Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou/a-bezh



CANTICOU


SPIRITUEL


COMPOSET EVIT USACH


AR MISSIONOU,


Implemini Spiritu Sancto ; loquentes vobis-metipsis, in Psalmis et Hymnis et Canticis spiritualibus, cantantes et psallentes in cordibus vestris Domino. Ad Eph. I. Cap. 5. ℣. 19.

Bezit leun eus ar Speret Santel, en hevelep fæçon n’ho pezo an eil gant eguile quen propos na quen antretien nemet eus ar Psalmou, an Hymou ac ar C’hanticou spirituel, pere a ganot da Zoue eus a greis ho calon.


————
PEMPET EDICION.


————
E BREST,
E TY J.-B. LEFOURINIER, RU VRAS, N.° 86.
————
1836.

APPROBATION


De Monseigneur l’Évêque.


————


Nous permettons à M.r Lefournier, Imp.-Libraire à Brest, de réimprimer un petit Ouvrage intitulé Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou.

A Quimper, ce 3 Juin 1820.
Pour M.gr l’Evêque, Absent,
Le Dall De Tromelin, Vic. Gén.


————


TRADUCTION.


Permety a reomp dan Autrou Lefournier, Imprimer ha Librer è Brest, réimprima al levr bihan intitulet Canticou spirituel composet evit usach ar Missionou.

E Quimper, an drivet deiz a viz Even 1820.

Evit an Autrou n’Escop, absant,
Le Dall De Tromelin, Vic. Gén.


————

AVERTISSAMANT.


————


Ar C’hanticou spirituel a so bet atao en usach, quen el lezen ancien, quen el lezen nevez. Ar Speret-Santel en deus en em servichet anezo evit annonç ar Mysteriou brassa eus hon religion ec’his ma er remercomp en Déstamant coz, hac ec’his ma velomp c’hoas en Déstamant nevez. Sant Paol a exorte ar Gristenien e commançamant an Ilis, d’en em rejouissa e Doue, ha da gana en o assembleou hac en o entretienou Canticou spirituel. Evelse, a bep amser, eo bet ar c’hustum gant an Tadou santel hac ar Missioneryen Apostolic, da lacat ar Gristenien fidel da gana Canticou devot en o langach prop.

Ar fin hac an intancion p’evit hini e lequear cana ar c’hanticou spirituel-mâ, eo da guenta evit banissa eus à douez ar Gristenien an discoursou fall hac ar soniou dishonest a glever alies ganto, hac a so quen noasus d’an nep o c’hleo gant plijadur couls ha da nep o c’han. D’an eil evit m’an devezo ar bopl peadra d’en em recrei hervez Doue en o labour hac er poaniou o devez var o c’horf ha var o speret. D’an trede evit o instrui en eur fæçoun agreabl ha facil var an traou so necesser d’o silvidiguez ; ha d’ar Pevare, evit disqui da gana meulodiou Doue var an douar ec’his ma o c’han an Ælez hac ar re eürus ebarz en Ee. Quemen-se a rea da gals a dud santel ma canent alies Canticou a zevocion en o farticulier, ec’his ma e remerquer e buëz naouspet ini anezo pa o divige ispicial ur sujet bennac à dristidiguez evit soulagi o affliccion, hac evit meuli Doue quer couls en adversite evel er brosperite.

Chetu a-ze p’evit deçzin e zeo composet ar C’hanticou-mâ pere, oc’hpen ma zint agreabl da gana, a ell ivez beza profitabl d’an nep a rai un usach mad anezo, pa na ouffet quet mêmès o c’hana, ha pa na raet quen nemet o lenn, evel ma ve mad da ober bemnos goude coan e presanç tud an ty, pe da viana da sul ha da c’houel goude ar Servich divin. Plige gant Doue e cvhallent sicour en ûr façoun bennac ar re ma couezint etre o daoüarn, da avanç en hent eus ar silvidiguez, ha da dremen ervad ispicial an deizyou santel eus ar sul hac eus ar goüelyou berzet !

Evelse bezet great.


————


CANTICOU
SPIRITUEL
COMPOSET EVIT USACH
AR MISSIONOU.
————


AR VENI CREATOR.
Cantic evit goulen sclérigen ar Speret-Santel.
Var an ton latin :


Deut Speret-Santel eus an Eê,
Deut da visita hon ene,
Ma vezo eus ho craçz carguet
Ar galounou oc’h eus formet.

C’hui a zo hanvet Consolateur,
Donezoun Doue hon C’hroueur,
Feunteun à vues, Tad Eternel,
Hac Onccion Spirituel.

Seiz donezoun a zigacit ive ;
Rac c’hui eo bis dourn deou Doue :
C’hui zo prometet gant an Tad,
Hac hon laca da gomz er vad.

Roït sclerigen d’hor sperejou,
Roït carantez d’hor c’halounou,
Ha dre ho vertus rentit cre
Hor c’horf èn é infirmite.

Pellaït ar Speret adversour,
Roït deomp ho peoc’h hac ho sicour,
Ha grit dre ho cundu bepret,
Ma tioüallimp ouc’h peb pec’het.


Grit deomp anaout Douë an Tad
Grit deomp anaout Douë ar Mab,
Ha cridi ferm e zouc’h ive
Speret an eil hac eguile.

Ra vezo Douë an Tad meulet,
Ha Douë ar Mab ressuscitet :
Ra vezo c’hoas ar Speret Glan,
Meulet ive gant peb-unan.

Amen.




CANTIC EVIT DIGOR AR MISSION, AR JUBILE PE AR RETRET.


Var ton : Un Dieu vient se faire entendre.



Un Doue a deu da barlant ;
Pebes bonheur, Christenien !
Deut oll d’er selaou prontamant ;
Ho caloun eo a c’houlen.
Tostaït buan, pobl fidel,
Deut oll… deut d’ar Mission :
Ho Salver a deu d’ho quervel
Evit ho conversion.

Evit eur Jubile.

Tostaït buan, pobl fidel,
Deut oll… deut d’ar Jubile :
Ho Salver a deu d’ho quervel ;
Deut da receo ho Touë.

Evit eur Retret.

Tostait buan, pobl fidel,
Deut oll eta d’ar Retret :
Ho Salver a deu d’ho quervel
Evit ho renta parfet.


En eur stad horrubl ha mezus
Dre ar pec’het oc’h rentet ;
Mes gant Doue trugarezus
Amâ ni zo cunduet. — Tostaït.

Varnoc’h oll souden e vrillo
E sclêrigen à nevez ;
En ho caloun ec’h alumo
An tân eus ê garantez. — Tostaït.

Gant ar pec’het iffam re bell
Oc’h bet, siouas, chadennet :
Grit eta un effort santel
D’e guittât evit bepret. — Tostaït.

Renoncit da bep tromplerez,
Ha da bep division ;
Retablissit en ho touez
Ar peoc’h hac an union. — Tostaït.

Ar blasphêmou, al leoudouet
Gant horrol a evitot ;
E plaç al luxur milliguet,
Ar burete a garrot. — Tostaït.

Ar gourmandis oll evitit,
Ar blijadur criminel :
Pelloc’h, Christenien, ne zongit
Nemet èr vuez eternel. — Tostaït.

Chenchit prontamant à vuez,
Gouëlit var ho mizeriou ;
Renoncit oll d’ho fallentez,
Pa ordren deoc’h hon Autrou. — Tostaït.

Pebes bonheur incomparabl
D’an den touchet à galon,
A renonç d’ê stad miserabl
Gant eur guir gontricion ! — Tostaït.


P’eur ec’h arruo, va Douë,
Ur chenchamant quen eürus ?
P’eur e renot en hon ene,
Dre ho craç oll-galloudus ?
Eus hor c’halounou caledet,
Distrugit ar yenien :
Deut d’hor goalc’hi eus pep pec’het
E sourcen ar binigen.




QUENTA CANTIC


e pihini e c’halier ar bec’heürien da zistrei ouc’h Doue.



Selaouit gant joa,
Va breur, va c’hoar eürus,
Eur c’hêlou ar c’haëra,
Quelou meurbet Dudius ;
Ar Mission santel
Gueneoc’h oll quen desiret,
Dre c’hraç an Éternel
So deoc’h ama digoret.

Tensoriou precius,
Digacet eus an Eevou,
Graçou delicius
A ravis an Eneou ;
Indulgeançou plenier,
A bep pec’het absolven,
Ac ar pardon antier
So e creis ho courc’hemen.

Danvad queaz dianquet.
A douez an deved fidel,
Pell a so fatiguet
O redec enchou cruel,

Jesus ar Pastor mad,
Charmet daz beza cavet,
Az dougo a vriad
Etouez e vella deved.

Gueichall ar Mab prodic.
Diouc’h e Dad mad disertet,
Dîn à druez reuseudic
Emeas quëar en em rentet,
Pa na vouïe mui
Pe gostez en-em deuleur,
Er viser, en annui
A santas e oll valheur.

Ah, siouas ! emeza,
Beuzet oll en he zaëlou,
Petr’eo dime beza
E quement à viseriou ?
Riou ha naon, ha sec’het,
Dismeganç ha paourentez,
Gant an oll rebutet.
Me bae quer va follentez.

Allas ! e ty va zad
Eus cals tud dianveas,
Guisquet ha maguet mad,
Dijagrin, en o eas ;
Ha me a so amâ
A douez an dud exilet,
O C’hlaouri, o tua
E mesq an anevalet.

O va zad, va zad mad !
Va c’halon dign a fazi ;
Me oar oun un ingrat,
Maes gouscoude me barti
D’ho pidi humblamant
D’an daoulin , leun à zaëlou,

D’am receo simplamant
E niver ho mevellou.

Ne viot quet mevel,
O va map quez, em zy-me :
Nan, m’ho recevo guel,
Va map ouc’h quent a goude,
Deut m’ho priataign,
Dalet un habit nevez ;
Guaneoc’h ur fest a rign
Evit ho tonediguez ;

O pec’heur reuseudic,
Diouc’h ho Toue pelleat,
C’hui eo ar map prodic
A dy e dad quitteat ;
Eveltan esclavour
Oc’h eus poan ha nec’hamant
En ur vro estranjour
O c’heuil ho tireolamant.

Hiryo-ta, queaz pec’heur,
Antreit ennoc’h oc’h-unan,
Ansavit ho malheur,
D’ar guear distroit buan.
Un Doue trugarezus,
Ar guella eus an tadou,
Ho recevo joaüs
A nevez en e c’hraçou.

Ar pocq douç a beoc’h
A roi deoc’h gant carantez,
Lit vras a rai ouzoc’h
Ha peb laouenediguez.
Ar gaëra guiscamant
A lacai en ho querc’hen,
Ha treac’h d'an diamant
Var ho pis deoc’h ur voalen.


Deut eta gant fisianç.
Pec’heurien din à druez,
Tostaït gant assuranç
Ouz an tad à drugarez ;
Ar pardon general
So amâ ous ho cortos,
Graçou cre, graçou rall
D’ho caçz oll d’ar Barados.

Tec’hit viçou funest,
Tec’hit crimou milliguet,
Teac’h pec’het dishonest,
Luxur escumunuguet ;
Tec’hit dançou a zo
Scol an diaoulou cruel,
Ar barres-mâ vezo
Pelloc’h un douar santel.

Er paour, er pinvidic,
Exempl mad, devocion,
Purete angelic,
Temperanç, soumission,
Lealdet ar vrassa,
Guir humilite, douçder,
Eus ar bopl fidel-mâ
C’hui vezo ar c'haracter.

Va Salver bennignet,
Dre vertus ho comps divin
So aman preseguet,
M’ar deus nep calon indin,
Touchit, convertissit
Ar c’halonou criminel,
Chenchit-y, nevezit
Oll e calonou santel.

Dre verit ho maro,
Va Jesus, var ar C’halvar,

Pa zui deomp oll hon tro
Da vont divar an douar ;
Ha d’ar benitantet,
Ha deomp oll beleyen
Roit perz er joaüsdet
Eus ho quir servicheurien.




EIL CANTIC.


Divis entre ar C’horf hac an Ene divar ben ar Mission.



Deut oll da glevet ar plede
Entre ar Chorf hac an Ene ;
Abalamour d’ar Mission
Eo savet an division.

Ar c’horf ne c'houlen quet clevet
Comps a Vission, nac a Retret ;
Aoun en deus na ve red quitaat
E blijadur hac e cher vad.

Maes an ene so morc’hedus
Rac na ve un deiz maleürus,
Hac a implich he oll reson
Evit e gaçz d’ar Mission,

An Ene.

Deomp, va c’horf, deomp d’ar Mission,
Da c’hounit ar remission ;
Induljançou plenier a zo,
Ha Confessoret a peb bro.

Ar C’horf.

Tao dign gant ar Missionou,
Ne gomps quet dign a Retrejou ;
Ha te sonch did beza collet,
Nemet er Mission e ven bet ?

Maes an ene so morc’hedus
Rac na ve un deiz maleürus,
Hac a implich he oll reson
Evit e gaçz d’ar Mission,

An Ene.

Deomp, va c’horf, deomp d’ar Mission,
Da c’hounit ar remission ;
Induljançou plenier a zo,
Ha Confessoret a peb bro.

Ar C’horf.

Tao dign gant ar Missionou,
Ne gomps quet dign a Retrejou ;
Ha te sonch did beza collet,
Nemet er Mission e ven bet ?


An Ene.

Collet vezimp a dra certen.
Ma na reomp quet pinigen ;
Ne deus quet a remission
Heb ober guir Gonfession.

Ar C’horf.

Red eo, m’er goar, e covessaën
Mæs non-pas gant Missionerien ;
Gouzout a dlees, pe guel lyes
E custuman mont da goves.

An Ene.

Ya, mont a res da goves
E creiz ar foul, è creiz ar près ;
Ha querquent m’ac’h eus coveçzaët
E coueses er mêmès pec’het.

Ar C’horf.


Coveçzaat a ran pa ellan,
Ous ar pec’het e tivoallan,
Va zeaud ne deo quet scrupulus ;
Na va c’houstians morc’hedus.

An Ene.


Allas ! pe seurt Covession,
Heb glac’har na contricion,
Hep propos ferm, nac examen,
Nac ober oll ar binigen.

Ar C’horf.

Tra, tra, caër ec’h eus sarmon dign,
Rac biquen n’en-em resolvign
Da dostaat ous ar Mission,
Nac ouc’h Tadou quen direson.


An Ene.

Autrou Doue, nac ar pec’het
Ac’heus pel-amzer-zo nac'het ;
Da biou en discleriy-de,
Ma na res quet d’an Tadou-se.

Ar C’horf.

Gorto, e zign da bardonna
Da Folgoat, pe Santes Anna,
Hac am bezo quer couls pardon
Evel pa zaen d’ar Mission.

An Ene.

Salocras, rac er Mission,
Goude quellies a zarmon,
E vezo da galoun touchet,
Evel an houarn ruz scoet.

Ar C’horf.

Ya, mæs ar Vissionerien
A zo rust ouc’h ar bec’heurien,
Hac a ra ober ordinal
Ur goveçzion general.

An Ene.

Ah ! caëra tensor, caëra chanç
Nætaat ur veach ar goustianç,
Rapari ar sacrilejou
Hac ar goal gommunionou.

Ar C’horf.

