, hon Eal-Gardian a ziouall ac’hanomp pa vezomp e riskl da gaout eunn drouk bennag. Ped guech marteze, enn hor bugaleach hag abaoue zoken, eo bet dare d’eomp beza lazet, devet, beuzet pe goall-c’hlazet, heb na c’houiemp hon-unan, ha n’euz bet nemed hon Eal-Mad oc’h hon diouall ?

Hogen, evit ar zikouriou a resevomp digant hon Eal-Gardian, e tleomp d’ezhan tri zra : respet, anaoudegez vad ha fizians. Respet, abalamour m’ema ato enn hor c’hichen : lakit evez, eme zant Bernard, na rafac’h dirazhan ar pez ne gredfac’h ket ober dirak eunn den evel-dhoc’h ; anaoudegez vad, abalamour d’ar garantez en deuz evidomp : hon Elez-Mad hor c’har evel breudeur dre’nn abeg ma’z oump galvet da gaout perz eunn deiz enn ho gloar hag ennho euruzded er baradoz ; fizians erfin, abalamour m’eo karget gant Doue da veilla varnomp bepred.

Ar broiou, ar c’heariou hag ar parreziou o deuz ive peb hini he Eal-Gardian evel ann dud.


SONJIT ERVAD

Goude Doue hag ar Verc’hez, o pezet eunn devosion dener evit hoc’h Eal-Mad. Pedit-hen aliez, ha livirit d’ezhan da nebeuta eur vech bemdez :

Ha c’houi, va Eal-Mad, kannad Doue,

Mirit va c’horf ha va ene !
Va mirit diouz ann drouk-spered,

Ha dreist peb tra diouz peb pec’hed.