◄ Gontran | Eustaz | Iann Klimaak ► |
ustaz a ioa ganet er Bourgogn, hag a oue savet gant
sant Miet, eskop Langr ; ann eskop-ma a ioa eontr
d’ezhan. O velet pegement a riskl a zo d’en em goll er
bed, e sonjaz klask eur plas distro bennag evit ober
easoc’h a ze he zilvidigez. En em denna a eure eta e
kouent Lukseuill evit deski gant sant Kolomban, abad ar
gouent-se, ar feson da bignat huel e skeul ar zantelez.
Hogen, biskoaz diskib ne reaz muioc’h a henor d’he
vestr. Eustaz a garie kement ar binijenn, hag a ioa ken
aketuz da bedi Doue ha da viret a boent da boent ar reolenn
a vuez a heuliet er gouent, ma servichaz dioc’htu
da skouer d’ann holl venac’h all.
Etre daou, ar rouanez Brunho hag he mab bihan Thierri a ordrenaz da zant Kolomban distrei d’ann Irland, he vro. N’oant ket evit gouzanv ar rebechou a rea ar zant-se d’ezho abalamour d’ar vuez fall a renet enn ho falez. Prest goude, Eustaz hag eur manac’h all, he hano Gall, a renkaz ive kuitaat Lukseuill evit tec’het araok offiserien ar roue Thierri. En em denna a rejont var douar roue ann Aostrazii, hag eno e ouent digemeret mad. Kolomban, o veza bet digaset var he giz dre virakl p’edo dija e penn ann hent da zistrei d’ann Irland, a deuaz di d’ho c’haout, ha neuze ez ejont ho zri da brezeg ar feiz e kostez ar Suis.
Epad m’edont er vro-ze, sant Kolomban a glevaz o devoa tud fallakr great skrab e kouent Lukseuill. Raktal e kasaz Eustaz d’ar gouent-se enn eur rei d’ezhan ar garg a abad pe a zuperior. Eustaz, o veza erruet, a zifennaz he vir a enep ar skraberien, ha dre ann dousder euz he gomzou e lakeaz anezho da ziskregi euz ar pez a ioa dija etre ho daouarn. Goudeze e c’houarnaz he gouent gant kement a furnez hag a zantelez, ma tiredet a bep tu da zeski ganthan skiant ar Zent. Niver ar venac’h a greske bemdez, hag abarz nemeur e ouent ouspenn c’houec’h kant.
Eustaz a boanie dreist peb tra da ober d’ezho miret ar reolenn a vuez a heuliet enn amzer sant Kolomban. Ho c’helenn a rea muioc’h c’hoaz dre he oberiou eget dre he gomzou. Evit gouzout penaoz en em zantifia, he ziskibien n’o doa nemed sellet outhan ; rak bez’ez oa evitho eur skouer a bep seurt vertuziou. Ne ehane da bedi ha da iun, ha kastiza a rea c’hoaz he gorf dre galz pinijennou all.
Ann abad karantezuz a zikoure ive ann holl beorien hag ann holl dud klanv divar dro he gouent, hag ato e veze var evez evit pourvei da holl ezommou he venac’h kouls da ezommou ho c’horf evel da ezommou ho ene. Pa vele unan bennag o vont eunn tammik dreist ar roudenn pe o koueza enn eur faot bennag, e kemere truez outhan, hag, e leac’h beza rust enn he genver, e skandale anezhan goustadik ha dre gaer : guell oa ganthan goulenn pardoun digant Doue evit ar breur keaz-se eged he goundaoni dirak ar re all.
Ar zant-ma en devoa kement a ioul da c’hounit eneou da Zoue ma c’hoanteaz mont da brezeg ann Aviel d’ar Bavier, el leac’h ma’z oa c’hoaz eur maread paianed. He brezegennou a zougaz kalz a frouez; mes, epad ann amzer-ze, eur penn fall en doa great eunn tammik freuz enn he gouent: setu ma renkaz distrei buhan d’ar gear. Eustaz ne oue ket pell evit lakaat adarre ar peoc’h etouez he venac’h.
Prest goude e klanvaz, hag epad eur miz dioc’htu en devoue poaniou skrijuz da zivoaska. Mervel a eure leun a veritou er bloaz 625, oajet a dri-ugent vloaz pe var dro, ha Doue a ziskleriaz he zantelez dre veur a virakl.
Sant Eustaz a ioa karget a c’houec’h kant manac’h, ha gant kement-se goulskoude ne ehane da bedi. Penaoz eta e c’hellit-hu lavaret n’oc’h euz ket a amzer da lavaret ho pedennou ? Sklear eo n’e ket ann amzer a vank d’ehoc’h, mes ar volontez vad. N’e ket red ober pedennou hirr-hirr : eur bedenn verr great gant devosion a dal hirroc’h dirak Doue eget pedennou hirr great gant eur spered dizonj hag enn eur drei ar penn enn tu-ma nag enn tu-hont. Piou ac’hanhoc’h ne c’hellfe ket kemeret daou pe dri minut dioc’h ar mintin, ha kement all dioc’h ann noz, evit adori Doue, he drugarekaat ha goulenn diganthan c’hrasou ? Hogen, daou pe dri minut a zo aoualc’h evit lavaret ar Bater, ann Ave, Maria, ar Gredo, ar Gonfiteor, gourc’hemennou Doue ha re ann Iliz, hag ann aktou ; ha setu ar pez a renker ma n’oc’h euz ket amzer da lavaret muioc’h. Bezit eta aketuz ato d’ho pedennou dioc’h ar mintin ha dioc’h ann noz ; evelse e tennot bennoz Doue var ho labour, e leac’h, ma ne bedit ket, kaer o pezo terri ho korf o labourat, ho poan hag ho labour ne zervichint ket d’ehoc’h da c’hounit ar baradoz.