Buhez ar Sent/1913/Introun Varia ann-Erc’h

◄   Dominik Introun Varia ann-Erc’h Hor Zalver var menez Thabor   ►



ar pemped devez a viz eost


GOUEL INTROUN-VARIA-ANN-ERC’H
————


Enn amzer ar pab Liber, e tro ar bloaz tri c’hant hanter-kant, ez oa e Rom eunn den devot ha pinvidik euz a vouenn ann noblans koz euz a gear. Ann den-ze a ioa Iann he hano. Dimezet oa pell a ioa ; mes n’en doa ket a vugale ha n’edo mui enn oad da gaout. Var gement-se he c’hreg hag hen en em glevaz ho daou da ober ho heritourez euz ar Verc’hez ; rak he c’hreg a ioa ive eur vaouez a zoujans Doue. Mes nec’het oant o klask gouzout pe seurt implij a vije guella gant ar Verc’hez a rajent euz ho danvez, ha ne ehanent da bedi, da iun ha da rei aluzenn d’ar paour evit anaout he bolontez var ar poent-ma.

Mamm Doue a zelaouaz erfin mouez ho fedennou, ho iuniou hag ho aluzennou, hag eunn nozvez, etre ar pemp hag ar c’houec’h a viz eost, ec’h en em ziskouezaz da bep hini anezho dre ho c’housk, enn eur lavaret oa he bolontez hag hini he Mab ma lakajent sevel eunn iliz nevez enn he henor var menez Eskuilin, er plas a gavchent goloet a erc’h dioc’h ar mintin.

Ann daou bried kristen, o veza dihunet, a gountaz ann eil d’egile ar pez a ioa bet diskleriet d’ezho gant ar Verc’hez, ha kerkent ha goulou-deiz ez ejont ive ho daou da gounta ann dra-ze d’ar pab Liber. Ar pab a reaz asambli dioc’htu beleien ha tud fidel Rom evit mont gantho e prosesion da venez Eskuilin ; rak mamm Doue e devoa lavaret d’ezhan ive dre he gousk ar pez e devoa lavaret da Iann ha d’he c’hreg.

Pa erruaz ar prosesion var ar menez, e oue kavet eno e guirionez eur guiskad erc’h euz a hirrder hag euz a ledander eunn iliz. Ann holl a oue mantret, hag a drugarekeaz Doue hag ar Verc’hez o velet eunn hevelep burzud ; rak ann dra-ma a ioa d’ar c’houec’h a viz eost, ha d’ar mare-ze euz ar bloaz e vez ato tomm-skaot ann amzer e Rom.

Raktal e stagchot d’al labour, hag heb dale e oue savet er plas-se eunn iliz gaer enn henor da vamm Doue divar goust Iann hag he bried. Ann iliz nevez a oue hanvet da genta iliz Liber, abalamour m’oa c’hoarvezet ar mirakl enn amzer ar pab-ma. Goudeze e oue great anezhi iliz Introun-Varia-ar-C’hraou, abalamour ma oue lakeat ennhi kraouik ar Mabik Jezuz, a ioa nevez digaset euz a Vethleem da Rom. Ar c’hraouik-se eo al laouer goat pe ar manjouer a zervichaz da gavell d’ar Mabik Jezuz goude m’oa ganet.

Erfin e oue roet d’ann iliz-ma ann hano a iliz Introun-Varia-Vraz, abalamour ma’z oa ar vrasa hag evel ar rouanez euz ann ilizou e devoa ar Verc’hez e Rom. Ar pab sant Gregor a ordrenaz mont di e prosesion evit pedi ar Verc’hez da obten digant Doue ma’c’h ehanje ar vosenn a lakea d’ann ampoent ar spount hag ann anken e kement korn a ioa enn Itali. Eno ive, er bloaz 653, eunn den fallakr a gollaz ar gueled enn eunn taol kount abalamour ma klaske lamet he vuez digant ar pab sant Martin. Ar burzudou a c’hoarvez bemdez, kouls lavaret, enn eunn templ hag a zo bet choazet he blas gant ar Verc’hez he-unan, o deuz brudet dre bevar c’horn ar bed iliz ann Introun-Varia-Vraz, hag a laka bandennadou tud fidel da ziredet di euz a bep bro evit goulenn sikour digant mamm Doue ken enn ezommouho c’horf, ken enn ezommou ho ene.


SONJIT ERVAD

Mar oc’h euz bet madou digant Doue, diouallit da genta da ober goall implij anezho, da lavaret eo, diouallit d’ho dispign e mezventiou, e fougerez pe e follenteziou all evelse. Mes ann dra-ze c’hoaz n’e ket aoualc’h. Red eo d’ehoc’h, ouspenn, goude beza pourveet d’hoc’h ezommou hoc’h-unan ha da ezommou ho pugale, rei ive eunn dra bennag d’ann iliz ha d’ar paour. Tud pinvidik eur barrez a dle, hervez ho galloud, sikour kaeraat pe rapari ho iliz dioc’h ma vez red, ha sikour er memes amzer peorien ar barrez-se da veva ha d’en em viska. Ma n’her greont ket, e vankont d’ho dever hag o deuz pec’hed dirak Doue. Ma n’oc’h euz ket a vugale, grit evel ann daou bried devot a lakeaz sevel iliz ann Introun-Varia-Vraz e Rom : roit ho tanvez, pe da vihana lod anezhan, da Zoue, pe d’ar Verc’hez, pe da lakaat pedi evidhoc’h goude ho maro. Evelse ann danvez-se, e leac’h beza kollet evidhoc’h evel ar madou a lez var ho lerc’h eur maread tud ha ne zonjont nemeur enn ho ene, a zervicho d’ehoc’h c’hoaz er bed all da brena pe da gaeraat ho plas er baradoz.