Buhez ar Sent/1913/Silver

◄   Juliana Falkonieri Silver Loiz Gonzag   ►



ann ugentved devez a viz even


SANT SILVER, PAB HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ganet e kostez Napl enn Itali, hag a oue choazet evit pab goude maro sant Agapet. Hogen, sant Agapet en doa lamet he garg digant Anthim, eskop Konstantinopl, abalamour m’oa heretik, hag ann impalaerez Theodora a falvezaz d’ezhi lakaat Silver da derri ar zetans-se ; rak hi a ioa ive troet gant ann heretiked. Mes ar pab nevez a jomaz stard enn he zever, hag a respountaz grons ne c’helle ket ober ar pez a c’houlennet diganthan. « — Mad zo great, emezhan, o koundaoni Anthim, ha red oa zoken he goundaoni evit diarbenn he fals kredennou ha miret outho d’en em skigna. »

Ann impalaerez a ieaz enn egar pa glevaz petra en doa respountet ar pab, ha setu hi ha kemenn d’ar jeneral Belizer, a ioa enn Itali d’ann ampoent, kas Silver kuit euz a Rom, ha lakaat henvel eunn all enn he blas. Petra bennag m’oa den a arme, Belizer en doa eunn tammik relijion hag a zamante oc’h ober ar pez a ioa merket d’ezhan, Senti a eure goulskoude abarz ar fin, enn eur lavaret n’e ket hen a respountche dirak Doue, mes ann hini e devoa roet ann urs.

Ar jeneral eta, o veza galvet Silver da vont d’he gaout, a lakeaz guiska d’ezhan dillad eur manac’h, ha goudeze e reaz he gas da gear Patar enn Azii. Antronoz ec’h asamblaz ann dud a iliz euz a Rom evit choaz eur pab all enn he leac’h.

Eskop Patar a resevaz Silver gant ar respet hag ann henor a ioa dleet da vikel Jezuz-Krist var ann douar. Mes ann dra-ze zoken ne oue ket aoualc’h evithan. Mont a reaz he-unan da Gonstantinopl da gaout ann impalaer Justinian, ha komz a eure outhan gant eunn hardisegez santel. « — Prins, emezhan, diouallit rak justis Doue, hag hastit rapari ar skouer fall oc’h euz roet. O pet sonj e c’hell beza meur a roue er bed, mes n’ez euz ha ne c’hell beza nemed eur pab enn Iliz katholik. »

Justinian a ordrenaz raktal kas Silver da Rom enn dro. Mes a veac’h oa erruet ma oue lakeat adarre gant Belizer etre daouarn he enebourien, hag ar re-ma her c’hasaz kuit evit ann eil guech, hag hen taolaz enn eunn enezenn a ioa tost d’ann Itali, el leac’h n’oa den ebed o chom.

Ac’hano e skrivaz da eunn eskop, a ioa Amator he hano : « — N’em euz ama da zibri nemed bara ar boan ha nemed dour ann anken da eva ; mes evit kemen-se ne ankounac’haan ket va dever. »

Silver a asamblaz eno ann eskibien divar dro, hag er c’honsil-se e oue eskummunuget ann hini a ioa bet hanvet da bap enn he blas, ha douget meur a lezenn evit mad ar relijion hag ann Iliz.

Ann holl eskibien all a skrivaz ive d’ar Zant evit he gonzoli, ha diskouez edont bepred a-unan ganthan : ann eskop Amator zoken a gasaz d’ezhan daou c’hant skoed. Mes Silver ne vevaz ket pell enn enezenn-ze.

A benn bloaz, e varvaz gant ann naoun hag ann dienez, var a lavar lod, ha var a lavar lod all, e oue lakeat d’ar maro dre urs Antonina, greg Belizer, d’ann 20 a viz even euz ar bloaz 538. Doue a ziskleriaz he zantelez dre ann niver braz a viraklou a c’hoarvezaz var he vez.


SONJIT ERVAD

Ar jeneral Belizer, ann hini a gasaz ar pab santel Silver euz a Rom evit senti ouz ann impalaerez Theodora, hag hen lakeaz adarre etre daouarn he enebourien pa oue digaset enn dro dre urs ann impalaer Justinian, a oue skoet er bed-ma zoken gant dorn ann Aotrou Doue. Dont a eure da veza paour ha dall, ha n’en doa mui nemed ann aluzenn evit beva. Enn hon amzer-ni, ar re goz o deuz guelet ive Napoleon Kenta, goude beza dalc’het Pi VII prizounier epad pemp bloaz ha beza lamet diganthan he dammik rouantelez, o renkout kuitaat he hini d’he dro evit mont da vervel pell-pell var eur garrek e kreiz ar mor braz. Ha ni on euz guelet goudeze Napoleon Trede, ar penn-kaoz ma ne oue lezet gant Pi IX nemed he balez evit servichout d’ezhan da brizoun, great he-unan prizounier gant ar Prusianed heb esper ebed mui da zistrei e Frans evel impalaer. Setu aze petra c’hounezer o klask didroni ar pabed !