Buhez ar Sent/1913/Ginivelez sant Iann-Vadezour

◄   Ediltrud Ginivelez sant Iann-Vadezour Guillou, Abad   ►



ar pevare var ’nn ugent a viz even


GINIVELEZ SANT IANN-VADEZOUR
————


Enn amzer ar roue Herodes, e veve e kreiz meneziou ar Judee eur belek santel euz al lezenn goz, he hano Zakarias. Ar belek-se en doa evit pried eur vaouez a zoujans Doue eveldhan hanvet Elizabeth. Oajet oant dija ho daou, ha n’o devoa ket a vugale. Aliez goulskoude o devoa pedet ann Aotrou Doue da rei d’ezho eur mab ; mes evit c’hoaz ho fedenn n’oa ket bet selaouet.

Hogen, dont a reaz tro Zakarias da ober ar zervich var dro templ Jerusalem. Eunn devez eta m’edo el leac’h santel oc’h ezansi dirak ann aoter, e oue spountet-holl o velet enn eunn taol kount eunn eal enn he gichen, enn tu deou d’ann aoter. Mes ann eal a lavaraz d’ezhan : « — Arabad e d’ehoc’h kaout aoun, Zakarias ; ho pedenn a zo bet selaouet : ho pried Eiizabeth e devezo eur mab hag a hanvot Iann. Ar mab-se a lakai ho kalon da zridal gant ar joa, hag he c’hinivelez a raio plijadur da galz a dud. Rak eunn den sanlel e vezo, ha lakaat a rai eunn niver braz euz a vugale Israel da zistrei ouz Doue. »

Mes Zakarias, o sonjal peger koz oa he bried hag hen, en devoue beac’h o kredi ar pez a lavaret d’ezhan. Setu perak ann eal a gomzaz outhan evelhenn « — Me eo ann eal Gabriel a vez ato em za dirak tron ann Aotrou Doue, hag em euz bet urs da zont da zigas d’ehoc’h ar c’helou euruz-ma. Mes abalamour n’oc’h euz ket bet a fizians aoualc’h em c’homzou, c’houi a jomo mud brema, ken na zeui da vir ar pez am euz diskleriet. » Var gement-se ann eal a ieaz kuit, ha divar neuze Zakarias a jomaz mud.

Goulskoude ar bobl a ioa ouz he c’hortoz er meaz euz al leac’h santel ; rak n’en doa ket a gounje da vont eno. Souezet oa e taleje keit all ; mes souezetoc’h e oue c’hoaz pa her guelaz erfin o tont enn eur ober sin ne c’helle ket parlant. Koumpren a reaz dioc’htu oa bet lavaret eunn dra bennag d’ezhan a berz Doue.

Pa oue echu he zervich var dro ann templ, Zakarias a zistroaz d’ar gear, hag Elizabeth, he bried, a gonsevaz eur bugel. A benn c’houec’h miz goude, ar Verc’hez Vari a gonsevaz ive Mab Doue dre vertuz ar Spered-Santel, ha raktal ez eaz a dreuz ar meneziou da velet Elizabeth ; rak houma a ioa kiniterv d’ezhi. Hogen, ar c’hrouadur a zouge Elizabeth a reaz eul lamm a joa enn he c’hreiz pa erruaz ar Verc’hez enn he zi, hag al lamm-ze a zinifie oa neteat he ene dioc’h sklabez ar pec’hed orijinel ha karget euz a c’hrasou ar Spered-Santel. Evelse, Iann-Vadezour a oue santifiet, araok m’oa ganet zoken, dre ar vizit a resevaz digant Jezuz, a ioa dija d’ann ampoent konsevet.

Elizabeth o veza ganet he mab, he c’herent hag he amezeien o doa c’hoant e vije roet d’ezhan hano he dad. Mes hi ne felle ket d’ezhi, hag a lavare ato : « — Nann, nann, Iann a vezo he hano. » « — Mes, eme ar re all, n’euz nikun euz ho kerent hag en defe ann hano-ze. » Neuze e oue goulennet oc’h Zakarias pe seurt hano en doa c’hoant a vije roet d’ar c’hrouadur. Zacharias a reaz sin da zigas d’ezhan eunn tamm sklent, hag a skrivaz dioc’htu var ann tamm sklent-se : « — Iann eo he hano. » Mes kerkent e teuaz ar prezeg d’ezhan adarre, hag ec’h en em lakeaz da veuli Doue enn eur lavaret : « — Benniget ra vezo ann Aotrou, Doue Israel, abalamour m’eo bet plijet ganthan dont da velet ha da brena he bobl, hervez ar bromesa en deuz great meur a vech dre c’hinou ar bropheted ! »

Goudeze e komzaz evelhenn ouz he vab : « — Ha c’houi, va mab, emezhan, c’houi a vezo hanvet prophet ann Hini a zo dreist peb tra ; rak kerzet a reot araok ann Aotrou Doue evit dresa ha kompeza ann henchou dirazhan, hag evit deski d’he bobl ann tu da veza salvet ha da obten ar pardoun euz he bec’hejou. »

Ar brud euz ar burzudou-ze a ieaz dre holl veneziou ar Judee, ha kement hini a gleve hano anezho ho gorroe gant respet e goeled he galoun, enn eur lavaret: « — Daoust petra deui mab Zakarias da veza eunn deiz ? Rak anat eo ema dorn Doue oc’h he ren. » Goulskoude Iann a greske enn oad, ha dre ma kreske he gorf, e kreske ive he spered hag he furnez. En em denn a eure abred enn eul leac’h gouez ha distro, ha chom a reaz eno ken na deuaz ar mare evithan da brezeg ar binijenn d’ar bobl a Israel.


SONJIT ERVAD

Sant Iann-Vadezour a zo bet santifiet araok m’oa ganet, ha choazet gant Doue evit diskleria d’ar bed oa erru erfin, nag edo tostik zoken, ar Mesias m’edot var c’hed anezhan abaoue keit amzer. Abalamour da ze Jezuz-Krist he-unan en deuz lavaret oa ar brasa sant euz al lezenn goz, ha setu perak ive ann Iliz a ra eur gouel evit henori he c’hinivelez, ar pez ne ra evit den all ebed nemed evit ar Verc’hez.

N’eo ket aoualc’h beza bet neteat dre c’hras Doue, ret eo en em zioual goude. Iann-Vadezour a dec’haz diouz ann dud evit en em zerc’hel dibec’h. Ha c’houi o chom e kreiz ar bed petra ’rit evit miret gras ho padiziant ?