◄   Antonin Tudi Neree, Achillee ha Domitilla   ►



ar unnekved devez a viz mae


SANT TUDI, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa diskib da zant Korantin, var a lavar lod, ha diskib da zant Maodez, var a lavar lod all. Ar roue Grallon, eme ar re genta, o veza roet da zant Korantin eur maner en devoa e parrez Ploudiern, ar Zant a reaz eur gouent euz ar maner-ze, ha kerkent e tiredaz di eur maread tud iaouank evit deski ganthan ar guir feson da erruout enn huela pazenn euz ar zantelez. Hogen, ann tri vrudeta euz ann dud iaouank-se, ar re a gerze guella var roudou ho mestr, oa Guennole, Tudi ha Jakut.

Divezatoc'h, pa oue kaset sant Korantin da Dour evit beza sakret eskop gant sant Martin, Guennole ha Tudi a ieaz da ober koumpagnunez d'ezhan. Sant Martin a reaz stad anezho ho zri, hag a zakraz sant Korantin eskop. Neuze ar zant-ma her pedaz da gonzakri ive he zaou goumpagnoun abaded. Mes sant Martin a respountaz : « — Va breur ker Korantin, setu c'houi eskop brema, ha mestr enn hoc’h eskopti. N'e ket d'inn-me eo konsakri abaded ann eskopti-ze ; ann dra-ze a zo d'ehoc'h-hu da ober. » Sant Korantin o veza distro da Gemper a oue lakeat var he dron gant eur zolanite vraz, hag antronoz e konsakraz sant Guennole ha sant Tudi abaded evit ann diou gouent nevez en doa sonj ar roue Grallon da zevel.

Lod all a lavar, er c'hountrol, eo sant Maodez a oue mestr sant Tudi. E buez sant Maodez, eme ar re-ma, eo merket en devoue daou ziskib ; ann daou ziskib-se a ioa iaouank-flamm pa deujont davethan, chom a rejont ganthan betek he varo, hag unan anezho a ioa he hano Tudi. Mar d-eo hennez hor zant Tudi-ni, ar zant-ma en deuz tremenet he amzer genta enn eskopti Treger, ha marteze zoken oa ginidik euz ann Irland ; rak sant Maodez a ioa ganet er vro-ze, hag ac’hano eo e teuaz da brezeg ar feiz da eskopti Treger e Breiz-Izel.

Ar pez zo sur eo sant Tudi a zo bet o chom enn eunn enezenn a zo er penn all da ster Pount-’nn-Abad, hag a zo bet hanvet a-c’houdevez Enez-Tudi. Kredabl e oue eno da genta oc’h ober he ermitach, hag evel ma’c’h errue tud a bep tu da c’houlenn beva enn he goumpagnunez evit deski ganthan skiant ar Zent, ann ermitach-se a deuaz a nebeut a nebeut da veza eur gouent. Ar Zant a oue lakeat da abad pe da zuperior, hag a varvaz er gouent-se, mes ne c’houezer ket d’ar just pe da vare. Ar gouent a oue chenchet plas d’ezhi divezatoc’h, ha kaset d’al leac’h m’ema brema bourg Loktudi. Ar zant-ma n’e ket hebken patroun Loktudi hag Enez-Tudi; bez’ ez eo ive patroun enez Groa enn eskopti Guened, hag enn iliz ann enezenn-ze ez euz c’hoaz hirio darn euz he relegou.


SONJIT ERVAD

Sant Tudi, pe hen a zo bet diskib da zant Korantin pe hen a zo bet diskib da zant Maodez, a zo ato da vihana unan euz ar re o deuz sikouret planta ar feiz enn hor bro pe o deuz he lakeat da astenn he griziou. Abalamour da ze e tleomp beza anaoudek enn he genver hag ne bedi gant fizians. Petra vijemp-ni brema ma ne vije ket deuet misionerien santel da brezeg ann Aviel d’hon tadou koz ha da ziskouez d’ezho hent ar baradoz ? Henor eta ha gloar d’ar venac’h ha d’ar visionerien-ze, ha plijet gantho beilla bepred var ar vro o deuz gounezet guech all da Zoue !

Hirio, siouaz ! ne esperner netra evit mouga ar feiz e kalounou ar Vretouned ; mes patrouned Breiz-Izel a zo braz ho galloud enn env. Mar bezomp devot d’ezho, hi hon difenno a enep ann drouk-spered hag he vevellien, hag a obteno evidomp ar c’hras da ober ar skouarn vouzar oc’h mistri-skol ann diaoul ha da veza ato krenv enn hor relijion evel ma’z oa guech all hon tadou koz.