ano ar gouel-ma a deu euz a hano menez Karmel er
Judee. Ar prophet Elias guech all a ioa bet o chom
var ar menez-se, hag he ziskibien a gendalc’haz da veva
eno goudeze enn doare m’en doa bevet he-unan. Bez’ ez
oa anezho c’hoaz da vare donedigez hor Zalver, hag ar
re-ma, o veza klevet sant Iann-Vadezour o prezeg, a oue
prest dioc’htu da gredi e Jezuz-Krist. Mes ar pez ho gounezaz
var neat d’ar feiz a oue ar miraklou a reaz ann
Ebestel goude moa diskennet varnho ar Spered-Santel.
Neuze diskibien ar prophet Elias a zavaz var menez Karmel
ar chapel kenta a oue savet enn henor d’ar Verc’hez, hag
ar chapel-ze ne zaleaz ket da veza brudet e kostez ar
Zao-Heol. Ann ermited o doa lakeat he zevel en em zastume
ennhi da gana meuleudiou ann Aotrou Doue hag
he vamm benniget, hag abalamour da ze e ouent hanvet
Breudeur Mari a Venez Karmel. Dont a rejont gant ann
amzer da ober eunn Urs nevez a venac’h, hag ann Urs-ma
en em skignaz dre ar bed dindann ann hano a Urs
Karmes.
Hogen, er bloaz 1251, Urs Karmes en devoa evit superior
jeneral, e kostez ar C’huz-Heol, sant Simon Stok, ginidik
euz a Vro-Zaoz, hag o chom enn eur gouent euz ar vro-ze.
Ar zant-ma ne heane, pell a ioa, da c’houlenn digant ar
Verc’hez evit he Urs eunn testeni bennag euz he madelez
hag euz he c’harantez, ha setu, eunn devez, d’ar
c’houezek a viz gouere, Mari en em ziskouezaz dirazhan
eur skapular ganthi enn he dorn, hag a gomzaz outhan
evelhenn : « — Kemer ar skapular-ma, va mab ; eur merk
eo euz ar c’hras am euz obtenet evidod hag evit holl
vugale ar C’harmel : ann nep a varvo gant ar skapular
enn he gerc’henn ne d-ai ket da leski enn tan
a bado da viken. »
Setu aze penaoz e oue roet ar skapular evit ar vech genta da zant Simon Stok, superior jeneral Urs Karmes, gant ar Verc’hez Vari he-unan. Ar virionez euz ann histor-ma a zo bet anavezet gant meur a bap, ha Beneat XIV, unan euz ar re habila anezho, a lavar enn eul levr en deuz skrivet divar benn goueliou ar Zent : « — Evidon-me, emezhan, a gred ann histor-ze, ha va zantimant eo e tle beza kredet gant ann holl. »
N’e ket ma ve aoualc’h dougen ar skapular evit beza salvet. Nann ; mes ann nep a zoug ar skapular a ziskouez dre eno eo devot d’ar Verc’hez, hag ann devosion da Vari a denn ato var ann den grasou a zilvidigez hervez ann holl doktored euz ann Iliz. Ar c’homzou lavaret gant ar Verc’hez da zant Simon Stok a zinifi hebken eta ec’h obteno Mari, evit ar re a zougo ar skapular enn he henor, pe ar c’hras da veva bepred e karantez Doue var ann douar, pe da vihana ar c’hras da veza pardounet abarz mervel ma c’hoarvez gantho koueza enn eur pec’hed marvel bennag.
A benn kant hanter-kant vloaz goude, ar Verc’hez en em ziskouezaz adarre d’ar pab Iann XXII, hag a lavaraz d’ezhan e sikourje, er bed all zoken, eneou ar re o devije douguet ar skapular gant devosion epad ho buez, hag e tennje anezho euz ar purkator d’ar zadorn var-lerc’h ho maro. Houma eo ann eil gras a zo stag ouz ar skapular ; ar genta eo beza diouallet diouz ann tan a bado da viken, da lavaret eo, diouz tan ann ifern.
Goulskoude kalz kemm a zo etre ar feson da gaout perz enn eil hag enn eben euz ann diou c’hras-se. Evit kaout perz er genta, da c’houzout eo, evit beza diouallet diouz tan ann ifern, n’euz ken da ober nemed dougen ar skapular gant devosion, hag ann dra-ma a zo aoualc’h ive evit gounit induljansou ar vreuriez. Mes evit kaout perz enn eil, da lavaret eo, evit ma ve eunn den tennet he ene euz ar purkator d’ar zadorn varlerc’h he varo, ann den-ze a renk, ouspenn dougen ar skapular, miret ar jastete a zere ouz he stad ha lavaret bemdez offis bihan ar Verc’hez. Ar re ne c’houzont ket lenn a dle, e plas offis bihan ar Verc’hez, obev vijil vec’her ha beza aketuz da iun d’ann deiziou merket gant ann Iliz.
Heb kounta ar grasou-ze a zell ouz ann ene, ar skapular a ziouall ive ar c’horf dioc’h meur a zanjer, hag avechou zoken dioc’h ar maro. Oc’h ped n’en deuz ket miret da veza devet e kreiz ann tan, beuzet e kreiz ann dour, lazet e kreiz ann emgann ? Enn amzer Loiz XIII, roue Frans, eur zoudard a bakaz eunn tenn fuzuill enn he stomok var eunn dachenn a vrezel. Mes ar voul a bladaz var he skapular goude beza treuzet he zillad all, ha n’en devoue drouk ebed. Loiz XIII, o veza bet test euz ar mirakl-ma, a gemeraz dioc’htu ar skapular, hag ar roue Loiz XIV, he vab, a reaz eveldhan.
Ma n’emaoc’h ket c’hoaz e breuriez ar skapular, hastit buhan mont ennhi. Tud ar bed a vez foug ennho o tougen eunn dra bennag da zelc’her sonj euz ar re a garont, ha c’houi, kristenien, o pefe aoun pe vez o tougen ar skapular enn henor d’ar Verc’hez, ho mamm ! E pe leac’h eta ema ho feiz hag ho relijion ?