Buhez ar Sent/1913/Bazil

◄   Anton a Badou Bazil Jermana Kousin   ►



ar pevarzekved devez a viz even


SANT BAZIL, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Sant Bazil a ioa ganet er C’happados, hag a reaz he studi e Atheenn asambles gant sant Gregor a Nazians. Goudeze e teuaz da veza ker brudet dre he zeskadurez hag he vertuziou ma oue leshanvet Bazil-Ar-Braz. Mes ober a reaz fae var gloar ar bed, ha setu hen hag en em denna e bro ar Pont, e ti zantez Makrina, he vamm goz, evit tremen he holl amzer o pedi, o iun hag o vedita var ar Skritur Sakr.

Sant Gregor a Nazians, he vignoun, a ieaz di da ober koumpagnunez d’ezhan, hag ho daou e vevchont eno eur pennad evel daou ermit. Epad ann deiz e labourent, pe gant ar bluenn enn ho c’hambr, pe gant ar bal enn toull chardin a ioa e kichen ann ti ; hag enn noz e kouskent var ar c’halet, pe e choment var zao betek ar mintin da gana meuleudiou ann Aotrou Doue. Ne reant nemed eur pred bemdez, ha c’hoaz ne zebrent nemed bara ha legumach, ha ne event nemed dour.

Sant Bazil a zavaz eur maread kouenchou er vro-ze, ken evit ar goazed, ken evit ar merc’hed, hag a roaz d’ar venac’h ha d’al leanezed a ioa ennho reolennou kaer a vuez skrivet ganthan he-unan. Goudeze e tistroaz d’ar C’happados el leac’h ma oue beleget gant eskop Sesaree, ha pa varvaz ann eskop-ma, e oue choazet evit delc’her he blas.

Eur vech eskop, ar Zant a implijaz holl nerz he gorf hag he spered evit silvidigez ann eneou a ioa fiziet enn he garg. Prezeg a rea bemdez, noz ha mintin, ha bemdez ive e veze eur mor a dud ouz he zelaou, evel a lavar he-unan enn he skridou. Ne espernaz netra ken nebeut evit maga ann devosion etouez ar bobl, hag he voaza a eure da gommunia da nebeuta teir pe beder guech er zizun. Mes he aked da zifenn ar feiz katholik a enep ann Arianed a dennaz varnhan droulans ann impalaer Valens; rak ann impalaer-ma a ioa troet gant ann hereti-ked-se.

Eunn devez eta, Bazil a oue galvet da vont da gaout ar prefet Modest, hag ar prefet-se a c’hourdrouzaz, euz a berz ann impalaer, lamet he vadou diganthan, pe he gas er meaz euz ar vro, pe he lakaat d’ar maro.

Mes ar Zant a respountaz kerkent: « — Grit d’inn eur gourdrouz all bennag, mar kirit ; rak ne rann van ebed evit klevet ar re-ze. » « — Perak’ta, eme Vodest ? » « — Perak ? eme Vazil : da genta, ann hini n’en deuz netra ne c’heller ket lamet he vadou diganthan. D’ann eil, ne rann ket a fors evit beza kaset er meaz euz ar vro ; rak va guir bro eo ann env, n’e ket ann Douar eo. D’ann trede, ar maro a ve eur c’hras evidon abalamour ma’z afenn kentoc’h a ze da velet Doue d’ar baradoz. » « — Biskoaz, eme ar prefet mantret, den n’en deuz komzet ouzinn gant kement a hardisegez. » « — N’oc’h euz eta, eme ar Zant, guelet eskop ebed bete vrema ? »

Goulskoude ann Arianed a reaz kement var ann impalaer ma falvezaz d’ezhan koundaoni Bazil d’ann harlu. Mes he gador a dorraz p’edo o vont da zina ar zetans, hag euz a deir bluenn a gemeraz nikun ne roaz liou. Evelato goulenn a eure c’hoaz eur bluenn all ; mes enn dro-ma he zorn a grenaz kement ma krogaz aoun ennhan ha ma rogaz ar paper a dammou.

Ar Zant a oue eta lezet e peoc’h, hag a gendalc’haz evel diagent da labourat heb ehana evit gloar Doue ha silvidigez ann dud. O veza kouezet klanv hag o c’houzout n’en doa mui pell da veva, e lavaraz: « — Va Doue, me a laka va ene etre ho taouarn, » ha prest goude e varvaz, d’ar c’henta a viz genver euz ar bloaz 379, oajet hebken a eur bloaz hag hanter-kant. Bez’e oue unan euz ar guella prezegerien a zo bet biskoaz, hag al levriou en deuz great a bado keit hag ar bed.


KENTELIOU SANT BAZIL

Da genta. — Disprijit ho korf, rak ne d-eo nemed eur bern poultr ha breinadurez; mes grit stad euz hoc’h ene abalamour ne varvo biken.

D’ann eil. — Ne stagit ket ho kaloun ouz ann traou krouet, pa renkit kimiada dioutho abred pe zivezad.

D’ann trede. — Evel ann ed a hader a zigas gounidegez d’ann nep hen taol enn douar, evelse ive ar bara a lakeer e dorn ar paour a zoug frouez evit ann nep her ro.

D’ar pevare. — Diskennit aliez e goeled ho kaloun ha goulennit ouzhoc’h hoc’h-unan petra oc’h, euz a be leac’h e teuit ha petra viot eunn deiz. E pe leac’h edon-me brema ez euz kant vloaz ? E pe leac’h e vezinn-me a benn kant vloaz ama ?

D’ar pemped. — Taolit eur zell dioc’h ann noz var ar pez oc’h euz great, sonjet pe lavaret epad ann deiz, ha guelit pe seurt kemm a zo etre ann eil devez hag egile evit gouzout pe c’houi a ia araok, pe c’houi a ia adren var hent ar zilvidigez.