Buhez ar Sent/1913/Ar Seiz Breur Merzer

◄   Goulc’hen Ar Seiz Breur Merzer Thurian   ►



ann dekved devez a viz gouere


AR SEIZ BREUR MERZER, HA SANTEZ FELISITE, HO MAMM
————


Felisite a ioa eunn introun euz ann noblans vrasaa Rom. Mes goude maro he fried e kuiteaz he dillad kaer hag e lavaraz kenavo d’ar bed evit en em rei holl d’ann oberiou a zevosion hag a drugarez. Seiz mab e devoa hag a c’helle erruout er c’hargou huela euz ar rouantelez ; mes hi a zeskaz d’ezho abred ober fae var ann henoriou, ha ne ehane da c’houlenn evitho digant Doue ar c’hras da veza eunn deiz sent enn he varadoz.

Ar vuez santel a rene ann intanvez-ma gant he bugale a startea ar gristenien er feiz, hag a rea zoken da galz paianed dilezel servich ann idolou. Ann impalaer Antonin, o veza klevet menek euz ann dra-ze, a ordrenaz d’ar prefet Publius gelver dirazhan ar vamm hag he zeiz mab evit ober d’ezho adori ann doueou faoz. Hogen, ar seiz mab a ioa ho hano : ar c’hosa, Janvier ; ann eil, Felis ; ann trede, Philipp ; ar pevare, Silvan ; ar pemped, Aleksandr; ar c’houec’hved, Vital; hag ann diveza, Marsial.

Ar prefet a lavaraz da genta da Felisite : « — O pet truez ouz ho pugale a zo c’hoaz e kreiz ho brud hag a c’hell esperout beza hanvet d’ar c’hargou huela euz ar vro. » « — Ne ve mamm ebed, eme ar Zantez, ken digernez ha me, ma lavarfenn d’ezho senti ouzhoc’h. » Hag enn eur drei ouz he zeiz mab : « — Paotred, emezhi, sellit etrezek ann env ; eno ema Jezuz-Krist ouz ho kortoz ; dalc’hit mad eta d’ar garantez oc’h euz evithan. »

Publius, drouk ennhan, a lavaraz rei taoliou dorn da Felisite abalamour m’e devoa bet ann hardisegez da gomz evelse ouz he bugale. Goudeze e c’halvaz ar re-ma da vont d’he gaout peb hini d’he dro. Janvier, ar c’hosa, a glaskaz da c’hounit dre bromesaou kaer ha dre c’hourdrouzou er memes amzer. Mes Janvier a respountaz : « — Eunn den diskiant e venn oc’h adori ann idolou, hag esper am euz e roio Doue d’inn ar c’hras d’en em viret dioc’h eunn dra ken heuzuz. » Publius a reaz adarre kement a ioa enn he c’halloud evit lakaat Felis, ann eil, da ginnig ezans d’ann doueou faoz. Mes Felis a respountaz ive raktal : « — N’euz nemed eunn Doue, hag ann Doue-ze hebken a dleomp da adori euz a greiz hor c’haloun. »

« — C’houi da vihana, eme ar prefet da Philipp, ann trede, a ginnigo ezans d’ann doueou egiz ma fell d’ann impalaer Antonin, va mestr hag hoc’h hini. » « — Ar re a hanvit doueou n’e ket doueou int, eme Philipp, mes idolou didalvez ; hag ann nep a ador idolou evelse a vezo daonet da viken. »

Publius a lavaraz goudeze da Zilvan, ar pevare : « — Me vel ervad oc’h en em glevet holl gant ho mamm evit mont a enep urs ann impalaer ; mes ann dra-ze ne zervicho d’ehoc’h nemed d’en em goll hoc’h-unan. » « — Ma vemp sempl aoualc’h, eme Zilvan, evit kaout aoun rak ar maro, ne vemp ket espernet gant justis Doue ; rak gouzout a reomp peger rust e vezo ar justis-se e kenver ar bec’herien. Mes gouzout a reomp ive pebez gloar a roio d’ar re just, ha setu perak e chomomp bepred stard enn hor feiz. »

« — O pezet damant d’ho iaouankiz, eme ar prefet neuze da Aleksandr, ar pemped ; sentit ouz ann impalaer, evit beza deuet mad ganthan ha savetei ho puez. » « — Me zo servicher da Jezuz-Krist, a respountaz Aleksandr ; bez’ ema ato em c’haloun dre he c’hras, ha ne ehanann d’he adori. »

« — Evidhoc’h-hu, Vital, me zo sur ne garfac’h ket mervel, » a lavaraz goudeze ar prefet d’ar c’houec’hved. « — Piou, eme Vital, a glask ar vuez vella, pe ann hini a zervich ar guir Doue, pe ann hini a zervich ann drouk-sperejou? » « — Petra eo ann drouk-sperejou? » eme Bublius. « — Ann doueou a ador ar baianed, » eme Vital.

Ar prefet a lavaraz erfin da Varsial, ann diveza : « — Ker e kousto d’ehoc’h mont a enep urs ann impalaer. » « — Ar re a ador ann drouk-sperejou a gousto keroc’h d’ezho c’hoaz, a respountaz Marsial ; rak, emezhan, kement hini ne anavez ket Jezuz-Krist evit ar guir Doue a vezo stlapet enn tan, hag ann tan-ze ne vougo biken. »

Publius a ioa mantret ha sebezet-holl o klevet respounchou ar seiz breur. Ar respounchou-ma hag hini ho mamm o veza bet lakeat dirak daoulagad ann impalaer, Antonin a gargaz pevar barner all da zougen ar zetans, ha Felisite hag he bugale a oue koundaonet d’ar maro. Janvier, ar c’hosa euz ar re-ma, a oue skourjezet gant fouetou ploumm ken na laoskaz he huanad diveza. Felis ha Philipp, ann eil hag ann trede, a oue lazet a daoliou baz. Silvan, ar pevare, a oue beuzet enn Tibr, hag ann tri all, Alesandr, Vital ha Marsial, a oue dibennet. Ho merzerenti a erruaz er bloaz 164 varlerc’h donedigez hor Zalver.

Felisite a velaz he zeiz mab o vervel, hag a oue dibennet he-unan pevar miz goude. Lavaret a c’heller eta e oue eiz guech merzerez ; rak maro peb hini euz he bugale en devoa great kement a boan d’ezhi hag he maro he-unan.


SONJIT ERVAD

Oh! nag euruz eo ar vamm e deuz roet d’ann env ken aliez a zant hag a grouadur e deuz bet. Hounnez eo gloar Felisite, ha kalz a vammou o defe c’hoaz hirio ar joa hag ann henor-ze ma karfent, evel ar zantez-ma, deski abred d’ho bugale ober fae var draou ar bed hag ho boaza da drei aliez ho spered hag ho c’haloun varzu Doue hag ar baradoz. Eleiz a gerent a glever o klemm rak m’o deuz bugale dizuj. Mes, outho ho unan e tlefent en em gemeret. Brema koulz ha guech all ann dud iaouank a ve fur ma karfet ho c’helenn e doujans Doue.