Buhez ar Sent/1913/Aphraat

◄   Selestin Aphraat Perpet   ►



ar seizved devez a viz ebrel


SANT APHRAAT, ERMIT
————


Aphraat a ioa ginidik euz ar Pers. He dad hag he vamm a ioa paianed, hag hen a oue savet ive e relijion he dud. Mes bez en devoue ar c’hras digant Doue da anaout ar virionez euz ar relijion gristen, ha kerkent e kuiteaz he vro evit mont da eur vro all el leac’h ma vije easoc’h d’ezhan ober he zilvidigez. En em denna a eure enn eunn tiik bihan e kichen Edes, er Mesopotamii, hag eno e tremene he amzer o labourat da c’hounit he dammik boued, o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn.

Evel eur jardiner mad a zo aketuz da c’houennat he jardin ha da laza ar melfed hag ann amprevaned all a zebr he legumach, evelse ive Aphraat a boanie heb ehana da zisc’hrizienna ann techou fall euz he galoun ha da vouga ar goall ioulou euz he gorf. Heb dale, ar brud euz he zantelez a reaz da galz a dud dont d’he gaout evit goulenn kuzul diganthan pe en em erbedi d’he bedennou. Mes ann dra-ze ne blije ket d’ezhan; aoun en doa da goll ar zonj euz a Zoue o kaozeal re gant ann dud, ha setu perak ez eaz da guzat enn eunn ermitach all tost da Antioch.

Hogen, kaer en devoue, he zantelez hen diskuillaz adarre enn he ermitach nevez, ha muioc’h choaz a dud a deue di d’he velet eget na’z ea d’he ermitach kenta. Aphraat a gomze d’ann holl euz a Zoue, hag a roe da bep hini ann aliou a veze dioc’h he zoare; mes ne gemere morse netra digant den. Evit ac’hano, n’en doa ezomm a nemeur a dra; rak beva a rea divar bara ha dour, nemed enn he gozni e tebre, ouspenn, eunn nebeut louzeier glaz. Eur pallenn blansounet a zerviche dezhan da vele, ha ne zouge nemed eur zae c’hroz ha n’e devoa liou ebed, pell a ioa.

Eunn devez, eunn den a renk huel, he hano Anthem, a ginnigaz d’ezhan eur zae nevez enn eur lavaret : « — Va Zad, kemerit ar zae-ma, me ho ped; houma a zo great er Pers, hag ann dud a gar peurvuia traou ho bro. » Aphraat a grogaz er zae, hag o veza he zaolet var eur skaoun pe eur gador, e respountaz « — Me zo nec’het gant eunn dra. » « — Gant petra’ta, eme Anthem ? » « — Me’m’euz lakeat em spered, eme Aphraat, n’em bije biken nemed eur c’houmpagnoun e va ermitach. Unan am euz hag a zo ganen c’houezek vloaz zo ; biskoaz n’em euz bet eur ger da lavaret anezhan, ha brema goulskoude eunn all euz va bro en deuz c’hoant da zont enn he blas. Mes me a gav tenn kas va c’houmpagnoun koz kuit evit kemeret eunn all ha ne anavezann ket. » « — Rezoun oc’h euz, eme Anthem. » « — Mad, eme ar Zant, neuze ne dleit ket beza souezet ma ne gemerann ket ar zae nevez a ginnigit d’inn. Ann hini am euz a zo ganen pell zo, ha re a boan em befe o chench anezhi oc’h unan nevez. »

Etre daou, ann impalaer Valens, o veza troet a du gant ann Arianed, en em lakeaz da ober goall vuez d’ar gristenien gatholik. Eskop Antioch a ioa bet koundaonet ganthan d’ann harlu, hag ann dud fidel n’o doa mui a gounje d’en em asambli evit ann offisou, nag e kear, na var ar meaz. Pa glevaz Aphraat ar c’helou-ze, e kuiteaz raktal he ermitach, petra bennag m’oa kabac’h dija, evit mont da zifenn ar guir relijion a enep ann heretiked. Dre ann nerz euz he gomzou, ha dre he viraklou dreist holl, rak bez’en doa ive ann donezoun a viraklou, e roaz kaloun d’ar gristenien gatholik hag e starteaz eur maread er feiz.

Eunn devez m’edo o vont d’al leac’h mac’h en em asamble ann dud fidel dre guz, e oue remerket gant ann impalaer, a ioa d’ar mare-ze en Antioch. Kerkent Valens a lavar da unan bennag ober sin d’ezhan da dostaat, ha goudeze e c’houlenn outhan : « — Ma’z it-hu evelse, potr koz? » « — Me zo o vont da bedi evit ann holl, eme Aphraat, evidhoc’h-hu kouls hag evit ar re all. » « — Mes, eme ann impalaer, p’e guir oc’h ermit, perak ne jomit-hu ket da bedi Doue enn hoc’h ermitach? » « — Daoust, eme ar Zant, ha c’houi a lavarfe da eunn den a ve o veva enn eur gambr a gostez, chom var he dorchenn heb finval epad ma ve ann tan goall e ti he dad ? » « — Ne lavarfenn ket avad, eme Valens. » « — Mad, eme Aphraat, c’houi oc’h euz lakeat ann tan e ti ann Aotrou Doue, e ti hon tad d’eomp holl, ha me am euz kuiteal va ermitach evit sikour he vouga. E leac’h eta tamall ac’hanon, e tlefac’h kentoc’h en em goundaoni hoc’h-unan p’e guir ann tan-ze a zo bet c’houezet ganehoc’h. » Ann impalaer ne respountaz netra d’ar c’homzou diveza-ma hag a lezaz ar Zant da vont gant he hent.

Valens o veza great fin fall prest goude, sant Aphraat a zistroaz d’he ermitach hag a varvaz eno enn eunn oad braz var dro ar bloaz 400.


SONJIT ERVAD

Pa grog ann tan goall enn eunn ti bennag, dever ann amezeien eo diredet holl da glask he vouga. Evelse ive dever ann holl dud fidel eo en em zikour da zifenn ar relijion hag ann lliz pa vez great brezel d’ezho. Peb hini a dle en em zervichout evit kement-se euz ann armou a zo dioc’h he zoare. Ar re a c’hell ober vad dre ho c’homzou pe dre ho skridou a dle sevel ho mouez pe labourat gant ar bluenn heb aoun ebed, evit diarbenn ha trec’hi enebourien ho feiz ha rei kaloun d’ho breudeur ha d’ho c’hoarezed kristen. Ar re ne c’houzont nemed pedi a dle kreski ho fedennou hag ho devosionou evit obten digant Doue ar peoc’h hag ar viktor var mevellien Satan. Mes arabad eo da nikun ober evel eur c’hrouadur ha ne rafe van ebed evit klevet lavaret ema ann tan e ti he dad.