Buhez ar Sent/1913/Jean-Baptiste de la Salle

Gabriel Morvan, J.-M. Le Gall
1913  (p. 890-891)



ar bemzek a viz mae


Sant Jean Baptiste de la Salle
————


Jean Baptiste de la Salle a zo ganet e Reims an tregont a viz ebrel 1651 hag he gerent a oa deuz eul lignez vraz ha brudet. Azalek he vugaleach e roaz da anaout dre he vuez santel ha pur ez oa galvet gant Doue en he zervich hag e tlie beza, eun devez, brudet dre he zantelez. E skolaj braz Reims eo e reaz he studi penn-da-benn hag epad an amzer-ze, daoust ma oa karet gant an oll abalamour d’he zousder ha d’he vadelez, ne garie ket beza assamblez gant ar skolaerien all deuz he oad. Guelloc’ho e kave beza he-unan, a gostez e neun tu bennag evit beza muioc’h gant Doue.

Abred e oue lakeat etouez an dud a iliz ha d’he c’houezek vloaz e oa dija chaloni deuz iliz Reims. Goudeze ez eaz da Baris da seminer Sant Sulpice, hag e skol vraz ar Sorbonn e teskaz ar skianchou sakr.

Heb dale koulskoude e kollaz he gerent hag e rankaz distrei d’ar gear. Ganthan eo e reaz he vreudeur iaouank ho studi neuze epad ma kendac’he he-unan studia ar skianchou zakr gant kement a aket ma teuaz da veza habil braz, evel ma tiskouezaz divezatoc’h.

Erfin e oue beleget hag epad an nemorant deuz he vuez e tiskouezaz, deuz an aoter epad an oferen, ar memez feiz hag ar memez devosion a velet ennhan en deveziou kenta. Neuze eo e santaz he galon entanet gant ar c’hoant da labourat evit zilvidigez an eneou ha ne espernaz mui netra evit ober vad d’ezho.

Da genta e kemeraz ar garg deuz sœurezed ar Mabig Jesus, eun urz hag a oa bet savet evit ober skol d’ar baotrezed vian. Ho ren a reaz gant kalz a furnez ha bet eo evitho eun tad hag eun difennour. Goudeze e troaz ar c’hoant en doa da c’hounit eneou da Zoue varzu ar vugale baour evit ho c’helen hag ober anezho kristenien vad. Evit se eo ez oa bet digaset gant Doue hag evit sevel eun urz nevez da ober skol d’ar baotred, dreist-holl d’ar re baour.

Ne ’z euz nemed Doue da c’houzout pegement en euz bet da c’houzanv abenn sevel Conregation Breudeur ar skoliou kristen. Roet en euz he beadra beteg ar guenneg diveza ; ar re a dlie rei an dorn d’ezhan a enebe outhan ha netra ne oa ker poaniuz d’he galon ; poaniusoc’h eget guelet ar bara o vankout en he di, ar pez a zigouezaz meur a vech. C’hoant en doa da veza an diveza etouez ar frered, hag hen great evit gouarn ; hag e kreiz he labourou hag he enkrez ne glevet ganthan na klemmou na rebechou. Ar memez ger en doa atao da lavaret: « Benniget ra vezo Doue. »

Er penn kenta e kemeraz en he di ar re a oa deut d’he zikour, mes heb dale e rankaz sevel eun ti skol nevez rak ar vistri hag ar vugale a greske bemdez, ha sklerijennet gant spered Doue e reaz evitho eur reolen a vuez ken ehun ha ker fur ma oue kavet mad gant ar Pab Beneat XIII he-unan. Kemet e karie an humilite hag ar baourentez ma ne falvezaz mui d’ezhan beza chaloni na chomm da superior var an urz nevez en doa savet.

Mar grea kementse ne oa ket koulsgoude evit tec’het deuz al labour, rak kendelc’her a eure da gemeret soursi deuz ar Frered ha deuz ar skoliou savet ganthan e meur a leac’h dre ar vro, ha muioc’h-mui bemdez en em roe da Zoue. Kreski a reaz iuniou hag he binijennou, kastiza a rea he gorf heb truez ebet hag an noz a dremene o pedi. Evelse e teuaz da veza eur skouer euz an oll vertuziou, hag ar pez a velet ar sklera en he vuez oa ar zentidigez, an ioul da ober bolontez Doue hag he zevosion evit hon Tad santel ar Pap.

Mervel a eure leun a veritou d’ar seiz a viz eost 1719 goude beza bet he sakramanchou diveza, d’an oad a eiz vloaz ha tri-ugent. Hon Tad santel ar Pab Leon XIII hen diskleriaz Den euruz ha prest goudeze, abalamour d’ar miraklou great ganthan, e lakeaz anezhan var roll ar zent er bloaz 1900.