r zant-ma a ioa eur paour keaz euz a Rom hag a ioa seizet he holl izili outhan azalek he iaouankiz. Eharz dor iliz Sant-Klemant edo o chom, hag eno e reseve ann aluzenn digant ann dud vad, pa vezent o vont d’ann iliz pe pa deuent er meaz. Ato e renke beza gourvezet, ha ne c'helle na sevel enn he za, nag azeza var he c'houanvez, na kas he zorn d’he c’hinou, na trei euz ann eil kostez d’egile.
O veza ma’c’h anaie mad he relijion, e tremene he holl amzer o pedi pe o vedita var basion ha maro hor Zalver, ha morse ne laoske eur glemmadenn. Biskoaz n’oa bet er skol ; goulskoude eunn devez e lavaraz prena d’ezhan levr ar Skritur Sakr, ha goudeze e pede ar venac’h a deue d’he velet da lenn d’ezhan eunn dra bennag el levr-se. Enn eur glevet lenn ar Skritur Sakr evelse a bennadou, e teskaz anezhi he-unan dindan evor, ha divar neuze he vrasa plijadur oa kana salmou pe zonjal enn traou kaer a zo enn Aviel.
E kreiz he boan hag he ziezamant, Servul ne ehane da drugarekaat Doue evit ar groaz pounner en doa da zougen. Ne gave ket d’ezhan zoken e c’hellje meuli Doue aoualc’h epad ann deiz, hag abalamour da ze e lakea c’hoaz ann noz da zikour. Peger reuzeudik bennag ma’z oa he stad, e veze bepred laouen evel ann heol.
He vamm hag eur breur d’ezhan a ioa o chom asambles ganthan, hag a veve eveldhan divar ann aluzennou a reseve. Kalz traou a veze digaset d’ezhan, rak ann holl o devoa truez outhan ; mes ne zalc’he evithan nemed ar pez a ioa red evit miret na varvche gant ann naoun, hag ann nemorant a roe d’ar beorien all goude m’o deveze he vamm hag he vreur kemeret ho fred. Evit guir, n’e ket hen a roe, rak ne c’helle ket manea he zaouarn ; mes he vamm hag he vreur a roe enn he leac'h hag euz he berz.
Ar beorien all en em zastume aliez enn dro d’ezhan evit beza test euz he zousder hag euz he basianted, ha klevet ganthan eur gomz vad bennag. He vele a deue evelse da veza eur gador brezeg, hag ar pez a lavare divar ar gador-ze a veze aoualc’h avechou evit lakaatar bec’herien da jench buez.
Erfin, pa blijaz gant Doue rekoumpansi he zervicher, Servul a zantaz ar boan en devoa enn he izili all o c’hounit he galoun. Raktal e koumprenaz oa tost he heur diveza, ha setu hen ha lavaret d'ar re a ioa var he dro sevel enn ho za hag en em lakaat da bedi da c’hortoz ma tremenje. He-unan e pede asambles gantho guella ma c’helle pa laoskaz eur griadenn enn eunn taol kount, enn eur lavaret : « — Peoc'h ! peoc’h ! ne glevit-hu ket ar c’han dudiuz a zo er baradoz ? » Mervel a eure a greiz m’edo o selaou ar muzik-se euz ann env, ha kerkent e teuaz enn he gambr eur c’houez vad-dreist, ar seurt n’oa ket bet klevet biskoaz. Ar c’houez-ma a badaz betek ma oue lakeat he gorf er bez. Hogen, enterret e oue enn iliz Sant-Klemant, el leac’h ma virer c’hoaz he relegou.
N’eo ket pec’hed beva dioc’h ann aluzenn pa ne c’heller ket gounid. Enn eur c’houlenn he vara e c’hell ann den beza mignoun da Zoue.
Ar zant-ma a reseve kalz aluzennou, mes ne zalc'he evithan nemed ar pez a ioa red evit miret na varvche gant ann naoun : ann nemorant a roe d’ar beorien all goude m’ho deveze he vamm hag he vreur bet ho-unan ar pez o doa ezom. « — Pebez kentel, eme zant Gregor, pab, evit ar re a zo kriz ouz ar paour hag a ve goulskoude eaz d’ezho ober aluzenn ! Da zeiz ar varn, n’he ket ann Ebestel nag ar verzerien a vezo galvet da dest a enep ar seurt tud-se, mes ar c’heaz Servul, a ioa seizet he zivreac’h outhan hag a c’houie evelato rei sikour d'he nesa dre zaouarn he vamm hag he vreur. Kemerit skouer dioc’h ar zant-se ha bezit eveldhan aketuz d’ann oberiou a drugarez, evit ma c’hellot eunn deiz kaout perz enn he rekoumpanc er baradoz. »
harsilla a ioa moereb da zant Gregor, pab, ha setu ama petra en deuz skrivet he niz divar he fenn : « Va zad, eme zant Gregor, en doa teir c’hoar hag a voestlaz ho zeir ho guerc’hded da Jezuz-Krist er memes devez : ar genta anezho a ioa he hano Tharsilla, ann eil Gordiana, hag ann drede Emiliana. Ho zeir e tiskouezent ober kement ha kement a fae var gloar, madou ha plijadureziou ar bed, ha beva a reant asambles enn ho zi evel leanezed enn eur gouent.
« Mes gant ann amzer e oue remerket kalz kemm entrezho. Tharsilla hag Emiliana a gendalc’he da garet Doue euz a greiz ho c’haloun, ha ne glaskent nemed plijout d’ezhan e peb tra. Ho spered a veze ato o sonjal ennhan pe e traou ann env, hag evelse e c’heller lavaret ne oa nemed ho c’horf var ann douar.
« Kaloun Gordiana, er c’hountrol, a ioa deuet da glouaraat e kenver Doue. Ne oa mui ken devot, he fenn a ioa leun a avel, hag he zonj a veze aliesoc’h enn dillad kaer hag e traou ar bed eged enn hini e devoa choazet evit pried.
« Ar jenchamant-se a rea poan da Dharsilla, hag houma a lavaraz meur a vech da Emiliana : « — Me vel ervad e deuz hor c’hoar Gordiana troet kein d’eomp. Re a