◄ Nikolas Tolantin | Pasiant | Gi, pe Gion ► |
e c’houezer ket e pe leac’h oa ganet ar zant-ma, na
petra oa bet araok beza hanvet da eskop. Mes ar
choaz a oue great anezhan evit gouarn iliz Lion a ziskouez
aoualc’h n’oa ket eunn den ordinal. Evit guir,
bez’en devoa ann holl vertuziou a renk eunn eskop da
gaout evit ober mad he zever ; mes ar pez a remerket
ennhan dreist peb tra oa he garantez evit ann dud paour.
D’ar mare-ze, e oue eur gernez vraz er Bourgogn hag er broiou divar dro, hag ar pez a ioa kaoz oa ar Gothed. Ar re-ma a ioa saillet var ar broiou-ze gant eunn arme, hag o doa devet ann ed var ho gar dre ma tremenent. Ann eost o veza manket neat evelse, ann dud keiz n’o devoa petra da zibri hag a ioa e riskl da vervel holl gant ann naoun. Mes Pasiant en devoue truez outho, hag a lakeaz digas ed euz ar broiou all divar he goust he-unan.
Sevel a eure magajennou hed ann diou ster a reer ar Rhoon hag ar Saoon anezho, ha goude beza karget ar magajennou-ze a c’hreun prenet ganthan, e roe ar greun-ma evit netra da gement hini en deveze ezomm, n’e ket hebken e kear hag enn eskopti Lion, mes enn holl geariou all a ioa etre Lion ha Marseill.
Ne c’houfe den lavaret da bed kant ha da bed mil e saveteaz ho buez dre he largentez ; rak kas a reaz ive aluzennou da beorien ann Aovergn hag ann Akiteen, hag evelse e oue e guirionez evit ar Frans ar pez m’oa bet Joseph guech all evit ann Ejipt.
E kreiz he oberiou a drugarez, Pasiant ne ankounac’hea ket ann eneou a ioa enn he garg. D’ann ampoent-se, ez oa eur maread heretiked enn eskopti Lion ; mes ar Zant a c’hounezaz kalz anezho d’ar guir feiz, ken dre nerz he brezegennou, ken dre he zousder enn ho c’henver. Evit maga ann devosion etouez ann dud fidel, e lakeaz rapari ann ilizou a ioa fall dija, ha sevel renevez el leac’h ma veze ezomm.
Pasiant a roe leinou braz avechou enn he di, mes he-unan e rea pinijenn. Roue ha rouanez ar Bourgogn a ioa neuze o chom e Lion, hag a ioa souezet o velet pegen nebeut e tebre ha pegement e kastize he gorf dre ar iun. Er bloaz 475, ez eaz da gonsil Arles, el leac’h ma oue remerket he spered lemm hag he skiant, hag er bloaz 491 e varvaz leun a veritou, goude beza gouarnet iliz Lion epad pevar bloaz var ’nn ugent.
« Guelloc’h eo ober aluzenn, eme ar Skritur Sakr, eget dastum berniou aour hag arc’hant. » « — Beza zo tud, eme levr ar Proverbou, hag a ro lod d’ar re all euz ar pez o deuz, hag ho danvez ne ra nemed kreski ; ha beza zo tud, er c’hountrol, hag a gemer tra ar re all, hag a jom ato paour. » Setu perak Tobias a lavare d’he vab : « Grit aluzenn gant ho tanvez, ha ne zistroit ket ho taoulagad divar ar paour, evit na deui ket Doue da zistrei he re divarnhoc’h. Mar oc’h euz kalz, roit kalz ; mar oc’h euz nebeut, roit a galoun vad euz ann nebeut oc’h euz. » Kemerit ar c’homzou-ze evel pa vent bet lavaret d’oc’h hoc’h-unan. N’eo ket hebken lavariou hag oberou ann amzer goz eo a zeu d’hor c’helenn var gement-ma. A dost d’eomp e kavomp ive kenteliou euz ar re gaera.
Epad ar gernez a oue er beg douar-ma d’ar bloavez mil seiz kant daou-ugent, eunn den a Iliz euz eskopti Kerne, goude beza roet d’ar beorien kement en doa, a brenaz var dermen eur c’halz ed evit sikour ann dud ezommek. D’ar memez mare, eunn ozac’h pinvidik euz eskopti Leon, ouspenn ma roe aluzenn d’ar re a deu da glask, a iea he-unan a gear da gear gant eur zamm vara var eur penn kezek evit maga ar beorien mezek n’o doa ket hardisegez da astenn ho dourn. Setu aze petra ra ar c’hristen en deuz guir garantez evit he nesa.