Buhez ar Sent/1913/Sebastian

◄   Kanut Sebastian, Merzer Agnes, Guerc’hez ha Merzerez   ►



ann ugentved devez a viz genver


SANT SEBASTIAN, MERZER
————


Ar zant-ma, ginidik euz a gear Narboonn e Frans, ha savet e kear Milan enn Itali, a ioa soudard enn amzer ann impalaer Dioklesian. Ann impalaer-ma en devoa kement a istim hag a garantez evithan ma hen hanvaz da gabiten er genta goumpagnunez euz he c’hoardou.

Dioklesian a ioa eunn enebour touet d’ar gristenien, hag a roaz urs d’ho lakaat holl d’ar maro nemed kinnig a rajent ezans d’ann doueou faoz. Hogen, Sebastian a ioa kristen he-unan; mes n’hen diskoueze ket d’ann impalaer petra bennag ma veve enn he balez. Atao, azalek he vugaleach, en doa servichet Doue euz a greiz he galoun; mes brema e krede oa guelloc’h d’ezhan ober he zeveriou a relijion hag he zevosionou e kuz da c’hortoz ma vije galvet da anzao he feiz dirak ann holl. Sonjal a rea e c’hellje ober muioc’h a vad evelse ha rei muioc’h a zikour d’he vreudeur.

Evit guir, mont a rea aliez d’ar prizouniou da velet ann dud fidel a veze eno o c’hedal beza barnet pe verzeriet. Lod euz ar gristenien-ze a vanke a bep tra, ha lod all a venne fallgalouni gant ar spount o doa rak ar poaniou skrijuz o devije da c’houzanv. Sebastian a bourvee gant largentez da ezommou ar re genta, hag a gennerze ar re all dre he gomzou.

Enn ho zouez ez oa daou vreur, ho hano Mark ha Marsellian, ho daou dimezet ha bugale d’ezho. Eur zetans a varo a ioa douget a enep ann daou vreur-ze ma ne adorjent ket ann idolou. Mes, o veza ma oant a lignez nobl ha pinvidik, ho zad hag ho mamm, paianed ho daou, a obtenaz digant ar barner ma vije gortozet c’hoaz eur miz abarz ho lakaat d’ar maro. « — Epad ann amzer-ze, emezho, ni a raio kement var hon daou vab ma teuint erfin da ginnig ezans d’ann doueou. »

Mark ha Marsellian a oue beac’h varnho neuze; rak bez o doa d’en em zifenn a enep rebechou ha dizesper ho zad hag ho mamm, a enep karantez ho friejou, a enep daelou ho bugale. Mes Sebastian a ieaz d’ho zikour ha Doue a roaz kement a nerz d’he gomzou ma reaz d’ezho chom bepred stard enn ho feiz, ha ma c’hounezaz zoken da Jezuz-Krist ho zad hag ho mamm, ho gragez hag ho bugale, hag eur maread paianed all. Ann dud-se a oue badezet holl gant ar belek Polikarp, ha Sebastian a oue paeroun ar goazed.

A benn fin ar miz, ar barner he-unan a anavezaz ar virionez euz ar relijion gristen. Reseo a eure ar vadiziant asambles gant tud he di, ha goudeze e roaz ho liberte d’he holl esklavourien, enn eur lavaret ne dlie ket bugale Doue beza esklavourien d’ann dud.

Goulskoude, unan bennag a gountaz d’ann impalaer ne oa ken kaoz nemed Sebastian ma’z oa dilezet servich ann idolou gant ar baianed, ha ma ne felle ket d’ar gristenien kinnig ezans d’ann doueou. Pa glevaz ann dra-ze, Dioklesian a ieaz kement a zrouk ennhan ma’c’h ordrenaz dioc’htu staga ar Zant ouz eur peul hag he laza a daoliou bir. Sentet e oue outhan var ann heur.

Enn noz varlerc’h, eunn intanvez devot, he hano Ireenn, a deuaz da glask korf ar Merzer evit he liena hag he enterri; mes souezet e oue o velet ez oa c’hoaz buez ennhan. He gas a reaz ganthi d’he zi hag he louzaoui a eure ker mad ma oue pare Sebastian a benn eunn nebeut deveziou.

Neuze ar Zant a falvezaz drezhan mont d’en em ziskouez d’ann impalaer, hag a gomzaz outhan evelhenn : « — Prins, beleien ann idolou a lavar gevier d’ehoc’h divar benn ar gristenien. Lavaret a reont n’oc’h euz ket brasoc’h enebourien eged ar gristenien, hag ar gristenien, er c’hountrol, eo a zalc’h ho rouantelez enn he za dre ar pedennou a reont evidhoc’h. »

Dioklesian a oue mantret pa anavezaz Sebastian ; rak kredi a rea oa maro. « — Te a zo aze, Sebastian! emezhan. Petra? N’oud ket bet lazet ’ta? Penaoz da vihana ec’h euz-te gellet chom beo? »

« — Va Zalver Jezuz, eme ar Zant, en deuz astennet d’inn va buez evit ma c’helljenn dont da rei testeni dirak ann holl eo he relijion ar relijion guirion, hag ez eo euz ho perz eunn dislealded heb he far lakaat d’ar maro tud ha n’o deuz great torfed ebed, tud ha n’euz netra da damall d’ezho. »

O klevet ar c’homzou-ze, ann impalaer a ieaz e kounnar, hag a lavaraz skourjeza Sebastian ken na laoskche he huanad diveza. Evelse e varvaz ar merzer kalounek er bloaz 286 pe 288.


SONJIT ERVAD

Sant Sebastian ne ziskouezaz ket d’ann impalaer oa kristen ken na oue galvet da anzao he feiz dirak ann holl; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da ober he zeveriou a relijion hag he zevosionou e kuz. Evelse ive, ma renkit mont da zoudard ha mac’h en em gavit etouez tud fall ha difeiz, n’e ket red d’ehoc’h diskouez d’ar re all peur e viot o lavaret ho Pater, na peur ez eot d’ann offerenn, da govez ha da gommunia : ann traou-ze holl a c’hellit da ober, evel sant Sebastian, heb gouzout dare da zen. Bezit eta fidel d’ezho, hag e reot ho silvidigez epad ma viot er zervich kerkouls hag er gear.