Buhez ar Sent/1913/Gouel Mari konsevet heb Pec’hed

◄   Ambroaz Gouel Mari konsevet heb Pec’hed Alar   ►



ann eizved devez a viz kerzu


GOUEL MARI KONSEVET HEB PEC'HED
————


Otibri euz ar frouez a ioa bet difennet outhan gant Doue, hon tad kenta Adam a zo bet kaoz d’ann dud holl da veza konsevet ha da c’henel e stad a bec’hed. Setu ar pez a rea d’ar roue David guech all lavaret enn unan euz he zalmou :

Va mamm, abarz va genel, ouz va c’honseo hebken,
E deuz furmet asambles eur pec’her hag eunn den.

Mes ar pez a c'hoarvez gant ann holl dud all n’e ket bet c’hoarvezet gant ar Verc’hez gloriuz Vari. Ar Verc’hez Vari a ioa bet choazet a holl-viskoaz evit beza mamm da Zoue, hag abalamour da ze e oue diouallet dioc’h ar pec’hed orijinel dre eur c’hras ha n’eo bet roet da nikun all ebed euz a vugale Adam.

Ma vije bet ar Verc’hez Vari konsevet e stad a bec’hed evel ann dud all, e vije bet eur pennad bennag dindan galloud ann drouk-spered hag enebourez da Zoue. Hogen, piou a c'hellfe kredi e ve bet eur pennad bennag dindan galloud ann drouk-spered ann hini a dlie flastra d’ezhan he benn ? Piou a c’hellfe kredi e ve bet eur pennad bennag enebourez da Zoue ann hini a ioa bet choazet ganthan a holl-viskoaz evit beza mamm d’he Vab en em c’hreat den ? Nann, ann dra-ze ne c’houfe ket beza, ha setu perak ann Iliz katholik e deuz kredet ato eo bet ar Verc’hez Vari santel ha dibec’h-kaer kerkent ha ma oue anezhi, santeloc’h zoken eged ann elez, ar zantela goude Doue.

Sant Sirill a Aleksandrii ha sant Ildephons, arc’heskop Toled, a verk d’eomp sklear edo ar gredenn-ze etouez ann dud fide} azalek amzer genta euz ann Iliz.

« — Holl, eme zant Sirill, oump deuet er bed gant ar pec’hed orijinel nemed ar Verc'hez benniget m'eo ganet anezhi Mab Doue en em c'hreat den. » Ha sant Ildephons a lavar d’he dro : « Ar Verc'hez Vari a zo bet diouallet dioc’h ar pec’het orijinel : n’euz douetans ebed da gaout var gement-se. »

Ar gouel hirio a zo c’hoaz eunn testeni anat euz a gredenn ann Iliz var ar poent-ma ; rak ann Iliz ne henor ha ne lez henori nemed ar pez a zo santel. Biken eta n’e devije great pe lezet ober eur gouel enn henor da gonsepsion ar Verc’hez, ma n’e devije ket kredet oa bet ar gonsepsion-ze pur ha neat diouz peb pec'hed.

Goulskoude ar virionez-ma n’oa ket bet embannet evel eur virionez a feiz araok ar bloaz 1854. Ar pabed a gemere ho amzer evit kaout muioc’h-mui a sklerijenn. Er bloaz 1849, ar pab Pi Nao a skrivaz d’ann holl eskibien euz ar bed, enn eur lavaret d’ezho lakaat ober pedennou e kement iliz ha chapel a ioa enn ho eskopti evit ma plichese gant Doue rei da anaout ar pez a ioa guella da ober. Goulenn a rea outho er memes amzer petra zonjent ho-unan ha petra zonje ive ar gristenien a ioa enn ho c’harg.

Ann eskibien a respountaz e krede holl dud fidel ho eskopti oa bet konsevet ar Verc’hez Vari heb pec’hed, hag oant avis e vije embannet ar virionez-ma evel eur virionez hag a renker da gredi dindan boan da veza daonet.

Divar neuze Pi Nao ne varc'hataz mui, hag a asinaz ann eiz a viz kerzu 1854 evit dougen ar zetans a c’hortozet euz he berz. Enn deiz-se e kanaz he-unan ann offerenn, ha goude ann Aviel e lennaz, gant eur vouez krenv ha freaz, ar pez a zo ama varlerc’h, dirak ar gardinaled hag ann eskibien a ioa enn dro d’ezho : ar re-ma a ioa eunn daou c’hant bennag anezho.

« Evit brasa gloar Mamm Doue ha brasa mad ar relijion, dre c'halloud hor Zalver Jezuz-Krist, hini ann ebestel euruz sant Per ha sant Paol hag hon hini hon-unan. Ni a lavar, a ziskleri hag a verk d’ann holl eo harpet var gomzou Doue memes ar gredenn o deuz ar gristenien eo bet ar Verc'hez Vari, kerkent ha ma oue konsevet, diouallet dioc'h ar pec’het orijinel, er guel euz a veritoü Jezuz-Krist ha dre eur c'hras ha n’eo bet roet da zen all ebed. Red eo eta d’ann holl dud fidel delc’her mad d’ar gredenn-ze, ha ma teufe, Doue ra viro ! hiniennou anezho da gredi ar c’hountrol, ar re-ze a dle gouzout n’int mui kristenien katholik, mes tud hag a zo en em zistaget dioc’h ann Iliz oc’h ober ho fenn ho-unan. »

Sklear eo da bep hini n’en deuz ket ar pab Pi Nao, o tougen ar zetans-se, gourc’hemennet d’ann dud fidel kredi eur virionez nevez. N’en deuz great nemet diskleria d’ezho eo harpet var gomzou Doue he-unan ar pez a gredent dija araok, hag e tleont dre eno delc’her mad d’ho c’hredenn dindan boan d’en em lakaat er meaz euz ann Iliz, da lavaret eo, er meaz euz a hent ar zilvidigez.


SONJIT ERVAD

Ar Verc’hez Vari a zo euruz abalamour m’eo bet konsevet heb pec’hed ; mes eurusoc’h eo c’hoaz abalamour n’e deuz biskoaz great ann distera pec’hed epad he buez. Evidomp-ni eo eur goall dra beza bet konsevet ha beza ganet e stad a bec’hed ; mes kalz goasoc’h tra eo c’hoaz evidomp beza offanset Doue ken aliez dre hor bolontez hon-unan. Mar d-oump ganet e stad a bec'hed, poaniomp da vihana da veva bepred e stad a c’hras ; rak, ma ne vevomp ket e stad a chras, emaomp e riskl da vervel ive e stad a bec’hed, ha ma varvomp e stad a bec’hed marvel, setu ann ifern digor eviti hon lonka.