Buhez ar Sent/1913/Paolin

◄   Loiz Gonzag Paolin Ediltrud   ►



ann eil var ’nn ugent a viz even


SANT PAOLIN, ESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bourdel, er bloaz 353, a dud pinvidik hag a lignez huel : he dad a ioa gouarner e Frans evit impalaer Rom. O veza great he studi gant eur mestr habil euz ann amzer-ze, e teuaz he-unan da veza ker brudet dre he spered hag he zeskadurez ma oue galvet d’ar c’hargou henorapla gant ann impalaered. Etre daou, e timezaz da eur Spagnolez, hag houma a zigasaz d’ezhan c’hoaz madou braz enn argoulou.

Paolin a vevaz pemzek vloaz evelse e kreiz ar c’hloar hag ann danvez, istimet ha karet gant ann holl. Mes Doue a roaz d’ezhan da goumpren ne oa ar c’hloar hag ann danvez-se nemed avel ha moged, ha setu hen hag ober he zonj da lavaret kenavo d’ezho evit labourat hebken da zavetei he ene ha da c’hounit ar baradoz. He c’hreg e devoue kalz plijadur pa glevaz petra en doa lakeat enn he spered ; rak eur vaouez devot oa ive. En em glevet a rejont eta ho daou da veva hiviziken evel breur ha c’hoar ha disparti ann eil diouz egile. Neuze Paolin a verzaz kement tamm douar ha kement tamm leve en doa e Spagn hag e Frans evit rei ann arc’hant d’ar paour, ha goudeze ez eaz da ober he ermitach da gichen kear Nool enn Itali, var bez sant Felis ; rak hed ar vech en doa bet eunn devosion vraz evit ar zant-ma.

Goulskoude tud ar bed a gavaz abeg ennhan pa glevchont petra en doa great ; mes guir zervicherien Doue, evel sant Ambroaz, sant Aogustin, sant Jerom ha sant Martin, a roaz meuleudi d’ezhan. Evithan ne rea ket a fors petra vije lavaret. Ne glaske nemed beza dianavezet hag ankounac’heat gant ann dud, ha nen doa ken ioul nemed da dremen ann nemorant euz he vuez o tiouall ar chapel a ioa savet var bez sant Felis. Bep mintin e skube ar chapel-ze he-unan, hag a hent all ec’h implije he holl amzer o pedi hag o vedita, o kempenn he dammik jardin hag o kastiza he gorf dre ar binijenn. Eur c’houriz reun a zouge bepred, hag aliez e iune.

Pemzek vloaz a ioa ma veve Paolin enn ermitach-se pa varvaz eskop Nool, ha raktal e oue choazet evit delc’her he blas ; rak belek oa dija eur pennad a ioa. Hogen, gouarn a eure he eskopti gant karantez eunn tad ha furnez eur pastor eveziant. Kear Nool a oue kemeret gant ar Gothed e tro ar mareou-ze, hag ar Zant he-unan a gouezaz etre ho daouarn. Neuze e reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — Va Doue, ne lezit ket ar baianed-se d’am bourrevi enn esper tenna aour hag arc’hant diganen ; rak c’houi a c’hoar petra eo deuet va danvez da veza. » He bedenn a oue selaouet, hag ar Gothed ne rejont drouk ebed d’ezhan. Mes eur maread tud a oue great skrab enn ho ziez ha rins var ho zraou, e kear ha var ar meaz, ha Paolin en em lakeaz he-unan var ann douar noaz evit sikour ann dud keiz-se.

A benn eunn tachad goude, eunn intanvez paour a deuaz d’he gaout : « — Aotrounn Eskop, emezhi, va mab a zo kaptiv enn Afrik e ti vab-kaer roue ar Vandaled ; enn han’ Doue, roit d’inn eunn dra bennag da baea he ransoun. » « — N’em euz mui netra, eme ar Zant ; mes me ielo va-unan e kaptivite e plas ho mab. » « — Ne d-eot ket avad, eme ann intanvez, ne fell ket d’inn ez afac’h. » « — Eo, eo, eme Baolin, list ac’hanon da vont. » Hag ar Zant d’ann Afrik.

Mab-kaer ar roue a c’houlennaz outhan petra c’houie da ober. « — Labourat ar jardin a c’houzounn, » eme Baolin, ha var ar respount-ma e oue kemeret dioc’htu e plas mab ann intanvez. Abarz nemeur e oue mignoun d’he vestr, hag eunn devez e lavaraz da hema e tlie ar roue mervel heb dale. He vestr o veza kountet ann dra-ze d’he dad-kaer, ar roue a c’halvaz ar Zant da vont d’he gaout, hag a anavezaz oa unan euz ar re en doa guelet dre he gousk o lamet ar fouet euz a dre he zaouarn. Kerkent e sonjaz oa eunn den Doue, hag e roaz urs d’he leusker da zistrei d’he vro, ha da lakaat e liberte asambles ganthan ann holl gaptived a ioa euz he eskopti. Ar roue-ze a varvaz e guirionez prest goude.

Paolin he-unan ne jomaz mui pell var ann douar. Klenver a eure gant ar boan gostez, ha d’ann 22 a viz even euz ar bloaz 431, e roaz e peoc’h he ene d’he grouer, oajet a drivac’h vloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Ar poaniou ne reant aoun ebet da zant Paolin. Tenn en divije kavet evelato beza bourrevet evit aour pe arc’hant goude m’en devoa dioueret he holl vadou.

Pa ne jome netra mui ganthan ec’h en em ginnigaz da veza sklavour e plas eunn all. Penaoz e c’hellfac’h-hu riskla ho puez pe ho liberte evit ho nesa, ma ne fell ket d’ehoc’h zoken he zikour enn he baourentez ? Kemerit da vihana skouer dioc’h sant Paolin oc’h ober ato evit ar re all ar pez a garfac’h a ve great evidhoc’h hoc’h-unan ma veac’h enn ho flas.