◄ Klara | Hippolit ha Kasian | Euzeb, Belek ► |
ippolit a ioa kabiten e goardou ann impalaer Valerian
hag a oue karget da ziouall sant Lorans pa oue
kaset ann avieler kalounek-ma d’ar prizoun. O velet ar
miraklou a rea ar prizounier, e kredaz he-unan e Jezuz-Krist,
ha prest goude e oue badezet asambles gant holl
dud he di ; hogen, ar re-ma a ioa naontek pe ugent
anezho.
Hippolit a felle d’ezhan mont dioc’htu da ziskleria d’ann impalaer oa en em c’hreat kristen. Mes sant Lorans a viraz outhan, enn eur lavaret : « — Kemerit hoc’h amzer ; ho tro-c’houi n’e ket deuet c’hoaz, mes dont a raio heb dale. » Var gement-se, ann avieler santel a echuaz he verzerenti, hag Hippolit a enterraz he gorf gant respet e guered Siriak.
A benn tri devez goude, e oue galvet ar c’habiten dirak ann impalaer. « — Petra, eme Valerian, c’houi oc’h euz enterret ann den fallakr-se on euz roet urs da rosta ez-veo ! C’houi a zo eta ive sorser eveldhan ? » « — N’ounn ket sorser, eme Hippolit ; mes kristen ounn avad, ha foug zo ennon o veza. »
O klevet ar respount-ma, ann impalaer a reaz brevi korf ar c’habiten a daoliou baz. Mes Hippolit a jome ato stard enn he feiz, hag a lavare oa prest da skuill evit Jezuz-Krist betek ar berad diveza euz he c’hoad. Neuze Valerian a glaskaz he c’hounit dre bromesaou kaer. « — Kinnigit ezans d’ann doueou, eme ann Impalaer, hag e vezimp mignouned adarre, hag e viot adarre kabiten em goardou. » « — Soudard Jezuz-Krist eo a fell d’inn beza, eme Hippolit, ha n’em euz ken ioul nemed da vervel evithan. »
Ar c’homzou-ze a greskaz c’hoaz ar gounnar a ioa dija e Valerian, ha raktal e lakeaz ar c’habiten etre daouarn eur barner evit he goundaoni d’ar maro. Ar barner a ieaz ganthan d’he di, hag eno, da genta, e reaz dispenn a daoliou fouet korf Konkord, he vagerez, ken na laoskaz he huanad diveza. Goudeze e kasaz ann dud all euz ann ti er meaz euz a gear evit ho dibenna holl dirak daoulagad ho mestr. Erfin, ec’h ordrenaz staga Hippolit oc’h lost kezek follet, hag ar re-ma her stlejaz dre ar vein, ann drezhag ar spern, ken na roaz he ene da Zoue d’ann 13 a viz eost euz ar bloaz 258, tri devez varlerc’h sant Lorans.
Kasian a ioa mestr-skol e kear Imola enn Itali, ha n’en doa ket he bar evit deski lenn ha skriva d’ar vugale. Mes kristen oa, ha d’ann ampoent e oue douget eul lezenn a varo a enep ar gristenien. Kerkent e oue kroget ennhan, hag ar varnerien ne gavchont netra guell eged he goundaoni da veza lazet gant ar botred a ioa er skol ganthan. Ar botred-ma a ioa eunn daou c’hant bennag anezho, hag holl oant paianed.
Hogen, d’ar mare-ze, n’e ket var baper ha gant plun
e skrivet er skoliou, mes var daolennouigou ploumm,
koat pe goar, ha gant eur minaoued houarn, koueur pe
gorn, hag a veze lemm ar beg anezhan evel beg eunn
nadoz. Kasian a oue eta divisket enn noaz, liammet he
zaouarn d’ezhan adren he gein, ha lezet evelse gant ar
vandenn vugale en doa skoliet gant kement a aked. Ar
re-ma en em zervichaz euz ho minaouedou da skriva evit
bourrevi ho mestr muia ma c’helljont. Lod a zanke ar
minaouedou-ze enn he benn, lod all ho zanke enn he
galoun, ha lod all c’hoaz ho zanke enn he zaoulagad.
Seul-nebeutoc’h a nerz o devoa he vourrevien iaouank,
seul-belloc’h a ze e padaz merzerenti ar Zant ; mes seul-gaeroc’h
ive e oue dre eno ar gurunenn a c’hounezaz.
Mervel a eure erfin e kreiz ar iudazerez-se er memes
devez gant sant Hippolit, mes nann er memes blavez.
Ann abostol sant Paol a lavare guech all, enn eur gomz euz ar baianed, oant tud ha n’o devoa kaloun ebed, tud ha ne c’houient ket petra zinifi kaout truez ouz ann nesa. Guelet a reomp eunn testeni sklear euz ar virionez-se enn histor ar verzerien, ha dreist holl enn histor sant Kasian. Piou ac’hanhoc’h en devije kredet biken e vije bet koundaonet eur mestr-skol da veza lazet gant ar vugale a ioa er skol ganthan ? Goulskoude, setu aze e pe stad e vije c’hoaz hirio ar bed ma ne vije ket deuet sklerijenn ar feiz da bara varnhan, ha setu aze e pe stad e kouezfe adarre ma teufe da goll ar sklerijenn-ze. Anez ar relijion gristen, ann den a ve c’hoaz hirio goasoc’h eged eunn anenval, hag ar vugale ho-unan a ve goasoc’h eget tigred. Dalc’hit eta d’ho relijion dreist peb tra, ha grit ato kement a zo enn ho kalloud evit he difenn a enep ar re a ra brezel d’ezhi.