Buhez ar Sent/1913/Ann iliz var c’hed euz hor Zalver

◄   Judikael Ann iliz var c’hed euz hor Zalver Gasian   ►



ann trivac'hved devez a viz kerzu


ANN ILIZ VAR C'HED EUZ A C'HINIVELEZ HOR ZALVER
————


Epad ann Azvent, hor mamm zantel ann Iliz ne ehan da zigas da zonj d’eomp euz ar vall o doa guech all ar batriarched, ar bropheted hag ann holl dud just euz al lezenn goz da velet donedigez hor Zalver. Kemeret a ra he-unan perz er vall-ze, hag hon alia a ra da ober eveldhi.

Raktal goude pec’hed hon tad hag hor mamm genta, Doue a lavaraz d’ar zarpant en devoa ho zouellet : « — Ar vaouez a flastro d’id da benn. » Dre ar c’homzou-ze, Doue a roe da anaout da Adam e c’hanje euz he lignez eur Zalver hag a flastrche he benn da Zatan enn eur denna ann den divar hent ann ifern hag euz ar stad a zaonasion, hag enn eur zigeri d’ezhan adarre doriou ar baradoz.

Divar neuze ar batriarched, ar bropheted hag ann holl dud just euz al lezenn goz ne rejont nemed huanadi o c’hortoz ar Zalver-ze ; rak ennhan edo ho holl esperans. Ho c’haloun a lamme enn ho c’hreiz o sonjal er bromesa a ioa bet great gant Doue da Adam, ha goudeze c’hoaz da Abraham, da Izaak ha da Jakob, ha ne baouezent da c’houlenn enn ho fedennou ma teuje erfin ann hini a dlie ho zavetei.

Mes allaz ! pell e renkchont gortoz. Doue a jomaz pevar mil bloaz heb seveni he bromesa evit rei da goumpren guelloc'h a ze ann ezomm en devoa ar bed euz eur Zalver. Setu ar pez a rea da Jezuz-Krist lavaret d’he ziskibien eunn devez : « — Euruz ann daoulagad a vel ar pez a velit-hu ; rak, m’hen lavar d’ehoc’h, eleiz a bropheted hag a rouaned o deuz bet c’hoant da velet ar pez a velit, ha n’o deuz ket gellet guelet. »

Hogen, mar o doa ar batriarched, ar bropheted hag ann holl dud just euz al lezenn goz kement-se a vall da velet donedigez hor Zalver, ar Verc’hez Vari e devoa kalz muioc’h c’hoaz, dreist holl abaoue m’oa Mab Doue en em c'hreat den enn he c’horf sakr dre c’halloud ar Spered-Santel. Kounta a rea ar miziou, ar sizuniou, ann deiziou e devoa da vont c’hoaz abarz guelet he mab ha gellout he vriata, ha dre ma tostea he zermen, he c’haloun a zride gant ar joa.

Mad, ann Iliz a ra hirio eur gouel hag eunn offis evit henori ar Verc’hez epad m’edo evelse var nez genel he mab, ha diskouez ar perz a gemer enn he mall hag enn he joa. Dre ar gouel hag ann offis a ra hirio, ann Iliz a lavar ive d’ann holl dud fidel : « — En em laouenait asambles gant Mari, mamm Doue. A benn eiz dez ama, ema ann deiz braz evithi hag evidhoch ; a benn eiz dez ama, ema deiz ginivelez Jezuz, deiz ginivelez ar Zalver m’edo ann holl boblou euz ar bed var c’hed anezhan, deiz ginivelez ann hini a zo deuet evit rei gloar da Zoue e barr ann envou ha digas ar peoc’h var ann douar d’ann dud a volontez vad. En em lakit eta da zelebri egiz ma’z eo dleet ann deiz kaer ha santel-ze. »

Ar gouel-ma a zo bet great da genta e Spagn, dre urs ann dekved konsil a Doled, hag eno e pad ato eiz dez penn da benn. A hed ann eiz dez-se, e vez bemdez eunn offerenn var gan dioc’h ar mintin, mintin mad, hag ar gragez a zo o tougen frouez a ia holl d’ann offerenn-ze pa c’hellont, evit goulenn sikour digant ar Verc’hez. Heb dale e oue great ive er broiou all gant aotre ar pab ; mes er broiou all avad ne vez nemed eunn offerenn blean, ha d’ann trivac'h euz ar miz hebken.


SONJIT ERVAD

Ma karfemp sonjal e pe stad oue lakeat ann den dre bec'hed Adam hag Eva ; ha ma komprenfemp, er memez amzer, n’euz nemed Jezuz-Krist hag a ve goest da derri hor chadennou, neuze ne vemp tamm souezet evit klevet ar Batriarched hag ar Bropheted oc’h huanadi varlerc’h ar Mesias. Kemeret a rafemp perz er gouel hirio a zigas sonj euz he zonedigez, ha da zeiz Nedelek e ve mall ganeomp hen digemeret enn hor c’haloun.

Guech all, ann Iliz a ordrene d’ann holl gristenien kommunia da zeiz Nedelek. Hirio ne ordren mui ; goulskoude ar re o deuz eunn tammik devosion ne vankont morse da dostaat ouz ann daol zantel enn deiz-se. Ar Mabik Jezuz a deu er bed-ma he zaouarn leun a c’hrasou ; mar oc’h euz c’hoant eta da gaout ho lod euz ar grasou-ze, hastit affo netaat ho koustians dre eur gonfesion vad, hag it goudeze d’he reseo dre ar gommunion : ebarz er gommunion, dreist holl, e skuillo he c’hrasou varnhoc'h gant largentez.