Buhez ar Sent/1913/Tremeur

◄   Ildut Tremeur Ar Pevar Gurunet ha Pemp all   ►


ar seizved devez a viz du


SANT TREMEUR, MERZER
————


Guerok pe Werek, kount a Vened ha mab da Hoel Kenta, roue Breiz, ha da zantez Pompee, en doa eur verc’h, he hano Trifina, hag a ioa bet kelennet mad gant sant Jildas var guirioneziou ar relijion. Ar brinsez iaouank a ioa deuet evelse da veza eur skouer a furnez hag a vertuz, hag he zad a ioa foug ennhan o sonjal e raje eur fortun gaer.

Heb dale e oue goulennet da bried gant Komor, eur c’hount all euz ar vro. Mes hema a ioa eur goall den hag eunn den fall. Dimezet oa bet dija meur a vech, hag he c’hragez all a ioa bet lazet ganthan kerkent ha m’en doa gouezet edont o tougen ; rak ne felle ket d’ezhan kaout bugale : n’e ket bolontez Doue eo a glaske er stad a briedelez, mes he blijadur he-unan hebken.

Guerok a garie re he verc’h evit he rei da eur bleiz evel hennez. Goulskoude, gant aoun rak tenna droulans Komor, ne lavaraz ket dezhan krak ha berr n’en devije ket Trifina ; mes respount a eure n’edo ket c’hoaz houma e poan da zimezi. Neuze Komor a lakeaz pedi sant Jildas da gomz evithan.

Sant Jildas n’en devoa ken nebeut tamm fizians ebed er c’hount-se, ha pa glevaz euz a betra ez oa menek, e lavaraz dioc’htu n’en em gargche biken euz eunn hevelep kefridi. « — Ann dra-ze, emezhan, a ve eur pec’hed braz dirak Doue. »

Mes Komor ne fallgalounaz ket evit kement-se. Gelver a eure sant Jildas da vont d’he gaout, ha pa oue erruet, e reaz d’ezhan kement a bromesaou kaer, e tiskouezaz kement a geuz d’he bec’hejou tremenet ha kement a c’hoant da jench buez, hag e touaz var he le gant kement a nerz ne raje drouk ebed da Drifina, ma teuaz ar Zant d’he gredi ha da alia goudeze ar c'hount Guerok da asanti d’ar pez a c’houlennet diganthan. Ar c’hount Guerok a asantaz raktal, hag a roaz he verc’h da Gomor.

Ar brinsez iaouank a oue, da genta, euruz aoualc’h gant he fried. Mes, pa remerkaz hema oa dougerez, e kemeraz kaz outhi evel m’en doa bet kemeret ouz he c’hragez all. O velet ann dra-ze, Trifina a dec’haz kuit eur mintinvez asambles gant eunn nebeut servicherien. Mes Komor a redaz var he lerc’h, hag o veza he faket e kichenik Guened, e tibennaz anezhi gant eunn taol kleze.

Servicherien ar brinsez a ieaz dioc’htu da gas ar c’helou-ma d’he zad, hag ar c’hount Guerok d’he dro a lakeaz kemenn da zant Jildas ar pez a ioa c’hoarvezet. Sant Jildas ne zaleaz ket da zont da Vened, hag a roaz adarre ar vuez da Drifina.

Ar brinsez a jomaz e ti he zad ken na c’hanaz eur mab hag a oue badezet gant sant Jildas, ha leshanvet Tremeur. Goudeze ec’h en em dennaz enn eur gouent leanezed, hag eno e varvaz e peoc’h ha leun a veritou. He mab a oue savet gant sant Jildas e kouent Rhuis. Hogen, Tremeur a ioa eur paotrik fur ha devot evel he vamm ; evel eunn eal oa enn he vugaleach, ha Doue a ziskouezaz dre veur a virakl peger braz mignoun oa d’ezhan. Mes plas ann eal-ze n’edo ket var ann douar.

Tremeur a ioa c’hoaz iaouankik-flamm pa’z eaz da bourmen var ar meaz, eur zulvez, goude m’oa echu ann offisou. A greiz he bourmenadenn ec’h erruaz gant he dad, ha kerkent Komor, dallet gant ar gounnar, a zaillaz varnhan evel eul loan gouez, hag hen dibennaz heb damant ebed d’he oad, evel m’en doa dija dibennet he vamm. Parrez Karaez e deuz choazet ar zant-ma evit he fatroun.


SONJIT ERVAD

Hor Zalver Jezuz-Krist en deuz santifiet ar briedelez enn eur ober eur zakramant anezhi. En em gomportit eta bepred er stad-se evel guir gristenien, ha nann evel paianed, pe evel anenvaled. Diouallit da ober morse netra a enep ann urs merket gant Providans Doue, ha resevit ato gant eur galoun anaoudek ar vugale a roio d’ehoc’h. Ar vugale-ze a raio eunn deiz ho kloar hag ho kurunenn enn env ma lakit ho poan d’ho c’helenn ha d’ho zevel egiz ma’z eo dleet. Mes ne c’hortozot ket keit-ze evit kaout eur c’henta digoll euz ho labour. Rak var ann douar-ma ive, eunn tiad bugale savet mad a ro kalz laouenedigez d’ann tad ha d’ar vamm gristen enn ho c’hosni.