◄ Leon II | Per, Prins ann Ebestel | Paol, Abostol ► |
ant Per a ioa ganet e Bethsaid er
Galilee, hag a ioa pesketaer dre
vicher. He hano kenta oa Simon,
ha Iann pe Jonas, hano he dad.
Andre, he vreur kosa, o veza bet
ann eur da velet Jezuz, a lavaraz
d’ezhan enn eur erruout er gear :
« — Ema kavet ar Mesias ganeomp, »
ha raktal her c’hasaz ive d’al leac’h
m’edo hor Zalver. Hogen, Jezuz
hen digemeraz enn eur lavaret :
« — C’houi eo Simon, mab Jonas ;
mad, hiviziken e viot hanvet
Per. » Ar ger Per a zinifi Mean.
Goulskoude sant Per ne jomaz ket dioc’htu gant hor
Zalver, na sant Andre ken nebeut.
A benn eunn tachad goude, ann daou vreur a ioa o pesketa var lenn Jenezareth pa zigouezaz Jezuz var bord al lenn. « — Mar kirit dont ganen-me, eme hor Zalver d’ezho, me a raio ac’hanhoc’h peskerien tud. » Kerkent Andre ha Per a lezaz eno ho bag hag ho rouejou evit mont da heul Jezuz, ha divar neuze e chomjont ato enn he goumpagnunez.
Hor Zalver a joazaz sant Per evit beza ar mean-diazez pe ar mean-fount euz he Iliz, ha delc’her he blas var ann douar goude ma vije eat he-unan varzu he Dad adarre. Eunn devez m’edo e kear Sezaree, e c’houlennaz ouz he ziskibien petra lavare ann dud anezhan. « — Ah ! emezho, lod a lavar oc’h Iann-Vadezour ; lod all a lavar oc’h Elias, pe Jeremias, pe unan euz ar bropheted. » « — Ha c’houi, eme Jezuz, petra zonjit ac’hanon? » Sant Per a respountaz ker buhan : « — C’houi eo ar C’hrist, guir Vab Doue. » Ker buhan ive hor Zalver a lavaraz da zant Per : « — Euruz oc’h, Simon, mab Jonas, abalamour n’e ket gant kar na mignoun eo oc’h euz desket ann dra-ze, mes gant va Zad he-unan. Setu perak me a lavar d’ehoc’h ! C’houi a zo Per, da lavaret eo, Mean, ha var ar mean-ze me a zavo va Iliz, hag ann ifern gant he holl c’halloud ne vezo biken treac’h d’ezhi. Me a roio d’ehoc’h alc’houeziou rouantelez ann env, ha kement tra o pezo liammet var ann douar a vezo liammet enn env ; mes ive kement tra o pezo diliammet var ann douar a vezo diliammet enn env. »
Da fin ar goan diveza a reaz er bed-ma gant he ebestel, hor Zalver a lavaraz c’hoaz da zant Per : « — Simon, Simon, Satan en deuz goulennet hoc’h heja holl evel ma vez hejet ann ed gant ar c’hrouer ; mes me am euz pedet evidod-te, evit na deui ket da feiz da vankout. Te d’az tro laka da boan da gennerzi da vreudeur. »
Evit guir, sant Per en devoue ar zempladurez da nac’h he Vestr a benn teir guech e ti Gaiphas. Mes n’e ket he feiz eo a vankaz neuze ; ar pez a vankaz d’ezhan, hag a vank ive siouaz ! da galz kristenien enn hon amzer-ni, a oue ar galoun da anzao ar feiz-se dirak tud ar belek braz. Da vihana sant Per n’en doa ket c’hoaz resevet ar Spered-Santel d’ann ampoent, e leac’h kristenien hon amzer-ni a bec’h eveldan goude beza bet ar c’hras kaer-ze. Goulskoude, Jezuz o veza great eur zell var ann abostol keaz, hema a anavezaz dioc’htu ar grevuzded euz he faot hag a zirollaz da vouela. Kounta a reer e vouelaz ken dourek epad ann nemorant euz he vuez ma’z oa kaniet he zivoc’h gant ann daelou a skuille.
