C’huec’hved Sul goude Pantekost

Ar. de Kerangal, 1898  (p. 248-254)






C’HUEC’HVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Mark, Chab. viii.)


————


D’ar mare-ze, evel m’en end gave enn dro d’ezhan eunn niver braz a dud ha n’o devoa tamm da zibri, Jezuz, o veza galvet he ziskibien, a lavaraz d’ezho : truez am euz ouz ar bobl tud-ma ; rak, setu dija tri devez emaint ouz va heul, ha n’o deuz ket peadra da zibri ; mar ho lezan da vont d’ar gear var inn, e chomint enn hent, rak darn anezho a zo deuet a bell. Hag he ziskibien da lavaret d’ezhan raktal : A be leac’h e oufe den, er plas distro-ma, kaout bara da derri ho naoun d’ezho ? Hag e c’houlennaz outho : Ped bara oc'h euz ? Seiz, emezho. Neuze e kemennaz d’ar bobl azeza var ann douar ; hag o kemeret ar seiz bara, e reaz eur beden varnezho, ho rannaz, hag ho roaz d’he zizkibien da lakaat dirak ann dud-ze, hag ho lakejont. Bez’ o devoa ive eun nebeut peskedigou ; benniga a reaz ive ar re-ze, hag e kemennaz ho zervicha. Ann holl a zebraz, ha p’o devoue bet aoualc’h, euz ann tammou chomet var ho dilerc’h e oue savet seiz panerad ; hag euz ar re o devoa debret ez oa vardro pevar mil. Jezuz neuze ho lezaz da vont kuit.


Doue a anavez hon ezommou.


Ar gentel-ma a dle ober d’eomp kaout eur fizianz vraz e Doue ; rak diskuez a ra sklear : 1° ec’h anavez kement a zell ouz pep hini ac’hanomp ; 2° e kemer truez ouzomp ; 3° e c’hell ober vad d’eomp.

1. Tri devez zo, eme Hor Zalver, e teu ann dud-ma d’am heul. Gouzout a ra eta, kristenien, pegeit zo her servichit hag e selaouit he gomsou ; ia, derc’hel a ra kount d’ehoc’h euz ann amzer, bloaz evit bloaz, deiz evit deiz. Hag o pe c’hoant falgaloni ha dilezel eur mestr ken eveziek ?

Ah ! goude m’o pezo en em lakeat dindan veac’h evit plijout d’ezhan, ar bed, aliez guech, ne zello ket ouzoc’h. Ne c’houlenn ket klevet hano euz hoc’h enkrezou, ho klenvejou pe ho paourentez. A berz Doue ne c’hoarvezo ket kement all ganehoc’h.

Darn euz ann dud-ma, eme Jezuz, zo deuet a bell, hag ar guasa c’hoaz eo n’o deuz tamm da zibri : Ia, ar boan a gemerit evit heulia he c’hourc’hemennou ha re ann iliz, evit herzel ouz ar bed, ar c’hik pe ann diaoul, a zo anavezet gant Doue. Pa ziouerit hoc’h eaz hag ho plijadur, evit senti outhan ; pa c’houzanvit dienez pe anken, her guelet a ra gant eunn taol lagad hebken. Ha ne vezo ket ar zonj-ze goest da gennerza ha da laouenaat ho kaloun ?

2. Koulzgoude, petra dalvezo d’eomp ann anaoudegez en deuz Doue euz hon ezommou, mar be didruez enn hor c’henver ? Evit ann dud, a zo peurvuia kriz aoualc’h ann eil ouz egile ; hag hirio e c’heller lavaret evel guechall : Donec eris felix, multos numerabis amicos, etc., pe, e brezounek :


Bezet danvez hag euruzdet,
C’hui gavo ’leiz a vignouned,
Mes,           Deuet paourentez pe glenved,
Gant ann holl e viot dilezet.


Doue ne rai ket evel-se d’eomp. Klevit Jezuz o lavaret d’he ziskibien : Truez am euz ouz ann dud keiz-ma. Ia, melkoniet eo he galoun garantezuz o c’houzout n’o deuz tamm da zibri. Pa velit eur mignoun pe eunn amezeg o kemeret perz enn hoc’h ankeniou, daoust ne c’hell ket ho tizamma, evelato c’hui gav skanvoc’h ar beac’h. Pebez vad ne rai ket eta d’eur c’hristen enkrezet ar zell a drugarez great outhan gant he Zoue !

3. Ha m’ar d’eo aliez dic’halloud ann dud d’ho tiskarga euz poaniou korf pe boaniou spered, peger braz c’hoant bennag o defe d’hen ober, Doue a zo gouiziek he zourn hag he vreac’h nerzuz.

Me laka oa glac’haret ann diskibien pa velent ar bobl dare gant ann naoun ; mes, ec’hiz a leveront, penaoz kaout eur pred evit kement all a dud ? Hor Zalver ne yezo ket nec’het. Seiz bara hag eunn nebeut peskedigou kresket dre he vennoz a vezo aoualc’h evit ann holl; ha goude m’o deuz debret ar pez a garent e kaver c’hoaz peadra da leunia seiz paner.

Pa evesaot mad ouz ar gentel-ma, eneou kristen, n’o pezo-c’hui ket a leac’h da ruzia euz ho puez tremened ? Ped guech n’oc’heuz-c’hui ket savet ho mouez d’en em glemm euz ar stad m’oac’h lakeat gant Doue ! Pa ne zeu ket ann heol-tomm hag ar glao d’ar mare eo a zonjit ar guella, n’emaoc’h-c’hui ket raktal o tamall ann Hini a c’houarn ann traou-ze ? Ne vec’h c’hui ket dalc’h mad nec’het gant aoun n’o pe ket a vara pe zillad ?

Ne ouzoc’h ket eta ec’h anavez Doue hoc’h ezommou, en deuz truez ouzoc’h ha galloud d’ho tiboania ? Pa gredit c’hui, gant ho skiant berr, eo kollet pep tra hag erru ar gernez er vro, neuze, e nebeutoc’h amzer eged na lakaan d’hen diskleria d’ehoc’h, dourn madelezuz ann Aotrou Doue zo goest da leunia ho ti a vadou. Meur a vech, a dra zur, ho lezo da gaout poan ha dienez, evit guelet ha c’hui oc’h euz feiz ; mes, morse ne vezo ar groaz treac’h d’ho nerz ma talc’hit fizianz enn Holl-C’halloudeg. Gouezit a vad trei ho sonj varzu ennhan, goude beza great ar pez a zelle ouzoc’h, ha dreist pep tra, selaouit he genteliou. Enn deiz ma reaz Jezuz ar burzud oc’h euz lennet, ez oa, m’oar vad, kalz tud dre ar bed o c’hlaouri gant ann naoun ; ha ne vagaz nemed ar re a ioa deuet da glevet he gomsou.

Kemerit eta skuer diouz ar bobl-ma. Dalc’hit tost da Zoue, ha grit he volontez hed a hed. Neuze, ha pa ve ret ober kant burzud, ho Tad karantezuz a roio d’ehoc’h bepred, kement a vezo talvouduz evit ar c’horf hag ann ene. Evelse-bezet-great.