Mæs ar voyen da bardouni,
Ar voyen da restitui ?
Penaos e padign-me da yun
Martez' epad meur a sizun.


An Ene.

Tavit, va mignon, tavit crenn,
Ha pa ve hir ar binigen,
M’ar bez ho calon guir douchet,
E greot hep poan ebet.

Ar C’horf.

Qasi c’hoant am be da senti,
Ha da Zoue oll en-em rei ;
Hoguen aoun vras a meus bepret
Rac eur binigen re galet.

An Ene.

Ar varn diveza, ar maro,
Eus an ifern an tan garo
A dle hon lacât da grena
Mui eguet poaniou ar bed-mâ.

Ar C’horf.

Red eo ta mont, ha mont a rign
D’ar mission abarz ar fin ;
Hoguen nêc’het oun pa sonjan,
Rac près labour a meus breman.

An Ene.

Va Doue, hor brassa labour
A dje beza d’en-em sicour
Da vesa dibec’h deiz ha nos
Evit gounit ar barados.

Ar C’horf.

Me oar er-vad an traou-se oll ;
Mæs lezel ar madou da goll,
Lezel an traou en abandon
Evit ober ar mission !


An Ene.

Guel eo’ve collet oll ar bed
Eguet na ve great ur pec’het ;
Rac, ma couezomp en infernou,
Pe’dalvezo deomp hor madou.

Ar C’horf.

Mad, quenta retred a vezo ;
Me bromet dit me a yelo ;
Ha me lacaï urz vad neuse
Em buez gant sicour Doue.

An Ene.

Ha te vezo beo neuze ?
Ha t’ez pezo guel volonte ?
Pet den a so bet surprenet
Gant ar maro en e bec’het !

Ar C’horf.

Feaz oun ; pelloc’h mui ne bledign
Ar virionez zo treac’h dign ;
Mignonet, pedit evidon
Ma rign er-vad va mission.




TREDE CANTIC


Var an obligacion da goves sincerament an oll bec’hejou marvel. Var ton, Guers Catel gollet.



O Nerz eus ar sincerite
Da gaout pardon digant Doue !
Ur gofeçzion humbl, sincer.
Zo sur a c’hraç e peb amser.


Ar Roue David en doa pec’het,
D’e repren e teu eur profet,
David, eleac’h en-em escus,
Sinceramant en em accus.

Var ar plaç ar profet Nathan
A respont dezâ quer buan :
P’en em em ansavit, ô Roue,
Pardoun oc’h eus digant Doue.

Ur publican, en aviel,
En-em bresant en Templ santel ;
Sincer ec’h ansao e bec’het,
Hac en instant eo pardounet.

Humbl ec’h ansao ar map prodic
Eo ur map ingrat, reuseudic ;
E dad o voela gant joa
A lam quer buan d’e vriata.

A zeou da Jesus me a vêl.
Ul laër var ar groas o vervel ;
Petra ra e silvidiguez ?
Ansao humbl e fallagriez.

Ni zo daou laër fall emeza,
Din eus ar maro ar c’hrissa,
C’hui zo just : pa viot var ho tron,
Autrou ; ho pet sonch ac’hanon.

D’an ampoent e respont Jesus
Gant ur vouez douç trugarezus :
Hiryo, hiryo, em barados
C’hui vezo guanen o repos.

Ya, pa vên an den falla
Eus ar bed ar c’hriminala,
Var boues coves mad, va Doue,
C’hui bromet c’hoas graç d’am ene.


Hoguen ma refussen coves,
Great ve gant va silvidiguez :
Malheur d’ar speret orgouillus.
He otrëe quet en em accus.

Test mad eo ar Pharisian ;
Oc’h en em veuli e-unan,
Eleac’h ansao humbl e bec’het,
Coupaploc’h eo en em gavet.

O te so terrupl diaoul, diaoul mût,
Te so funest da gals a dud !
O serra guinou ar pec’heur,
Da bep den e vez e valeur.

Art an diaoul da goll an den
Eo da nac’h e grim, e zouguen ;
Queit ha ma nac’heur ar pehet,
Allas ! ne zeus pardoun ebet.

Ya, caër ve yun ha gouela ;
Caër pidi, cheinch, pelloc’h beilla,
Pec’het a guzer er galoun,
Biquen n’en devezo pardoun.

Cant torfet ho pe coumettet,
M’ar coveçzaït ouc’h pardounet ;
Grit eur pec’het marvel ebquen,
M’ar en nac’hit, pardoun biquen.

Eus a eur remed immanquabl
E rit eur poëson detestabl ;
Hac e creis sourcen ar vuez
Et caffot ar maro mêmès.

Ho confessour ganeoc’h troumplet
Oc’h absolvo hep douet ebet ;
Mæs Doue a vêl found ar galoun
A goundaono ho tromplæsoun.


It, a lavar ar C’honfessor,
An êe so bremâ deoc’h digor ;
Allas d’an ampoent dorn Doue
A zo o serra dor an êe.

P’ouc’h deuet da goves, oc’h Æl mad
A yoa oc’h en em laouenât ;
Allas ! goude ho sacrilaich
Leun eo a goler, a outrach.

An diaoul a yoa bet nehet
Gant aon ne ranc-che quït tec’het ;
Mæs bremâ ema adarre
Loget disourci en e grê.

Cuzet eo e creis ho caloun
Gant ho teaud gaouyat ar poesoun,
Ha chançus bras eo na choumo
Cuzet ennâ bete-r maro.

Ar spount en deus oc’h encrezet,
Ar vez e deuz ho counezet ;
Ne raïnt, eleac’h diminui,
Nemet cresqi mui-ouc’h-mui.

O c’hortos caout occasion
Eur retret, pe eur mission,
Da zisculya ho crim nac’het,
C’hui a varvo en ho pec’het.

Guir eo e rit ho count breman
Da goves tout pa viot clan ;
Mæs en esper beza pare,
E nac’hot neuse adarre.

An diaoul mut gant e ardou
A zalc’ho serret ho qinou ;
Ha rentet mût en ho püez,
Siouas ! mût e varfot ivez.


Neus quen remed nemet unan,
Coves tout, coves freas buan :
Ar pec’het humilianta
Covessaït-en da guenta.

Ar poeson bras taolet er meas,
Chetu c’hui pare, pec’heur queas ;
O pebes joa ! pebes douçder
A santot er mêmès amser !

Bremâ evel un aër aspic
Ho crim nac’het ho crign, ho pic :
Neuse e santot eur repos
Qen douç a peoc’h ar barados.

Oc’h Æl mad ho poa contristet,
Qeit ha ma nac’hac’h ho pec’het,
A raï neuse gant an Ælez,
Ur fest a laouenidiguez.

O va Doue, da ur C’honfessor
Pebez bonheur ! pebez tensor !
Ho tanvad a yoa dianquet
En deus amâ deoc’h recouret.

Na grenit mui, pec’heur aounic,
Hêvel ouc’h tad ar map prodic :
Gant e joa oujoc’h e vouelo,
Ha gant douçder ho consolo.

Rac ar binigen e crenac’h,
Rust ha poanius bras e c’hredac’h
Maes hiryo e velot patant,
Eo o nac’h ema’n tourmant.

Va Doue, me zo bet abuset,
Dissimuli, nac’h va fec’het ;
Da goves en em resolvan,
Biquen mui pec’het ne nac’han.



PEVARE CANTIC.


Var ar guir voyen da ober eur Gonfession vad. Var an ton, M’ho c’hador va Doue, va c’hrouer.



Clevit entrezoc’h pec’heurien,
Ha desquit oll ar guir voyen
D’en em lacat e graç Doue,
Ha da savetei hoc’h ene.

Evit en em lacat e stad
Da ober ur binigen vad
Hac ur Gonfession sincer,
Ar pemp tra-mâ zo necesser.

Da guenta oll gant dilijanç
Examina ho coustianç,
Evit anaout an offançou
Oc’h eus great enep oc’h Autrou.

D’an eil, er galoun caout regret
Da veza Doue offancet.
D’an trede, en em broposi
Na zistrôt mui d’e offanci.

D’ar pevare, antieramant
Coves ho pec’het humblamant,
Hep nac’h netra gant nep seurt mez,
Hac o lesel peb digarez.

Goudeze ober d’ar pempet
Quement a vezo ordrenet
Gant ho Confessour ; er c’his-se
En em lequeot e graç Doue.

Mæs evit anaout ho pec’het
Ha caout anezan guir regret,

Ho pezet recour da Jesus,
D’e vam, d’oc’h eal, d’ar sent eürus.

Neuse-ta, pizza ma c’hellot,
Hep faot en em examinot
Var an dec gourc’hemen Doue,
Ha var re an Ilis goude.

En em examinit ivez
Var an œuvrou a drugarez ;
Var ar seiz pec’het capital
Sourcen eus ar pec’hejou all.

Goude m’oc’h eus anavezet
Guella ma ellit ho pec’het,
Concevit e creis ho calon
Ur guir gueus ha contricion.

Detestit oc’h ingrateuri
En andret Jesus Map Mari,
Zo bet en oc’h andret quer mad,
O squilla evidoc’h e c’hoad.

Mar santit c’hoas criz ho calon,
Grit stard oud Doue Orœson,
Ma pligeo ganta he boucâd
Hac e digaç pelloc’h da vad.

Considerit eo ar pec’het,
Ar brassa droug a so er bet ;
Hac e ve guell e beo devi
Eguet na ve jamæs pec’hi.

Peguement bennac ma seblant,
Goude pec’hi marvelamant,
E veac’h leun a vuez ato,
E zouc’h en oc’h ene maro.

Chasseal a rit eus oc’h ene
Dre’r pec’het marvel ho Toue ;

Jesus-C’hrist a zisenorit,
Hac a nevez er c’hrucifiit.

Rac-se deiz ar varn diveza,
Jesus ho chasseo diounta
D’an ifern gant an dud collet
Ac an diaoulou milliguet.

Va Doue, me a ene ervad
Ez-oun bet ouzoc’h un ingrat ;
Hac em eus cals oc’h offancet,
Daoust peguer mad ouc’h em andret.

Ma am’eus glac’har em c’halon
O c’hout pe guer maleürus oun
D’ho peza, siouas ! outraget,
Va Doue, dîn da veza caret.

Protesti a ran da dec’het,
Gant ho sicour dious ar pec’het,
Ha dious an occasionou
A zo quiriec d’am disurzou.

O veza en em examinet
Hac ho pec’hejou detestet,
It gant eur guir devocion
Da ober ho confession.

Livirit franc ar viryonez
Hep nac’h netra ounta gant mez ;
N’ho pet quet aoun d’en em accus,
Ha na zuit quet d’en em escus.

Covessait ho pec’het epquen,
Hep lavaret drouc eus a zen,
N’en-em zaleit quet da gonta
Ar pez na servich da netra,

Discleryit ar circonstançou
A geinch ar speç eus ho crimou,

Hac ar re a zeu do c’hresqui,
Ha mêmès d’o diminui.

Ouc’hpenn e renquit lavaret
Pet gueich oc’h eus great pep pec’het
An niver just ma na ouzoc’h,
Livirit mui pe vianoc’h.

O veza gant contricion
Great guaneoc’h ho confession,
Echuit ho Confiteor,
Ha selaouit ho Confessor.

Evez bras a dleit da lacât,
Da glevet quement avis mad
A roï deoc’h aberz hor Salver ;
Recevit-hi gant douçder.

Ha m’ar caff e ve a-propos
E profit oc’h ene gortos
Hep rei deoc’h c’hoas an absolven,
Consantit gantâ hep anquen.

Rac ma na veac’h quet disposet
Da veza neuse absolvet,
Er c’hontrol beo d’hoc’h absolvi,
Ne raë nemed ho condaoni.

Rac-se m’ar bez deoc’h ordrenet
Dont ur veach all, na vanquit quet
Oc’h ober gant fidelite
Quement so dleet varben neuse.

M’ar oc’h eus nicun offancet,
Dicryet, pe desobliget,
Grit dezan satisfaccion
Ha goulennit ountâ pardon.

M’ar ac’h eus un dra quemeret
Pe viret hep ræson ebet

E reot ho possubl da renta
D’e berc’hen, ar c’henta-r-guella.

M’ar douc’h dre valeur engaget,
En occasion d’ar pec’het,
A grenn e renquit ê zerri
Hac en em bellât diouti.

D’ar fin m’ar d’ouc’h acustumet
Da goumetti nep seurt pec’het,
N’en-em espernit è nep tra
Evit dont d’en em gourrija.

Goude receo an absolven,
Na vanquit quet d’ho pinigen ;
Hac impligit ar remejou
Necesser ous ho pec’hejou

Chetu eno ar guir fæçon
D’ober ur guir Gonfession ;
Er guis-se en-em lequeot è stad
D’ober ur Gommunion vad.




PEMPET CANTIC


Var an finvezou diveza eus an den, evit distaga hor c’haloun diouz ar bed mâ. Var ton : Biron, Biron.



Songit, den abuset,
Songit en eternite,
C’hui p’ini so sujet
D’ar pec’het, d’ar vanite ;
Songit e rencot mervel
Ha quittât ar bed-mâ,
Pa zui Doue d’ho quervel.
Abarz nemeur amâ.


Neuse gant cals à spont
E rencot apparissa,
Da renta piz ho cont
D'ar Barner rigourussa :
Ur setanç a receffot
A vuez pe à varo,
Hac ar stad m’en em gueffot
Da jamès a bado.

Nemet ur veach epquen
Ar Barados ne goller ;
Eus an ifern biquen
En em denna ne aller,
Hoguen Barados collet
Chetu tout eat da goll,
Ha barados gounezet
Chetu gounezet oll.

Roet en deveus Doue
Ar choas deoc’h en assuranç
En eil p’en eguile
Da ober ho temeuranç
En ifern p’er Barados
E rencot chom atao
Da zevi, pe da repos
Goude soufr ar maro.

En traou-se ma sounchac’h,
E tilessac’h ar viçou.
Hac en em avissac’h
Da bratica-r vertuziou.
Eveziant veac’h da dec’het
Diouz peb occasion
Da goueza è nep pec’het,
Hac en daounacion.

Gouscoude ouc’h quen dall,
Quen intourdi, quen obstinet

Na deus nemet traou-all
Oc’h occupi ho speret ;
Eleac’h songeal en affer
Eus ho silvidigues,
N’oc’h eus bet en he c’hêver :
Nemed leziregues.

Saveteit oc’h ene,
Ha d'an Ifern renoncit ;
Choasit abred an Eê,
Liquit ho poan d’e c’hounit
Dr’en œuvrou à drugares,
Dre an oll vertuziou,
Ha dre ur guir garantes
Evit Doue hon Autrou.

Covessaït à galon
Ho pec’hejou tremenet,
Ha goulennit pardon
Anezo gant guir regret ;
Grit ar resolucion
Gant courach da drec’hi
Ar goal inclinacion
Zo ennoc’h da bec’hi.

Reglit guell ho pues
Hep conta pell da veva,
Tremenit peb dervès
Evel pa ve ho tiveza ;
Distroit oc’h affeccion
Diouz an traou temporel,
Oc’h ober reflexion.
Var an traou eternel.