Goude m’oa savet euz a varo da veo, hor Zalver en em ziskouezaz da zant Per enn he bart he-unan araok en em ziskouez d’ann ebestel all. Ann dra-ma a ioa eur merk sklear evithan oa dija pardounet. Evelato, abarz beza karget evit mad da c’houarn ann Iliz e plas he Vestr, e renkaz rapari enn eur feson solanel ar skouer fall an doa roet o nac’h anezhan a benn teir guech.
Eunn devez m’oa en em ziskouezet d’he holl ziskibien asambles, Jezuz a gomzaz evelhenn oc’h sant Per : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu muioc’h eged ar re-ma ? » sant Per a respountaz : « — O va Mestr, c’houi a c’hoar e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme hor Zalver, bezit pastor va oaned. » Neuze Jezuz a c’houlennaz outhan evit ann eil guech : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu ? » Sant Per a respountaz evel ar vech genta : « — O va Mestr, c’houi a c’hoar e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme hor Zalver adarre, bezit pastor va oaned. » Erfin, Jezuz a c’houlennaz outhan evit ann drede guech : « — Simon, mab Iann, va c’haret a rit-hu ? » Sant per en devoue poan o klevet hor Zalver o c’houlenn ann dra-ze outhan evit ann drede guech, ha setu hen ha respount : « — O va Mestr, c’houi a anavez peb tra hag a c’hoar ervad e karann ac’hanhoc’h. » « — Mad, eme Jezuz enn dro-ma, bezit ive pastor va danvadezed. »
Ann oaned a zo hano anezho ama eo ann dud fidel
hag ar veleien, hag ann danvadezed eo ann eskibien.
Dre ar c’homzou-ze eta sant Per a oue lakeat gant Jezuz-Krist
da bastor, n’e ket hebken var ann dud fidel hag ar
veleien, mes var ann eskibien ho-unan, da lavaret eo,
var ann Iliz enn he fez.
Goude beza resevet ar Spered-Santel da zeiz ar Pantekost, sant Per a brezegaz da genta er Judee. Hogen, ker brudet oa dre he viraklou ma tigaset var he hent, pa veze o tremen dre eur ru pe eur blasenn bennag, tud klanv ha tud mac’hagnet, guele hag all, enn eur gredi e vijent pare ma c’hellje ar skeud anezhan hebken tizout beteg ennho. Goudeze ez eaz da Antioch, el leac’h ma chomaz seiz vloaz, hag ac’hano e teuaz da Rom. Rom oa d’ar mare-ze ar gear-benn pe ar vestrez-kear euz ar bed paian, hag abaoue eo ar gear-benn pe ar vestrez-kear euz ar bed kristen.
Tost da bemp bloaz var’nn ugent a ioa m’en doa sant Per savet eno he gador a eskop hag a bap pa oue koundaonet d’ar maro gant ann impalaer Neron, er bloaz pemp pe c’houec’h ha tri-ugent goude donedigez hor Zalver. Ar zetans a zouge e vije staget ouz ar groaz ; mes hen a c’houlennaz ma vije da vihana lakeat he benn enn traon ; rak n’en em gave ket din da vervel egiz m’oa maro he Vestr, ha setu ar pez a oue great.
Sant Per en deuz nac’het Jezuz-Krist a benn teir guech, hag hen bet test euz he viraklou, hag hen bet keit all o veva enn he goumpagnunez, hag hen bet choazet ganthan evit beza ar mean-fount pe ar mean-diazez euz he Iliz ! Piou a c’hellfe goudeze kounta var he nerz hag he vertuz he-unan ? Ah ! beillomp ha pedomp, n’euz fors piou e vemp ; sempladurez ann den a zo ker braz !... Mes, ma vemp kuezet ec’hiz sant Per, eveldhan savomp gant fizians, hag e vezimp digemeret mad.