Buhez ar Sent/1913/Iann ar Groaz

◄   Klemant Iann ar Groaz Katell   ►


ar pevare var 'nn ugent a viz du


SANT IANN AR GROAZ EUZ A URS KARMES


————


Iann ar Groaz a ioa ganet e Spagn a dud a zoujans Doue. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz pa gouezaz enn eur puns ; mes tennet e oue ac’hano gant ar Verc’hez Vari he-unan heb n’en devije drouk ebed : testeni sklear hag anat euz ar garantez e devoa dija ar Verc’bez evithan. Azalek he vugaleach oa troet var ar binijenn, ha kerkent hag ann oad a nao bloaz e leze he vele evit mont da gousket var ar c’heuneud.

Epad m’edo er skol gant ann Tadou Jezuisted, e oue kemeret da vevel enn eunn hospital evit servicha ar re glanv. Hogen, evel eunn eal oa var dro ar re-ma, hag guel anezhan hebken a ioa aoualc'h evit lakaat ar mevellien all da veza aketusoc’h d’ho dever. Goulskoude kendelc’her a rea ato da vont d’ar skol.

Pa oue ugent vloaz echu, he zevosion evit ar Verc’hez a reaz d’ezhan goulenn beza resevet enn eur gouent euz a Urs Karmes. Resevet e oue gant joa, hag heb dale e teuaz da veza eur skouer a bep seurt vertuziou evit ar venac'h all. D’ann ampoent-se, ar reolenn a vuez a heuliet enn Urs Karmes ne oa mui ker striz hag ann hini a ioa bet heuliet da genta. Mes, goude beza great he veuiou ha beza bet beleget, Iann ar Groaz a obtenaz kounje digant he zuperior da viret ar reolenn goz, ha divar neuze e tiskleriaz brezel d’ezhan he-unan evel d’he enebour touet. Kastiza a rea he gorf dre ar c’holl kousked, ar iun, hag ar fouetou houarn ; ha ker kounnaret oa outhan ma oue red erfin ober d’ezhan mont goustatoc’h.

Ne ehane da bedi ha da vedita, hag a greiz pedi ha medita e veze aliez hag epad pell amzer douget a spered betek ann env. He galoun a ioa ken tomm gant ar garantez en doa evit Doue ma remerket avechou ar flamm euz ar garantez-se o para var he dal.

D’ann ampoent, santez Thereza e devoa dija lakeat ar c’houenchou merc’hed euz a Urs Karmes da heul ar reolenn genta euz ho Urs ; mes c’hoant e doa ive da ober ar memes tra evit ar c’houenchou goazed, ha Iann ar Groaz eo a oue choazet gant Doue evit he zikour.

Staga a eure raktal d’al labour-ze ; mes mil boan en devoue oc’h e gas da benn. Nag a ziezamanchou, nag a gontrolieziou a gavaz var he hent ! Goulskoude, o veza n’en doa aoun rak netra, e oue treac’h d’ann holl diezamanchou ha d’ann holl gontrolieziou, hag ar c’houenchou goazed euz he Urs a gemeraz ive ar reolenn goz evel ar c’houenchou merc’hed.

Eunn devez, hor Zalver Jezuz-Krist a c’houlennaz outhan pe seurt rekoumpans a rekete evit ar pez endoa great. « — Rekoumpans ebed, eme ar Zant, nemed kaout poan ha beza disprijet evidhoc’h-hu. » Doue a roaz d’ezhan ar pez en doa reketet. Var fin he vuez e oue tamallet e gaou, torret euz he garg a zuperior, ha goall-gaset e peb feson. Evelato ann dra-ze ne badaz ket pell, hag ar re a ioa troet enn he enep a anavezaz ho faot. Mes ar Zant n’oa bet biskoaz eurusoc’h eget na oue neuze.

Prest goude e kouezaz klanv. He c’har a deuaz da goenvi ha da veza goloet a c’houliou, hag ann derzienn ne zistage ket diouthan. Epad ann amzer-ze, Iann ar Groaz ne ehane da boket d’he grusifi ha da starda anezhi var boull he galoun. Mervel a eure d’ann deiz ha d’ann heur m’en doa lavaret, enn eur zelc’her ato imach he Zalver etre he zaouarn, hag ann deiz-se a oue ar pevarzek a viz kerzu euz ar bloaz 1591. Ne oa c’hoaz nemed nao bloaz ha daou-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar c'hras a rekete ar zant-ma dreist peb tra oa ar c'hras da gaout poan ha da veza disprijet evit Jezuz-Krist. E guirionez, mar karfemp sellet piz ouz ann traou, e velfemp n’euz netra talvoudusoc’h evidomp eged ar poaniou a erru ganeomp hag ann disprij a reer ac’hanomp. Perak ? Abalamour, seul-vui m’on euz da c’houzanv pe seul-vui ma’z oump disprijet er bed-ma, seul-henveloc’h a ze e teuomp da veza ouz Jezuz-Krist, ha seul-vui ma vezimp bet henvel ouz Jezuz-Krist var ann douar, seul gaeroc'h a ze ive e vezo hor c’hurunenn er baradoz. Rak-se ma ne c’houlennomp ket, evel sant Iann ar Groaz, kaout poan ha beza disprijet var ann douar, digemeromp da vihana, heb en em glemm, ar c'hroaziou a zeu d’eomp euz dourn ann Aotrou Doue.