Ar bed a dremeno,
C’hui a dremeno ive,
An ifern a chomo
Epad an eternite ;

An tourmant a zo ennâ
Jamès ne finisso,
Mès plijadur ar bed-mâ
Souden a baouezo,

Siouas ! pe guer bras eo
Follentes ar c’hrouadur
A choas devi en beo
Evit dister plijadur,
Devi eternelamant
Assambles gant Satan,
Hep biquen soulajamant
En ur guele à dan.

Pe guer fur eo an dent,
A renonç d’an eazamant
Eus ar vuez monden.
O choas an diezamant,
Evit beza da jamès
Gant Doue o repos,
Ha gant ar Sent assambles
E joa ar Barados ?

Ar seurt-se n’o deus quet
A velconi o vervel,
Dre ur fizianç vras meurbet
Da gaout ar vuez eternel ;
Hac en laouenidigues
E vez neuze cheinchet
Quement seurt tristidigues
O deveus diouc’h ar bed.

Choas a ran, va Salver,
Em buez ar binigen,
Souffr a rign gant douçder
Pep seurt poan hiviziquen ;
Mès roït dign an assistanç
Eus ho Speret-Santel

Da drec’hi va inconstanç,
Ma vezign deoc’h fidel.

Renonç a ran d’ar c’hic,
D’ar bed ha d’an drouc-speret,
D’ar pec’hejou lubric
Ha d’an oll avarisdet,
Ma c’hellign en ho presanç
Va Jesus, er maro,
Apparissa gant fizianç,
Ha mond gueneoc’h d’am bro.




C’HUEC’HVED CANTIC.


Var ar maro demeus ar bec’heurien. Var an ear gallec : venez, venez, Esprit-Saint, dans nos cœurs.



Songit, pec’heur, e zeo red deoc’h mervel,
Hac e renquot da viquen dilezel
Gant ho puez, ho pinvidigueziou,
Ho cloar dister, ho plijadurezou.

Doue, Crouër ha barner eus ar bed,
Quement den zo en deveus condaounet
Da souffr ur veach evid mad ar maro,
Rac-se beillit var ben ma teui ho tro.

A eur c’hostez ar maro zo certen,
Mès à un all eo ive incerten ;
N'ouzoc’h an heur nac al leac’h ma varfot,
Na quen nebeut ar stad m'en em gueffot.

Bezit fallacr quement hac a guerrot,
Grit ho tiaoul, pec’hit quen a scuissot ;
Red vezo deoc’h pa sounchot biana,
Dirac justiç Doue en em renta.


Tud touellet gant an traou tamporel,
Pa deui ar poent ma vezo red mervel,
Livirit dign da betra servicho
Quement m’hoc’h eus ur goall attach outo ?

Usurer cris, pe seurt profit a reï
Oc’h avariç, nac oc’h oll laëronci ?
Quement oc’h eus destumet a gollot,
Hac en o flaç an Ifern a gueffot.

Lavar, den vil, a grimou goloet,
Gant da luxur petra c’heus gounezet ?
An tan impur a zef da antraillou,
Vezo cheinchet è tan an diaoulou.

Mezyer ifam, d’ar guin quen atteinet
Ma c’heus da goff da Zoue quemeret ;
Da goff vezo d’ar prênvet heritach.
Ha da ene à Satan ar partach.

Plac’het divez, quer quinclet, quer fichet,
O sounjal caout mui-a-se à c’henet :
Cheinch a reot ho ros è drein garo,
Hac ho mel douç è vestl meurbet c’huero.

Ar vizach-se a veze quer goalc’het.
Er mellezour quellies admiret
Hac a rea ho cloar, ho plijadur,
Ne vezo quen nemed flear, breinadur.

Ho treid qoer scânv, quel liger en dançou,
Ha d’ho touguen da scol an diaoulou,
En ur fos doun a vezo astennet
Ha crignet oll gant an amprevanet.

Sonjomp eta, ha sonjomp a zevri,
Pebez anquen, ha pebez melcony
En devezo en è heur divezâ
Nep a laca è galon er bed-mâ.


O pebez spount en deus-en o velet,
Quen alies à bec’het coumetet,
Hep beza great anezo pinigen,
Ha prest ar foultr da goueza var ê ben !

Peguer mantret eo pa gonsider
En deus, siouas ! collet ê oll amser !
C’hoant en deffe caout ur moment epquen ;
Mæs ne vezo roet dezan birviquen.

Clevit, pec’heur, terrupla gourdrouzou
A zo scrivet è levr ar Proverbou,
Enep ar re a chom bet’er maro
En ê viçou hep enebi outo.

Lies à veach emeus bet ho calvet,
Eme Zoué, pa edoc’h en yec’het :
Mes quen dallet oac’h gant traou an doüar,
M’hoc’h eus bepret great ar scouarn vouzar.

Me ameus bet va dorn deoc’h astennet,
Hac eus va graç ar sicour quinniguet,
D’ho tenna er meas an danger, ma velenn
Ezac’h da goll, siouas ! à boues ho penn.

Mès n’hoc’h eus quet priget distrei ouzin,
Nac ober van eus va c’homzou divin ;
Evit quement a meus ho reprenet,
Nemet dispris n’emeus recevet.

Ne reac’h etat nac eus ar sarmonyou
Nac à nep seurt exhortacion ;
N’ho poa quen Mestr nemed-oc’h oc’h-unan ;
Quen Director da heul nemet Satan.

Mès dont a rai soudennic ar maro,
Hac em galvot ive d’ho tro ;
Leun ho calon à drubuil hac à spount
O veza prest da renta dign ho count.


P’en em gueffot à bep tu attaquet
Gant diaoulou cruel hac arraget,
E c’houlennot sicour diguenê-me,
Hoguen ouzoc’h ne glevign quet neuse.

Quent-se d’am zro goap ac’hanoc’h a rign,
Divar ho coust gant joa vras e c’hoarzign,
Oc’h o qüelet trist ha disesperet
O vont da goll gant ho fals mignounet.

Hac en zo den quer criz ha quer câlet
Na ve nepret gant queme-mâ touchet,
Ha na zeüe quet d'en-em gonvertissa
Var ben ma zaï eus à vuez ar hed-mâ.

Rac-se va breur, ha c’hui va c’hoar gristen ;
An avis-mâ n’ancounac’haït biquen ;
Imprimit-en en ho calon er-vad,
Mar oc’h eus c’hoant ho pe eur maro mad.

Ar pez neuse a garroc’h ho pe great,
Grit-en bremâ hep differi nep-mad,
Rac ma n’er grit endra oc’h eus an amzer,
Ne gueffot quen nemed an dizesper.

Pliget gueneoc’h, hon Autrou souveren,
Rei deomp ar c’hraç da ober pinigen ;
Ma hor bezo eur maro precius,
Evit goude beza gueneoc’h eürus.




SEIZVED CANTIC.


Var ar Varn general. Var ton : Guers an tad Maner.



Tavid, o tud incredul,
Inutil eo pledi ;
List ho caquet ridicul,
Ha disquit humbl cridi.

E faç an Eê, an doüar,
Oll e vezimp barnet ;
An Eternel en lavar,
E c’her zo un arrêt.

Sujedet, ha Rouanes,
Tud simpl, ha tud goüeziec,
Tud paour, ha tud a zanves,
Ar Barneur, ar Belec
Dirac Tribunal Jesus
Oll e c’happarissimp,
Hac ur gount rigourius
Un deiz oll a rentimp.

Deiz terrupl, deiz a goler,
Deiz rus-glaou gant an tan,
Deiz a spount hac a viser,
A hirvoud, à vouelvan ;
Deiz vras ar Varn general,
Petra arzo ouzit ?
Scrich eo mêmès e sonjal,
Crenit, pec’heur, crenit.

Ne deus teaud var an douar
A ouffe lavaret
An encrès, hac ar c’hlac’har
A laquai dre ar bed,
Ar sinalou estlamus
A zougo ar c’hèlou
Eus ar varn rigourius,
Hac à zeiz an Autrou.

Un den à berdicion,
Ur fallacr ar falla,
Ul leon à zestruccion,
Ur monstr ar c’hruella
An Antecrist en ur guer
E furol, en arrach,

A deuyo tri bloas anter
Da ober ê garnach.

Gant an diaoul possedet
Bete mel è esquern,
E teui gant eur fals profet,
Gant oll nerz an ifern,
Da ober d’ar feiz gristen
Ur bresel furius,
Da gontraign ar Gristenien
Da renonç da Jesus.

Evel daou leon en arrach,
En hac e fals Profet
E laquint oll en usach
Pep seurt art milliguet ;
Ar viçou, an tourmanchou,
An tan, ar c’hlezeyer ;
Troumplesoun, fals viraclou
A spounto’r bed antier.

Nebeut bras à Gristenyen
A ouffe resista,
Ma na deue Doue d’o souten,
Ha d’o difen ountâ ;
Mès enep an adversour
E teui daou Brofet bras
Abers Doue d’o sicour,
Enoc, hac Elias.

Souden an elemanchou,
O santout an termen
Merquet evit venjeançou
Ar Barner souveren,
En em savo da c’hourdrous,
Sicour ouc’h ar venjanç,
Ha da offr oll e courouç
Executi’r setanç.


Ar mor bras en ê furor
A grauzo estlamus
Ar bed oll gant an trous-mor
A dregarno spontus ;
Ar c’houagou foll a vrousto
Ar c’herrec , ar reyer,
Ouc’h al lam ne resisto
Na torraod, na chausser.

Savet evel menezyou
Bete bar an ear,
E tilamo an tarzyou
Da lounca an douar ;
Ar rivierou debordet
Evel en eun diluch,
Gant o oll dour dirollet
A gresco an distruch

An douar o tigueri,
O crena bete’r fount,
A gresco mui-ouc’h mui
An drubuil hac ar spount ;
Ar c’hrean Kèriou brezel
A vezo ranverset,
Hac ar menezyou huel
A vezo abymet.

O tud queiz ! da glasq sicour
Pelleac’h e tec’hot-hu ?
Allas! n’eus d’en-em recour
Moyen ebed nep-tû ;
M’ar cuzit er c’havargnou
Varnoc'h e volsennint ;
Mar clasquit tyes, camprou,
Var ho queïn e quezint.

Bete’n dezerzyou mêmès
An horrol a yelo :

An anevalet goües
Er c'hoajou a yudo :
An dud, an anevalet
Drifyet oll peb unan,
Ar bed antier alarmet,
Er c’hri-forz, er gouelvan.

En Eê an Devaligen
A vezo general ;
Collet oll ê sclerigen
An Heaul a dui tenval ;
Al Loar quer ruz ha goad,
Ar stered o queza,
An Eou o c’horgellat
O c’hourdrous oll freusa.

Allas ! me vel o c’havanç
An diveza termen ;
Ne deus mui à esperanç,
Great oll eo gant an den ;
Chetu digor an doüar
O vomissa flammou ;
An tan goall en ê egar
Partout en oll broyou.

Quer buan er mêmès instant
An Eê so anflamet ;
Ne deus dre ar firmamant
Nemet tan ha luc’het :
Tan ouc’h traon, tan en ear,
Ar bed oll zo è tan ;
Adieu da vuez an douar ;
Mar’mic eo peb unan.

E creis an distruch scrijus
A r’an tan, ar flamou,
Chetu an droumpil squiltrus
O seni en Eou ;

Savit, savit, tud varo,
Oll d’ar varn general ;
Deiz an Autrou so hyrio,
Ne deus mui da c’hedal.

D’an ampoent evel un tenn,
An oll ressucitet,
Quer prount hac al luc’heden
A sa-soun zo savet ;
Ar c’horfou pur ha santel
Zo meurbet glorius ;
Siouas ! ar re griminel
Zo vil, horrubl, fleryus.

D’ar mêmès moment ive
Var un trôn a c’hloar,
Chetu leun à vajeste
Jesus-Christ en ear ;
Araoc an tron e c’havanç.
Ar groas meurbet brillant,
Varlerc’h è rejouissanç
Un arme triomphant.

Diouc’h-tu an oll dud salvet
Tennet gant an Ælez
A vesq an dud reprouvet,
Zo placet a gostes ;
A zeou em’an dud fidel
Evel dénved docil ;
A gleiz an dud reprouvet
Zo evel bouc’het vil.

O Doue, pebez ran-galon !
Cruella disparti !
A zaou zen, à zaou vignon
Bet’en er mêmès ty ;
A ziou c’hoar, à zaou bried,
Tad, mam, ha bugale,

Unan a vezo choaset,
Ha leset eguile.

Mès me vel o tigueri
Levr ar c’hounsciançou ;
Chetu o tisolei
Stâd an oll galounou ;
An den just, an den pec’heur
Oll er stad ma emint,
An oll è levr ar barneur
A vel splem petra int.

Ar vugale direol
Gant o zad hac o mam,
Zo quer sclear hac an heaul
Guelet o büez iffam ;
An eil pried a velo
Disurziou ê bried ;
Pec’heur ebed ne hallo
Mui cuzet e bec’het.

Pec’heur, pec’heres lubric,
Ma zi-de gant ar vez !
Cètu da vüez impudic,
Da oll fallagriez,
Ar c’hrimou ac’heus nac’het
Oc’h da Dad Confessor,
A vouez an oll discuillet ;
O mez, o disenor !

Amâ eat oll en egar
E crio ar pec’heur
Ra zigoro an doüar
D’am lounca var an heur ;
Varnon, varnon, Menezyou,
Bruzunit va esquern ;
Va c’husit, ô abymou,
E fin fount an ifern.


Mès dec’hu, Eneou fidel,
O pebez levenes !
Guelet oc’h œuvrou santel,
Var al Levr à vues !
Ho yunou, ho pedennou
Ho vertuziou cuzet
Zo gant tud an oll broyou
Patant anavezet.

N’oac’h nemed un hypocrit,
Un hypocrites fall ;
Vertuz ebet na mirit
E langach ar bed dall ;
Dispriset, humiliet,
Siouas ! bet pell amzer,
Chetu c’hui justifiet
E faç ar bed antier.

Sælaouomp oll o parlant
Ar Barneur souveren ;
Gant ur vouez douç, consolant,
Un ear contant, laouen,
D’an dud salvet e lavar :
Deut, Eneou benniguet,
Deut guenên-mé d’ar c’hloar
Pell so deoc’h preparet.

Em naoun rei dign da zibri,
Em sec’het da eva ;
En ho ty va repui,
Rei dillat d’am guisca, .
Em prisoun hac em c’hlénvet
Va bisita a reac’h ;
Great oc’h eus-en, em andret,
D’ho nessa pa’r greac’h.

Deut, Eneou trugarezus,
Deut oll gant an eur vad ;

Curunennou glorius
A roï deoc’h oll va Zad ;
Deut oll eternelamant
Da rén gant an Æles,
Eürus ha triomphant,
En ê Rouantèles.

Goud’ evel un tarz-curun
E tro ouc’h an dud daounet ;
Gant ur vouez ne ell nicun
Hep drifia ê c’hlevet ;
Kît oll eus va bizach,
Oll gant an diaoulou,
An ifern eo ho partach,
Da viquen d’ar flammou.

M’emeus bet naoun ha sec’het
Cant gueach è tal ho tor ;
Me so bet noas, prisonier,
Estranjour, clan, toc’hor;
Va rebuti a reac’h ;
Hep damant na trüe ;
Ho nessa pa rebutac’h,
Em rebutac’h ive.

