Buhez ar Sent/1913/Loiz, Roue Frans

◄   Barthelemi Loiz, Roue Frans Zephirin   ►



ar pemped var ’nn ugent a viz eost


SANT LOIZ, ROUE FRANS
————


Ar zant-ma aioa ganet e kastell Poasi, pemp leo dioc’h Paris, hag a oue badezet enn iliz ar barrez-se. A veac’h oa krog enn he zaouzek vloaz pa varvaz he dad ; mes ar rouanez Venn, he vamm, ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue. Aliez e lavare d’ezhan : « — Va mab, emezhi, n’euz mamm ebed hag a garfe he c’hrouadur muioc’h eget n’ho karann. Goulskoude, guell e ve ganen ho kuelet maro eharz va zreid eget guelet ac’hanhoc’h o koueza enn eur pec’hed marvel hebken. » Ar c’homzou-ma a ieaz ken doun e kaloun Loiz ma leverer ne reaz biskoaz pec’hed marvel ebed epad he vuez.

D’ann oad a naontek vloaz, e timezaz da eur brinsez fur ha vertuzuz eveldhan, hag er bloaz varlerc’h e kemeraz gouarnamant he rouantelez. Hogen, evithan da veza azezet var ar c’haera tron a ioa er bed, Loiz a veve enn he balez evel eur manac’h enn he gouent, Eur c’houriz reun a zouge bepred dindan he zillad all ; bemdez e kleve ann offerenn hag e lavare he vrevier evel ar veleien ; aliez ez ea d’ann hospitaliou da velet ar re glanv, hag ho zervicha a rea he-unan ; bemdez c’hoaz e roe ho mern hag ho c’hoan da c’houec’h-ugent paour, ha da zadorn e voalc’he ho zreid da eur vandenn all ; erfin, tremen a rea pennadou mad a amzer oc’h adori ar Zakramant enn iliz, pe o pedi dirak aoter ar Verc’hez.

Unan bennag o veza rebechet d’ezhan e chome re hirr enn iliz, Loiz a respountaz : « — Ann dud zo drol, emezhan ; kaout a reont abeg ennon abalamour ma chomann re hirr da bedi ; ne lavarfent netra avad ma kollfenn va amzer o c’hoari pe o chaseal. »

Goulskoude he zevosionou ne virent ket outhan da veza ato chentil ha laouen e kenver peb hini, ha karet a rea zoken lavaret eur pez kaer bennag avechou evit ober plijadur d’ar re a veze enn he goumpagnunez. Ne virent ket outhan ken nebeut da veza bepred aketuz d’he holl zeveriou a roue. Var evez e veze dalc’h-mad gant aoun na vije re vec’hiet ar bobl pe na vije great gaou ouz he zujidi gant ar re o doa eur c’halloud bennag varnho, ha ne vanke morse da goundaoni pe da lakaat koundaoni ann nep a veze kavet faot ennhan var ar poent-se, n’euz fors piou e vije. Ken humbl oa ma leze ann holl da dostaat outhan, ha pa veze o pourmen enn he jardin e Paris pe e koajou Venseenn, ec’h azeze enn disheol dindan eur vezenn da zelaou ar re o deveze eur c’hlemm bennag da zougen dirazhan.

Etre daou e kouezaz klanv, hag e reaz veu da zevel eunn arme evit tenna ann Douar Santel euz a dre zaouarn ann Turked, ma teuje dabarea. Parea a eure, ha kerkent e sonjaz seveni ar veu en doa great. O veza eta treuzet ar mor, ec’h erruaz enn Ejipt gant he arme, hag en devoue eur c’hrogad kenta ouz ann Turked e Damiett. Eno ann Turked a gollaz ; mes larkoc’h e c’hounezchont, ha Loiz he-unan a oue great prizounier gantho, petra bennag m’oa en em zifennet outho evel eul leon.

Epad he gaptivite, he enebourien a oue leun a respet evithan, ha dare e oue d’ezho zoken he joaz evit ho roue. Evit pemp kant mil lur e oue lakeat e liberte, ar brizounierien all hag hen, ha neuze ez eaz da ober eur bale d’ann Douar Santel evit rei kaloun d’ar gristenien a ioa c’hoaz er vro-ze, hag ho zikour dre he aluzennou. Mes, o veza klevet oa maro ar rouanez Venn, he vamm, Loiz a zistroaz e Frans kenta ma c’hellaz.

Goulskoude he galoun a ioa ato rannet o sonjal e chome bez hor Zalver etre daouarn ann Turked, ha setu hen ha treuzi ar mor eur vech c’hoaz gant he arme enn esper he zilivra. Enn dro-ma e tiskennaz enn douar e kichen Tunis, hag ann Turked a ioa o tiouall ann aod a dec’haz dioc’htu enn he raok. Mes eur c’hlenved speguz en em lakeaz etouez he zoudarded, hag heb dale ann hanter euz ar re-ma a oue sammet ganthan. Loiz a bakaz he-unan ar c’hlenved, ha prest goude e varvaz var al ludu hag enn eur boket d’he grusifi, d’ar 25 a viz eost euz ar bloaz 1270, ha d’ann oad a bemp bloaz hag hanter-kant hebken. Araok mervel, e roaz d’he vab Philipp, a dlie beza roue var he lerc’h, ann aliou pe ar c’henteliou kaer a lakeomp ama d’ar fin. He gorf a oue digaset e Frans gant he vab, hag enterret e Sant-Denis gant eur zolanite vraz.


ALIOU DIVEZA ROET D’HE VAB PHILIPP GANT AR ROUE SANT LOIZ

Da genta. — Va mab, kenta tra am euz da lavaret d’ehoc’h eo karet Doue euz a greiz ho kaloun, ha beza prest da vervel kentoc’h eged hen offansi morse dre eur pec’hed marvel hebken.

D’ann eil. — Mar tigas Doue eur boan bennag d’ehoc’h, gouzanvit-hi a galoun vad, ha kredit oc’h euz he meritet dre ho pec’hejou.

D’ann trede. — It aliez da govez, ha klevit devotamant offisou ann iliz, ha dreist peb tra ann offerenn.

D’ar pevare. — Bezit chentil ha truezuz e kenver ar paour, ha sikourit anezhan hervez ho kalloud.

D’ar pemped. — Ne lezit den da lavaret komzou fall dirazhoc’h, na da vlasphemi hano Doue.

D’ar c’houec’hved. — Trugarekait Doue aliez evit ar grasou oc’h euz bet dija diganthan, evit meritout grasou nevez.