l lodenn vrasa hag al lodenn vella euz ar Spagn a ioa
guech all etre daouarn ann Turked, hag ar re-ma a
rea goall vuez d’ar gristenien hag a zalc’he eur maread
anezho e kaptivite. Ne c’houfe den lavaret peger reuzeudik
oa stad ar gaptived geiz-se, ha gant ann dra-ze
edont dalc’h-mad e riskl da nac’h ho feiz ha d’en em
goll da viken. Mes ar Verc’hez e devoue erfin truez
outho, hag a ziskouezaz enn ho c’henver ar garantez
heb he far e deuz bepred evit he bugale.
D’ann ampoent e veve sant Per Nolask, eunn den pinvidik hag a dremene he holl amzer, kouls lavaret, o pedi hag o vedita. Ar zant-ma a veze ato, pell a ioa, o klask gouzout penaos rei sikour d’ann dud fidel a ioa e kaptivite etouez ann Turked. Hogen, eunn nozvez m’edo adarre ar zonj-se enn he spered, ar Verc’hez he-unan en em ziskouezaz dirazhan gant eunn ear laouen, enn eur lavaret oa he bolontez hag hini he Mab e vije savet enn he henor eunn Urs nevez a venac’h evit tenna ar gaptived kristen euz a dre zaouarn ann dud divadez.
Ar c’homzou-ma a lakeaz kaloun Per Nolask da zridal gant ar joa, ha divar n’en devoue mui ken ioul nemed da velet holl venac’h ann Urs nevez presk eveldhan da rei ho buez evit ho nesa.
Mont a eure raktal da gounta da zant Remon Pennafort, he gonfesour, ar pez en doa klevet gant ar Verc’hez ; mes ar Verc’hez e devoa lavaret ive ar memestra da zant Remon. « — Mad, eme Ber Nolask, c’houi eo va zad ; me a raio ar pez a c’hourchemennot d’inn. »
Epad m’edont o kaozeal ho daou, setu Jakez Kenta, roue Aragon, o tont d’ho c’haout : « — Me ive, eme ar roue, am euz guelet ar Verc’hez enn noz-ma, hag em euz bet ali diganthi da zikour sevel ann Urs nevez ma komzit anezhan. » Neuze ec’h en em glevchont ho zri da henvel ann Urs-se Urs ann Introun-Varia-a-Druez evit prena ar gaptived.
Ann Urs nevez a oue savet evit mad d’ann dek a viz eost euz ar bloaz 1218. Ouspenn ar veuiou ordinal a reer er c’houenchou, menac’h ann Introun-Varia-a-Druez a dlie c’hoaz ober veu da jom ho unan da gred evit ar gaptived pa ne vije ket a arc’hant aoualc’h da baea ho ransoun. Jakez Kenta a roaz kounje d’ezho da zougen enn ho c’herc’henn merk he ziell a roue, hag ho Urs a oue kavet mad ive gant ar pab Gregor IX.
Gant bennoz Doue ha dindan patrounach ar Verc’hez, ann Urs nevez-ma en em astennaz heb dale e kement korn a ioa er bed, ha guelet e oue ennhan eur maread tud santel ha karantezuz hag a implije ho holl amzer o tastum aluzennou etouez ar gristenien fidel evit prena ar gaptived geiz. Avechou e choment ho-unan e kaptivite e plas ar re ne c’hellent ket paea ho ransoun.
Hogen, enn avis trugarekaat Doue hag ar Verc’hez evit eur c’hras ker kaer, ann Iliz e deuz lakeat selebri, da genver ann deiz-ma 24 a viz guengolo, eur gouel hag eunn offis a gostez dindan ann hano a c’houel hag offis ann Introun-Varia-a-Druez.
Truezuz braz oa stad ann dud keiz dalc’het enn esklavaj gant ar baianed ; rak, ouspenn m’o devoa kalz poan ha dienez da c’houzanv, danjer a ioa ive evitho da goll ar feiz ha da zaoni ho ene. Eunn dra gaer oa eta rei aluzenn pe labourat da derri ho jadennou.
Beza esklav d’ar pec’hed ha d’ann drouk-spered a zo c’hoaz kalz goasoc’h eget beza kaptiv etouez ann Turked. Mar d-oc’h eta kouezet enn esklavach-se, pedit ive ar Verc’hez da gaout truez ouzhoc’h evel m’e devoue truez guech all ouz ar gaptived kristen a ioa etre daouarn ann Turked. Gant sikour Mari, refuch ar bec’herien, e vezo eaz d’ehoc’h terri ar chadennou a zo o liamma hoc’h ene, ha goudeze e c’hellot kerzet adarre gant joa var hent ar baradoz.