D’an ampoent ur gorventenn
A flammou furius
O destum oll a vanden,
Gant ur c’hri estlamus,
Ha d’an instant assambles
Chetu-hi en ifernou,
Corf hac ene da jamès,
E creis an tourmanchou.

O termen inconcevabl !
Jamès ! eternite !
O disesper effroyabl !
Jamès mui à Zoue !

Evit jamès er prisoun !
Da jamès o lesqui !
Mancout a venn va c’haloun,
Va zeaud a venn sclaci.

Mès c’hui, eneou salvet,
O c’hui zo eürus !
Gant ho corfou benniguet,
Brillant ha glorius,
Chetu c’hui è jouissanç
A varados Doue,
A vezo ho recompanç
Hed an eternite.

O Barados dudius,
Joausdet eternel,
C’hui vezo delicius
D’an dud vad ha Santel ;
Da jamès corf hac ene,
Hep poan ebet mui,
Beza eürus gant Doue,
O bonheur ! ô dudi.

Nep en devez discouarn,
Clevet, sælaouit mad ;
Ho caloun a zo ouarn
Ma na deu da voucâd.
Collet oc’h eus ho squiant,
Ma na ra nep effet
Guiryonezou quen touchant
Var ho speret dallet.

Deiz ho poan rigorius
E viot didrües,
Mès bremâ ô Va Jesus,
Ouc’h leun a drugares ;
O me fell dign profita
Eus ho trüez prezant,

Evit gallout evita
Rigor ho jujamant.

E Sacramant an Aoter,
En ho tabernaclou,
Ouc’h eun oan leun a zouçder,
Un tenzor a c’hraçou ;
Eno me oc’h adoro
Ar rest eus va bues ;
Eno me a imploro
Bremâ ho trugares.




EIZVED CANTIC.


Clêmou ha disesper an dud daounet, da zeiz ar varn goude o setanç. Var ton : Ælez an Eê deut d’an doüar..



D’an deiz diveza eus ar bed,
Pe guen estranch vezo clevet
Ar c’hlemou eus ar re gollet,
Goude ma vezint condaounet !

Crial a raïnt à boues-pen
Gant glac’har vras, ha gant anquen ;
Autrou Jesus, guir vap Doue,
Ho pet truez ous hon ene.

Ar Barner just a respounto,
O sellet rust meurbet outho ;
An or à druez zo serret ;
Pelloc’h ne deus pardon ebet.

Gant va goad deoc’h, tud milliguet,
Ar Barados am boa prenet,
M’ar carjac’h beza bet sentet
Ouc’h va lezen deoc’h annoncet.


Me’meus bet ho c’havertisset
Dre voyen predicatoret,
Er retred, hac êr Mission,
Hac è meur à occasion.

Mès c’hui oc’h eus-hi dispriset
O terc’hel ato d’ar pec’het ;
Pe guer maleürus bennac oc’h,
N’oc’h eus da damal nemed-oc’h.

Va Jesus, Tad a drugares,
Roit deomp-ni ho Rouanteles ;
P’oc’h eus evidomp oll scuillet
Ho coad sacr, n’hon refusit quet.

Re zivezat em suppliit,
Ha re zivezat e vouelit ;
An or à drüez, zo serret,
Pell diouzign, tud milliguet.

Neuze gant eur c’hlac’har c’huero,
Ar re zaounet oll a gryo,
Adieu eta, Salver ar bed,
Adieu d’ho coad er groas scuillet.

Adieu Ælez, Sent, Sentezet,
Adieu querent ha mignounet.
C’hui a bign joaüs en Eevou,
Ha ni a gouez en Ifernou.

Mallos dit, tad, mallos dit, mam
C’hui so kiriec d’hor foan estlam :
Ra viot da viquen milliguet,
Deffot m’oc’h eus hor c’hourriget.

Mallos dit mignon libertin,
Te zo caos eus va oll chagrin ;
Mallos deoc’h, mæstr ha mæstreset,
Deffot n’oc’h eus hor c’helennet.


Mallos d’ar c’hartou, d’an dançou,
D’ar c’hoariou, d’an nosveziou ;
Mallos d’ar guin ha d’an dud fall ;
Zo bet occasion d’hor goal.

Pec’her, pec’heres, ha te gleo
Ar pez a dle padout ato ;
Gra pinigen hep differi ;
Pe autramant divezat vezi.




NAOVED CANTIC.


Var ar malheur eternel eus ar re zaounet. Var ton : Va Doue leun à drugarez.



O Moment à blijadur, moment à joaüsdet,
A boan grê tanveat, ha kerquent tremenet ;
O pe guer quer e coustit, mar bezit criminel,
Pa ranc an den ho prena dre ur boan eternel !

Eternite à valeur ! Ennes eo an termen
Evit beza enouüs pa na finis biquen.
Beza da jamès nec’het gant pep seurt malheuriou ;
Beza da jamès beuset en ur mor à boanniou.

Beza da jamès ar priz eus à goler Doue ;
Beza bepret adversour, siouas ! d’e vajeste,
Beza bepret en trubuil, en spount, hac en horror ;
Beza bepret en arrach, en counnar, en furor.

Regreti evit jamès hep obteni pardon,
En em glem evit jamès hep consolacion,
Atao hirvoudi, crial, ha lênva en tourmant,
Hep jamès caout nep sicour na nep soulajamant.

Rancout beza da jamès en eun devaligen,
Eleac’h ma vezo eun nos a bado da viquen.
Jamès ne vezo guelet deiz nac heaul o para,
Jamès quen goulou nemet flamou an horrupla.


Eleac’h ne gleffot jamès nemet ar blasphemou ;
Jamès nemet el leon-forz, ha ïuderezou ;
Jamès quen soun, quen music nemet ar malloziou
Nemet ar goal bedennou, ar foultr, ar c’hurunou.

O jamès leun à valeur, te zo anquenyus !
O jamès leun à horrol, te zo rigourius !
O jamès leun à vouelvan, te a zo deplorabl !
O jamès leun à arrach, te a zo effroyabl.

Eternite à dourmant ! Eternite à boan !
Eternite à zizesper ! Eternite à dan !
Hac èn zo den quer calet, ha quer cris à galon !
Na ve dre zot-te mantret gant guir gontricion,

M’ar fel dit eta, pec’heur, ha dide, pec’heres.
Tec’het diouz ur seurt malheur, sonch ennâ alies,
O pratica er bed-mâ pelloc’h ar binigen,
Gant aon na daes er bed-all d’e ober da viquen.

Rac ar voyen da viret na ve red dit disquen
Ebars è punç an ifern da zevi da viquen,
Eo disquen ennâ bemdez o lacat da speret
Da songeal en tourmanchou zo eno preparet.

Va Jesus, ni ho suppli dre ho coad precius ;
Na bermetit e couessemp er jamès malheürus,
Mès grit ma teuimp da veza en ho craç quer fidel,
Ma vezimp eürus da viquen er vüez eternel.




DECVED CANTIC.


Santimanchou Santes Theresa e quêver ar vuez presant hac an ini da zont, evit alumi en hor c’halon un desir bras da vont da velet Douë. Var ton : Guers ar Gananëen.



P’eur, va Doue, vezo delivret
Va ene diouz ar chadennou,

Pere, siouas ! he dalc’h affliget
Er c’horf-mâ gant cals à boaniou ?
P’eur e tuin-me-ta da zilezel
Ur vüez leun à bep anquen,
Evit mont d’ar vüez eternel
D’ho quelet-hu da virviquen.

O büez hir, ô bües poanyus
Am-eus er bed-rnâ da dremen !
Banissamant meurbet anquenyus !
P’eur e velin-me da dremen !
Peur ez quelin-me o finissa !
O beac’h inouus eus va bües !
Allas ? ne ran nemet languissa
En eur stad quen dign à drues.

Leun eo ar bed à valignite,
Carguet eo à fallagries ;
Ne deus ennâ nemet vanite,
Nemet poan ha tristidigues ;
Siouas ! un danger perpetuel
Zo ennâ da goll an ene ;
Hac en ur bresel continuel
Ema an den ebars ive.

O ! prison trist eus va c’horf doüar,
A zalc’h va ene chadennet,
Eleac’h ma zoun atao èn glac’har,
Atao èn aon, atao geinet,
Peur e vezi-de-ta discaret,
Pe zigoret dre ar maro,
Evit ma hellign mont da garet
Ha da velet va Doue d’am bro ?

O ! va Jesus, leun à vadeles,
Pliget gueneoc’h clevet ouzin,
Oc’h va zenna d’ho Rouanteles,
Evit guenec’hu ma vezin ;

C’hui ebquen eo a all contanti
An oll desir eus va c’halon :
Ar bed mâ nemet va zourmanti
Ne ra pelloc’h e pep fæçon.

N’emeus ennâ quen contantamant,
N’emeus quen satisfaccion,
Nemet o souffr peb diézamant,
Pep poan, ha peb affliccion.
Evit plijout dec’hu, va Salver,
Ha disques deoc’h va c’harantes,
Pe vervel, pe souffr da beb amzer,
N’emeus amâ quen volontes,

An horolach o son pa glevan,
E-zoun consolet bras meurbet,
O sonjal eo ar vüez trist-mân
Eus à guemen-se diverret,
Hac e tosta ar moment eürus
Ma c’hesperan receo ar c’hraç
Digant va Doue trugarezus
Da vont d’e velet faç-ous-faç.

O Barados, demeuranç eürus
D’an Ælez ha d’an dud fidel,
Gant hon Redemptor carantezus,
Hac ar verc’hes ê vam santel ;
O pebes joa ! pebes levenes
Eo epad an eternite,
Beza en eur seurt compagnunes !
N’emeus quen hast nemet da-ze.

Gant ar c’hoant, va Doue, d’ho quelet
En oc’h eürusdet eternel ;
Hac an desir ma veac’h meulet,
E varvan è deffot mervel ;
Va c’hassit guaneoc’h hiviziquen,
Evit ma c’hellin ho caret,

Heb aon ebet da veza biquen,
Va Doue, diouzoc’h separet.




UNNECVED CANTIC.


E pihini e c’halier à nevez ar becheurien da zistrei ouc’h Doue. Var an ear gallec : Quoi ! j’aurais pu vous amuser.



O va Doue, c’hui a zo mad !
Ne ell den e ignori ;
Pep tra er bed-mâ en ê stad,
E lavar da bep hini ;
Ha couscoude an den dives
Ne sonch quet è quemen-se ;
Pe guen dign eff’en à drues,
Queit a ma chom er stad-se.

An eê, ar mor, hac an douar ;
Va Doue, oc’h eus croüet :
Evit an den, an oll er goar,
Eo oc’h eus y furmet.
An den gouscoude, tra estoun !
Eo a deu d’oc’h offanci ;
Hac en zo mounstr quen dirèzoun
Ountâ da gomparachi ?

Va daoulagat squillit daëlou,
C’hui va c’halon, hirvoudit,
O consideri dizurziou
Ar grouadurien divrid,
Pere a zuch d’o fassion,
Goas eguet anevalet,
O vouga moües ar rèzon,
Evel pa vent egaret.


Ne zonges quet fur, pec’heur paour,
E teues da goll da ene,
N’eus couscoude arc’hant nac aour
Da rapari ar c’holl-ze.
Ma songes er stad ma veves,
Da galon a ve rannet,
Ha da gundui ur vues neves
Souden e vez rezolvet.

Ma songes piou a offances,
Te a ve digonsolabl ;
Ha netra er bed ne gaffes
Eveldod quer mizerabl:
Lavaret a raes, me zo sur,
En zo bras va c’hrueldet,
Da veza, buguel dinatur,
Ous Doue en em revoltet.

Sell en dro dit, hac e veli
Mad-oberou da Groüer ;
Ne ouffes quet o niveri
Hac ez pe c’hoant d’e ober.
Penaos eta, va mignon quer,
E c’helles-te hep scrija,
Outragi un tad quen tener,
A ra evidot pep tra ?

Ar grouadurien hep rèzon,
M’ar o deffe ar parlant,
A c’houlenfe punicion,
Enep da gomportamant.
Consider-ta da zallentes,
Antre ennot da-unan,
Ha me c’hassur, e guiriones,
E cvhoulenfès chench buan.

Heul ar feiz ac’heus recevet,
Selaou moüez ar rèzoun ;

Hac hep mare vezo touchet
Ha mantret oll da galoun.
Lavaret a ri, an ifern
Am’eus mil gueich miritet,
Ha Doue a zeu d’am espern ;
Red eo dign-tâ e garet.

Ma pe tanveet an douçder
A zo e servich Doue,
Te lavarre e peb amzer,
E petra e songen-me ?
Ar bed am’eus, siouas ! caret,
Ha n’em’eus cavet ennâ
Nemet poan gorf ha poan speret,
En anzao a ran bremâ.

C’hui ebquen, va Doue, zo mad,
Ha capabl d’hor c’hontanti ;
Hep d’oc’h ne gaver e peb stad,
Nemet nec’h ha melcony.
Dirac an oll er presegan,
Dre m’’eus en aproüet ;
Ra vezo ar joa à satan,
Gant pep unan saouret.




DAOUZECVED CANTIC.


Conversion ar pec’heur ouc’h Doue. Var an ton : Un Arc’hel aberz an Autrou.



Mall bras eo din difazya,
Ha da Zoue en-em renta. (bis.)

Scoet en deus Jesus var va dor,
O lavaret dim-me, digor ? (bis.)


Hoguen penaos e credin-me
Birviquen sellet ouz an Eê ? (bis.)

Ruzia bepret a ran gant mez,
Pa zellan ous va ene quaes. (bis.)

Pa sonjan emeus offancet
Ar Roue adorabl eus ar bed. (bis.)

Ra vezo va c’halon rannet,
Rac beza quement outraget. (bis.)

Un Doue quer bras, un Doue quer mad,
Siouas din-me pec’heur ingrad ! (bis.)

Detesti a ran ar pec’het
Dreist quement drouc a zo er bed. (bis.)

Va mallos a bedan gantâ,
Ha gant ar squeud eus anezâ. (bis.)

Gan graç Doue e fell din tec’het
Bete’r maro dious pep pec’het. (bis.)

Renonç a ran d’an drouc-speret,
D’ar c’hic milliguet, ha d’ar bed. (bis.)

Me renonç d’an occazionou
Zo bet quiriec d'am pec’hejou. (bis.)

Quitaat a fell din dreist pep tra,
Ar fautou a ran liessa. (bis.)

C’hui eo, Jesus, va esperanç
Ennoc’h ema va oll fizianç. (bis.)

Me esper dre ho madeles,
E reot em andret trugares. (bis.)

O va Jesus, guir Vap Doue,
Goalc'hit gant ho coad va ene. (bis.)

Guerc’hes Vari, Alvocades
Evit an oll pec’heurien guæs. (bis.)

Grit, me ho suppli, va escus
Pa zeui d’am barn ho Map Jesus. (bis.)



TRIZECVET CANTIC.


Regret da veza offanset Doue, ha da veza choumet hep e garet. Var ar ton : Songit, den abuset.



Siouas din ! va Doue,
E pep oad, e pep amzer
Ouc’h offanset guanêe,
Ha c’hui quer mad em c’hêver ;
Mès perac oc’h offanci
Eleac’h dont d’ho caret ?
Pa sonjan em ingrateuri
Eo va c’halon rannet.

