Buhez ar Sent/1913/Guillou, Eskop

◄   Martha Guillou, Eskop Ignas a Loiola   ►



ann tregontved a viz gouere


SANT GUILLOU, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e parrez Sant Alban, enn eskopti Sant-Briek, hag a oue savet e doujans Doue gant he dad hag he vamm. Azalek he vugaleach oa eur paotrik fur ha devot ; mes ar pez a remerket ennhan dreist peb tra oa he zousder hag he heuz ouz kement tra a zo kountrol d’ar vodesti. Eunn droiad, epad he iaouankiz, e oue tentet gant eur plac’h divezet evel Joseph guech all e ti Putiphar ; mes, evel Joseph, Guillou a c’hounezaz ar viktor var ann dentasion enn eur gemeret ann teac’h.

Pa oue echu he studi ganthan, e oue beleget gant Joselin, eskop Sant-Briek, ha labourat a eure gant kalz a frouez evit gloar Doue ha silvidigez he nesa enn amzer ann eskop-se hag enn amzer ann daou eskop all a deuaz da genta var he lerc’h. Erfin, goude maro ann diveza euz ar re-ma, e oue choazet evit delc’her he blas e tro ar bloaz 1220. « Hogen, eme ar pab Innosant IV, ar pastor nevez a roaz tri seurt magadurez d’ann eneou a ioa fiziet enn he garg : da genta, magadurez he brezegennou ; d’ann eil, magadurez ar grasou a denne varnho dre he bedennou, ha d’ann trede, magadurez ar skouer vad e peb hent. N’e ket souez eta, eme ar pab-se c’hoaz, e vije neuze foug e tud fidel Sant-Briek gant eunn eskop evel hennez ; rak Guillou a ioa, dre ar gelennadurez a roe, evel eunn heol skeduz o para var douar Breiz-Izel ha tro var dro, ha dre he vuez santel hag he oberiou a drugarez ez oa eur mellezour euz ar c’haera vertuziou. »

Enn aoun e veze ato na vije ket pourveet da ezommou ar beorien egiz ma’z oa dleet, ha pa n’en deveze mui he-unan pe a dra da ober aluzenn, ec’h ampreste digant ar re all. Setu petra oue kaoz ma ne c’hellaz sina netra da zen araok mervel : roet en doa dija kement en devoa. He aked d’ar bedenn a ioa ive braz meurbed, ha goude beza lavaret he vrevier, e lavare c’hoaz bemdez levr ar salmou penn-da-benn. Aliez, e leac’h kousket enn he vele, e kouske var ann douar pe var zolier he gambr, ha n’euz fors piou a vije o leina ganthan, ne zebre he-unan nemed boued dister. Ne eve nemed dour ken nebeut, pe dour livet gant eunn diveradenn vin.

Ar zant-ma en devoue kalz da c’houzanv euz a berz Per a Zreu, duk a Vreiz, abalamour ma talc’he mad da zifenn guiriou ann Iliz a enep ar prins-se. Abarz ar fin zoken e oue kaset kuit euz he eskopti, ha neuze ec’h en em dennaz e Poatie. Eno e reaz labour ann eskop, a ioa klanv d’ann ampoent. Goulskoude, ann duk Per o veza chentileat eunn tammik, ar pastor karantezuz a oue mall ganthan distrei da gaout he zenved. Ar re-ma o devoue eur joa vraz oc’h he velet, ha kear Sant-Briek a ioa holl var zao evit he zigemeret.

Raktal ez eaz da ober tro he eskopti evit diarbenn ann dizursiou ha lamet ar giziou fall a ioa en em zilet etouez ar bobl keit ha m’oa bet e Poatie. Mes pell a ioa en doa gounezet he gurunenn, ha Doue her galvaz davethan d’ann 29 a viz gouere euz ar bloaz 1234. He gorf a oue enterret er gathedral nevez en doa lakeat da zevel, mes heb gellout he achui, hag ar miraklou a c’hoarvezaz var he vez a reaz d’ar pab Innosant IV skriva he hano var roll ar Zent.


SONJIT ERVAD

Sant Guillou a oue tentet enn he iaouankiz gant eur plac’h divezet ; mes trec’hi a eure ann dentasion enn eur gemeret ann teac’h evel Joseph guech all. Mar teu unan bennag da glask ho tougen d’ar pec’hed evelse, n’oc’h euz ken da ober ken nebeut nemed tec’het, tec’het dioc’htu : mar chomit da argila emaoc’h kollet. Ha mar d-eo ann drouk-spered he-unan a dent ac’hanhoc’h dre ar zonjou a laka enn ho penn pe dre ann ioulou a laka enn ho kaloun, n’oc’h euz c’hoaz nemed eunn dra da ober : trei buhan, trei dioc’htu ho spered da zonjal e traou all, ha goulenn sikour digant Doue, digant ar Verc’hez hag hoc’h eal mad, dre eur bedennik verr bennag pe dre eur zell hebken euz ho spered hag euz ho kaloun varzu ann env. Mar chomit da zelaou ann diaoul, mar kountit re var ho nerz hoc’h-unan, emaoc’h kollet adarre. Tenzor ar burete ne c’hell beza miret gant den nemed var bouez beilla, pedi, difiziout ac’hanomp hon-unan ha tec’het dioc’h ar pec’hed evel dioc’h eunn aer-viber.