Buhez ar Sent/1913/Kom ha Damian

◄   Siprian ha Justina Kom ha Damian Venseslas   ►



ar seizved var ’nn ugent a viz guengolo


SANT KOM HA SANT DAMIAN, MERZERIEN
————



Kom ha Damian a ioa daou vreur, ginidik euz a gear Ejee enn Arabii. Ho mamm a ioa chomet intanvez gant pemp mab, ha ne espernaz netra evit sevel anezho e doujans hag e karantez ann Aotrou Doue. Rekoumpanset mad e oue evit he foan ; rak he femp mab a deuaz da veza pemp sant ha pemp merzer.

Ann ioul o devoa Kom ha Damian da labourat evit silvidigez ann eneou a reaz d’ezho studia ar vedisinerez, abalamour da gaout easoc’h a ze dor zigor e tiez ar baianed. Heb dale o devoue brud da veza habil-braz var ho micher, hag e ouent klasket da vont e kement leac’h ma veze tud klanv. Evit guir, parea a reant dioc’h ann holl glenvejou, ha dioc’h ar re zoken ne anavezet louzou ebed outho diagent ; n’e ket hebken dre ho deskadurez oa avad, mes dre c’halloud Jezuz-Krist.

Enn eur erruout e tiez ar re glanv, e c’houlennent ato sikour digant Doue dre eur bedenn verr, ha goudeze e reant sin ar groaz var ann dud keiz a veze dalc’het var ho guele. Kerkent e vellea d’ar re-ma, ne veze mui ken tenn varnho hag ho nerz a deue d’ezho adarre a nebeudou. Hag e vijent dija zoken var ho zremenvan, e vezent guelet abarz nemeur ker iac’h ha ker krenv ha biskoaz. Gant ann dra-ze ann daou vedisin kristen ne gemerent morse netra evit ho foan ; er c’hountrol eo, rei a reant el leac’h ma remerkent e veze ezomm.

Traou ker burzuduz dioc’h eur c’hostez ha kement a garantez dioc’h eur c’hostez all a lakea ar baianed da veza leun a istim hag a respet evit Kom ha Damian. Neuze ann daou vreur a gomze d’ezho euz ar guir Doue, euz a Jezuz-Krist hag he Aviel, ha goude beza dija gounezet ho c’halounou, e c’hounezent ive aliez ho sperejou, hag e reant da eur maread anezho dilezel servich ann idolou.

Mes, d’ann ampoent, e oue great eur vrezel kounnaret d’ar gristenien, dre urs ann impalaer Dioklesian, ha Kom ha Damian a oue galvet dirag Lizias, gouarner Ejee. « — C’houi eo, eme ar gouarner, ann daou vedisin a red ar vro evit klask touella ar bobl, dre ho sorserez, da drei kein da zoueou ar rouantelez ? » « — N’e ket sorserien oump, a respountaz ann daou vreur, ha muioc’h a dud a bareomp dre c’halloud hano Jezuz-Krist eget dre hon deskadurez. » « — Red e d’ehoc’h adori hon doueou, eme Lizias, pe en em c’hortoz da veza bourrevet. » « — Ho toueou ne d-int netra, eme Gom ha Damian ; ne adoromp nemed ann Doue en deuz krouet ann env hag ann douar. »

Var gement-se, ar gouarner a ordrenaz ho bourrevi a daoliou kalkenn ejenn, ha goudeze e reaz ho stleper e goeled ar mor, ho zreid hag ho daouarn liammet. Mes eunn eal a dorraz ho liammou, hag ho zennaz ac’hano. Neuze Lizias ho c’houndaonaz erfin da veza dibennet, ha setu ar pez a oue great d’ar 27 a viz guengolo euz ar bloaz 285. Var a greder, ho zri breur all a oue merzeriet ive asambles gantho.


SONJIT ERVAD

Ar Skritur Sakr a lavar d’eomp henori ar medisin abalamour ma c’hellomp kaout ezomm anezhan. Galvit eta ar medisin var ho tro pa viot klanv, ha bezit leun a fizians el louzou a roio d’ehoc’h. Goulskoude kountit muioc’h c’hoaz var gras Doue : rak louzou ar medisin ne dalvezo da netra ma ne ro Doue he vennoz d’ezhan. Setu perak, enn eur c’hervel var ho tro medisin ar chorf, ne ankounac’hait ket medisin ann ene. Hema hebken a lakai ar peoc’h enn ho spered hag enn ho koustians, ha dre eno ive e pareot kentoc’h a ze, mar oc’h euz da barea ; ha ma n’oc’h euz ket da barea, n’euz nemethan hag a c’hellfe digeri d’ehoc’h doriou ar baradoz. Pegen dall ha pegen diskiant n’eo ket eta ar re ne lakeont klask ar belek nemed pa vezont dija var ho zremenvan !