Evit ur bligeadur
Vil, dister, ha disprisabl,
Siouas ! dre un injur
Quen horrubl, quen detestabl,
Emeus plantet ar gountel
bete caloun va zad,
Ha dre ur maro cruel.
Lazet va Autrou mad.

Ah ! den barbar ma zoun,
Penaos emeus-me gallet
Caout biscoas ar galoun
Da ober eur seurt torfet
En oc’h enep, va Doue ?
Pini hed va bues,
Oc’h eus bet evidon-me
Quement a drugares.

Gouëlomp, va daoulagat,
N’hon bezet mui quen armou,

Rac ma zoump bet ingrat,
Nemet goulvan ha daëlou ;
Ah ! pec’heurien miserabl,
E pep leac’h meditomp
Pe vete queit oump coupabl,
Muntreurien Doue ma zomp.

Perac na doump-ni quet
Anflammet à garantes,
Evit croüer ar bed,
Hon Rouë, hon Tad, hor bües ?
Evit un Doue quer charmant,
E vemp bet quer sclacet,
Hac evit traou à nëant,
Quen tom, ha quen hastet !

E gared eo ar mad,
Hac ar guir pinvidigues,
Ar rest ne deo ervad
Nemet poan ha paourentes ;
Maleürus eo ar vües
Hep carantes Doue,
Leun eo a dristidigues,
Un ifern mêmès ë.

Un den a glasq Doue
En em gaff en assuranç,
E pep leac’h e ene
A zo leun à esperanç ;
Ha quement poan a andur
Epad e oll vuës,
O vortifia an natur,
A blich d’e garantes.

Brema-ta, va Doue,
Me ameus cals à regret,
Ha queus bras em ene,
Rac n’ameus quet ho caret

Mès pelloc’h emeus esper
Gant ho craç, em bezo
Carantez en ho quêver,
Ac’han bet’er maro.




PEVARZECVED CANTIC.


Ar pec’heur penitant hervez speret ar Penitant David, er Salm Miserere mei Deus.



Va Doue, leun à drugarez ous ho croüadurien,
Me zo, siouas ! ar brassa eus an oll bec’heurien ?
Sellit ouzin à druez, impligit em c’hènver
Ho madelez infinit, ho quenta caracter.

Ne ouffet quet niveri ped gueich ha da bet
Oc’heus acordet pardon eus à bep seurt pec’het ;
Pardon, pardon, effacit brema evit biken
Roudou Satan em c’halon, caos eus va oll anken.

Va goalc’hit, va azgoualc’hit, grit eur c’hoüez d’ho toare ;
Ha peur netaït va ene, ma vezo adarre
Quen agreabl dirazoc’h, eguis pa sortias
Divar font ar vadiziant gant ur santelez vras.

Me vêl bepret va fec’het dirac va daoulagat
Eguis ûr goal anqueler ous va brezelecât :
A boan crê e ven salvet, ma na rit, va Doue,
Eguis miracl em andret, e profit va ene.

C’hui zo test, c’hui zo Barner eus va oll offançou,
Deoc’h hepquen eo refusi, pe receo va daëlou :
Ne viot quet abeguet, cavet viot guirion,
O rei dign graç ha pardon gant guir gontricion.


C’hui a oar oun concevet e sourcen ar viçou,
Hac edon quent er pec’het eguet em maillurou,
Va mam abars va guenel, ous va c’honceo hepquen,
He deus furmet assambles ûr pec'heur hac un den.

Var qemen-se gouscoude n’en em excuzan quet ;
Me dlie oc’h anaout guirion ha just bepret ?
Gant cals à sclerigennou na roit quet da re all,
M’emeus en em gunduet, siouas ! e guis un dall.

Autrou, c’hui am arrouzo gant ûr spars precius.
C’hui, am goalc’ho gant ar groas soubet e goad Jesus ;
Hac evel-se me vezo dirazoc’h, a dra sur,
Cals guennoc’h eguet an erc’h, hac ê guen dre natur.

Va c’halon gant ar c’hêlou a vezo consolet.
Eur joa vras e devezo o veza pardonnet :
Tridal a raï, ha pelloc’h e tesquo beza fur,
Goude beza bet mantret gant mil displijadur.

Distroit, distroit ho pisach divar va offançou,
Liquit-hi en ancounac’h dre oc’h indulgeançou,
Mar ho pez sonch anezo, n’ho pezet sonch nemet
Evit ober Goulyou d’o beza effacet.

Chenchit à gren va c’halon, rentit-y pur ha neat,
Ma queffot enny ato un diguemer dereat ;
Roit din ur speret nevez a vezo eün ha crê,
Da gass e songezonou rac enep en ho re.

Var bep tra, me o suppli, accordet din ar c’hraç
Na deuot biquen d’am zeuleur eus à zirac ho faç,
Na da lamet ar bresanç eus ho speret santel,
Digant nep na hell hep-tân ho servicha fidel.


Oll joaüsdet ar bed-mâ zo ber, dister, tromplus ;
Roit din ûr joa guinidic à boull calon Jesus ;
Ha m’am pigno d’he sourcen, roit evit appui din
Ar c’hraç à berseveranç da viret na guezin.

Neuze me raï eur guentel dre squer ha dre bropos ;
Me zesquo d’ar bec’heurien oc’h henchou deiz ha nos ;
Ar re muya obstinet a zui dren em grenna,
Da squeï var boull o c’halon, d'en em gonvertissa.

Va Doue Jesus,va Salver, va c’horf ha va speret
Zo bemdez en un duel dangerus din meurbet ;
Liquit justiç entrezo, grit ma vevint e peoc’h ;
Ha me gano mil bennos, ha mil meuleudi deoc’h.

N’emeus na graç na faveur da gomps en ho presanç,
Mès, Autrou, c’hui oc’h unan a rai va eloquanç,
Digorit va muzellou, desquit d’am zeaud ar stur,
Ha nemet en oc’h enor biquen ne remu sur.

Ma ve question à vadou, d'ar re ma zoun perc’hen,
Emaïnt evit sacrifiç e creis ho courc’hemen ;
Mès nequet eno emâ ho cuir blijadures,
Ny hon-unan a glasquit, ha non pas hon danves.

Ar sacrifiç a guirit ne de quet un eugen,
Mès un ene anflammet da ober pinigen,
Ur galon leun à c’hlac’har d’ho peza offancet,
Ha leun à humilite a receffot bepret.

Digorit ho madelez, digorit ho touçder,
D’hor mam santel an Ilis, hi eo ho pried quer ;
Laquit ar feiz da gresqui, ar garantez da ren,
Ma vevimp oll dizanger dious hon adversourien.


Un deudi vezo neuze guelet oc’h Auteriou
Bordet à benitantet carguet à offançou
Ar bed-oll, coz ha yaouanc, ous en em deuleur deoc’h,
Da veza corf ha calon oll a-unan guaneoc’h.




PEMZECVED CANTIC.


Var ar feiz, eleac’h ma zeo comprenet quement zo necesser da gredi evit beza salvet. Var an ton : M’hoc’h ador va Doue, va c'hroüer.



Doue en deveus hor c'hroüet
Evit e anaout, e garet,
E servicha mad er bed-mâ,
Ha bez-en Eê eürus gantâ.

Evit caout an eürusdet-ze.
A bado un eternite,
E-zeus tri zra zo necesser,
Ec’his ma tesq deomp hor Salver.

Cetu-y amâ, liquit eves,
Feiz, Esperanç ha Carantes ;
Ar re-mâ eo an teir vertuz
A dle hon renta-ni eürus.

Dre’r feiz e credomp assuret
Quement en deus Doue propozet
D’e Ilis santel, ha dreizi
Deomp oll er bed-mâ da gredi.

Chetu amâ petra zo red
Da gredi dre ûr feiz parfet ;
Selaouit gant attancion,
Hac imprimit-ên en ho calon.


Ne deus nemet un Doue ebquen,
Zo a viscoas, da virviquen,
Ur speret pur hac oll barfet
En deus a netra great ar bed.

Ne deus netra cuzet ountâ,
Tout e c’hene, partout ema,
Guelet a ra found ar galoun,
Rac-ze, pec’heur, ho ped aoun.

Tri ferson a zo en Doue,
Distinc an eil dioud eguile ;
An Tad, ar Map, ar speret-Glân,
Parfet, ha guir Doue pep-unan.

Mès p’o deus o zri gouscoude
Just ar mêmès divinite,
(Evel m’en desq ar feiz cristen ;)
Ne reont nemet un Doue epken.

Ar myster-mâ a zo galvet
Myster adorabl an Dreindet ;
Petra bennac n’er c’homprenit,
E gredi parfet a renquit.

Edoump oll, siouas ! dre’r pec’het,
Esclavourien d’an drouc-speret ;
Doue’n deus bet truez ouzomp,
Ha roet ur Redemptor deomp.

E Vap evit dont d’or prena,
Zo bet concevet er bed-mâ
Dre vertuz ar speret-Santel,
Hervez comps an Eal Gabriel.

Gant Mari e vam benniguet,
E vam hac hy Guerc’hes bepret,
Oue ganet en eur c’hraou dister,
Er goan, hac er brassa miser.


Ouspen ma zeo-ta guir Doue,
Assambles eo guir den ive ;
An ano zo dezân roet
A Jesus-Christ Salver ar bed.

En eo en effet hor Salver,
Hor victim, hor Pontif, hor sqüer,
Hor pen, hor mest, hac hon Autrou,
Pastor, ha buez hon eneou.

Nemet dreizâ dirac e Dad
N'ellomp morse beza deuet mad ;
Eptân ennomp nep santeles,
Evidomp nep silvidigues.

Cundüet en deùs eur vües
Leun à boan hac à baourentes,
O tisquez deomp eo dre boanyou
E rencomp antren en Eêvou.

Evidomp oll var ar groas
E sacrifiç en em offras ;
Teir heur er groas e oue staguet,
Ha bete’r maro tourmantet.

E gorf a oue sebelyet,
E ene diountân separet
A zisquennas en ifernou
Da zilivra an eneou.

Da ben tri dervez ma varvas,
Leun à c’hloar e ressuscitas,
Ha da ben daou-uguent dez goude
E pignas triomphant en Ee.

Eno var un tron immortel,
An tu deou d’e Dad eternel,
Eo azezet, egal dezân,
Hac en ur mêmès gloar gantân.


Eno en deus sounch ac’hanomp,
Hac e prepar plaçou deomp ;
Eno hon eus dirac hon tad
Un Doue evit hon Alvocad.

Ac’hano e teui, un devez,
Da varn an dud hac an Ælez ;
Neuze da zoun an trompillou
E ressuscito ar c’horfou.

Ar re fall a yel da jamès,
Da lesqui e flammou grizyes ;
Ar re vad a yel gant Jesus,
Da veza da viquen eürus.

D’ar Pantecost an Ebestel :
O devoue ar Speret-Santel
Gant pini eo assistet
An Ilis gant Jesus fountet.

An Ilis a zo compozet
A dud fidel, a Bastoret
Dindan ar pastor eternel,
Ha dindan ar Pab e viquel.

E meas anisi ne deus quet
A voyen da veza salvet,
Ne ouffe biquen fazia,
Na dre-ze ive hon troumpla.

En Ilis-mâ en deus lèzet
Jesus un tenzor caër meurbet,
Pini eo ar Sacramanchou
A zo leun eus e veritou.

Dreizo ar c’hraç a recevomp,
A gonservomp hac a grescomp,
Ha dreizo c’hoas, m’ar he c’hollomp,
A nevez flam he obtenomp.


Bez’eus seiz Sacramant guirion,
Badiziant, Confirmacion,
Hini an Auter, Pinigen,
Urz, Priadelez, ha Noüen.

Da guenta dre ar Vadiziant
E ves an den rentet exant
Eus ar pec’het originel,
Great cristen, ha da Zoue buguel.

Rei a ra’r Gonfirmacion
Nerz deomp ous an dentacion,
Ha da choum ferm en hon lèzen
A despet d'hon adversourien.

Er Sacramant à binigen
E recever, dre’n absolven,
Remission à bep pec’het
Goude’r Vadiziant coumetet.

Er Sacramant eus an Auter
Emâ Jesus-Christ tout-antier,
Evit mezur hon eneou,
Ha crisqui eno e c’hraçou,

An noüen a deu da lamet
Ar restadou eus ar pec’het ;
Crê hon rent da soufr hor poan ;
Ha da resista oud Satan.

Ha pa vez profit hon ene,
E ro d’or c’horf yec’het ive ;
Rac-se p’en-em zanteur goal glan,
E renqueur caout recour dezan.

An Urz eo a ra Beleyen
Da celebri an Oferen,
Ha da zicour an dud fidel
Pa vont d’ar vüez eternel.


Etre o daouarn sacr bemdes,
Belec ha Victim assambles,
E ro Jesus er sacrifiç
Gloar d’e Dad, graçou d’e Ilis.

Ar Briadelez a laca
Daou bried christen da veva
En union, e carantes,
Ha da guelen mad o lignes.

Chetu an tenzor excellant
He deus an Ilis Militant,
Hac a fournis dizi graçou
Evit he c’hundui d’an Eêvou.

An Ilis a vès diviset
E teir en eur c’horf unisset,
Hac hanvet Ilis Militant,
Ilis Souffrant, ha Triomphant.

En Ilis Militant emâ
An dud fidel er vuez-mâ
Unisset dre’r mêmès lèzen
Ha dre ar mêmès feiz cristen.

Unisset eo c’hoas he memprou
Dre ar mêmès Sacramanchou,
Ha dre’r gommunaute santel
Eus à vadou spirituel.

An Ilis souffrant eo ar re
A zo maro e graç Doue,
Hac er purgator arretet
Da soufr ar boan dleet d’o fec’het.

Suffrajou’n Ilis Militant
A ell abregi o zourmant,
Hac o dilivra quent a-ze
Da gaout ar guêl eus à Zoue.


Anfin, an Ilis Triomphant
Eo ar re zo presantamant
O jouissa hac o repos
Er c’hloar emeus ar Barados.

O fedennou santel en êe
Evidomp oll dirac Doue,
A zo dre Jesus hon Autrou
Ur zourcen eus à faveuriou.

Va Doue, houma eo va c’hreden,
Quent renonç dezi e varfen ;
e a gred c’hoas quement a gred
An Ilis santel ho pried.

Guerc'hes, pedit ho Map Jesus
Da rei ding ar c’hraç precius
Da gredi ferm ha da heuil reiz
An oll articlou eus ar feiz.




C’HUEZECVED CANTIC.


Evit elevi hor c’halon è-treze Doue, o Consideri an traou en deveus crouet. Var an ear gallec : Quand le péril est agréable.



Me ho cleo, hac ho quel o cana ;
Petra ganit-hu, laboucet ?
Gant Doue ouc’h quer brao furmet,
Me sonch er c’hanit bremâ.

C’hui en ho yez a zeu d’o veuli
E peb carter, hac e peb coat ;
Perac na zeu va mouèz ingrat
Da imita ho c’hini ?

Courach, courach eta laboucet,
Lavarit ato er c’hoajou

Ha partout dre ho musicou,
Doue ra vezo meulet.

Turzunel chast a glem hirvoudus
Varlerc’h ho par, meulit Doue ;
Muguedoc’hu e tleffen-me
Clem etre-ze va Jesus.

