Buhez ar Sent/1913/Ludjer

◄   Gouel Maria Veurs Ludjer Iann Ermit   ►



ar c’houec’hved var ’nn ugent a viz meurs


SANT LUDJER, ESKOP
————


Ludjer a ioa ganet enn Allemagn e tro ar bloaz 713, hag aoue lakeat er skol gant eur zant; n’e ket souez eta ma teuaz da veza sant he-unan. O veza bet beleget e Kologn, e labouraz evel eunn abostol da c’hounit tud he vro da feiz Jezuz-Krist; rak ann darn vuia anezho a ioa c’hoaz paianed. Doue a vennigaz he labour, ha dija en doa bet ann eur da velet ouspenn ann hanter euz he genvroiz o trei kein d’ho doueou faoz evit adori ar guir Doue, pa renkaz tec’het araok eur prins kriz ha divadez: ar prins-ma a laze ann holl gristenien hag a zeve ann holl ilizou a gave var he hent. Mes trec’het e oue gant ann impalaer Charlemagn, ha Ludjer a c’hellaz distrei d’he vro. Neuze e prezegaz adarre gant muioc’h a frouez eget biskoaz. Mont a rea e peb leac’h, eur groaz ganthan enn he zorn, hag e peb leac’h e vruzune ann idolou, hag e tiskare ann templou a ioa bet savet enn ho henor.

Etre daou e oue hanvet da eskop e Munster ; mes ar garg-ma ne zervichaz nemed da rei muioc’h a lufr hag a sked d’he vertuziou, ha da lakaat anezhan da greski he binijennou. Bez’ ez oa e guirionez pastor ha tad he bobl; kement tra en devoa a ioa evit ar beorien, hag ar re-ma a veze enn he di evel er gear.

Goulskoude ann aluzennou braz a ingale a bep tu a reaz da dud aviuz he damall e gaou : diskuillet e oue d’ann impalaer evel eunn eskop hag a forane madou ann Iliz. Charlemagn a ioa eur prins a zoujans Doue, hag a gemennaz raktal d’ar Zant mont d’he gaout. Ludjer a zentaz var ann heur, ha pa oue erruet el leac’h m’edo ann impalaer, ez eaz da loja e kichen he balez. Charlemagn, o c’houzout oa digouezet, a c’hoanteaz kaozeal ganthan antronoz-vintin, mintin mad. Mes ar Zant a ioa o lavaret he vrevier d’ann ampoent. « — Ann impalaer a c’houlenn ac’hanhoc’h » eme eunn offiser. « — Bremaik, eme Ludjer, pa vezo echu va brevier ganen. »

Pa oue echu he vrevier ganthan, setu ar Zant d’ar palez. Charlemagn a ioa eunn tamm kintou ennhan abalamour m’en doa renket gortoz. « — Eskop, emezhan, perak oc’h euz-hu daleet keit-se ? Perak n’oc’h ket deuet dioc’htu pa’m euz ho kalvet ? » « — Prins, eme Ludjer, me a ioa o pedi Doue, ha sonj am euz, p’ounn bet hanvet da eskop, c’houi hoc’h-unan o poa lavaret d’inn servicha Doue ato da genta araok servicha ann dud, araok ho servicha-c’houi zoken. »

Ar respount-ma a blijaz kement d’ann impalaer ma ne reaz rebech ebed d’ar Zant ; er c’hountrol eo, ober a eure stad anezhan. « — Eskop, eme Charlemagn, distroit d’hoc’h eskopti, hag hiviziken ne rit van ebed n’euz fors petra lavaro ann teodou fall; evidon-me n’ho zelaouinn mui. »

Doue en devoa roet d’he zervicher ann donezoun a viraklou. Eunn devez m’edo Ludjer oc’h taol, eur paour keaz dall a deuaz da doull he zor enn eur grial. Kerkent e oue kinniget d’ezhan kig ha bara ; mes ann dall a reaz fae varnho. Goudeze e oue kinniget d’ezhan da eva ; mes ann dall n’en doa ket a ezomm ken nebeut. Erfin, e oue kinniget d’ezhan arc’hant ; mes ann dall a respountaz n’e ket arc’hant a glaske. « — Ne glaskann, emezhan, nemed komz ouz ann Aotrou’nn eskop. » Neuze e oue kaset d’ar zal, hag ar Zant a c’houlennaz outhan: « — Petra fell d’ehoc’h a rafenn-me enn ho kenver ? » « — Rei d’inn ar gueled enn han’ Doue, » eme ar paour keaz. « — Rei d’ehoc’h ar gueled enn han’ Doue, » eme Ludjer souezet. Hogen, a veac’h en doa ar Zant lavaret ar c’homzou-ma ma teuaz ar gueled d’ann den dall, hag ar paour keaz-se en em lakeaz ouz taol laouen evit dibri hag eva asambles gant ar re all.

Sant Ludjer en doa c’hoant da vont da brezeg ann Aviel d’ann Danemark ha d’ann Norvej ; mes n’en devoue ket a gounje digant ann impalaer. Petra bennag n’oa ket iac’h pell a ioa, e kendalc’he ato da zarmoun ha da offerenna. Mervel a eure leun a veritou d’ar 26 a viz meurs euz ar bloaz 809, enn noz varlerc’h sul ar Basion, goude beza prezeget c’hoaz a benn diou vech er zulvez-se, ha lavaret ann offerenn da nav heur.


SONJIT ERVAD

Red eo ato servicha Doue, da genta, araok servicha ann dud, da lavaret eo, arabad eo morse mankout d’hon deveriou e kenver Doue evit plijout d’ann dud. Mes evit traou ha nint ket gourc’hemennet, evit pedennou hag oberiou a zevosion, pe evit traou gourc’hemennet hag a ve amzer da ober divezatoc’h ar seurt traou-se a c’heller hag a dleer zoken da lezel a dreuz pe a gostez evit eur pennad pa vezer galvet gant eur mestr pe eur superior da ober eunn dra all bennag. Doue a gomz ouzomp ive dre vouez hor mistri hag hor superiored. Rak-se, o lezel a dreuz pe a gostez evit eur pennad eur bedenn a zevosion, pe eunn dra gourc’hemennet hag a ve amzer da ober divezatoc’h, pa ordren eur mestr pe eur superior eunn dra bennag all d’eomp, ne reomp e guirionez nemed kuitaat Doue evit Doue, Hogen ann dra-ma a zo meritaploc’h dirazhan eget na ve ober hor penn hon-unan o vankout da zenti ouz ar re o deuz eur c’halloud bennag varnomp.