Buhez ar Sent/1913/Apolliner

◄   Mari-Madalen Apolliner Kristina   ►



ann trede var’nn ugent a viz gouere


SANT APOLLINER, ESKOP HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa unan euz a ziskibien hor Zalver. Goude m’oa pignet Jezuz-Krist enn env, ez eaz gant sant Per da Antioch, hag ac’hano da Rom. Sant Per her sakraz eskop, hag her c’hasaz da Raveenn da brezeg ann Aviel. Enn eur erruout eno, e reaz anaoudegez gant eur zoudard hag en doa eur mab dall. Apolliner a reaz sin ar groaz var hema, ha kerkent e teuaz ar gueled d’ezhan. Ar mirakl-ma a oue aoualc’h evit gounit d’ar feiz ar zoudard hag he vab, hag holl dud ho zi.

Eunn offiser, o veza klevet ann dra-ze, a bedaz ar Zant da vont da gaout he c’hreg a ioa klanv pell a ioa ha prest da vervel. Apolliner a reaz ive sin ar groaz var ar vaouez-se, enn eur lavaret d’ezhi sevel ennhe za enn hano Jezuz-Krist. Raktal e savaz, ha neuze he fried hag hi hag ho bugale en em strinkaz d’ann daoulin evit adori Doue ar gristenien. Ar brud euz ar burzudou-ma a redaz buhan dre gear, hag heb dale e oue eunn niver braz a dud fidel e Raveenn.

Kement-se a lakeaz beleien ann idolou da egari, ha setu hi ha diskuill ar Zant d’ar gouarner Saturnin. Hema a c’halvaz Apolliner dirazhan, hag a c’houlennaz outhan : « — Piou oc’h-hu, ha petra glaskit-hu dre ama ? » « — Me zo kristen, eme ar Zant, hag a zo ama o prezeg Aviel Jezuz-Krist, guir Vab Doue. » « — Ne anavezit-hu ket Jupiter, Mestr ann doueou ? » eme ar gouarner. « — Nann avad, » eme Apolliner. Var gement-se Saturnin a gasaz ar Zant da dempl Jupiter. Mes, o velet ann traou kaer a ioa eno, Apolliner a lavaraz : « — Setu aze aour hag arc’hant hag a ve guelloc’h kalz etre daouarn pe e godellou ar beorien eget dirak patrom eunn drouk-spered. » O klevet ar c’homzou-ma, beleien ann idolou hag ar bobl a lammaz gant ar Zant, hag hen stlejaz er meaz euz a gear beuzet enn he c’hoad. Mes ar gristenien a louzaouaz he c’houliou, hag a benn c’houec’h miz goude oa pare. Etre daou, eunn Aotrou euz ar vro, he hano Bonifas, a ioa deuet da veza mud : Apolliner a roaz d’ezhan ar prezeg adarre. Ann Aotrou-ze en doa eur verc’h pe eur plac’h hag a ioa eat ann diaoul enn he c’horf. Ar Zant a gasaz ive ann diaoul euz a gorf ar verc’h pe ar plac’h-ma, hag ann daou virakl nevez-se a reaz da ouspenn pemp kant paian digeri ho daoulagad da sklerijenn ar feiz. Mes re all, poulzet gant ann drouk-spered, a grogaz enn eskop kalounek, ha goude beza he vazatet enn eur feson didruez, e rejont d’ezhan bale diarc’henn var glaou beo. Goudeze her c’hasjont er meaz euz ho c’hear evel m’oa bet kaset dija euz a gear Raveenn ; rak ann dra-ma a erruaz e kear Klas, el leac’h m’edo ann Aotrou Bonifas o chom.

Apolliner en em dennaz neuze enn eunn ti bihan var ar meaz, hag eno e kendalc’haz da gelenn ann dud fidel, da offerenna ha da vadezi enn hano ann Tad, ar Mab hag ar Spered-Santel. O veza distroet da Raveenn, e tigasaz adarre e buez merc’h ar gouarner Rufin, a ioa nevez maro. Ar verc’h-se a deuaz da veza eur gristenez devot, ha skouer ar guerc’hezed. Mes he zad a oue torret euz he garg, ha Mesalinus hanvet enn he blas. Hema a c’halvaz ar Zant dirazhan hag a reaz dispenn he gorf a daoliou fouet. Goudeze e lavaraz skuill dour bervet var he c’houliou, hag he deuler er prizoun karget a jadennou. Mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhan, kaer en doa he vourrevi, e roaz urs d’he lakaat enn eul lestr hag a ioa o vont d’ar Gres. Hogen, al lestr-ma a reaz pense, hag Apolliner a oue digaset d’ann Itali enn dro, goude beza treuzet ar Mezii hag ann Thras enn eur hada e peb leac’h komzou Doue. Kristenien Raveenn a zridaz ho c’halounou ouz he velet, ha dre he viraklou e c’hounezaz c’hoaz er gear-ze eur maread paianed da feiz Jezuz-Krist.

Abarz ar fin beleien ann idolou a lakeaz kregi ennhan adarre. Mes ann offiser a oue karget d’he ziouall a ioa kristen he-unan hag hen lezaz da vont kuit. Ar baianed aheurtet, o veza klevet ann dra-ma,a redaz var he lerc’h hag a vrevaz he gorf a daoliou baz. Mervel a eure a benn seiz devez goude, er bloaz unan ha pevar-ugent goude donedigez hor Zalver.


SONJIT ERVAD

Sant Apolliner en deuz great miraklou braz epad he vuez. Goulskoude n’e ket dre ar miraklou-ze eo en deuz gounezet ar gurunenn gaer en deuz brema er baradoz, mes dre ar poaniou en deuz gouzanvet evit Jezuz-Krist Ar poaniou-ma a zo bet padet keit ha m’eo bet eskop, da lavaret eo, nao bloaz var ’nn ugent. Mes, gant sikour gras Doue, ne oue ket dare d’ezhan fallgalouni guech ebed epad ann amzer-ze. Kemerit skouer diouthan, ha mar oc’h euz eur boan pe eur c’hlenved hag a bad meur a viz pe meur a vloaz zo, goulennit digant Doue ar c’hras da veza bepred pasiant ha kalounek eveldhan : evelse ho poan pe ho klenved a zervicho d’ehoc’h da greski eunn deiz ho kloar hag ho rekoumpans enn env.