Canit-en ive Rossignolet ;
Assambles, p’autramant d’ho tro ;
Ma c’hallo ouzoc’h an Ecleo
Respont : ra vezo meulet.

En eur beuri, en trezoc’h dènved,
Meulit Jesus ar Pastor mad ;
C’hui a so douç hac egarad,
Me zo rust ha debordet.

Peb tra oll a ra e diegues,
Pe a zoug ur froêzen bennac,
Ha me zo ur vezen ingrat
Carguet à lesiregues.

Boquejou caer, c'hui en un dervez
A veleur savet ha maro :
Souden ho coude me varvo,
Ha marteze quent ivez.

Goüaremmou, ha c’hui rivieroù,
Meulit an Autrou souveren ;
Allas ! pep tra oll a dremen
Eguis ho tour dre’r prajou.

An dour a ya varzu ar sourcen
P’eus à hini e sortiet ;
Ha me ive ne din-me quet
Varzu va Doue biquen ?

Mar red ar c’haro d’ar feunteuniou
Gant ar sec’het pa ves presset,

Davidoc’h, va Doue, me red,
Va zoulagit em poaniou.

Æzennic leun à frescadures,
Meulit an Autrou invisibl ;
C’hui a zo sioul ha pæsibl ;
Ha me leun à follentes.

Mor bras c’hui pa vezit courroucet,
A zisquez deomp dre ho couagou
E tleomp caout aoun rac an Autrou,
Pa hor bez en offancet.

C’hui a zisquez deomp c’hoas e c’hrandeur
Curun horrubl, luc’het ha foultr,
Pa ell, m’ar car lacât e poultr
Hac è ludu ar pec’heur.

Fisianç ameus enoc’h, va Doue,
Besit favorabl em andret ;
M’ar emeus cals oc’h offancet,
C’hui eo va zad couscoude.

Trist amzer zo gant glao hac avel,
Goloet à goabr an êvou ;
Tristoc’h eo cals an eneou
Goloet à bec’het marvel.

Eguis ma vir ar c’hoabr ive
Na bar an heaul e peb carter,
E vir ar pec’het, va Zalver,
Na bar ho craç em ene.

Pa bar an heaul e ro d’hor c’horfou
Sclerigen hac ouspen tomder,
An heaul à justiç hor Salver
A ro mui d’hon eneou.

Al loar en nos a ra deomp guelet,
O chasseal an devaligen ;

Ar Verc’hes gant he sclerigen
A chasse nos ar pec’het.

Me a vêl ar stereden joaüs,
A lui diouz vintin ha diouz nos ;
P’eur e zin-me d’ho parados
D’ho quelet-hu, va Jesus.

Ra deui assambles an oll astrou,
Hac eus an oabl an oll steret,
Ha quement tra zo dre ar bed
D’ho meuli, o va Autrou !

Me am be ur joa vras ho velet
Var quement tra zo er bed-mâ
Scrivet patant ar c’homzou-mâ :
Doue ra vezo meulet.

Ya va Doue, da virviquen
Ra viot meulet, enoret,
Glorifiet, hac adoret
Gant an oll grouaduryen.

Grit deomp, va Doue, ni ho suppli,
Ho caret epad hor büe,
Ma zaïmp goude’r maro ive
D’ar barados d’ho meuli.




SEITECVED CANTIC.


Quelennadurez an dud yaouanc. Var an ton ordinal.



Selaouit, tud yaouanc,
Va c’hellennadures,
Oc’h oad, allas ! a ranc
Scol ha descadures ;

Clevit eta va c’hentel,
Fur eo meurbet ha santel,
Evit en honestis,
Ha gant an dud enoret,
Ha gant ho Toue caret,
Tremen ho yaouanckis.

Me fell din e carrac’h
Dreist pep tra oc’h enor,
Ha juridic er mirac’h
Evel oc’h ol tenzor :
An aour, an diamanchou
Ar guenet, an talanchou,
Evit an dud yaouanc
O deus collet ho enor ;
N’o deves mui a zecor,
N’int nemet pry ha fanc.

Ur pez aour dislivet
Collet e oll eclat ;
Ur goz fleuren gouenvet
Colfet oll e c’hues-mad ;
Un den collet e fortun
N’eo anzavet gant nicun ;
Dizenor e oll dud ;
Mez ar c’hanton, farz ar vro,
Eo an den youanc a ro
Sujet da gaout goal vrud.

Da zervicha’n Autrou
Ferveur, fidelite ;
D’ho tud mad-oberou
Respect, docilite ;
Gant ho preudeur union,
Oc’h an oll just, leal, guirion ;
Modesty, innoçanç,
Ar burete dreist pep tra,

Chetu aze petra ra
Ho pris, ho tecoranç.

Evit-ta pur miret
Ho cloar, ho meuleudi,
A gorf hac a speret,
Laquit oc’h oll studi.
Da veva gant santeles
Pur ha chast evel Æles ;
Tec’hit, tec’hit à grenn
Diouc’h ar pec’het dishonet,
Mêmès diouc’h e squeud funest,
Evel diouc’h ar vocen.

Cassait an nosveziou
Quiriec da vil bec’het,
Hac ar beilhadegou
A vouaset ha merc’hed ;
Eno, siouas ! emâ scol
An dud yaouanc direol
Da zisqui lachete,
Mil gomps, mil sonch dishonest,
Mil arves sot, ha mil gest,
Ha mil mechancete.

Cassaït ar c’hoariou
D’ar sul d’abardaëz,
Hac ar joloriou
Eus al leuriou neves ;
Cassaït an danç milliguet,
Ar bal excumunuguet ;
Liç al lubricite
Eo an danç, ar varrezyou,
Poeson an oll vertuzyou,
Chaffot ar burete.

Sperejou variant,
Canfartet abuset,

Strinquellou disquiant,
O plac’het divezet,
Trimpal a rit ha bralgal,
Lamet, revolti, fringal ;
It, pennou volach,
An ifern goude’r maro
Gant tourmanchou garo
A vezo ho partach.

Cassaït, cassaït c’hoas
An daremprederes
Entre plac’h ha goas,
Hac an discolperes ;
Na souffrit nep liberte
Na familiarite ;
Dougit evel an tan
An discoursou impudic,
Ar gestou, poccou lubric
Invantet gant Satan.

Jamès relacion
Gant goal gamaradet ;
Na goal occazion,
Pa veac’h cant gueich pedet,
Na glasquit ha na souffrit ;
Allas ! siouas ! m’ar er grit,
Adieu ! adieu deoc’h ;
An danger nep a garo ;
Ennâ gavo e varo,
Ne deus netra surroc’h.

Mêmès ar pardoniou
Gueichal instituet
Da ober pedennou
Gant mui à barfetet,
Da gana meulodiou,
Da imita vertuziou

Guir vignonet Jesus ;
Ar pardoniou, tra eston !
Zo bremâ e mil fæçon
D’an dud yaouanc chansus.

Allas ! ar vanite
Ha debauch ar voutail,
Ar guriosite
Da velet cant marvail,
Douetus pourmen ha redet
Ober rên amourousdet,
Heul an danç har ar soun,
Va Doue, piou er c’hrête ?
Cetu petra, couscoude,
A gaç cals d’ar Pardoun.

O Aoutrou Souveren,
A vel, a oar pep tra,
Piou a ouffe compren,
Siouas ! an drouc a ra
An disurzyou-ze fatal ?
Ped goal exempl ! ped scandal !
Ped profanacion !
Ped malheur er famillou !
Ha ped sujet à zaelou !
Ha ped daonacion !

O Tadou ha Mamou,
Dre’r gomplezanç funest
Da heul goal gustumou,
E c’hastennit cabest
Var o mouë d’ho pugale ;
An eil rum hac eguile
Assambles e veuzit,
Bugale, Mamou, Tadou,
En ifern à diadou,
Assambles e quezit.


Clevit, Tadou, Mamou,
O tremen, me ho ped,
Ur gueric pe zaou
A gousecanç meurbet ;
Dalc’hit var ho pugale,
Ha grit eün dezo bale ;
Mam a re lez hè merc’h
A vezo mam reuseudic ;
Tad a re lez e vabic
A vouelou var e lerc’h.

Pep tra tout er bed-mâ,
En e gondicion,
Evit e zigama,
A ranc correccion.
Ar c’hoad a ranc ar vouc’hal,
An ouarn ar Marichal,
Crouadur guyalenn ;
E recour eo touch dezan,
E goll espern anêzan,
E vuez eo ê guelenn.

O ! eürus an tad
A zuch e grouadur ;
Va bennos d’ar vam vad
A zavo ûr verc’h fur ;
Ur map, ûr verc’h vertuzus
A zo d’o zud eürus,
Er gozni eur voalen,
E peb amzer ho enor,
Ho flijadur, ho zenzor,
En Eê ho c’hurunen.

Eus va instruccion,
O ! tud yaouanc, bremâ ;
Evit conclusion,
Clevit mad queme-mâ ;

Ha c’hui a euteur miret
Pur ho corf hac ho speret,
Clevit, clevit eta ;
Lacat evez, ha tec’het
Diouc’h dangeriou ar pec’het,
Chetu’r voyen guenta.

Taolit eus ho speret
Pront ar goal songezon,
Dalc’hit outi serret
Bepret dor ho calon ;
Endra m’er serpant bian
Bruzunit e benn buan.
Allas ! oc’h invori,
E savo en un instant.
Er serpantic da serpant
Evit ho tevori.

Fragil hac izomec,
Suppliit hon Aoutrou
A zo oll c’halloudec,
Da rei deoc’h sicourou.
Ho pezet ato memor
Eo e zaoulagat digor
Varnoc’h ato bep tro ;
Evel Suzanna gueichall,
Diouc’h insultou an dud fall
Ar zonch-ze ho miro.

M’ar pad an drouc-speret
D’ho tenti gant arrach,
Ho pet ive bepret
Da gombati courach ;
M’ar deu’n dud, oc’h youlou,
En tu gant an diaoulou,
Da revolti ouzoc’h,
Var bouès ato resista,

Pidi Doue d’oc'h assista,
Ar victor zo deoc’h.

Bep mis covessaït
Gant guir gontricion ;
Ha bep mis tostaït
Gant guir devocion
Ouc’h Taol sacr an Oan Doue,
Guir sourcen ar burete,
E zouten, e decor ;
Mès tostaït gant an assant
Eus eur Chonfessour prudant,
Jamès diouc’h oc’h humor.

Ho pet devocion
D’ar verc’hes glorius,
Eus he froteccion
Ar gallout precius
E pep amser reclamit
E pep danger goulennit :
Fidel nep a vezo
D’he c'haret, d’he servicha,
D’he fidi, d’he imita,
Biquen ne berisso.

C’hoas emeus un avis
Abars peur finissa,
Da rei deoc’h, yaouanckis ;
Eus oc’h heur diveza
Ar memor en ho speret
Imprimit, dalc’hit bepret,
Ha m’oc’h assur certen,
An distera sotoni,
An distera falloni
Ne reot jamès biquen.



TRIVOAC’HVED CANTIC.


E pihini ec’h expliquer meur a ræson evit pere e tifenner an dançou. Var ton : Guers Catel gollet.



Clevit, tud yaouanc, me ho ped,
Perac tra e zeo diffennet
Ne redot biquen d’an dançou,
M’ar c'hoantaït mont d’an Eêvou.

Ar c’huec’hvet Gourc’hemen Doue,
A zifen al lubricite ;
Piou’an danseur, an danseures
A bratic ervad ar furnes ?

Piou a gounto pet songæzon,
Pet sell, pet comps, pet accion
A ra prest coll e innoçanç
Da guement den a red d’an danç,

An diaoul a ya en dro
Buanoc’h eget ar c’haro,
Hac a c’huez crê e peb-unan
Eus al lubricite an tan.

Potret ha merc’het o lamet,
Pa vent tout Sent ha Sentezet,
An drouc-speret ne baouezo
Tud lubric oll quen n’o rento.

Un den fur, m’ar boa biscoas,
Salomon eo, ûr Roue bras,
A ro un avis mad meurbet,
Laquit-en doun en ho speret.

Tec’hit crenn diouc’h un danseres,
Tec’hit diouc’h he c’hompagnunes ;

A-nez, emezan, emeus aoun
Na ve caos d’ho perdicion.

Mellezour ar baciantet,
Job gant Doue quen eprouvet,
A zisquez deomp dre e gomzou
Pe guen funest eo an dançou.

Bragal a reont gant soneurien,
Couls ve lavaret bourrevien,
Hoguen nebeut goude o joa,
Chetu indi’n ifern o vouëla.

Clevit breman an Doctoret,
An tadou santel benniguet,
O preseg enep an dançou
So quiriec da gals pec’hejou.

Sant Ambroas an Doctor divin
A gonvertissas Augustin,
Dre un transport à garantes,
A explic deoc’h ho follentez.

Danç, m’ar fell dit, te grec infam,
Mès c’hui, emezan, grec divlam,
Desquit d’ho tud servich Doue,
Non pas coll en danç ho ene.

Sant Chrisostom a lavar deomp
Piou da vestr a guemeromp
Pa zarempredomp an dançou,
Songit er-vad en e gomzou.

E creis an danz, eme’n Doctor,
E plant an diaoul e gador ;
Eno e ro e guentelliou
Da zaoni cals à eneou.

Sant Augustin c’hoas a lavar
E ve guel arat an douar,

Pe neza d’ar Gouëliou miret,
Quent eguet dan dançou redet.

Sant Ephrem zo an diveza
A ziscleria deomp perac tra
Ne dal netra’n tout an dansou
Nemet da zouguen malheuriou.

An danç zo eun dèvaligen
D’ar goaset enni a antren
D’ar merc’het ûr berdicion,
Ha d’an oll un daonacion,

Ur fest bras eo d’an drouc-speret
Ur c’hlac’har vras d'an oll Ælet,
Pere a vel o Mestr Jesus
Baffouet dre vil fæçon mezus.

Allas ! allas ! Tadou santel,
Caer oc’h eus bet preseg huel
Enep an dançou milliguet,
Bepret e zint darempredet.

Deus, Catel gollet, eus an tân,
Var da dro chadennou Satan ;
Deus da-unan da lavaret
Evit an danç e zout daounet.

Ha te muntreres cris meurbet,
Da Yan Badezour benniguet,
Sorti eus à greis ar flammou
Da gonta deomp da valheuriou.

An danç en deus great dibena
Eus ar Brofetet ar brassa :
Pen un den leun à santelez.
A so bet pris un danserez.

Ar guriosite da velet
Choariou ar Zichimet

A reas da Zina plac’h parfet
Beza ganto dishenoret.

Tud arraget gant an dançou,
Petra eo ho songézonou ?
Pa glevit an exemplou-mâ,
Ha ne dleffac’h-hu quet scrija ?

Ar mêmès Doue a offansit
Ar mêmès setanç gortozit
Er bed-mâ sur, pe er bed-all,
Punisset viot evit dançal.

En hano Jesus ha Mari,
Ho pet truez me ho suppli
Ous oc’h eneou o deus coustet
Da Jesus e oll c’hoad scuillet.

E leac’h monet da ebata,
Deut gant Madalen da vouéla ;
Deut ganti da ober caôn
D’ho Salver en e bassion.

Ho taelou ne badint quet pell ;
He joa vezo eternel,
Joa ar bed-mâ ne deo netra ;
Joa ar bed-all eo ar c’haëra.




