Buhez ar Sent/1913/Martin, Pab ha Merzer

◄   Martin, Eskop Martin, Pab ha Merzer Stanislas Kostka   ►


ann daouzekved devez a viz du


SANT MARTIN, PAB HA MERZER


————


Ar zant-ma a ioa ganet e kear Todi enn Toskaan, hag a oue savet e doujans Doue gant he dud. O veza bet kaset d’ar skol, e teuaz heb dale da veza habiloc’h eged he vistri ; rak bez'en doa eur spered kel lemm ma teske kement a garie. Mes gant ann dra-ze oa bepred humbl evel eur c’hrouadur, ha n’en doa ken ioul nemed da lakaat he vouiziegez da zervichout da c'hloar Doue ha da zilvidigez ann eneou. Reseo a eure ann Ursiou sakr, ha goude maro ar pab Theodor e oue choazet evit delc’her he blas.

Hogen, d’ar mare-ze, eur rumm heretiked hag a hanver Monothelited a rea kalz freuz dre ar bed o lavaret n’ez euz e Jezuz~Krist nemed eur volontez hebken. Ann impalaer Heraklius a ioa bet troet a unan gantho enn eunn ordrenans en doa lakeat da embann e kement korn a ioa enn he rouantelez. Goudeze ann impalaer Konstant, mab-bihan da Heraklius, en doa douget eunn ordrenans all hag a c’hourc’hemenne d’ann holl tevel var ar poent-se ; da c’houzout eo, dre ann ordrenans-ma oa difennet lavaret n’ez euz e Jezuz-Krist nemed eur volontez, mes difennet oa ive lavaret ez euz diou, egiz pa vije gellet kuzat ar virionez pa vez hano euz ar feiz.

Kenta tra a reaz ar pab nevez, goude ma oue lakeat var he dron, a oue asambli eur c’honsil enn iliz hor Zalver pe enn iliz Latran e Rom, evit koundaoni ar Monothelited. Pemp eskop ha kant a deuaz d’ar c’honsil-ze, hag ar pab hag hi a ziskleriaz a vouez huel ez euz e Jezuz-Krist diou natur ha diou volontez, natur ha bolontez Doue, ha natur ha bolontez ann den. Goudeze e koundaonjont ann heretiked a lavare ar c’hountrol, hag er memes amzer e koundaonjont ive ann diou ordrenans a ioa bet douget, unan anezho gant ann impalaer Heraklius, hag eben gant ann impalaer Konstant.

Ann impalaer-ma a ioa o ren d’ann ampoent, hag a ieaz enn egar pa glevaz ar c’helou-ze. Raktal e roaz urs da unan euz he offiserien, a ioa neuze enn Itali, da lakaat Martin d’ar maro pe d’he gas da Gonstantinopl. Ann offiser-ma a zonjaz lamet he vuez digant ar pab a greiz ma vije o kana ann offerenn. Mes ann hini en doa karget da ober ann torfed a deuaz da veza dall enn eunn taol kount, hag o velet ar mirakl-se ann offiser a zavaz keuz ganthan, hag en em dennaz euz a Rom goude beza goulennet pardoun ouz ar Zant.

Ann impalaer Konstant a zigasaz enn he blas eunn offiser all hag a ioa leshanvet Kalliopas. Hema a grogaz er pab d’ann ampoent m’edo o tont euz a iliz hor Zalver, ha goudeze e reaz he gas da Gonstantinopl. Eno Martin a oue dalc'het er prizoun epad tri miz dioc’htu, ha ne c’houfe den lavaret pegement a boan en devoue epad ann tri miz-se ; rak lezet e oue da vankout a bep tra, ha goulskoude n’oa ket iac’h pell a ioa.

Abarz ar fin e oue galvet dirak ar Senat ; mes kaer a oue rebech ha tamall d’ezhan a bep seurt traou, ar Zant ne respountaz ket eur ger. Neuze e oue kaset var eunn dorgenn hag a ioa a vel da balez ann impalaer, evit lamet diganthan he zillad a eskop hag a bap : he zillad all zoken a oue roget ive gant ar zoudarded. Goudeze e oue lakeat d’ezhan eur c’helc’h houarn enn dro d’he c’houzoug, hag her stad-se e oue pourmenet dre ruiou kear evel eunn torfetour. Eur jadenn a zalc'he anezhan stag ouz eur gardian, hag ar bourreo a valee enn he raok eur c'hleze ganthan enn he zorn. Ar bobl a skrije oc’h he velet, hag ann holl o devoa truez outhan.

Pa oue echu ar bourmenadenn heuzuz-se, Martin a oue taolet enn eur prizoun enk, el leac'h ma oue lezet enn abandoun d’ar mare m’edo ar goanv enn he c’hoasa. Goulskoude ne gredchot ket he lakaat d’ar maro ; mes, goude beza bet tri miz adarre er prizoun, e oue kaset d’ar C'hersonez, hag ac’hano ez eaz erfin da reseo enn env ar gurunenn en doa meritet dre eur verzerenti ken hirr. Mervel a eure d’ar 16 a viz guengolo euz ar bloaz 655, goude beza gouarnet ann Iliz epad c’houec’h vloaz, eur miz ha daou zevez var’nn ugent.


SONJIT ERVAD

Evit beza salvet eo red kredi a galoun ann holl guirioneziou euz ar feiz, ha beza prest ato d’ho anzao a c’hinou. N’e ket aoualc’h eta chom heb lavaret ia pe nann pa vez hano euz ar guirioneziou-ze. Dever eur c’hristen eo sevel he vouez da zifen ar virionez mar d-eo goest d’hen ober ; ha ma n’eo ket desket aoualc'h evit dispenn labour ann dud difeiz a enep d’he gredennou, e tle da vihana trei kein d’ezho. Chom d’ho zelaou a ve rei hardisegez d’ezho da lavaret goasoc’h.