r plac’h euruz-ma a ioa ganet enn eur bourg a eskopti Aotun, hag a gemeraz a-vihanik hent ann huela santelez. A veac’h oa deuet eunn tammik skiant d’ezhi ma’z oa he brasa plijadur en em strinka d’ann daoulin evit rei he c'haloun da Zoue enn eur groaza he daouarn. He devosion ne reaz nemed kreski gant ann oad, hag evit beza henvel ouz Jezuz-Krist, e devoa dija choazet evit pried, ec’h en em lakeaz da ober kement a binijenn ma kouezaz klanv. Mes parea a eure enn eunn taol kount da fin eunn naved e devoa great asambles gant he mamm.
Neuze Doue a zigasaz d’ezhi eur groaz all. He zad o veza deuet da vervel, he mamm a gemeraz tud da labourat he douarou ha da zelc’her ann tiegez enn he flas ; rak hi ne c’houie netra dioc’h al labour douar. Hogen, ann dud-se a falvezaz d’ezho ober ho mistri d’ann intanvez geaz ha d’he bugale, ha Mac’harid-Mari e devoue mil boan gantho. Mes gouzanv a rea he foan heb en em glemm ; rak desket e devoa dija gant he Zalver Jezuz beza bepred dous hag humbl a galoun.
Goulskoude, pa oue enn oad da fortunia, ann dud-se a deuaz da veza chentiloc’h enn he c’henver. Ober a rejont d’ezhi guiska dillad kaer hag en em ziskouez er c’houmpagnuneziou ; rak c’hoant o doa e timezche, hag hennez oa ive c’hoant he mamm. Ar Zantez a oue lakeat nec’het-maro gant ann dra-ze, ha chom a eure eur pennad enn entremar o klask gouzout e pe du trei. Abarz ar fin evelato Jezuz a c’hounezaz ar viktor var he c’haloun, ha setu hi da c'houlenn beza resevet e kouent leanezed ar Vizitasion e Pare-Ar-Monial.
Resevet e oue gant joa, ha raktal e oue remerket ennhi ann holl vertuziou a dle eul leanez da gaout. Goude beza great he veuiou, e oue karget da genta da entent ouz ar re glanv ; goudeze e oue lakeat da ober skol, hag erfin e oue hanvet da veza da dosta d’ar zuperiorez.
Epad ann amzer-ze, hor Zalver he-unan ne ehane da gelenn he zervicherez ha da gomz outhi a greiz ma veze o pedi pe o vedita. Diskouez a reaz d’ezhi meur a vech he galoun zakr dindan furm eunn heol skeduz, hag eur vech all dindan furm eunn tron great gant flammou tan. Enn dro-ma e velet ennhi sklear merk ann taol lans ; var c’horre ez oa eur groaz, ha tro var dro, eur gurunenn spern. Neuze Jezuz a lavaraz d’ar Zantez e felle d’ezhan e vije lakeat imach ar galoun-ze dirak ann dud evit ne jomchent mui kaledet enn ho fec’hed.
Divezatoc’h, enn eur ziskouez he galoun d’ezhi adarre, hor Zalver a ziskleriaz freasoc’h c’hoaz da Vac’harid-Mari ar pez en doa c’hoant a vije great. « — Setu aze, emezhan, ar galoun e deuz karet kement ann dud, hag a zo karet gantho ken nebeut. Mes ar pez a ra muia poan d’inn eo ienien hag ingrateri ar re a zo en em voestlet d’am zervich. setu perak me ho ped da lakaat ober eur gouel enn henor d’am c’haloun, d’ar guener varlerc’h eizved ar Zakramant. Evit selebri mad ar gouel-ze, e tleer kommunia ha goulenn pardoun diganen evit ar fae a zo bet great varnon epad m’edon a vel d’ann holl azioc’h ann aoter. Me ro d’ehoc’h va ger e skuillinn va grasou gant largentez var gement hini am henoro hag a rai d’ar re all va henori evelse. »
Pa’z eaz ar Zantez da gounta ann dra-ze d’he zuperiorez, houma n’he c’hredas ket da genta. Al leanezed all a zonjaz ive edo Mac’harid-Mari oc’h huvreal, hag er meaz euz ar gouent kouls hag er gouent e oue kemeret gant ann holl evit eur randonen pe eur follez.
Mes Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel : « — Ann env hag ann douar a dremeno ; va c’homzou-me avad ne dremenint ket. » Mac’harid-Mari a ioa karget gant hor Zalver da lakaat ober eur gouel evit henori he galoun zakr, hag ar gouel-ma a zo selebret hirio e kement korn a zo er bed katholik.
Ar Zantez a deuaz eta a benn euz he labour, kaer en devoue ann ifern klask kaeat outhi, ha bez’e devoue ann eur da velet ann devosion d’ar Galoun-Zakr oc’h en em astenn dija enn he amzer. Hiviziken e c’helle mervel e peoc’h, p’e guir e devoa great ar pez a c’houlenne Doue diganthi, ha d’ar seitek a viz here euz ar bloaz 1690, e roaz he ene d’he c’hrouer a greiz m’edot oc’h he noui. Mac’harid-Mari a ioa neuze o ren he fevar bloaz ha daou-ugent.
« Setu aze ar galoun e deuz karet kement ann dud, hag a zo karet gantho ken nebeut !... » Meditit a zevri var ar c'homzou-ze, ha guelit petra oc’h euz da ober evit rapari ho ienien hag hoc’h ingrateri e kenver ar galoun zakr hag adorabl-se. Kement a garantez dioc’h eur c’hostez, ha ken nebeut dioc’h eur c'hostez all : pebez dizurs ha pebez dislealded ! Roit eta pelloc’h d’ho Salver ar pez a dleit d’ezhan nag a c’hortoz diganehoc'h abaoue keit amzer !