Buhez ar Sent/1913/Nikolas

◄   Barba Nikolas Ambroaz   ►



ar c’houec'hved devez a viz kerzu


SANT NIKOLAS, ESKOP
————


Nikolas a ioa ganet enn Azii-Izela, hag a oue ar frouez euz a bedennou hag euz a zaelou he dad hag he vamm ; rak ar re-ma a ioa dija var ann oad pa oue roet d’ezho gant Doue. Kerkent ha ma teuaz er bed, e oue remerket ennhan eunn dra hag a ioa eur merk anat euz he zantelez da zont. Dena a rea ken aliez hag ar vugale all nemed da verc’her ha da vener ; enn deiziou-ma avad ne zene nemed eur vech, dioc’h ann abardaez, hag epad ann nemorant euz he vuez e iunaz ato evelse da verc’her ha da vener.

Iaouank-flamm oa c’boaz pa varvaz he dud gant ar vosenn, hag, o veza ma’z oa pennher, ne oa nemethan da herita d’ezho. Hogen, pinvidik braz oant, ha meur a hini e plas Nikolas a vije bet e riskl d’en em goll o kaout d’ann oad-se kement all a zanvez etre ho daouarn. Mes Nikolas a ioa dija distag he galoun dioc'h holl draou ann douar ; n’en doa ken ioul nemed da blijout da Zoue ha da zavetei he ene, ha n’en em zervichaz euz ar madou a ioa digouezet ganthan nemed evit prena ar baradoz dre he aluzennou.

E kear Pataar edo o chom, Hogen, er gear-ma ez oa eunn dijentil paour hag en doa teir merc'h enn oad da fortunia. Mes n’en doa ket a beadra d’ho argoulaoui, boued da rei d'ezho n’en doa mui ken nebeut. Neuze, tra heuzuz da zonjal ! e teuaz enn he spered ho lezel da ren eur vuez fall evit m’o devije da vihana eunn tamm bennag da lakaat etre ho dent.

Nikolas, o veza klevet ann dra-ze, a gemeraz truez ouz ar merc’hed keiz, ha setu hen ha mont enn noz da deuler eur ialc’had arc’hant e ti ann dijentil : dre chans en doa kavet ar prenest digor.

Ann tad reuzeudik a resevaz ann arc'hant-se evel eunn tenzor digaset d’ezhan gant Providans Doue, ha raktal e timezaz he verc’h gosa. Nikolas a reaz ar memestra diou vech all, hag evelse merc'hed ann dijentil paour a c’hellaz ober ho zeir eur fortun honest ha deread.

Ar Zant, o veza bet beleget goudeze, a c’hoanteaz mont da bardouna da Jerusalem, ha setu hen ha pignat enn eul lestr evit ober he veach dre vor. Ann amzer a ioa kaer, ha ne oa ket ann distera koc’henn var ann oabl. Goulskoude Nikolas a lavaraz d’ar vartoloded e vije heb dale eur barr arne spountuz, ha c’hoarvezout a eure evel m’en doa lavaret. Enn eunn taol kount e oue klevet ann avel o sourral, hag ar mor dirollet a zave he darziou azioc’h al lestr evel meneziou dour. Ar vartoloded a gave d’ezho oa erruet dija ho heur diveza ; mes ar Zant en em lakeaz da bedi, ha kerkent e tavaz ann avel hag ar mor a deuaz adarre da veza ker sioul ha biskoaz. Abalamour d’ar mirakl-ma, ar vartoloded pe ar verdaidi o deuz kemeret sant Nikolas da batroun.

Pa oue distroet d’he vro, ar Zant a oue poulzet gant Doue da vont da gear Mir. Eskop ar gear-ma a ioa nevez maro, hag ann eskibien all divar dro a ioa nec’het o klask gouzout piou da lakaat enn he blas. Abarz ar fin eunn eal a lavaraz da unan anezho choaz evit eskop ar belek a deuje da genta d’ann iliz antronoz-vintin. Hogen, Nikolas a oue ar belek-se, ha setu aze penaoz e oue hanvet da eskop e kear Mir, petra bennag ne felle ket d'ezhan.

Mes, d’ar mare-ze, ar vrezel diskleriet d’ann hano a gristen gant ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian n’oa ket echu c’hoaz. Tud fidel Mir a oue great goall vuez d'ezho, hag ar Zant he-unan e oue taolet er prizoun ha kaset goudeze er meaz euz ar vro. Goulskoude distrei a c’hellaz d’he eskopti pa bignaz ann impalaer Konstantin var ann tron, ha neuze e poaniaz muioc'h eget biskoaz da ziskar enn dro d’ezhan holl demplou ann doueou faoz. Kemeret a reaz perz ive e konsil Nisee, el leac’h ma oue koundaonet fals kredenn Arius gant tri c’hant trivac’h eskop. Mes prest goude e varvaz e Mir, er bloaz 328, enn eur lavaret ar c’homzou-ma : « — Etre ho taouarn, va Doue, me a laka va ene. »

Etouez ann niver braz a viraklou en deuz great sant Nikolas e remerker hema dreist ar re all. Eunn hostizez e devoa lazet tri grouadur iaouank, ha lakeat ho c’horfou da zalla enn eur jarnel. Ar Zant o veza digouezet enn hoslaliri-ze a lavaraz diskouez d’ezhan charnel ar c’hig, ha raktai e reaz d’ann tri grouadur sevel ac’hano leun a vuez. Setu perak, e kement leac’h ma veler imach sant Nikolas, e veler ive eur jarnel ha tri grouadur o tont anezhi.


SONJIT ERVAD

Ar beorien mezuz, da lavaret eo, ar re ne gredont ket anzao ho dienez dirak ar re all abalamour ma’z int bet guech all enn ho eaz ha m’o deuz marteze doare da veza atao, eo ar re a zo dina a druez. Ann aluzenn a reer d’ezho eo eta ar gaera a c’houfet da ober, hag ann dalvoudusa dirak Doue. Pebez mirit n’en deuz ket bet sant Nikolas o teuler arc’hant a benn teir guech e ti ann dijentil paour a zo hano anezhan enn he vuez ! Lakeat en deuz ann dijentil-ze da anaout Providans Doue, ha miret en deuz ouz he verc’hed den em goll ho-unan ha da goll mil ha mil asambles gantho. Setu aze petra dal eunn aluzenn great e poent hag enn amzer da dud hag o deuz mez o tiskouez ho faourentez.