Buhez ha maro ar c’houer breton


Buhez ha maro ar c’houer breton


skrivet gant Fañch an Uhel


Revue de Bretagne et de Vendée
1873



BUHEZ HA MARO AR C’HOUER BRETON


(IEZ TREGER)


D’ANN OTRO DARBOIS DE JUBAINVILLE,
Den gwiek en iez ar Vretoned.


I.


War ribl un dosenn c’hlaz un de ’oann gourvezet,
Etouez ar ieod bleunek hag ar radenn kuzet.
Ann amzer a oa kaer, dre-holl bleunio c’hoez-vad ;
Ar saout hag ann oc’henn ’beure d’ann traon, er prad.

A-dehou hag a gleiz ’klewenn o tiroc’hel
Ar mekanik dorner ; dem-dost un durzunel
A gane uz d’ar ster, kuzet ’touez ar brankou,
Ha ma fepn a oa leun a bep rum hunvreou.


Hag a em ankouaïs betek ann abardez
Da hunvreal ’vel-se ha da glask kraoun-kelvez.
Ha setu ma klewis dreist ar roz ur c’hloc’hig
Truezuz braz : tin ! tin !… Kioc’hig ur chapellig.

Kloc’h sant Jili !… Ur re-bennag a zo marwet
En de-man er gêrig ; he dro oa digwezet…
Otro sant Pezr, m’ho ped selaouet mouez ar c’hloc’h ;
Digoret d’he ene, sant Pezr, a lâr d’eoc’h.


II.


tin ! tin !… Pezr, digoret ; bez’ a oe Breton mad,
E-keït ma oa er bed, evel ma oa he dad ;
A-viskoas eo bet paour, ha kals hen eûz poaniet ;
Gant he c’houezenn hen eûz douar he vro glebiet.

tin ! tin !… Er goanv kriz, en hanv, en pep amzer,
Indan ar glao, ann erc’h, ’vel ar brasa tomder,
Hen eûz labouret stard en parko Breiz-Izel,
Hadet , medet ann ed, hep klemm, bete merwel.


tin ! tin !… A-dâl al lun, bete noz, bep sadorn,
A vije gwelet pâl, tranch, pe falz en he dorn ;
Kouls-goude na oa ket, ann den kêz, pinvidik,
Hag a veule Doue c’hoas euz he lodennig.

tin ! tin !… Karet hen eûz he vro dreist ar mado,
He vro hag ar iez ker komzet gant he dado ;
Biskoas n’eûz dilezet he vro gaer Breiz-Izel,
Met Siouas ! pa rinkas, un de, mont d’ar brezel.

tin ! tin !… Neuze lâras kenavo d’ann ilis
Lec’h ma oe badezet, d’he dud, d’he iaouankis…
Ha war ann enebour e redas kalonek,
Evel ann holl botred a gomz ar Brezonek.

tin ! tin !… hag en emgann neblec’h na oe gwelet
Gwased hag a vije muioc’h stard ha kalet
Dirag ann enebour eget soudarded Breiz,
Dre ma karont ho bro, ho Doue hag ho feiz.

tin ! tin !… Karet hen eûz iez Breiz hag he sonio,
Hag he leurio-newez, gourenno, pardonio,

Kana war ann hentjo, bars ar parko, en hanv.
Ha selaou kaozo koz, ’tal ann tan, er goanv.

tin ! tin !… Bep-sul, bep-sul, ’klewe ann offerenn,
A greiz kalon e ree da Doue he bedenn,
Ha ’benn ann abarde, ma vije un tammig
Lemm ha sard he lagad, goude ur bannac’hig…

tin ! tin !… Otro sant Pezr, petra eo kement-se ?
Pelec’h eman ann drouk ?… Ho hunan, marteze
Kement a boan a ve !… Hag al lun ar beure,
N’eûz forz dre bez amzer , ez eo rèd mont arre !

tin ! tin !… Otro sant Pezr, leun hoc’h a garantez,
Tolet war ar paour kêz ul lagad a druez ;
Digoret frank ho tor d’ehan, otro sant Pezr,
En baradoz Doue e dle bea he gêr ! —


F.-M. Ann Uc’hel.


Plouaret, miz est 1873.


————