Buhez ar Sent/1913/Tarez

◄   Mathias Tarez Mac’harit a Gortoonn   ►



ann pemped var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT TAREZ, ESKOP
————


Tarez a ioa ginidik a Gonstantinopl. He vamm ne espernaz netra evit ober anezhan eur c’hristen mad ; rak eur vaouez devot oa. Hen lakaat a eure er skol gant mistri habil ha vertuzuz, hag o veza m’en doa eur spered lemm, e teuaz heb dale da gaout eunn deskadurez kaer. Mes he furnez a ioa c’hoaz treac’h d’he zeskadurez, ha dre ze ec’h erruaz buhan er c’hargou huela euz ar rouantelez. Mes ann henoriou ne rejont morse d’ezhan koll ar zonj euz he zilvidigez, na dilezel he zeveriou a relijion. Labourat a rea dreist peb tra d’en em zantifia, ha var evez e veze bepred evit en em ziouall dioc’h ar pec’hed ha pellaat dioc’h ar goall goumpagnuneziou.

Eskop pe batriarch Konstantinopl o veza maro, Tarez a oue choazet evit delc’her he blas, petra bennag ne oa ket den a iliz. Ar choaz-se a blijaz d’ann holl nemed d’ar Zant he-unan. Spountet e oue pa glevaz hano euz ar garg a ioa c’hoant da lakaat var he ziouskoaz, ha ne asantaz erfin he c’hemeret nemed var ar bromesa a oue great d’ezhan e vije asamblet eur c’honsil jeneral evit koundaoni ar Bruzunerien imachou. Ar re-ma a ioa eur rumm dud hag a lavare oa pec’hed henori ar c’hroaziou hag imachou ar Verc’hez hag ar Zent ; ha goasa pez a ioa, ann impalaered a droe aliez gantho.

Tarez a oue eta sakret eskop da zeiz Nedelek, er bloaz 784, goude beza resevet da genta ann donzur zantel hag ann Ursiou betek ar velegiach. Raktal ann impalaer hag ann impalaerez a bedaz ar pab da vont he-unan da Gonstantinopl da asambli eur c’honsil jeneral, pe da gas re all enn he leac’h. Dioc’h he gostez, ann eskop pe ar patriarch nevez a skrivaz ive da batriarched Antioch, Aleksandrii ha Jerusalem.

Ar pab ne d-eaz ket he-unan da Gonstanlinopl; mes kas a eure daou gannad euz he berz. Evelato ar c’honsil ne c’hellaz ket en em asambli er gear-ze abalamour d’ar freuz a rea ar Bruzunerien imachou. E kear Nisee eo ec’h en em asamblas erfin er bloaz 787. Tri c’hant hanter-kant eskop en em gavaz eno, ha n’o devoue holl nemed eur vouez evit diskleria eo eunn dra vad hag eur c’hustumm devot henori ar c’hroaziou hag imachou ar Verc’hez hag ar Zent.

Evit senti ouz ar c’honsil, sant Tarez a reaz dioc’htu lakaat adarre, enn holl ilizou euz he eskopti, ar chroaziou hag ann imachou a ioa bet lamet anezho, pe lakaat re nevez e plas ar re a ioa bet devet pe dorret. Dre ann nerz euz he gomzou, ha dre he zousder dreist holl, e c’hounezaz d’ar feiz katholik eunn niver braz euz ar gristenien a ioa bet touellet gant ann heretiked. Goudeze e poaniaz da zisc’hrizienna ar giziou fall euz a douez ar bobl hag euz a douez ann dud a iliz. Hogen, he brezegennou hag he aliou mad a zougaz kement a frouez ma oue guelet e berr amzer eur jenchamant burzuduz e Konstantinopl hag e kement korn a ioa enn eskopti.

Mes etre daou ann impalaer a falvezaz d’ezhan kas ann impalaerez kuit evit dimezi da eunn all, hag unan euz he offiserien a deuaz da c’houlenn asant ann eskop santel evit ann dra-ze. Tarez a jomaz mantret o klevet kement all, hag a respountaz dioc’htu oa guell ganthan mervel ha gouzanv n’euz fors petra eged ober ar pez a c’houlennet diganthan. « Ar pez a fell d’ann impalaer, emezhan, a zo kountrol-beo da lezenn Doue, hag hen lakafe da veza mez ar vro hag eur skouer fall evit he zujidi. »

Neuze ann impalaer her galvaz da vont d’he gaout. Mes, kaer en devoue klask digareziou, ar Zant a zalc’haz mad ato d’ar pez en doa lavaret da genta. « Biken nag a briz ebed, emezhan, ne roinn va asant evit eunn dimezi evel hennez. » Ar respount-ma a lakeaz kement a zrouk enn impalaer ma ne ehanaz mui da ober goall vuez da Darez. Mes prest goude e oue skoet he-unan gant justis Doue : koll a reaz var eunn dro ar gueled, ar vuez hag he rouantelez, hag ar Zant a c’hellaz adarre beva e peoc’h.

Tarez a c’houarnaz he eskopti epad daou vloaz var’nn ugent gant eur furnez hag eur zantelez vraz, ha pa varvaz, d’ar 25 a viz c’houevrer euz ar bloaz 806, Konstantinopl holl a zougaz kanv d’ezhan. Ann impalaer Nisephor en em daolaz var he gorf enn eur vouela hag enn eur lavaret: « Kollet em euz va mestr ha va zad, » hag ar bobl holl a gemmeskaz he zaelou gant re ann impalaer. — Ar Zant a oue enterret e chapel eur gouent en doa lakeat sevel var bord ar mor, ha Doue a henoraz he vez dre galz a viraklou.


SONJIT ERVAD

Ar zant-ma a ioa eunn den dous, mes eunn den stard enn he zever oa ive, hag abalamour da ze ne varc’hataz ket evit delc’her penn d’ann impalaer pa falvezaz d’ezhan ober eunn dra kountrol da lezenn Doue. Eveldhan, bezit bepred dous e kenver ar re all ennho komzou hag enn hoc’h oberiou ; mes bezit ato ive stard enn ho tever, ha ne d-it morse, var digarez miret oc’h trouz pe oc’h droulans, da asanti d’ar pez a c’houzoc’h ervad a zo pec’hed ha difennet gant Doue pe gantann Iliz.