NAONTECVED CANTIC.


Guers ar Vezventi.


Var ton: Ur Cyn-gris er mis-mâ ; pe Sœlaouit, tud yaouanc.



Sælaouit, Christenien,
Ha paour ha pinvidic,
Dreist oll, c’hui mezieuryen,
Clevit mad va C'hantic ;

Oud an oll e general,
Ouzoc’h-hu ispicial
E comzan, ô mezyeur,
Da zesqui deoc’h detesti
Dreist pep drouc ar Vezventi
Sourcen à vil malheur.

Tra iffam, tra udur,
Viç excumunuguet,
Dizenor an natur,
Mezventi milliguet,
Ne deus hano na langach
A exprime da ravach ;
Caos oud da vil mallos,
Caos da vil c’holl ; coll danves,
Coll an enor, ar vues,
Ha coll ar barados.

Allas ! ya, va breur,
Oc’h heul ar vezventi,
(E doui a helleur)
D’ar bas e zaï ho ty.
Ho tud coz o doa danves
Leve, commerç, tyegues ;
C’hui souden reusudic,
Oc'h oll danvez foranet,
A ranco clasq ho pouet
Evel ar map prodic.

Evel ur bouill-moguet
A ya gant an avel,
Pe sounch un den cousquet
N’er gued qued da sevel ;
Gant ur mezyer demêmès
E tismant e diegues
Quasi en ur momet ;
Teusi oll a ra ganta,

Pa istimeur nebeuta
E dy so goulloet.

D’am zy à zaou valheur
Ma ranquen choas unan,
Tan goall, pe ur mezyeur
Me choasse quent an tan :
An tan goall en devoro,
Ha te, mezyeur, en debro ;
Mein, ludu, fount va zy
Varlec’h an tan a gaveur ;
Var da lerc’h te trezenneur,
A veac’h e choum al ly.

Daou zervez goud’an tan
En deus great va ruïn,
Ha me siouas ! paour-glan,
Me gousco dichagrin.
Ur mezyer endra bado,
A raï chagrin din ato :
Aneval diræsoun,
Lounca’raï va oll danvez ;
Va goal-dreti didruez,
Ha ranna va c’haloun.

Pebez croas, va Doue,
Eo sord grec ur mezyeur !
Tud queiz, e vugale,
C’hui so trist ho malheur !
Caer oc’h eus poanya, espern,
Suna’ra mel oc’h esquern,
Gant ho coad eo ruzyet
Ar guin a ev ar gourmant ;
Ho substanç antièrament
So gantâ devoret.

Nebeut eo coll danve,
Preciussoc’h tensor

A golleur choas ive,
Me goms eus an enor ;
Allas ! m’ar douc’h ur mezyeur,
D’eus ac’hanoc’h pa gomseur ;
Paour queas, great eo ho trô.
N’ouc’h nemet un divezet
Gant peb-unan dispriset,
Mez, fablen, c’hoars ar vrô.

Pèbez direolamant
E touez Christenyen !
Heaul eus ar firmamant,
Cuzit ho sclerigen ;
Ouzoc’h e comzan, merc’hed,
Mez a meus o lavaret
Ur vaoues mezyeres,
Mezyeres ! ô vileni !
Piou a gredte’ve hini,
Ma n’er guellet bemdez ?

Gueichal-goz hon Tadou
Tud experimantet
Dioud ar pronosticou,
O deus e lavaret ;
Bez’eus tri zra, emezo,
Da zisfizyout anezo
Techet bras da voal fin ;
Heaul a zavo re vintin
Merc’h a vouezo al latin ;
Grec a garo ar guin.

Bezit den à squiant,
Huel à galité ;
O ped pep seurt talant
Pep seurt habilite ;
Bezit goas, bezit maoues,
M’ar d’ouc’h mezyeur, mezyeures

Adieu d’oc’h hano mad ;
Ho talanchou zo collet,
Ho sclerigen eclypset,
Düet oc’h oll eclat.

Ur mad all precius
Ar yec’het ar vue,
Dre ho tebauch mezus
A berisso ive.
Penaos herzel o vezvi ?
Hirio leun bete crevi,
Ar rest eus ar sizun
Hep mui esquen da veva,
Distrounquet, beac’h treïna,
Rancout glaouri o yun.

A bed goall accidant
A bed barrad clènvent,
Continuellamant
Dre ar guin arrüet ?
Darn a zo beuzet mezo,
Darn en hent cavet maro,
Sclacet gant ar riou ;
Darn all o gouzouc torret,
Darn gant all lamou brevet,
Massacret à daolyou.

Ne de quet heb rèsoun
E lavar ar Scritur,
E za da anaoun
Abars poent an natur,
Cals a dud unicamant
Dre o mesventi gourmant ;
Allas ! pa ve à zir
Pe à ziamant calet,
Ur c’horf evelse tretet
N’ouffe quet padout hir.


Goude tout coll danvez
A zo ur c’holl dister ;
An enor, ar vuez
Zo traou à ver-amzer ;
Ar c’holl bras, o va Doué,
Eo ar c'holl eus an ene,
Malheur ar malheuriou,
Chètu couscoude certen
An effet, hac an termen
Eus ar mezventiou.

Penaos biquen-jamès
En-em saveteï ?
Dre natur eo mêmès
Pec’het marvel mezvi.
Ha veac’h divlam à hent-all,
Defot ebet, na tech fall ;
Quen viç nemet mezvi ;
Ar vezventi e unan
O taolo e creis an tan
Da viquen da zevi.

Mès ar viç-mâ fatal,
Ouc’h pen ma zeo pec'het
Zo ur viç capital
Gant cant viç all heulyet ;
lmpiete, goal langach,
Laëronci, libertinach,
N’eus netra quen indin,
N’eus torfet quen detestabl
Ne deo anezan capabl
Ur mezyer dre ar guin.

En andret e Zoue
Difeis, ha direspet,
A veac’h Vajeste
E rent dever ebet.

Tatineur ar mysteriou,
Profanateur ar Sulyou
E goff eo e Zoue.
An davarn eo e Ilis,
Ar guin eo e sacrifiç,
E beden cant sacre.

En andret e nessa
Leun â fallagriez,
O prena, o verza.
E ra cant tromplerez.
Artisan, eo affronter,
Den à bluen, faossounyer,
Servicher, ho laëro,
Tad eo, tad cruel meurbet,
Pried, muntreur e bried,
Culator, ho tebro.

Brassa drouc a ouffe
Beza great d’an nessa
Eo daouni e ene
Ous e scandaliza.
O, siouas ! da bed hini
Eo quiriec d’en-em zaoni
Ur mezyer malheurus !
D’e dud, d’e amezeyen,
Consortet, tavarneuryen,
D’an oll eo scandalus.

C'hoas ennâ e unan,
En e oll squianchou,
Un trezenneur foran
Ne deo nemet viçou :
Speret revolt, ourgouillus ;
Teaud fall, humor-colerus,
Penn calet, heritic,
Fallacr en e zesirou,

Bavart en e ziscoursou,
Corf ha speret lubric.

C’hoas ma ve esperanç
D’e velet o furat ;
Ma teuffe temperanç
Dezan gant an oad :
Hoguen ar c’hountroll, siouas !
O cossaat e teu goass ;
Evel un den tropic,
Dre ma c’halter da eva,
Nemet alteri ne ra
Mui-oc’h-mui e […]ic.

Ne de quet na hellit
Amanti ho püez ;
Evit cheinch ne vanquit
Nemet à volontez ;
Evit parea ho clènvet
N’eus affer à guen remed
Nemet ebquen unan ;
Trouc’hit d’an drouc e c’hrizyen,
D’ar guin renoncit à gren ;
Pare ouc’h quer buan.

Allas ! an disparti
A vezo sur poanyus ;
Sur e coust coumbati
Oud un tech vicius ;
Mès m’ar deo rust ar goumbat,
Un dra ret eo, soungit mat.
Eus à zaou dra unan,
Ar Barados mar trec’hit,
Pe an ifern mar cedit,
Pe ar victor, pe an tan.

Alon, alon, va breur,
Courach d’en-em recour,

Suppliit gant ferveur
An Autrou d’ho sicour ;
Gant feiz hac humilite
Pedit Mari Mam Doue ;
Daou dra, pidi, tec’het ;
Pidi fervant an Autrou,
Tec’het diouc’h dangerou,
Grit-en hac ouc’h salvet.

O ! va Doue, poent eo,
Me renonç d’am malheur ;
M’er promet deoc’h hyrio
Ne vezin raui mezyeur.
Va soutenit, va Salver,
Ma vezin fidel d’am guer.
Eleac’h va debauchou,
Me raï pinigen galet ;
Me souffro naoun ha sec’het,
Sicour din, ô Autrou.




UGUENVED CANTIC.


Var ton: Enep al leou-douet, jarneou, sacreou, goal langach, etc. Var ton : Songit den abuset.



Arrêt, touer-doue,
Tao, jarneer exécrapl ;
Respet ar Vajeste
Eus an Autrou adorabl ;
Sounch eo da Roue an Eeou
E rez, Siouas ! outraich
Bemdez dre da jarneou
Ha da leou sacrilaich.

Un dra terrupl eo
E teue un den badezet

Da gomps à un Doue beo
Dre langach quen direspet,
Biquen jamès ne gred-che
Ur payen divades
Gueichall treti er c’his-se
E idol coad mêmès.

O ! sacrëer ingrat,
Perac leusquel sacrëou
Ouc'h un Doue zo quer mad,
A ro dit pep seurt graçou ?
Da vestr, da Autrou eo,
Da Dad carantezus ;
Perac-ta ouc’h e ano
Beza quer furius ?

C’hui ro din, va Doue,
Ha va buëz, ha va bevanç ?
Va c’horf ha va ene
A dle deoc'h oll o substanç,
Oll e zoun o tonesoun ;
N’oun netra m’am lessac’h ;
Penaos-ta caout ar galoun
D’ho sacreal ha d’ho nac’h.

Sacrëer revoltet,
Da sacreou execrapl,
Jarnëer trelaichet,
Da jarneou effroyabl
Zo langach an diaoulou
En arrach, en alter,
Invantet en ifernou
E creis an dizesper.

Guir imach an ivern
Zo e ty ur sacrër ;
Eno respet, espern
Gaout evit den ne ouzer,

Tad ha mam ha bugale,
Plac’het ha mevellou,
An eil a ro d’eguile
A bep seurt mallozyou.

Quenta a zesq eno
Ur c’hrouadur miserabl
Eo blasphemi’n ano
Eus e grouer adorabl.
N’oar na Pater nac Ave ;
Ha couscoude dejà,
N’eus mallos, blasphem, sacre,
N’oar oll ho vomissa.

An deiz m’e badezet
Terri pen da grouadur
Ma ve dit proposet,
Ha t’er grae, tad dinatur ?
Couscoude n’ouffes muntri
Nemet e gorf neuse ;
O tesqui dezan sacri,
E vuntres e ene.

Dre venediction
Ar Briadelez santel,
Ar gonsolation
Ac’heus da gaout ur buguel ;
Ha bremâ, mam detestapl,
En escumunuguez ;
Ha mil mallos execrapl
Varneza a laosquez.

Ur c’hrouadur bian
Goude graç e vadizyant,
Zo templ ar Speret-Glan
Leun à c’hraçou ravissant ;
Ur mempr pur eo da Jesus ;
Ha c’hui, tadou, mamou,

En ho coler furius
En ro d’an diaoulou.

Ho langach debordet
A roffe leac’h da sonjal,
Tud fall, oc’h possedet
Gant ar speret infernal ;
Ret ho pe cals lièzoun
Ganta diouc’h m’er galvit ;
Hac aneet eo ho mignoun
Quellies er pedit.

Me gred diouc’h ar mintin
E rit manyer da ober
Peden d’an Tad divin
O lavaret ho Pater
Mès ar rest an deiz goude
Bep guer à boues ho penn
An diaoul hac ar sacre
Ha ne quet ho peden ?

Penaos, o va Doue,
D’an nôs en-em bresanti
Dirac ho majeste,
En esperanç ho pidi
Gant un teaud en deus laosquet
Liessoc’h à vallos
Eguet à heur a zo sounet
Eus ar mintin d’an nôs ?

Penaos, ô va Salver !
E credfe biquen un den
Tostaat oc’h an Auter
Da Basq, d’ar Gouelyou solenn.
Da receo ho corf divin
Var un teaud sacrilaich,
En ur guenou quen indin,
Leun à vavardiaich ?


Great oc’h eus, va Doue,
Va zeaud d’o clorifia ;
Penaos-ta goude-ze
D’ho sacreal e implija ?
Na penaos e c’hesperren
Goude va sacreou
Em choassac’h da vinizien
Oc’h ano en Eeou ?

Penaos deiz ar maro
Debat ouc’h an drouc-speret ?
Den fall, a lavaro,
Cant gueich ec’h eus va galvet.
Dalc’het oun bet re hir amzer,
An taol-mâ e teuan ;
N’ez pezo mui à garter,
Guenëen e teui breman.

Ouc’h eur veich ma pedes
Da Dad eveus an Eeou,
Ouspen dec e c’halves
An diaoul, an diaoulou ;
Bemdes e nac’hes Doue,
E pedes e vallos,
Ha te gredte goude
Goulen e Varados ?

Pep seurt goall lezaniou,
An arrach, hac an egar ;
Pep seurt goall bedennou,
Ra zigorche an douar…
An ivern, daonation,
An tanfoultr da zevi…
Oa da gonversacion ;
Hyrio oll o c’havi.

Ha te gredte, fallacr,
Brema invoqi Jesus ?

Na pidi e Vam sacr
Ar Verc’hes trugarezus ?
Bemdez c’houlou hep respet
O hanyou venerapl
Ac’heus tretet, profanet
Evel traou disprizapl.

Bep guêr en da c’hinou
Ezedo ar feiz gristen,
Mès èn da oberou
N’oud bet nemet ur payen ;
Ha toui ha parjuri
Quasi bep guêr bemdes
Hac a farç, hac a zevri,
Chetu da oll vües.

O ! rebechou c’huero,
Mès, siouas ! re veritet,
En heur eus ar maro
C’hui vezo trist da glevet !
O touer, ha toueres,
Soungit, soungit amâ
Ha c’hui a ve hep encres
Ma vent great deoc’h bremâ.

Songit eo arruët
An heur eus ho tremenvan ;
Chêtu c’hui accuset
A vil jarne gant Satan,
En ho creis ho conscianç
O rebeich deoc’h ive ;
Pe seurt e ve ho setanç
Ma varfac’h er stad-se ?

E quememâ soungit
A barfete, toueryen ;
Bezit fur, ha chenchit,
Ha grit ur guir binigen,

Ar c’homzou-ze detestapl
A rit faë varnezo ;
Ho rento tud mizerapl ;
Crenit, crenit razo.




UNAN-VAR-N’UGUENT CANTIC.


Var ton : Enep an excusou vean an Doueryen-Doue.
Var an[sic] mêmès ton.



Var ho poan quemeret,
Toueryen, e pretantit
Escusi ho pec’het ;
Allas ! lourd en em droumplit ;
Countroll da ziminui
Maliç pec’hejou’n dud,
E c’hresqi mui-ouc’h-mui
A ra’r goall habitud.

