Buhez ar Sent/1913/Aogustin a Gantorberi

◄   Mari-Madalen Pazzi Aogustin a Gantorberi Maksimin   ►



ann eizved var ’nn ugent a viz mae


SANT AOGUSTIN, ESKOP KANTORBERI
————


Aogustin a ioa eur manac’h euz a Rom hag a oue kaset gant ar pab sant Gregor da brezeg ar feiz d’ar Zaozon. Ar re-ma, goude beza poulzet ar Vretouned e kostez ar meneziou, a ioa deuet, tost da gant hanter-kant vloaz a ioa, da veza ar vistri enn enezenn a reat bete neuze Breiz-Vraz anezhi hag a oue hanvet Bro-Zaoz a c’houdevez. Hogen paianed oant c’hoaz.

Aogustin, o veza treuzet ar Frans hag ar mor a zo etre Frans ha Bro-Zaoz, a ziskennaz enn enez Thanet, e tu ar Zao-Heol da rouantelez Kant. Kerkent ha ma oue erruet, e lakeaz lavaret da Ethelbert, roue ar beg douar-ze, e teue euz a Rom da zigas d’ezhan eur c’helou euruz, ha da zeski d’ezhan gounit eur gurunenn ha ne vije biken lamet diganthan. Ar prins a gemennaz raktal d’ar Zant chom el leac’h m’oa diskennet ken n’en devije guelet petra da ober enn he genver, ha da c’hortoz, e roaz urs da bourvei d’he holl ezommou ha da re he goumpagnunez. Rak Aogustin n’edo ket he-unan : nao ha tregont all a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan etre menac’h euz ann Itali ha Fransizien.

Ethelbert en doa dija klevet hano euz ar relijion gristen ; rak dimezet oa da eur verc’h da Garibert, roue Paris, hag ar brinsez-ma a ioa kristenez. Prest goude, e teuaz he-unan da enez Thanet, hag ar visionerien a ieaz d’he gaout e prosesion. Dougen a reant eur groaz arc’hant, mes ar c’hrist a ioa eur c’hrist koat livet, hag enn eur vont e kanent al litaniou. Ar roue a zigoraz frank he ziouskouarn p’en em lakejont da gomz d’ezhan euz ar guir Doue, euz hor Zalver Jezuz-Krist, euz ar baradoz. Mes goudeze e respountaz d’ezho : « — Traou kaer oc’h euz lavaret aze; biskoaz n’em boa klevet traou ker kaer; mes evit c’hoaz ne c’houzounn ket petra da zonjal anezho. Goulskoude, p’oc’h deuet euz a geit all dre garantez evidon, ne c’houzanvinn ket e ve great ann heg pe glasket trabas ouzhoc’h; me ro kounje d’ehoc’h da brezeg e peb leac’h etouez va zujidi. »

Ethelbert en doa c’hoant ez aje Aogustin hag he goumpagnunez da jom da Gantorberi, ar gear-benn euz he rouantelez. Mont a rejont rak ehun, hag eno e vevent egiz ma veve guech all ann Ebestel. Tremen a reant ho amzer o iun, o pedi, o kastiza ho c’horf dre bep seurt pinijennou, hag o veza m’oa distag ho c’haloun dioc’h holl draou ann douar, oant prest ato da skuill ho goad evit ar feiz.

E kichen Kantorberi ez oa eun iliz goz, lezet enn abandoun gant ar Vretouned, hag eno e veze ar rouanez oc’h ober he devosionou. Enn iliz-se ive eo e prezege ar visionerien, e lavarent ho offerenn hag e selebrent ho offisou. A nebeut a nebeut eur maread paianed a guiteaz servich ann doueou faoz hag a resevaz ar vadiziant. Ar roue he-unan a anavezaz erfin ar virionez euz ar relijion gristen, ha da heul ar roue eunn niver braz euz he zujidi a droaz kein d’ann idolou.

Aogustin a deuaz neuze e Frans evit beza sakret eskop dre urs ar pab, ha pa oue distro da Vro-Zaoz, e kendalc’haz da brezeg gant kement a frouez ma vadezaz betek dek mil den da zeiz Nedelek. Raktal e kasaz daou gannad da Rom da c’houlenn misionerien nevez, ha goudeze, dre ar c’halloud en doa bet evit kement-se digant sant Gregor, e sakraz he-unan daou eskop all evit he zikour da c’hounit ar Zaozon d’ar feiz.

Ar miraklou a rea ar zant-ma a greske c’hoaz ann nerz a roe Doue d’he gomzou. Evelse en devoue ann eur da velet abarz mervel Bro-Zaoz holl, kouls lavaret, oc’h adori ar guir Doue, ha setu perak e oue leshanvet Abostol ar vro-ze. Mont a eure da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he labouriou, er bloaz 604 var a lavar lod, pe er bloaz 607 evel a lavar lod all.


SONJIT ERVAD

Pebez mirit n’o deuz ket ar re a guita ho bro, ho c’herent hag ho mignouned, evel sant Aogustin, evit mont da gas sklerijenn ann Aviel d’ar broiou pell ! Mad, netra easoc’h d’ehoc’h eget kaout perz er mirit-se : n’oc’h euz ken da ober nemed en em lakaat e Breuriez ar Feiz. O rei eur guennek er zizun d’ar vreuriez-ma e c’hellit sikour gounit eneou da Zoue, n’e ket hebken a ganchou, mesa villerou hag a vilionou ; hag e sellfec’h ouz eunn dispign ken dister ! Gant hoc’h aluzen roit ive ho pedenn hag o pezo c’hoaz kaeroc’h digoll enn env.