◄ Ann Introun-Varia-a-Vir-Zikour | Gregor VII, Pab | Philipp Neri ► |
r zant-ma a ioa mab da eur c’halvez euz a vourg
Soano enn Toskaan, hag a zo unan euz ar brasa
pabed e deuz bet ann iliz. Hildebrand oa he hano, ha
setu ama petra gounter divar he benn d’ar mare ma’z
oa c’hoaz bihanik. Eunn devez m’edo he dad o labourat
gant ann daladur, hen a ioa o c’hoari gant ar skolpachou.
Hogen, petra bennag ne anaie c’hoaz lizerenn
ebed, ar paotrik a renkaz ar skolpachou-ze enn eunn
hevelep feson ma verkent ar c’homzou-ma euz ar skritur
Sakr: « Dominabitur a mari usque ad mare, ren
a rai euz ann eil mor d’egile. » Doue a ioa falvezet
d’ezhan diskouez dre eno ar c’halloud en devije eunn
deiz ar c’hrouadur-ze var ar bed holl.
Hildebrand a oue skoliet gant eunn eontr d’ezhan, ha goudeze e sonjaz mont d’ann Allemagn da ober koumpagnunez d’ar pab Gregor VI, en doa nevez roet ann dilez euz he garg. Mes, enn eur dremen dre gouent Kluni, e savaz c’hoant ganthan da jom eno, hag e kemeraz sae ar venac’h. Ne oue ket pell etouez ar re-ma na zervichaz da skouer d’ezho holl, hag heb dale e oue brudet er meaz euz ar gouent zoken, dre he skiant braz hag he zantelez.
Bruno, eskop Toul, o veza bet hanvet da bap, a deuaz d’he velet da Gluni hag er c’hasaz ganthan da Rom. Bez’e oue, evel pa lavarfenn, breac’h deou ar pab-se evit ar pez a zell ouz gouarnamant ann Iliz ; ha n’e ket breac’h deou ar pab-se hebken, mes bez’e oue ive breac’h deou ar pabed all a oue hanvet da genta var he lerc’h. N’euz fors e pe leac’h e veze eunn dizurs pe eur gredenn faoz bennag da ziarbenn, eur c’hiz fall bennag da derri pe eur goall gudenn bennag da zirouestla, Hildebrand a veze karget ato euz ann dra-ze. Pa deue ar maro d’ar pab a veze o ren, hen eo a veze karget ive gant ar gardinaled da joaz eunn all enn he blas. Mes abarz ar fin e oue choazet he-unan enn despet d’ezhan, ha neuze e kemeraz ann hano a C’hregor VII.
Hogen, eunn druez eo sonjal e pe stad edo ar relijion d’ar mare-ze dre faot ar brinsed hag ann dudchentil vraz, hag ive siouaz ! dre faot ann dud a iliz.
Ar brinsed hag ann dudchentil vraz a felle d’ezho
henvel eskibien ha persouned enn ho rouanleleziou pe
enn ho farreziou heb n’en devije ar pab netra da velet
e kement-se, ha peurvuia e roent ar c’hargou-ze da dud
ha n’oant ket din anezho, da dud ha n’oant bet biskoaz
galvet gant Doue da veza beleien. Aliez zoken ho guerzent
d’ar re a daole ar muia varnho. Ac’hano eo eaz koumpren
pebez dizurs a ioa etouez ann dud a iliz ho-unan.
Sant Gregor, eur vech azezet var gador sant Per, ne varc’hataz ket evit lakaat ann houarn ruz var gouliou ken danjeruz. Lamet a reaz ho c’harg digant ann eskibien hag ar veleien o doa he frenet, pe ne vevent ket ennhi egiz ma tlient beva, ha difenn a eure guiriou ann Iliz a enep ar brinsed hag ann dudchentil vraz gant muioc’h a nerz hag a hardisegez eget n’en doa great pab all ebed abaoue amzer ann Ebestel.
Eunn devez m’edo oc’h offerenna, e oue guelet eur goulm o tiskenn euz ann env var he skoaz deou, hag o tispaka he diouaskell azioc’h he benn. Ar mirakl-ma a ioa eur merk anat ne rea netra nemed dre atiz ar Spered-Santel. Abalamour da ze ann darn vuia euzar rouaned, euz ann eskibien hag euz ar veleien, a zente outhan hag a respete he gomzou evel komzou ann Aotrou Doue he-unan. Eur prins hebken a rea bepred ar skouarn vouzar ouz he aliou hag he c’hourdrouzou, hag ar prins-se oa Herri IV, impalaer ann Allemagn.
Sant Gregor a daolaz erfin ann eskummunugenn var ann impalaer-ma, hag her galvaz da vont d’he gaout evit respount d’ar pez a damallet d’ezhan. Herri IV a ieaz, hag ar Zant a zavaz ann eskummugenn divarnhan. Mes a veac’h oa distro d’he rouantelez ma’c’h en em lakeaz da zastum eunn arme evit didroni ar pab, hag heb dale ec’h erruaz dirak Rom gant ann arme-ze. Sant Gregor a c’hellaz tec’het hag en em dennaz da genta var Menez-Kasin, ha goudeze e kear Salern. Eno e varvaz er bloaz 1085, hag he gomzou diveza a oue ar re-ma : « Karet em euz ar justis, ha bet em euz ato kaz ouz ann dislealded hag ouz ar fallagriez ; setu aze perak e varvann enn harlu. » Doue a ziskleriaz he zantelez dre eunn niver braz a viraklou.
Ar zant-ma a zifennaz guiriou ann Iliz a enep ar brinsed hag ann dudchentil vraz gant muioc’h a nerz hag a hardisegez eget n’en doa great pab all ebed abaoue amzer ann Ebestel. Abalamour da ze eo maro enn harlu, pell dioc’h Rom ; mes dre eno ive en deuz gounezet eur gurunenn gaer enn env. Grit ato ho tever eveldhan, daoust d’ar pez a c’hellfe ann dud da lavaret pe da ober, ha goude ar vuez-ma o pezo perz ive enn he c’hloar hag enn he joauzded er baradoz.