Buhez ar Sent/1913/Kasimir

◄   Guennole Kasimir Iann-Joseph ar Groaz   ►



ar pevare devez a viz meurs


SANT KASIMIR, PRINS EUZ AR POLOGN
————


Ar zant-ma a ioa mab da Gasimir III, roue ar Pologn, ha da Elizabeth a Aotrich, merc’h d’ann impalaer Albert. He vamm a ioa devot meurbed ha ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue ha rei d’ezhan eunn deskadurez vad ha kristen. Paet mad e oue evit he foan ; rak a-vihanik Kasimir a rea fae var ar c’hoariou ha var ann traou lipouz a blij kement d’ar vugale all: n’en doa ken sonj na ken ioul nemed da zavetei he ene. Ann heuz en devoa ouz ar pec’hed a ioa ker braz m’en doa aoun zoken rak ar skeud anezhan. A hent all oa ken aketuz d’ar studi ma’z oa ann holl souezet o velet peger buhan e teske. Mes ar c’henteliou hag ann deveriou a garie dreist peb tra, epad m’edo er skol, oa ar re a veze hano ennho a draou santel.

O veza c’hoaz iaouank-flamm, e kastize dija he gorf dre ar iun hag ar binijenn, ha dindan he zillad kaer e touge peurvuia eur c’houriz reun. Aliez e kouske var ar c’halet, pe e tremene ann noz o pedi eharz dor ann iliz, he benn harp enn douar. Evelse, petra bennag ma’z oa mab da eur roue, ha breur hag eontr da rouaned all, ne istime ann dra-ze netra e skoaz ann henor da veza kristen, bugel da Zoue hag heritour euz ann env.

He garantez evit Jezuz-Krist a ioa ken tener ma’z ea er meaz anezhan he-unan bep vech ma kleve hano euz ar poaniou en deuz gouzanvet evit hor prena, hag epad ann offerenn ar zonj euz a basion hag euz a varo ar Zalver benniget-se a skoe eunn taol ker pounner enn he galoun ma’c’h ankounac’hea holl draou ar bed-ma ha ma ne veze mui he spered var ann douar.

Ar burete euz he vuez a ioa henvel ouz hini eunn eal, hag ar burete-ze en em ziskoueze kement enn he holl oberiou ma rea d’ar re a gomze pe a zelle outhan kaout avi ouz eur vertuz ker kaer. Mes ive ar Zant a veille bepred varnhan he-unan evit miret ann tenzor presiuz-se, hag o veza kouezet goall glanv, e oue guell ganthan mervel eget rekour ar iec’hed hag astenn he vuez divar goust he jastete.

Bez’en devoa erfin eunn devosion heb he far evit ar Verc’hez Vari, mamm da Zoue, hag ober a reaz enn he henor eur c’hantik latin, a gane pe a lavare bemdez, hag a falvezaz d’ezhan a vije lakeat enn he arched goude he varo. Pa oue digoret he vez er bloaz 1604, e oue kavet he gorf fresk-beo hag enn he bez, ha kantik ar Verc’hez ato etre he zaouarn. Ar c’hantik latin-ze a zo bet troet e brezounek, hag a zo anavezet mad enn hor bro. Setu ama ar c’houblad kenta hag ann diskan anezhan :

O va ene, kanomp bemdez
Da Vari meuleudiou ;
He oberiou, he holl buez
A zo leun a vurzudou.
Diskan :
Gloar da Vari ha meuleudi !
Pebez burzud evuruz !
Mari guerc’hez
Ha mamm ivez,
Guerc’hez ha mamm da Jezuz !

Sant Kasimir a ioa ive leun a garantez evit he nesa, ha kement a druez en doa ouz ar re a vele er boan pe enn dienez, kement e klaske ober vad d’ezho, ma oue hanvet Tad hag Alvokad ar beorien hag ann dud reuzeudik. Mes he galoun a ioa rannet o sonjal ez oa c’hoaz chismatiked e rouantelez Pologn. Alia a reaz eta he dad da zougen eul lezenn evit miret ouz ar chismatiked-se da zevel templou nevez ha da rapari ar re goz, a ioa dija kouezet enn ho foull. Ar roue he dad a heuliaz he ali, hag al lezenn a oue douget evit brasa mad ar relijion gatholik.

Ar prins santel-ma a ioa o ren he bemp bloaz var’nn ugent pa oue skoet gant eur c’hlenved hag a lamaz he nerz diganthan a nebeudou. Rei a eure he-unan da anaout pe da zeiz ha da be heur e tlie mervel, ha d’ann deiz merket, pevar a viz meurs 1483, e tremenaz sioul goude beza resevet he zakramanchou diveza gant eunn devosion vraz, hag epad m’edot o kana salmou enn dro d’he vele. Goude he varo, Doue a ziskleriaz he zantelez dre eur maread miraklou.


SONJIT ERVAD

Ar vertuz a burete a ra d’ann den var ann douar beza henvel ouz elez Doue er baradoz. N’oc’h euz ket kaeroc’h tenzor er bed-ma, tud iaouank, eged ar burete-ze ; mes arabad e d’ehoc’h sonjal e c’hellfac’h he miret heb poan. Tentet e viot noz-deiz, hag ar bed, ar c’hig hag ann droug-speret ne lezint repoz ebed ganeoc’h e kenver ar poent-ma. Mar fell d’ehoc’h eta beva chast, kemerit skouer dioc’h sant Kasimir. Beillit bepred var hoc’h holl skianchou : eur zell hebken a zo aoualc’h evit ho lakaat da goueza er pec’hed. Difizit ac’hanhoc’h hoc’h-unan, bezit aketuz d’ar bedenn, tostait aliez ouz ar zakramanchou, grit d’ho korf dioueret ar pez a c’hellfe kreski nerz ho techou fall, bezit devot d’ar Verc’hez, ha dreist peb tra pellait dioc’h ar plasou hag ar c’houmpagnuneziou el leac’h ma veach e riskl da goll ar gened euz hoc’h ene.