aturnin a ioa unan euz ar seiz eskop a oue digaset gant sant Per da brezeg ann Aviel e Frans, enn amzer ann impalaer Glaoda. Ar c’houec’h all oa sant Trophim a Arles, sant Paol a Narboonn, sant Marsial a Limoj, sant Aostremoan a Glermon, sant Gasian a Dour ha sant Valer a Drev.
Saturnin a brezegaz da genta e Karkasoonn ; mes eno ne oue ket selaouet, hag ar bobl a reaz goasa a c’hellaz d’ezhan. Neuze e skoaz etrezek Toulouz, e leac’h ma chounezaz heb dale eunn toulladik paianed da feiz Jezuz-Krist. Raktal e savaz eunn iliz evitho, hag enn iliz-ma e kendalc'he d’ho c’helenn ha da vaga ho eneou dre ar zakramanchou. Mes goudeze e lezaz ar garg anezho gant unan euz ann daou velek a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan, hag ez eaz d’ar Spagn gant egile.
Hogen, ne c’houfe den niveri ar Spagnoled a lakeaz da drei kein d’ann idolou, ken dre nerz he gomzou, ken dre he viraklou, ken dre ar zantelez euz he vuez. Mes, epad ann amzer-ze, ar belek en doa lezet e Toulouz enn he blas a oue merzeriet gant ar baianed, ha pa glevaz ar c’helou-ma, Saturnin a zistroaz di buhana ma c’hellaz. Tud fidel ar gear-ze a ioa glac'haret ha strafillet-holl o sonjal er pez a ioa erruet ; mes ar Zant ho c’honsolaz hag a roaz eunn nerz nevez d'ho c’haloun.
Ho asambli a rea adarre enn iliz en doa savet araok mont d’ar Spagn. Hogen, etre he di hag ann iliz-se edo templ ann doueou faoz, hag enn templ-ma ann drouk-sperejou a ioa boaz kent da respount d’ar baianed, dre c’hinou ann idolou, pa c’houlennent kuzul digantho divar benn eunn dra bennag. Mes eur pennad a ioa ne respountent mui grik ; deuet oant da veza mud, ha beleien ann doueou faoz a ioa nec’het o klask gouzout petra ioa kaoz euz ann dra-ze.
Abarz ar fin e leverjont entrezho ne dlie beza ken kaoz nemed Saturnin, belek ar gristenien. Setu perak, o veza remerket ar Zant o tremen ebiou evit mont d’he iliz, e krogchont ennhan hag her c’haschont gantho d’ann templ.
Edont d’ann ampoent o vont da laza eunn taro enn henor d’ho doueou, ha setu hi ha lavaret da Zaturnin : « — Red e d’ehoc’h kemeret perz enn hor sakrifis, pe n’oc’h euz nemed ar maro da c’hortoz hoc’h-unan. » Ar Zant a respountaz raktal: « — Me ne anavezann ha ne adorann nemed eunn Doue. Ho toueou-c’houi ne d-int nemed drouk-sperejou, ha n’e ket ho loaned eo o deuz c’hoant da gaout, mes hoc’h eneou. Penaoz em befe-me aoun razho, p’e guir hi a gren dirak eur c’hristen ?
Beleien ann idolou a ieaz kement a zrouk ennho o klevet ar c’homzou-ze ma stagchont Saturnin var bouez he dreid oc’h lost ann taro o doa sonj da laza, ha goudeze e laoskchont hema da redet. Ann taro pennfollet a dreinaz ar Zant a dreuz ar ruiou betek eunn dachenn a ioa er meaz euz a gear. Korf ar merzer a oue dispennet-holl abarz erruout eno, hag he ene a ioa dija nijet d’ar baradoz. Diou gristenez kalounek a zastumaz he relegou, a ioa tamm ama tamm ahont, hag ho c’huzaz ouz ar baianed. Mes divezatoc'h e ouent lakeat enn eunn iliz gaer a oue savet e Toulouz enn henor d’ar Zant, hag enn iliz-ma ho mirer c’hoaz hirio gant kalz a respet.
Beleien ann idolou a anzave oa Saturnin treac’h d’ho doueou p’e guir e lavarent n’oa ken kaoz nemethan mar d-oant deuet da veza mud. Rak-se eta ive, ma vijent bet fur ha tud a skiant, e tlijent beza dioc'htu troet kein d’ann doueou-ze evit selaou ar Zant. Mes nann, dallet oant, hag abalamour da ze e oue guell gantho lakaat Saturnin d’ar maro eget dilezel servich ho idolou. Nag a gristenien a zo hirio siouaz ! hag a ra bepred ar skouarn vouzar oc'h mouez ann Aotrou Doue, oc'h mouez ho c’houstians ha zoken oc’h mouez ar rezoun, dallet ma’z int ive gant ho zechou fall ! Ah ! beillit ha pedit gant aoun na gouezfac’h hoc’h-unan enn eunn hevelep dallentez.