Buhez ar Sent/1913/Visant Ferrier

◄   Izidor, Eskop ha Doktor Visant Ferrier Selestin   ►



ar pemped devez a viz ebrel


SANT VISANT FERRIER
————


Visant a ioa ginidik euz a gear Valans e Spagn, hag en devoue a-vihanik eunn devosion dener evit ar Verc’hez Vari hag evit pasion ha maro Jezuz-Krist; eur garantez vraz en doa ive evit ar beorien. Epad m’edo oc’h ober he studi, oa dija kustumm da iun bep merc’her ha bep guener. Epad ann amzer-ze ive, e kemere plijadur o tastum ar skolaerien all enndro d’ezhan, hag o tistaga dirazho ar zarmouniou en deveze klevet.

Enn eur studia zoken, Visant ne ehane ket da bedi. Ober a rea he-unan ar pez a verkaz goudeze enn eul levr en deuz skrivet divar benn ar Vuez Santel. « Ha c’houi a fell d’ehoc’h, emezhan, studia gant frouez ? Enn ho studi klaskit kentoc’h en em zantifia eget dont da veza habil. Goulennit sklerijenn digant Doue muioc’h c’hoaz eget digant ho levriou, ha pedit-hen da rei d’ehoc’h ar c’hras da goumpren ar pez a lennit. Ar studi a skuiz ar spered hag a zizec’h ar galoun. It a vare da vare da ziskuiza eharz treid Jezuz-Krist hag enn he c’houliou sakr ; eur pennadik diskuiz eno a roio eur sklerijenn nevez d’ho spered hag eunn nerz nevez d’ho kaloun. »

Ar zant-ma a viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Dominik d’ann oad a drivac’h vloaz, ha goude m’en devoue great he veniou, e oue karget d’he dro da ober skol d’ar re all. Mes, a greiz m’edo o rejanti, e oue great d’ezhan ive prezeg, hag heb dale en devoue brud da veza eur prezeger dispar. Hogen, eharz treid he grusifi eo e rea ato he zarmouniou, hag ac’hano e teue d’ezhan ann nerz hag ann tan a remerket enn he gomzou pa veze er gador.

Goulskoude ann drouk-spered ne espernaz netra evit he goll, hag en em zervichaz euz a eur plac’h fall evit he zougen d’ar pec’hed. Mes, e leac’h beza gounezet gant ar plac’h fall-ze, ar Zant a c’hounezaz anezhi da Zoue : kuitaat a eure a-grenn he dizurziou ha ren a reaz hiviziken eur vuez a binijenn hag a skouer vad.

Ar pab Beneat XII o veza kemennet da Visant mont da Avignon, ar Zant a gouezaz toc’hor er gear-ze. Edo dija var he dremenvan p’en em ziskouezaz hor Zalver dirazhan, e kreiz etre sant Dominik ha sant Fransez a Asiz. « — Visant, eme hor Zalver, sao alese ; kea da brezeg d’ar bec’herien ha lavar d’ezho hasta affo chench buez ; rak heur va barnedigez a zo prest da zini. » Ar Zant a bareaz raktal, hag a zentaz oc’h ann urs en doa bet digant Jezuz-Krist kerkent ha m’en devoue kounje digant ar pab.

Epad ouspenn ugent vloaz, e redaz dre ar bed evel misioner abostolik gant pemp manac’h all a ioa oc’h ober koumpagnunez d’ezhan. Enn he vro eo e roaz he visionou kenta, ha prezeg a reaz eno gant kement a frouez, ma oue hanvet Abostol ar Spagn. Kounta a reer e c’hounezaz d’ar feiz, e rouantelez Kastill hag e rouantelez Aragon, betek trivac’h mil iuzeo, ha tregont mil mahometan e rouantelez Grenad.

Euz ar Spagn e teuaz e Frans, hag ac’hano e skoaz d’ar penn huela euz ann Itali, ha goudeze d’ar Suis, d’ann Allemagn, d’ar Beljik ha da Vro-Zaoz. Ne c’houfe den lavaret ar vad a reaz enn holl broiou-ze. Ann dud a zirede d’he zelaou a ganchou hag a villerou; mont a reant zoken var he lerc’h euz ann eil bourg d’egile, euz ann eil kear d’eben. Ar Zant a brezege peurvuia var ar guirioneziou spountuz euz ar relijion, var ar maro, ar varn, ann ifern, ann eternite. Ann holl a skrije ouz he glevet, hag avechou e renke chom a za a greiz he zarmoun abalamour ma veze goloet he vouez gant ar goelvan hag ar c’hri-fors a zirolle enn iliz. Enn eur ziskenn euz ar gador ez ea da govez, hag ar bec’herien a deue a vandennadou da c’houlenn diganthan ar pardoun hag ann absolvenn euz ho fec’hejou.

Doue en devoa roet d’ezhan ann donezoun a viraklou. Ober a rea, kouls lavaret, ken aliez a virakl hag a gammed, hag ar miraklou-ze a greske muioc’h-mui ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithan. Mes eunn donezoun all en doa resevet c’hoaz euz ann env : evel ann Ebestel guech all, ar Zant a veze koumprenet gant ar re ne c’houient ket al langach a gomze, hag hen a goumprene ive ar re o devoa eul langach dishenvel dioc’h he hini.

Epad he visionou, Visant Ferrier a vire bepred reolenn he Urs. Bemdez e iune nemed da zul; ne zebre morse a gig, ha da verc’her ha da vener ne gemere nemed bara ha dour. Evit guele n’en doa nemed eur guchenn golo pe eur guchenn geuneud seach, ha kastiza a rea c’hoaz he gorf dre veur a binijenu all.

Visant Ferrier, o veza e Frans, a oue pedet gant ann duk Iann, pemped euz ann hano, da zont da rei eur mision e Breiz-Izel. En em lakaat a eure raktal enn hent, ha prezeg a reaz gant kement a nerz e Guened, el leac’h m’edo ann duk, hag e peb korn euz ar vro, ma oue guelet heb dale eur jenchamant kaer, ken etouez ann dud a iliz, ken etouez ann noblans hag ar bobl.

A benn daou vloaz goude, e klanvaz enn eur zistrei euz ann Normandi d’ar Spagn, hag e teuaz adarre da Vened. Eno e varvaz d’ar pemp a viz ebrel euz ar bloaz 1419, oajet a nao bloaz ha tri-ugent, daou viz ha trizek devez.


SONJIT ERVAD

Ann drouk-spered ne ehan d’hon tenti epad ar vuez-ma; mes d’ar pec’hejou vil eo e klask ar muia hon dougen abalamour ma c’hoar ec’h en em blij ann Aotrou Doue o rei grasou dioc’h ann dibab d’ann eneou pur ha chast. Hogen, arabad eo d’ehoc’h fallgalouni evit kement-se ; mes dalc’hit mad ato. Ann tentasionou-ze, n’euz fors pegeit e padfent, n’euz fors pegen heuzuz e vent, ne c’hellont ober drouk ebed d’hoc’h ene mar grit ar pez a zo enn ho kalloud evit enebi outho : ne raint neuze nemed kreski ho mirit dirak Doue, ha kreski ive dre eno ar rekoumpans a zo ouz ho kortoz enn env.