C’hoariel
1890 (Levrenn I, p. 12-14)
C’HOARIEL
____
Dip ha dip, ha doup ha doup,
Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma c’hi o tibunin ;
Met gwiader na vanc d’in.
— Gwiadéric traon ar woaz,
Deuit da vet-on warc’hoaz,
Da ober dillad d’am c’haz ;
Ha ma c’hi c’hommo en noaz.
Guillemette Plassart. — Er C’hloastr.
(Finistère).
______________
C'HOARIEL ALL
____
Dip ha Dipa, Dipadoup !
Man ma c’haz o néa stoup,
Ha ma iar o néa zéï,
Ha ma c’hog o cana dehi ;
Ann houidi dorn eus dorn
O cas toaz d’ann tiforn ;
Hac al louarn war leïnn ann ti,
Oc’h ober ul lez d’ar gwaï.