Buhez ar Sent/1913/Sabin

◄   Thomas a Gantorberi Sabin Silvestr   ►



ann tregontved a viz kerzu


SANT SABIN HAG HE GOUMPAGNUNEZ, MERZERIEN
————


Sabin a ioa eskop e kear Spolet enn Itali pa zougaz ann daou impalaer Dioklesian ha Maksimian eul lezenn a varo a enep ann holl gristenien. Ar re-ma a ioa eta dalc’h-mad e riskl da goll ho buez, hag o doa ezomm a dud dispount ha guiziek evit ho c’hrenvaat er feiz ha rei nerz d’ho c’haloun a benn ma vijent galvet dirak ar varnerien. Sabin a oue unan euz ann dud abostolik-se. N’en devoa aoun rak netra pa veze hano da labourat evit gloar Doue ha silvidigez he nesa, ha mont a rea, euz ann eil bourg d’egile hag euz ann eil kear d’eben, da gelenn ann dud fidel ha da vaga ho eneou dre ar zakramanchou evit ho lakaat e stad da reseo ar gurunenn a verzerenti.

Abarz ar fin e oue taolet er prizoun, e kear Asiz, asambles gant daou avieler a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan hag a ioa ho hano Eksuperans ha Marsell. Venustian, gouarner ar vro, ho galvaz dirazhan ho zri hag a roaz urs d’ezho da adori idol Jupiter. Kerkent Sabin a grog enn idol-ze, a ra mil damm anezhan hag a vres ann tammou dindan he dreid. Ar gouarner a ieaz enn egar o velet kement all, hag a lavaraz dioc’htu trouc'ha he zaou zorn d’ar Zant. Goudeze e reaz astenn ann daou avieler var eur stern koat evit ho bazata enn eur feson didruez, dispenn ho c’horf gant ivinou houarn ha devi d’ezho ho c’hosteziou gant goulou var elum. Eksuperans ha Marsell a dremenaz a greiz m’edot oc’h ho bourrevi evelse.

Neuze Sabin a oue kaset d’ar prizoun enn dro, ha lezet eno he-unan. Mes e kear ez oa d’ann ampoent eunn intanvez kristen ha pinvidik, he hano Serena, hag a implije he holl danvez oc’h ober vad d’ann dud paour ha reuzeudik. Ann intanvez-ma a c’hellaz mont betek ar Zant, hag a bourveaz d’he ezommou guella ma c’hellaz. Doue he rekoumpansaz var ann heur ; rak eunn niz e devoa hag a ioa dall, ha Sabin a roaz d’ezhan ar gueled.

Hogen, Venustian en doa ive poan enn he zaoulagad eur pennad a ioa, hag e riskl edo zoken da zont da veza dall. O veza klevet eta menek euz ar mirakl en doa great ar Zant, ez eaz d’he gaout d’ar prizoun, hag e lavaraz d’ezban : « — O pezet truez ouzinn, me ho ped, ha pareit ac’hanon evel m’oc’h euz dija pareet niz ann intanvez Serena. » « — Mad, eme Zabin, mar kirit kredi e Jezuz-Krist ha reseo ar vadiziant, e viot pare. » Ar gouarner a respountaz oa prest d’en em ziskleria kristen, ha raktal e velaz kouls ha biskoaz. Goudeze e oue badezet asambles gant he c’hreg hag he vugale, hag abarz nemeur ar re-ma hag hen o devoue ann eur da skuill ho goad evit ar feiz.

Goulskoude Sabin a jome ato enn he brizoun gant he zaou zorn mougn. Ar gouarner a ioa bet hanvet e plas Venustian a reaz erfin he gas da Spolet, hag a glaskaz da genta he c’hounit dre bromesaou kaer. Mes, o velet ne c’helle ket dont a benn anezhan, ec’h ordrenaz he skourjeza gant fouetou ploumm, hag ar vourrevien a skoaz varhan gant kement a nerz hag a gounnar ma varvaz dindan ann taoliou fouet, d’ann tregont a viz kerzu euz ar bloaz 304. Ann intanvez Serena e devoa great koumpagnunez d’ezhan azalek Asiz betek Spolet, hag a enterraz he gorf varnhed eur c’hart heur bale dioc’h ar gear-ma. Abaoue, eo bet kaset he relegou da Faenza, el leac’h m’ho mirer c’hoaz hirio gant kalz a respet.


SONJIT ERVAD

Meur a impalaer paian euz a Rom a reaz brezel guech all d’ar relijion gristen ; goulskoude ann daou a ziskouezaz kaout ar muia kounnar outhi a oue Dioklesian ha Maksimian, hag enn amzer ar re-ma e oue lakeat ann dud fidel d’ar maro dioc'h ann druill. Mes, kaer o devoue, ar relijion gristen a oue erfin treac’h d’ezho. Chom a reaz var ho lerc'h krenvoc’h eget biskoaz, ha varc’hoaz e velimp anezhi o pignat var ann tron gant ann impalaer Konstantin. Dalc’hit rnad ato dar relijion-ze, difennit-hi bepred hervez ho kalloud ha bezit aketuz da ober ar pez a verk d’ehoc’h ; rak n’euz nemethi hag a lavarfe ar virionez hed a hed. Kalz enebourien, e deuz adarre enn deiz hirio ; mes, evel guech all, treac'h e vezo d'ar gaou ha d'ar fallagriez, rak hor Zalver a zo hac a jomo ganthi beteg fin ar bed.