Buhez ar Sent/1913/Stanislas



ar seizved devez a viz mae


SANT STANISLAS, ESKOP HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Pologn. He dud her goestlaz da Zoue dre anaoudegez vad kerkent ha ma oue ganet; rak tregont vloaz a ioa m’oant dimezet ha n’o devoa c’hoaz krouadur ebed. Ar paotrik ne zaleaz ket da rei merkou anat euz he zantelez da zont. Enn he vugaleach e karie dija ar bedenn, hag ar binijenn, ha ne c’hoarie nemed evit diskuiza eunn tammik he spered : dibri a rea nebeut d’he brejou hag aliez e kouske var ann douar noaz.

Pa oue echu he studi ganthan, e resevaz ann Ursiou sakr, hag e oue hanvet da jaloni gant eskop Krakovii. Ann eskop-ma her c’hargaz ive da brezeg, hag he brezegennou a zougaz kement a frouez ma oue guelet abarz nemeur eur jenchamant kaer etouez ar bobl. Ann holl a ioa leun a istim evithan, hag ar re o deveze eunn douetans bennag var ho c’houstians a zirede a bep tu da c’houlenn kuzul ha sklerijenn diganthan.

Goude maro eskop Krakovii, Stanislas a oue choazet evit delc’her he blas. Ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se; mes senti a renkaz erfin ouz ar pab, hag er bloaz 1072 e oue sakret eskop. Neuze e labouraz d’en em zantifia he-unan gant muioc’h a aked eget biskoaz evit gellout saintifia ar re all easoc’h aze ; rak n’en doa ken ioul nemed da zavetei ann holl eneou a ioa fiziet ennhan.

D’ann ampoent, ar Pologn e devoa evit roue Boleslas II, den kriz ha libertin. Ker brudet oa dre he grisderi ma’z oa leshanvet Boleslas ann Digernez; mestroetoc’h oa c’hoaz var al libertinach eget var ar iudazerez. Ne glaske ket zoken kuzat he zizursiou, ha n’en doa mez ebed o tiskouez he zoare d’ann holl. Hogen, den ne grede lavaret ger d’ezhan, kement a aoun a ioa razhan. Stanislas hebken en devoue ann hardizegez-se; Stanislas hebken ne varc’hataz ket evit rebech d’ar roue he vuez direol hag ar skouer fall a roe d’he zujidi.

Boleslas a c’hinaz eunn tammik oc’h he glevet. Abarz ar fin goulskoude e reaz ann neuz da gaout c’hoant chench. Mes ar volontez-se ne badaz ket : heb dale e kouezaz adarre enn he zizursiou koz hag e roaz skouer fall d’he zujidi goasoc’h eget biskoaz. Neuze ar Zant a c’hourdrouzaz teuler ann eskummunugenn varnhan. Ar gourdrouz-ma a lakeaz ar roue da vont enn egar, ha raktal e touaz ne d-aje ket ann dra-ze gant ann eskop enn douar.

Stanislas en doa prenet eunn tamm leve da staga ouz he iliz kathedral digant eunn den pinvidik hag a ioa he hano Per; paet en doa ann den-ma dirak testou, mes n’en doa ket bet a guitans. Hogen, Per a ioa maro tri bloaz a ioa, ha setu ama ann taol fallagriez a zonjaz Boleslas da ober evit en em venji euz ann eskop. Alia a eure heritourien Per da lakaat ar Zant da laer, ha da c’helver anezhan dirak ar Justis enn eur lavaret n’en doa biskoaz paet ann tamm leve en doa staget ouz he iliz. « — Me, eme ar roue, a respount euz ann testou. »

Ann traou a erruaz evel m’en doa lavaret Boleslas. Ar re o doa guelet ober ar baeamant ne gredchont ket anzao ar virionez gant aoun rak ar roue, hag ar varnerien a ioa prest da goundaoni Stanislas pa lavaraz hema d’ezho: « — Mar kirit gortoz tri devez ganen, me zigaso dirazoc’h eunn test ha ne c’hellot ket mont enn he enep, me zigaso dirazhoc’h Per he-unan. » Ar varnerien a zirollaz da choarzin o klevet ar c’homzou-ze; evelato e rojont d’ann eskop ann amzer a c’houlenne.

Ar Zant a dremenaz ann amzer-ze o iun hag o pedi Doue, ha d’ann trede deiz, dioc’h ar mintin, ez eaz da vez Per hag e lavaraz d’ezhan sevel ac’hano ha mont ganthan da gaout ar varnerien. Ann hini maro a zentaz raktal hag ar varnerien a reaz eur c’hoarz all pa her gueljont oc’h en em ziskouez dirazho asambles gant ann eskop. Per a roaz da anaout oa bet paet gant Stanislas guennek evit guennek. Skandalat a eure he heritourien abalamour m’o doa tamallet ann eskop e faoz; lavaret a reaz d’ezho ober pinijenn evit ar pec’hed-se, ha goudeze e tistroaz d’he vez.

Goude eur mirakl ker braz, Boleslas a oue furoc’h eur pennad ; mes abarz nemeur e renaz adarre eur vuez ken direol ma’z oa eur vez klevet hano anezhan. Ar Zant hen eskummunugaz erfin, hag a zifennaz outhan lakaat he dreid enn iliz. Neuze ar roue, gant he gounnar, a gasaz soudarded da laza ann eskop epad m’edo oc’h offerenna. Mes ar zoudarded-se a oue spountet ganteur sklerijenn a deue euz ann env, hag a gouezaz d’ann douar a stok ho c’horf. Ann dra-ma a c’hoarvezaz betek teir guech dioc’htu. Mes Boleslas ne reaz van evit kement-se, hag o veza eat he-unan varlerc’h ar zoudarded e faoutaz he benn d’ar Zant gant eunn taol kleze. Merzerenti sant Stanislas a erruaz er bloaz 1079.


SONJIT ERVAD

Ann testou o doa guelet ar zant-ma o paea ann tamm leve en doa prenet evit he iliz ne gredchont ket anzao ar virionez dirak ar varnerien gant aoun rak ar roue. Nag a dud a zo c’hoaz hirio marteze ha ne leveront ket ar virionez pa vezont galvet da dest dirak ar Justis ! Goulskoude ann dra-ze a zo eur pec’hed braz, eur pec’hed euz ar re c’hrevusa, dreist holl pa reer evelse kalz drouk d’ann nesa. Mar tigouez ganehoc’h eta beza galvet da dest dirak ar Justis, lakit evez da lavaret ato ar virionez, netra nemed ar virionez, mes ar virionez penn-da-benn. A hent all ec’h offansit ann Aotrou Doue, hag e respountot dirazhan euz ar gaou a c’hellfac’h da ober ouz ho nesa dre ho testeni faoz.