Buhez ar Sent/1913/Maksim hag Olempias

◄   Justin Maksim hag Olempias Patern   ►



ar pempzekved devez a viz ebrel


SANT MAKSIM HA SANT OLEMPIAS, MERZERIEN
————


Ann daou zant-ma a ioa ginidik euz ar Pers. Tud a lignez huel oant ho daou, mes muioc’h a istim a ioa evitho c’hoaz abalamour d’ho vertuz eged abalamour d’ho noblans. Ar vro-ze o veza kouezet etre daouarn ann impalaer Des, ann impalaer-ma en em lakeaz da ober brezel d’ar gristenien, ha Maksim hag Olempias a oue kroget ennho gant ar re genta ha kaset dirak ann impalaer. Des a ordrenaz skei gantho a daoliou baz ken na lavarjent ne oant mui kristenien; mes, kaer a oue ho bazata, ann daou verzer a jomaz ato stard enn ho feiz.

Neuze ann impalaer a deuaz eur zonj all enn he spered. « Marteze, emezhan, ann aoun da goll ho danvez a rai d’ezho adori hon doueou. » Setu hen eta ha rei urs da Vaksim ha da Olempias da ziskleria d’ezhan pegement a zanvez o doa hag e pe leac’h edo ann danvez-se. Mes ann daou verzer a respountaz : « — Prins, n’on euz ken madou, na ken tenzor, nemed hor c’harantez evit Jezuz-Krist, hor Zalver; a hent all n’on euz netra er bed-ma nemed hor c’horfou, hag hor c’horfou a lakeomp a galoun vad etre ho taouarn evit ober anezho ar pez a gerot. Torrit, bruzunit, draillit, dispennit pe zevit hor c’horfou mar d-eo ho polontez ; ann dra-ze ne viro ket ouz hon eneou da vont da velet Doue d’ar baradoz ha da veza euruz ganthan da viken. »

Des a egare o klevet ar c’homzou-ma, hag a reaz lopa var ann daou gristen goasoc’h eget biskoaz, n’e ket hebken gant bizier, mes c’hoaz gant fouetou ploumm. Abarz ar fin goulskoude e oue renket ehana outho, ker skuiz oa ar vourrevien, hag e ouent kaset d’ar prizoun.

Prest goude, e ouent lakeat da c’hourvez var gueleou houarn ruziet ouz ann tan, ha ruillet ha diruillet var ar gueleou-ze ken a oa poaz ho c’horf tu ha tu. Mes hi, kennerzet gant gras Doue, a ioa bepred laouen e kreiz ar boan skrijuz o doa da zivoaska. Rei a reant zoken kaloun d’ho bourrevien, enn eur lavaret d’ezho : « — Dalc’hit mad! Arabad eo ehana ! Al labour a rit a zervich da greski hor mirit dirak Doue, ha da lakaat hon eneou da veza flammoc’h da vont d’ann env. »

Evelato ann impalaer a zavaz mez ganthan o sonjal peger kriz oa bet e kenver Maksim hag Olempias, heb gellout gounit netra varnho. O veza eta ne grede ket ho feur-gas he-unan, e kargaz euz ann dra-ze Vitellius Anisius, gouarner kear Korduenn. Hema a lavaraz skei taoliou linvier var benn ann daou zant ken na laoskchent ho huanad diveza, hag evelse ec’h achuaz erfin ho merzerenti gloriuz d’ar pemzek a viz ebrel euz ar bloaz 251.

Mes ho maro ne vougaz ket ar gounnar en devoa Des outho. Ann impalaer a falvezaz d’ezhan c’hoaz miret na vijent enterret, hag ordren a eure ma vije lezet ho c’horfou enn eur park var ar meaz evit beza debret gant ar chas hag al loaned all. Mes al loaned o devoue muioc’h a respet evitho eged ann dud : ar chas a jome d’ho diouall, a harze evit ho difenn hag a gunude evit ober kanv d’ezho. A benn pemp devez, ann daou gorf santel a oue dastumet gant daou gristen euz ar Pers, ho hano Abdon ha Sennen. Ar re-ma ho zebeliaz enn ho zi hag ho enterraz goudeze gant kalz a henor. Abaoue, relegou sant Maksim ha sant Olempias a zo bet digaset e Frans, ha bez’ ez euz anezho e meur a iliz euz hor bro, dreist holl enn iliz Sant-Malo e Breiz hag enn iliz Liej er Beljik.


SONJIT ERVAD

Jezuz-Krist en deuz lavaret enn Aviel: « —N’o pezet ket aoun rak ar re a lam he vuez digant ar c’horf, mes ne c’hellont ket laza ann ene ; o pezet aoun kentoc’h rak ann hini a c’hell ho kas dann ifern korf hag ene. » Ar Zent hag ar Verzerien o deuz bet sonj ato euz ar c’homzou-ze, ha setu perak ne reant keta fors hag e vije torret, bruzunet, draillet, dispennet pe zevet ho c’horf, gant ma’z aje ho ene d’ar baradoz, gant ma c’helljent savetei ho ene. Peur o pezo-c’houi ive muioc’h a aoun da goll buez hoc’h ene eget da goll buez ho korf, muioc’h a aoun da velet drouk oc’h erruout gant hoc’h ene eget da velet poan o koueza var ho korf ? Ar Verzerien ne ehanent da lavaret : « Ar maro mil guech kentoc’h eget nac’h hor feiz! » Peur e leverot-hu ive euz a greiz no kaloun hag evit mad : « Mil guech mervel kentoc’h eged offansi Doue dre eur pec’hed marvel hebken ! »