Buhez ar Sent/1913/Felis a Valoa


ann ugentved devez a viz du


SANT FELIS A VALOA


————


Felis a ioa euz a vouenn rouaned Frans, hag a oue kaset da zant Bernard gant he vamm, prest goude m’oa ganet, evit beza kinniget da Zoue dre zaouarn ar zant-se. He vrasa plijadur enn he vugaleach oa ober aluzenn, ha pa vele trouc’ha eunn tamm bara bennag da rei d’ar paour, e kroge ennhan dioc’htu hag e rede ganthan da doull ann or. Da fin ar prejou, e tastume ar pez a jome euz he zilerc’h hag euz a zilerc’h ar re all, hag ez ea buhan da ingala ann dra-ze etre ar vugaligou geiz euz he oad ; miret a rea zoken evitho ar peb guella, kouls lavaret, euz ar pez a veze bet servichet d’ezhan.

Ne oa c’hoaz nemed dek vloaz pa c’houlennaz gras evit eunn torfetour hag a ioa sur da veza koundaonet d’ar maro, enn eur lavaret e teuje ann torfetour-ze da jench buez. Selaouet e oue he reked, hag ar pez en doa lavaret en em gavaz guir a boent da boent. Ann torfetour a zistroaz a-grenn ouz Doue, hag a varvaz goudeze evel eur zant. Enn he iaouankiz, Felis a ziviskaz ive he zillad meur a vech evit ho rei d’ar paour.

Pa oue enn oad da fortunia, e reaz he zonj da guitaat ar bed evit mont enn eunn tu bennag da veva he-unan gant Doue. Mes, o veza ma’z oa kar tost d’ar roue ha ma c'helle beza galvet da herita euz he rouantelez hag euz he gurunenn, e favezaz d’ezhan da genta reseo ann Ursiou sakr evit lakaat eur c’hae pe eur voger etre ann tron hag hen. Beleget e oue eta, ha prest goude ec’h en em dennaz e kreiz eur c’hoat doun, el leac'h ma tremene he holl amzer o pedi, o vedita, hag o kastiza he gorf dre ar binijenn.

Goulskoude eunn doktor iaouank euz a Baris, he hano Iann Matha, hag hen belek ive, a oue poulzet gant Doue da vont di d’he glask evit delc’her koumpagnunez d’ezhan. Felis a zigemeraz ann doktor iaiouank-se evel eur breur, ha divar neuze e vevchont eno ho daou evel daou eal : ho spered hag ho c’haloun a veze ato troet varzu ann env, ha kerzet a reant a gammejou hirr var hent ar zantelez.

A benn eunn nebeut bloaveziou, Iann Matha a gountaz da Felis ar pez a ioa erruet ganthan epad m’edo o lavaret he offerenn genta. « — Da vare ar gorreou, emezhan, e veliz eunn eal guisket e guenn, gant eur groaz ruz ha glaz var he zillad, hag e kichen ann eal ez oa daou esklav karget a jadennou pounner, unan a bep tu. Abaoue, ne rann nemed sonjal er gaptived keiz, ha c’hoant em befe da ober eunn dra bennag evitho. »

A veac’h oa ar c’homzou-ze peur achuet ma tilammaz eur c’haro euz ar c'hoat dirak ann daou ermit, hag ar c’haro-ma a zouge ive etre he gerniel eur groaz henvel ouz ann hini en doa guelet Iann Matha var dillad ann eal. Felis hag he goumpagnoun a goumprenaz dre ar burzud-se oa bolontaz Doue e savchent eunn Urs nevez a venac’h evit prena ar gaptived, ha raktal ez ejont da Rom d’en em glevet var gement-se gant ar pab Innosant III. Ar pab ho resevaz gant eur garantez a dad, ha goude beza goulennet kuzul digant ar gardinaled ha sklerijenn digant Doue, e viskaz he-unan da bep hini anezho eur zae venn hag a ioa ennhi eur groaz ruz ha glaz var ann araok. Abalamour d’ann tri seurt liou-ma, ar pab a ordrenaz ma vije hanvet ann Urs nevez Urs ann Dreindet Sakr evit tenna ar gaptived euz a dre zaouarn ann Turked.

Felis ha Iann Matha a zistroaz neuze da Frans, hag a zavaz eur gouent vraz el leac’h m’oant bet kent oc’h ober ho ermitach. Goudeze Iann Matha a ieaz adarre da Rom, hag epad ann amzer-ze Felis a lakeaz sevel kouenchou all e Frans ; rak niver ar venac’h a greske a zeiz da zeiz.

Ar zant-ma en devoa eunn devosion dener evit ar Verc’hez, hag ar Verc’hez evit he rekoumpansi a reaz eunn droiad eur mirakl kaer enn he genver. Eunn nosvez, derc’hent gouent Maria-Vengolo, pa oue deuet ann heur da vont da gana Matinezou d’ar chapel, ar venac’h all euz ar gouent a jomaz holl kousket dre eunn taol euz a Brovidans Doue. Mes Felis a zihunaz hag a ieaz d’ar chapel hervez he gustum, petra bennag m’oa dija koz ha kabac’h. O burzud ! enn eur erruout eno, e velaz ar Verc’hez e kreiz ar c’heur, ganthi sae venn Urs ann Dreinded, hag en dro d’ezhi, eur vandenn elez guisket ive e guenn. Ar Zant a gemeraz he blas etouez ar re-ma, hag ar Verc’hez o veza roet ann ton, ann elez, Felis hag hi a ganaz ann offis penn-da-benn epad m’edo ar venac’h all enn ho guele.

Sant Felis a varvaz e peoc’h d’ar 4 a viz du euz ar bloaz 1212, oajet a bemp bloaz ha pevar-ugent ha seiz miz.


SONJIT ERVAD

Mar fell d’ehoc’h mervel e peoc’h evel ar Zent, e renkit ive beza aketuz eveldho da zervicha Doue epad ho puez. Ar maro a zo dous evit ann dud just abalamour ma tigor d’ezho dor ar baradoz. Mes peger spountuz n’eo ket evit ar bec’herien, evit ar re n’o deuz great nemed offansi Doue epad ho buez ! Ar re-ma ne velont neuze dirazho nemed puns ann ifern prest d’ho lounka.

Pa zellomp ouz ann daou blas-ze a roi, unan pe unan anezho, digemer d’eomp evit ato, neuze n’on euz mui kement a joa ouz ar pec’hed na kement a aoun rak ar binijenn.