Buhez ar Sent/1913/Franseza a Amboaz

◄   Charles Borromee Franseza a Amboaz Ildut   ►


ar pemped devez a viz du


AR PLAC'H EURUZ FRANSEZA A AMBOAZ, DUKEZ A VREIZ
————


Franseza a ioa ganet er Poatou a dud a lignez huel, hag a roaz a-vihanik merkou anat euz he zantelez dazont. Rak, pa zihune enn he c'havell, e leac'h diroll da lenva evel ar vugale all, e kroaze he daouarnigou var he stomok enn eur zellet ouz ann env, hag e chome evelse sioul ha didrouz egiz pa vije bet o sonjal er baradoz.

D’ann oad a bevar bloaz e oue kaset da balez Iann V, duk a Vreiz, hag eno ann dukez Janned, c’hoar da Jarles VII, roue Frans, prinsez devot hag a zoujans Doue, en em lakeaz dioc'htu da zeski d’ezhi he fedennou hag he c'hatekiz. Hogen, Franseza a goumprene hag a zaoure dija guirioneziou ar relijion kalz guelloc’h eget meur a zen braz, ha pa vele ar re all o vont da gommunia, e deveze avi outho. N’oa ket evit miret da vouela zoken abalamour ne c’helle ket ober eveldho. Setu perak, dre ali eskop Guened, e oue resevet da ober he fask kenta petra bennag ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz.

Pa oue krog enn he femzek vloaz, Franseza a zimezaz da Ber, eil mab ann duk Iann, hag ann dimezi-ze a oue euruz er penn kenta. Mes heb dale ann drouk-spered a lakeaz Per da gaout difizians euz he bried, ha da ober goall vuez d’ezhi. Eunn devez zoken e skoaz ganthi ken a jomaz var ar plas beuzet enn he goad.

Goulskoude ar vaouez geaz ne deuaz klemmadenn na rebech ebed euz he ginou ; mes lavaret a eure d’he bourreo gant he dousder ordinal : « — Va mignoun, bezit sur e ve guell ganen mervel eget offansi Doue pe hoc'h offensi-c'houi ; dre va fec'hejou em euz meritet goasoc’h eget na rit d’inn : va mignoun ker, plijet gant Doue ho pardouni ! »

Per ne oue ket aoualc’h d’ezhan beza skoet gant he bried ; kas a reaz ive kuit ar mevelien hag ar plac’hed pe ar mitizien a ioa bet roet d’ezhi gant he mamm. Hogen, ann dra-ma a reaz kement a boan da Franseza ma kouezaz klanv ha ma oue dare d’ezhi mervel.

Neuze Per a anavezaz erfin he faot, ha setu hen ha mont d’en em strinka d’ann daoulin dirak guele he bried enn eur c'houlenn pardoun. Franseza a zridaz he c’haloun oc’h he velet, hag a vriataz anezhan gant karantez enn eur lavaret : « — Bezit sur, va mignoun, n'em euz biskoaz great netra hag a c’hellfe rei leac’h d’ehoc’h da gaout drouk ouzinn. »

Per a zirollaz da vouela o klevet ar c’homzou-ze, hag hiviziken e kemeraz skouer dioc’h he bried hag ec’h en em daolaz holl eveldhi d’ann oberiou a binijenn, a zevosion hag a drugarez. Evelse ne oue mui trouz ebed entrezho, hag ar palez o devoa e Guengamp a deuaz da veza henvel ouz eur gouent.

Etre daou e varvaz ann duk Fransez, ha Per a ioa galvet da zelc’her he blas var dron Breiz. Franseza a oue kurunet e Roazon asambles gant he fried ; mes ar renk huel a zukez ne zervichaz nemed da rei c’hoaz muioc’h a sked d’he vertuziou.

Bez’e oue ato humbl ha modest evel diagent, ha difenn a eure enn he falez ann holl ebatou a zoug d’ar pec’hed pe a zistro dioc’h servich ann Aotrou Doue. Evithi a dremene ouspenn ann hanter euz ann deiz o pedi hag o vizita ann dud paour, dreist holl ar beorien mezuz. Kastiza a rea ive he c’horf dre ar iun hag a bep seurt pinijennou. Kement a horrol e devoa ouz braoigou ar bed ma c’houlennaz kounje digant he fried da zougen dillad dister, hag ar skouer vad a roaz var ar poent-ma a oue heuliet gant noblans ar vro. A hent all, e veze ato var evez gant aoun na vije re veac’hiet ar bobl, ha setu perak ar bobl a garie anezhi evel he vamm hag he vadoberourez.

Mes ann dra-ze ne badaz ket pell. Doue a c’halvaz ann duk Per davethan, ha Franseza e devoue adarre kalz da c’houzanv euz a berz he c’herent tosta, hag euz a berz Loiz XI, roue Frans. Ar re-ma a felle d'ezho a-grenn e raje eunn eil dimezi. Mes hi e devoa roet he ger d'he fried da jom bepred intanvez ma teuje ar maro d’ezhan enn he raok, ha kaer a oue, den ne c’hellaz he lakaat da vankout d’he ger.

Abarz ar fin e oue lezet da ober he bolontez, ha neuze e kemeraz sae al leanezed euz a Urs Karmes e Guened. Mes ac’hano ez eaz evel superiorez da eur gouent all a oue roet d’he Urs enn Naoned, hag er gouent-ma e varvaz d’ar pevar a viz du euz ar bloaz 1485, enn eur lavaret d’he C'hoarezed: « — Grit ma vezo ato karet Doue dreist peb tra ! » Ar pab Pi Nao en deuz he diskleriet euruz d’ann unnek a viz gouere 1863.


SONJIT ERVAD

Priejou kristen, ma teu ann drouk-spered da glask ho lakaat da gaout difizians ann eil euz egile, hastit affo serra outhan dor ho kaloun. Ann difizians-se a zo evel eur zarpant hag a dleit da vouga pe da flastra pa’z eo c’hoaz bihan. Mar hen lezit da greski, ne viot mui evithan, ha Doue hebken a c’hoar pegement a zrouk a raio d’ehoc’h ha pegement a boan o devezo ar re all ganehoc’h abalamour d’ezhan.