Buhez ar Sent/1913/Leon I

◄   Maker Leon I, Pab ha Doktor Sabas   ►



ann unnekved devez a viz ebrel


SANT LEON I, PAB HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————


Sant Leon a ioa ganet e Rom. O veza m’en devoa eur spered lemm, e teuaz enn he iaouankiz da veza habil-braz var skianchou ar bed ha var ar skianchou sakr. « Galvet oa gant Doue, eme eur c’honsil, da c’hounit viktoriou kaer var brezegerien ar gaou, hag abalamour da ze ive Doue a lakeaz etre he zaouarn armou ann deskadurez hag ar virionez. » Dre he furnez hag he vouiziegez, e reaz kalz vad d’ann Iliz enn amzer ar pab sant Selestin hag ar pab Sist III, ha goude maro ar pab-ma e oue choazet evel ann dina da zelc’her he blas.

D’ar mare-ze, ez oa diouanet meur a fals kredenn etouez ann dud fidel, ken e broiou ar Zao-Heol, ken e broiou ar C’huz-Heol. Sant Leon ne espernaz netra evit karza ann Iliz euz ar c’hredennou faoz-se ha labourat a eure heb ehana, dre he gomzou ha dre he skridou, da zifenn ar feiz katholik a enep ann heretiked. Bep vech ma felle d’ar re-ma sevel ho fenn, ar pab santel a zave ive he vouez, ha ne zalee ket da veza treac’h d’ezho.

E buez sant Selestin, on euz klevet Nestorius o lavaret ez oa daou bersounach e Jezuz-Krist, persounach Mab Doue ha persounach ann den. Varlerc’h Nestorius e teuaz eunn all hag a lavare, er c’hountrol ne oa e Jezuz-Krist nemed eunn natur. Hema a ioa he hano Eutiches, hag a oue koundaonet dioc’htu gant eskop Konstantinopl. Mes gounit a reaz eunn nebeut eskibien all hag a dorraz ar zetans a ioa bet douget enn he enep Neuze sant Leon en em glevaz gant ann impalaer evit asambli eur c’honsil e Kalsedoan. C’houec’h kant tregont eskop en em gavaz eno, hag a goundaonaz a nevez Eutiches enn eur ziskleria oa red anaout ez euz e Jezuz-Krist diou natur, natur Doue ha natur ann den. Ar pab a embannaz goudeze evel artikl a feiz ar pez a ioa bet diskleriet gant ar c’honsil.

Etre daou, eur roue paian hag hanter-c’houez a ioa saillet var ann Itali gant eunn arme vraz a baianed hag a dud hanter-c’houez eveldhan. Hano ar roue-ze oa Attila, ha Goalenn Doue he leshano. Hogen, Attila hag he arme ne respetent na sakr na dizakr, ha ne reant nemed devi ha laza dre ma’z eant; dija meur a gear a ioa bet lakeat gant-ho e poultr hag e ludu.

Pebez spount eta ne oue ket e Rom pa oue klevet lavaret oant erru di ! Ann holl, ann dud e karg evel ar bobl, a grene gant ho enkrez, ha ne c’houient e pe du trei pa deuaz eur zonj enn ho spered. « Eunn den hebken, emezho, a c’hell hor zavetei, hag ann den-ze eo ar pab. » Var gement-se e pedchont sant Leon da gaout truez outho ha da vont he-unan da c’houlenn gras evit Rom digant Goalenn Doue.

Sant Leon a ieaz raktal enn hent, leun a fizians e galloud hag e trugarez ann Aotrou Doue. Abarz en em ziskouez dirak Attila, e viskaz he ornamanchou sakr, ha goudeze e komzaz gant kement a nerz ouz ar roue digernez-se ma reaz d’ezhan trei krenn var he zeuliou hag en em denna kuit euz ann Itali. Soudarded Attila a ioa souezet o velet peger buhan en doa sentet ouz ar pab ; mes hen a respountaz : « — N’e ket rak ar pab eo em euz bet aoun, mes rak eunn all a ioa enn he gichen hag a c’hourdrouze va zreuzi gant he gleze noaz ma ne rajenn ket ar pez a lavare ar pab d’inn. » Kredi a reer eo sant Per a ioa evelse e kichen sant Leon epad ma komze oc’h Goalenn Doue.

Eunn droiad all goulskoude e oue kemeret kear Rom gant Jenserik, roue ar Vandaled, eur roue hag eur bobl all hag a ioa tost da vad ker kriz ha ker gouez hag Attila hag he arme. Sant Leon a ioa eat adarre da glask diarbenn ar roue-ze ; mez n’en doa ket gellet miret outhan da zont e kear ; obten a eure hebken ma vije lezet ho buez gant ann dud ha ne vije lakeat ann tan e nep leac’h. Ar Vandaled eta a reaz skrab e Rom epad pemzec dez dioc’hto, ha goudeze e tistrojont d’ann Afrik, a ioa kouezet etre ho daouarn eunn tachad a ioa, gant sammou aour hag arc’hant ha gant eur maread prizounierien.

Sant Leon a boaniaz da rapari ann drouk o doa great ar Vandaled. Ne jome var ho lerc’h, kouls lavaret, nemed ann douar noaz enn tiez hag enn ilizou : ar re-ma a ioa bet laeret ive nemed diou, iliz sant Per hag iliz sant Paol. Ar pab a bourveaz hervez he c’halloud da ezommou ar bobl keaz ha da ezommou ann ilizou a ioa bet laeret. Mes he vrasa aked a ioa ato da gelenn ann dud fidel var ho deveriou ha var guirioneziou ar relijion. Prezeg a rea bemdez da gristenien Rom abaoue m’oa bet hanvet da azeza var gador sant Per, ha kristenien ar broiou all a gelenne ive dalc’h-mad dre he liziri. Mervel a eure d’ann dek a viz du euz ar bloaz 461, goude beza gouarnet ann Iliz epad eur bloaz var’nn ugent. D’ann unnek a viz ebrel euz ar bloaz varlerc’h e oue chenchet plas d’he gorf, hag abalamour da ze e vez great he c’houel da genver ann deiz-ma.

Sant Leon en deuz lezet dre skrid eur maread sarmouniou kaer, ha seiz-ugent lizer hag a ziskouez pegement a ioul en doa da velet feiz Jezuz-Krist oc’h en em skigna muioc’h-mui dre ar bed holl.


KENTELIOU SANT LEON I

Da genta. — Tri seurt oberiou mad a zo : ar bedenn, ar iun hag ann aluzenn. Dre ar bedenn e tostaomp ouz Doue, dre ar iun e kastizomp hor c’horf ha dre ann aluzenn e paeomp ar boan dleet d’hor pec’hejou.

D’ann eil. — N’ez euz nemed eunn dristidigez santel, ann hini a ra d’eomp gouela var hor pec’hejou hon-unan pe var bec’hejou ar re all.

D’ann trede. — Ar baourentez kristen a zo bepred pinvidik abalamour ma’z eo euruz gant ann nebeut e deuz.

D’ar pevare. — Seul-vui e fell da eur c’hristen beva hervez Doue, seul-vui e klask ann drouk-spered he zistrei.