Buhez ar Sent/1913/Gregor a Nazians

◄   Mikeal Gregor a Nazians Antonin   ►



ar naved devez a viz mae


SANT GREGOR A NAZIANS, ESKOP HA DOKTOR AUZ ANN ILIZ
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Nazians er C’happados, hag a oue leshanvet ann Theolojian abalamour d’he vouiziegez var ar skianchou sakr. He dad a ioa paian, mes he vamm a ioa eur gristenez vad hag a boaniaz da zevel anezhan e doujans Doue. O veza bet kaset da Atheenn da ober he studi, e teuaz da veza kamalad braz da zant Bazil, a ioa eno ive d’ann ampoent. Ann daou vignoun-ma a veze ato var evez evit tec’het dioc’h ar goall goumpagnuneziou. N’o devoa etrezho ho daou nemed eur galoun ; mes ar galoun-ze a ioa holl da Zoue, ha ne anaient e kear Atheenn nemed diou ru, ru ann iliz ha ru ar skolach.

Pa oue echu he studi ganthan, Gregor a zistroaz da Nazians, hag en em roaz holl d’ann oberiou a zevosion hag a binijenn. Ne zebre nemed bara hag eunn nebeut c’hoalenn, ha ne eve nemed dour. He viskamant a ioa dister, ha n’en doa ken guele nemed ann douar noaz. Heb dale ez eaz da veva enn eur plas distro asambles gant sant Bazil. Eno ann daou vignoun a dremene ho amzer o pedi, o iun, o labourat, o lenn ar Skritur Sakr hag o kana meuleudiou ann Aotrou Doue. Mes eskop Nazians a c’halvaz Gregor da zont adarre d’ar gear, hag her greaz belek enn despet d’ezhan.

Goude ma oue beleget, ar Zant en em lakeaz da brezeg, hag abarz nemeur en devoue brud da veza eur prezeger dispar. Etre daou, sant Bazil a ioa deuet da veza arc’heskop e Sesaree hag a reaz henvel he vignoun da eskop e Sasim. Gregor ne felle ket d’ezhan kemeret ar garg-se. Abarz ar fin evelato e sentaz, hag e oue sakret eskop ; mes ne c’hellaz morse mont d’he eskopti. Chom a eure eta e Nazians da zikour eskop ar gear-ma, a ioa dija koz ha kabac’h.

Eskop Nazians o veza maro, ar Zant a oue goulennet a vont da Gonstantinopl. Ann Arianed a rea ho mistri er gear-ze daou-ugent vloaz a ioa ; ann ilizou a ioa holl etre ho daouarn, hag ar gristenien gatholik ne oa mui nemed eur guchennik anezho, ha n’o doa na pastor nag iliz ebed. Mes ar gristenien-ze a anaie Gregor; klevet o devoa hano euz he zeskadurez hag euz he vertuziou braz, gouzout a reant gant pegement a nerz ha gant pebez frouez e prezege, hag esper o doa e c’hellje, gant sikour gras Doue, chench doare d’ann traou ha beza treac’h d’ann heretiked.

Ar Zant en em lakeaz enn hent goude beza argilet eur pennad. Diskenn a eure e ti gerent d’ezhan, hag enn ti-ze ec’h asamblaz raktal ann nebeudik tud fidel a ioa c’hoaz e Konstantinopl. Poan aoualc’h en devoue da genta ; rak ann Arianed hag ann heretiked all a gounte a bep seurt gevier divar he benn. Banna a reant mein outhan pa dremene dre ar ruiou, hag eunn droiad zoken e falvezaz d’ezho lamet he vuez diganthan. Mes ann den fallakr o doa karget da ober ann taol en em strinkaz d’ann daoulin dirak Gregor enn eur anzao he dorfed, hag ar Zant a respountaz d’ezhan kerkent : « — Plijet gant Doue pardouni d’ehoc’h evel ma pardounann va-unan. »

Gant ann dra-ze goulskoude Gregor en devoa ar joa da velet o kreski bemdez niver ar re a deue d’he zelaou. Eur maread heretiked a zigoraz ho daoulagad, hag a guiteaz ho c’hredennou faoz evit heul adarre ar guir relijion. Erfin, dre urs ann impalaer Theodoz, ann ilizou a oue roet enn dro d’ar gristenien gatholik, ha var reked ar bobl, ar Zant a oue hanvet da eskop e Konstantinopl. Mes, o veza ma’z oa eskibien all hag a gave abeg er choaz a ioa great anezhan, e roaz prest ann dilez euz he garg evit distrei da Nazians.

Gregor en em dennaz goudeze enn eunn ti var ar meaz, hag eno e varvaz e peoc’h hag enn eunn oad braz etro ar bloaz 390. Ouspenn ar zarmouniou kaer en deuz lezet dre skrid, ar zant-ma en deuz skrivet c’hoaz kalz liziri ha great meur a levr all evit kelennadurez ann dud fidel.

KENTELIOU SANT GREGOR A NAZIANS

Da genta. — Ken aliez guech ma tennomp hon halan, e tlefemp sonjal e Doue p’e guir da bep mare Doue a astenn hor buez hag hor c’harg euz he c’hrasou.

D’ann eil. — Red eo suja da Zoue ha d’ann dud : da Zoue evit meur a rezoun, ha d’ann dud evit maga ar peoc’h hag ar garantez.

D’ann trede. — Eunn dra meulabl na talvouduz eo delc’her var ann teod pa vezer poulzet da gomz dre zrouk.

D’ar pevare. — Evit gouarn ann teod n’euz netra guell eged en em voaza da devel avechou.