Buhez ar Sent/1913/Beneat ar Morian

◄   Fransez a Baol Beneat ar Morian Izidor, Eskop ha Doktor   ►



ann trede devez a viz ebrel


SANT BENEAT, AR MORIAN
————


Beneat a ioa euz ar vouenn dud-se a reer Morianed anezho abalamour m’eo du ho c’hroc’henn, hag a zo stag outho c’hoaz ar valloz a laoskaz guech all Noe var he vab bihan Kanaan. He dad a ioa esklav pe esklavour e ti eun Aotrou braz euz ar Sisiil, hag he vamm a ioa bet esklavourez ive, mes ne oa mui. Hogen, mestr he dad en doa lavaret d’ezhan ne gemerje ket da esklav ar c’hrouadur kenta en devije, ha Beneat a oue ar c’hrouadur-ze ; Beneat eta ne oue ket esklav evel he dad.

Petra bennag ma’z oa morian ha ma veve enn esklavach, tad Beneat a ioa eunn den a relijion, ha ne espernaz netra evit ober ive eur c’hristen mad euz he vab. Ne zeskaz ket d’ezhan lenn ha skriva, rak ne c’houie ket he-unan ; mes deski a reaz d’ezhan skiant ar Zent : ar pez a zo kalz guelloc’h. Deski a reaz d’ezhan karet Doue euz a greiz he galoun, ha beza ato var evez evit en em ziouall diouz ar pec’hed.

Ar c’henteliou-ze a ieaz doun e spered Beneat, hag ar paotrik keaz ne ehane da bedi epad ma veze o tiouall al loaned ; rak ann dra-ma oa he vicher enn he vugaleach. Pa deue ar botred all da velet petra rea, ne vankent morse da gaout anezhan var bennou he zaoulin, ha setu perak o doa he leshanvet ar Zantik du.

O veza n’oa ket esklav, Beneat en devoa eunn tammik koumanant hag a c’helle dastum eur guennek bennag. D’ann oad a drivac’h vloaz e prenaz eur c’houblad ejenned gant ar guenneien-ze, hag ec’h en em lakeaz da labourat enn he gount he-unan. Mes, a benn tri bloaz goude, eunn ermit santel divar dro a lavaraz d’ezhan eunn devez : « — Petra rez aze, Beneat ? Guerz da ejenned, ro ann arc’hant d’ar paour, ha deuz ganen-me. » Beneat a zentaz var ann heur hag a ieaz da heul ann ermit.

Ne oue ket pell ganthan na zervichaz da skouer d’ann holl ermited all. Diez e vije bet kaout eunn den iaouank ken humbl, ken douget d’ar binijenn ha ken aketuz da viret ar reolenn a vuez a ioa merket d’ezhan. Iun a rea bemdez, ne eve nemed dour, kousket a rea var ar c’halet, hag ouspenn-ze e kastize c’hoaz he gorf e meur a feson all evit lakaat ar c’hig da zuja d’ar spered.

Goude beza bevet evelse epad pemzek vloaz, Beneat a c’houlennaz beza resevet e kouent ann Tadou euz a Urs sant Fransez e Palerm. Resevet e oue gant joa, rak anavezet oa dija evit eur mignoun braz da Zoue. Eno e oue karget euz ar gegin, goude m’en devoue great he veuiou. Ar garg-ma oa ann distera hag ar boaniusa euz ar gouent; mes abalamour da ze ne blije nemed muioc’h da Veneat.

Biskoaz keginer n’en devoue kement a fizians e Providans Doue hag ar manac’h nevez ; mes biskoaz ive ar fizians-se ne oue rekoumpanset dre gement a vurzudou. Eunn devez da bardaez, er goanv, ne oa tamm da zibri er gouent a benn antronoz, hag ann erc’h a ioa ken teo ma ne c’hellet ket mont da glask e kear. Petra ra Beneat ? karga a zour ar podou goullou hag ar barazou a ioa er gegin, ha pedi Doue da skuill varnho he vennoz. A benn antronoz, ar podou hag ar barazou-ze a ioa leun a besked, hag ar venac’h ne vankaz ket a voued d’ezho.

Eunn devez all, dioc’h ar mintin, e teuaz tregont mansouner da labourat d’ar gouent. O veza n’edot ket var c’hed anezho enn deiz-se, ne oa netra da rei d’ezho d’ho mern, ha goulskoude e renket ho beva, Ar superior a ioa nec’het dija, mes Beneat a lavaraz: « — Doue a bourveo. » Pa oue poent mern, ar superior a c’houlennaz adarre: « — Petra vezo great oc’h ar vansounerien? » « — Lavaret d’ezho mont ouz taol, » eme Veneat. Lavaret e oue, hag al labourerien a gavaz eno pe a dra da zibri leiz ho c’hof.

Ar venac’h all o doa kement a istim evit ho c’heginer ma falvezaz d’ezho he joaz evit ho zuperior, petra bennag ne oa na belek, na den a iliz, ha ne c’houie ket zoken lenn ha skriva. Beneat a oue rannet he galoun pa glevaz ann dra-ze ; mes red e oue d’ezhan senti, hag epad tri bloaz e c’houarnaz ar gouent gant eur furnez hag eunn dousder hag a c’houneze d’ezhan kalounou ann holl.

Da fin ann tri bloaz-ze e oue eur pennad mestr ann novised, ha goudeze e c’hellaz distrei d’he gegin. Mes di e teue ive eur maread tud d’he gaout, tud a bep stad hag a bep renk. Beneat a veze laouen ouz ann holl, a gonzole ar re a veze er boan, a baree avechou ar re glanv, hag a respounte da bep hini hervez m’en deveze ezomm. Eunn den habil euz a gear a ioa nec’het o klask koumprenn eunn nebeut komzou euz ar Skritur Sakr. Beneat n’oa bet biskoazer skol, ha goulskoude e lavaraz dioc’htu d’ann doktor-ze petra zinifie ar c’homzou ne goumprene ket.

Ar zant-ma, o veza kouezet klanv d’ar pevar a viz meurs euz ar bloaz 1589, a resevaz he zakramanchou diveza d’ann trede a viz ebrel, hag antronoz-vintin e tremenaz e peoc’h enn eur zellet ouz ann env hag enn eur lavaret : « — Etre ho taouarn, va Doue, me a laka va ene. » Eunn nizez d’ezhan a ioa o pedi evithan d’ann ampoent, ha setu hi ha guelet eur goulmik venn o nijal etrezek ennhi. « — Ne c’houlennez netra diganen ? » eme ar goulm. Ann nizez a anavezaz neuze he eontr, hag a respountaz : « — O vont da be leac’h emaoc’h evelse ? » « — O vont d’ar baradoz, » eme Veneat.

Beneat a ioa oajet a dri bloaz ha tri-ugent, hag a oue diskleriet sant er bloaz 1807 gant ar pab Pi VII.


SONJIT ERVAD

Santelez a dal hirroc’h eget deskadurez. Kalz zo hag en em goll dre ho deskadurez, ha den ne c’hell en em zavetei heb ar zantelez. Ouspenn-ze, Doue a ro sklerijenn da spered ann dud santel, hag evelse ar re-ma a c’hell avechou ober skol d’ann dud desket, evel a reaz sant Beneat da eunn doktor a Balerm. Labourit eta dreist peb tra d’en em zantifia, ha ne glaskit ann deskadurez nemed var marc’had ar zantelez; rak ann deskadurez heb ar zantelez n’eo mad nemed d’ho kas d’ann ifern, ha petra zervicho d’ehoc’h beza bet eunn den habil epad ar vuez-ma, mar bezit daonet goudeze da viken ?