Fallout a ra deoc’h c’hoas
Caout escus en ho coler ;
Mès ho jarneou so goas
Pa jarneit dre ituper[sic] ;
Ho coler zo ur pec’het,
Pec’het all ho charne ;
Doubl eo-ta ar c’hrevusdet,
Hac ar pec’het neuze.

Ma sounche deoc’h e veac’h
Escuset dre exemplou
An dud all a gleffac’h
Sujet d’ar mêmès comzou,
Allas ! null eo oc’h escus ;
Exemplou an dud fall
Biscoas n’o doue ar vertus
Da escusi den all.


Ur circonstanç neves
Da beur gresqi ar pec’het,
E zeo mêmès hounnes
Ar goal exempl zo roet.
Goal exempl eh ur c’harter,
Ouc’h e guntunui
A ra hed an oll amzer
D'ar viç perpetui.

Da souten oc’h escus,
Martese e pretantit
Ne de quet quer grevus
Al langach a livirit,
Abaoue p’eur, va Doue,
Eo eta permettet
Blasphemi ho Majeste
E doare tud daonet ?

Me gret e lavarot
E jarneit hep e sonjeal ;
Pe c'hoas ec’h ajoutot
Ne songit nemet farçal ;
Ne dleit-hu quet a zevri
Sounjal en ho comzou ?
Hia c’hui falfe deoc’h c’hoari
Divar goust an Autrou ?

Facil, un escus all
Eo nemet estropia
Ne rit ho comzou fall
Dre an anter peurvuya,
Mès pa zint en o antier
Termenyou direspet,
Perac eus à anter-guer,
D’ho Toue o lavaret ?

Diouc’h oc’h esperianç
Barnit a c’hui ve countant

Ma teue en ho presanç
Ur re bennac insolant
Dre dreus-gomps d’ho maltreti,
Pe dre langachou cûz,
C’hui ouffe e suporti,
Na caout mad e escus ?

Ous an traou ho tyès ;
Eme c’hui, e jarneit ;
An Autrou Doue jamès
Offansi ne bretantit.
Oguen m’er goulen ouzoc’h,
Ha rèsounapl e ve,
Pa raï traou all poan deoc’h,
Mont d’attaqui Doue ?

Oguen e droug ebet,
C’hoas, eme c’hui, ne songit ;
Ha rac-se n’ouffet quet
Blam ar pez a livirit ;
Mès, ho compzou-seulamant
Hep goal intancion,
N’int-hi quet compzou chocant,
Dign à bunicion ?

Teir gueich èn un nosves
Gueichall Per a jarneas ;
Ar rest eus e vues
D’e dri jarne e vouëlas ;
Penaos-ta cridi goude,
Jarnëer revoltet,
E cant ha cant mil jarne
Ne ve pec’het ebet ?

Inutil bras eo
Clasq escuzou davantach,
Den sur ne approuvo
Ho charneou, ho koal langach ;

N’eus mui nemet ur voyen
Evit beza divlam ;
Cheinch hac ober pinigen
Eus ho langach iffam.

O va zeaud, gouëz ervad
Oud crouet gant va Doue
Evit trugarecât
Ha meuli e Vajeste ;
Evit goulen e c'hraçou
Amâ var an douar,
Ha cana meulodiou
Da jamès èr c'hloar.

Music melodius
A gan ar Sent er joa,
Va langach outrajus
Am rent indign d’ho cana :
Mès à hiryo m’er promet,
Biquen mui, va Doue,
Eus va fenn ne vez clevet
Na mallos, na jarne.




EIL-VAR-N’UGUENT CANTIC.


GUERS AR BASSION.


Var an ton ancien.



Æles an Eê, deut d’an doüar,
Disquennit var Menez Calvar,
Da ober caon d’hor Salver
Pa na gar ar bed e ober.

Me ho ped, Sant Micqel eürus,
Ha dreist an oll, c’hui Mam Jesus,
Obtenit deomp eur c’heus santel,
Da vouela e varo cruel.


Hor c’halon a dleffe ranna
Gant ur c’hlac’har an estrancha,
O consideri e boanniou,
Hac o velet e c’houliou.

Sellit, pec’heurien, ous ho Tad
Sellit maro e zaoulagad,
Ha gant ar spern treuzet e ben,
Antreet ennan bete’n empen.

Sellit e faç quer leun a c’hoad,
Sellit e zaou zourn, e zaou droad
A zo staguet gant an tachou
Forget bed gant ho pec’hejou.

Sellit e gostes gouliet,
Sellit e gorf crucifiet ;
M’ar er guel ho calon hep queus,
Ez-eo great à zir, ma na deus.

An doüar a zeu da grena,
Ar veïn a zeu d’en-em frailla,
An heaul, al loar, ac ar steret
A gus ho faç gant ar regret.

Ha c’huï, pec’heurien obstinet,
Na rit seblant, na cas ebet,
Evit guelet maro ho Roüe,
Ho Tad, ho Salver, ho Toüe.

Goas ouc’h eguet e vourrevien
Goas ouc’h eguet ar yuzevien ;
Rac darn anezo pa varvas,
A oue touchet gant eur c'heus bras.

Ar re-ze n’en anayent quet,
O songeal oa ûr fals Profet ;
Mès c’hui, pec’heur, c’hui en êne
C’hui oar e zeo guir Vap Doue.


Quement pec’het marvel a rit,
Oud ar groas, crüel, er staguit,
Ha digueri à nevez flam
E c’houliou, pebes estlam ;

M’ar oc’h eus ountan nep trues
Chenchit bremâ ho coal vües,
Chenchit, pec’heur, chenchit affo ;
Hac e dourmanchou a zesso.

Grit oc’h examin diligeant
Goulennit pardon fervamant,
Grit prest ûr guir gonfession
Gant ar brassa contricion.

It d’en-em reconcilia
Hep differi gant ho nessa ;
Grit dezan restitucion,
Ha quitaït an occazion.

O pidi, o rei aluzen,
O yun, oc’h ober pinigen
E consolot ho Tad Jesus
En e Bassion truezus.

Ha c’hui va Salver, va Douë,
Pa zeui ar maro deomp ive,
Hon recevit, ni ho suppli,
E mesq an Æles d’ho meuli.




TREDE-VAR-N'UGUENT CANTIC.


VAR AR MÊMÈS SUJET :


Var an ton gallec : Des Folies d’Espagne.



Un den touchet dre garantez ouc’h Jesus
Maro er Groas evit an den pec’heur,
O ! emezan, va faut-me a so eürus,
Pa he deus un Doue evit reparateur.


Ha possubl ve, va Salver, ha va bues,
E veac’h maro evit hor pec’hejou,
Ha n’hor be quet ouzoc’h an anaoudègues
A veritit dre ho mad-oberou !

Sell, den mechant, staguet er groas e vemprou,
E c’hoad scuillet evit dont d’as coalc’hi ;
Sell peguement à boan hac à dourmanchou
En deus souffret evit da saveteï.

E dourmanchou ne dint quet cuzet ouzit,
Dreizo ar mein zo bet en-em fraillet ;
Hac èn ouy-je souffr quent evit da chounit ?
Ha c’hoas e zout ingrat ounta bepret.

Te vel maro an Doue en deus da groüet,
Dre da grimou te zo bet e voureo,
Ha c’hoas ne deo morse da galoun touchet ;
Quent-se ne res nemet pec’hi bep tro.

O ! va Jesus, grit eta, ni ho suppli,
Ma vezo leunn hor c’haloun à regret,
Rac ma zoump deut quen terrupl d’oc’h offanci,
Ha ma zoump bet quer cris, en oc’h andret.

Ar bed zo deut rac ho maro da grena ;
Grit ma creno gant queüz hor c’halonou,
Ha gant ar vein grit ma teuint d’en em ranna.
Pa zoump, siouas ! quiriec d’ho tourmanchou.

Cunduit pelloc’h, va Salver, hor c’hamejou,
Pardounit deomp an amzer tremenet ;
Na bermettit e tistroemp d’hor pec’hejou,
Grit dre ho craç m’ho servichimp bepret.

Fizyanç hon eus, va Doue, en ho madèles,
P’oc’h eus quement anduret evidomp,
Ne glasquit quen nemet ober trugares ;
Ennoc’h eta ebquen e c’hesperomp.


Evidoc’hu ebquen e c’habandounomp
Vaniteou ar bed faos ha tromplus,
Dec’hu ebquen, va Jesus, en-em roomp
Dreizoc’h en Eê ra vezimp oll eurus.




PEVARE-VAR-N’UGUENT CANTIC.


Santimanchou ur guir Gristen e tal croas ar Mission. Var an ear gallec : Mon cœur charmé de sa chaîne.



Etal ho Croas leun à anquen,
Goude va follentezyou,
Ho treid, evel ar Vadalen,
A voualc’hin gant va daelou ;
Jesus, Jesus,
A bep graç oun indin certen,
Pardoun, pardoun, va Jesus.

M’ar cri ho justiç offancet
Venjanç ha punicion,
Oc’h oll drugares a requet
Pardoun ha remission ;
Jesus, Jesus,
Mil ha mil oc’h eus pardounet ;
Pardoun, pardoun, va Jesus.

Oc’h assistanç a c’houlennan ;
Pliget guaneoc’h va sicour ;
Ebdoc’h en em goll a ellan,
N’ellan quet en em recour ;
Jesus, Jesus,
Distrei ouzoc’h a zesiran,
Pardoun, pardoun, va Jesus.


Divar an hent mad faziet,
Israël gueichall o vouela ;
Prest e teuas ho tourn benniguet
D’e ren, d’e zifazia ;
Jesus, Jesus,
Evel Israël m’emeus pec’het ;
Pardonn, pardoun, va Jesus.

Na zisprisit quet va daëlou,
Na dezirou va c’haloun ;
Diguaneoc’h int oll, ô Autrou,
Respetit ho tonèsoun ;
Jesus, Jesus,
Renonç a ran d’am pec’hejou.
Pardoun, pardoun, va Jesus.

C’hui vezo test, ô Croas santel,
Hiryo eus va chenchamant ;
Adieu, adieu, bues criminel,
Adieu eternelamant ;
Jesus, Jesus,
Deoc’h e fell din beza fidel,
Pardoun, pardoun, va Jesus.




PEMPET-VAR-N’UGUENT CANTIC.


Santimanchou un den a fell dezân beva ervad gant Doue, gant e nessa ha gantân-e-unan. Var an ear gallec : Charmante Boulangère.



Eveus ar promessaou
A ran deoc’h, va Doue,
Me a guemer da destou
An douar hac an êe ;

Quement so tout selaouit
Va resolucion,
Ha c’hui, Ecleo repetit
Va obligacion.

Quemerit, oll traou croüet,
O quellies à deaud,
Hac em enep couroucet
Tout assembles ra zeuot,
Diguernes, ha dizamant,
D’am c’harga a rebechou,
M’ar em guelit lachamant
O terri va vœuou.

D’ar Vajeste immanç
E pini oun beuzet,
E consacran en offranç
Va c’horf ha va speret ;
Nessantoc’h oun d’am Doue
Eguet din va unan,
Ha cals mui em c’har ive
Eguet n’en em garan.

Mæs evit en assuranç
Plijout d’e Vajeste,
E ranquan en e bresanç,
Bale gant purete :
Esanç un dourn criminel
A zeu d’ê offansi.
Ur galoun pur ha fidel.
A ranq d’ê gountanti.

Eus va c’hrimou al listen
D’e justiç presantet,
A c’houlen e perissen
D’e venjanç immolet ;
Mæs penitant, dirazan
prosternet d’an daoulin,

Ar pardoun a c’houlennan,
Ar pardoun a ro din.

P’ameus isom a bardoun,
D’am zro me bardouno :
Me guemer evit mignoun
An nep am offanso :
Evit caret pep unan
Ne ranquin quen ræson
N’emet m’oun den eveltan,
Hac en den eveldon.

Doue a ro da c’houarn,
Ha non pas da viret
Tra ar paour, ha va daouarn
D’e sicour digoret,
Dreist e lod en devezo,
Ar pez a zioüerin
Hepquen ganê a joumo,
Ar rest tout a gollin.

Paour hep en em jali,
Pinvidic hep attach,
Fidel d’am stad heb avi,
Countant eus va fartach,
Me ne squisin ho pennou
Na va fenn va unan,
O poursu ho faveuryou,
Idolou ar bed-mân.

Ar bed-mân a zisprigin
Gant e voguidellou,
Hac absolu e sujin
Va oll fassionou ;
Gant Doue, gant va nessa, .
Ha ganên va-unan,
E peoc’h e fell din beva,
Quen tra ne zesiran.



C’HUEC’HVED-VAR-N’UGUENT CANTIC.


An Devotion d’ar Verc’hes Vari, Mam da Zoue. Var ton Guers ar Samaritanen, pe, Goude beza communiet.



Ar voyen d’en em assuri
Eveus hor silvidigues,
Eo beza d’ar Verc’hes Vari
Devot epad hor bues :
Certen eo hervez ar Scritur,
Dious ma c’hentent an Tadou ;
An experianç en assur,
Ar ræson ive er prou.

Etre cals a desteniou
A velomp er Scritur sacr,
E roan deoc’h unan pe ziou,
Considerit-hi ervad ;
D’ar Verc’hes e zint appliquet.
Gant an Ilis er Gouelyou
A vez dezi solaniset,
Evel pa vent e c’homsou.

Nep, emezi, am c’havo-me,
A gavo sur ar vues,
Ha digant an Autrou-Doue
A denno silvidigues ;
Ha piou bennac am henoro
Gant devocion fidel,
Hep douetanç en em assuro,
Eus ar vues eternel.

Rac-se p’or bes cavet Mari,
Evel a lavar un Tad,

Hon eus cavet moyen dreizi
Da obteni peb seurt mad ;
Impossubl eo e ve collet,
Eme daou Sant bras, hini
A guement so outi troet,
Ha consideret ganti.

Dre an ezperianç mêmès
E veleur pell amzer zo,
Ar re zo devot d’ar Verc’hes,
Sicouret ganti ato ;
Ar bec’heurien ar re vrassa
Dezi en em adresset,
O deveus oll gallet beza
Dre he moyen pardounet.

E peb leac’h eo bet invoquet
Hac e peb izom ive,
Ha bepret e deus disquezet
Mercou eus he c’harante.
Ha peguer bras eo ar c’hredit
E deveus dirac Doue,
Ispicial evit profit
Hac evit mad an ene.

M’ar c’hoantait e teue ar ræson
Da brouf deoc’h ar viryones,
Comprenit epquen à fæçon
He gallout, he madeles ;
Rac p’en deves un den gallout
Ha volontes vad ouspen,
E vez sujet da esperout
Diganta cals a zouten.

D’ar Verc’hes ne ell quet mancout
Eme unan an Tadou.
Na volontes-vad, na gallout
Da obteni deomp graçou ;

Rac gant he Map eo henoret,
Chenchet eo e carante
He entraillou, p’o deus douguet
Carantes Doue ive.

A eur pers ar Verc’hes Vari
A zo leun a vadeles,
Hac e deus c’hoant da brocuri
D’an oll o silvidigues ;
Hor Mam gommun eo (gant henor
Galvet Mam à drugares)
P’é deus roet deomp ûr Redemptor
Pehini eo hor bues.

Hi eo an Intercessores
Evidomp dirac Doue ;
Hy eo hor guir Alvocades,
Hac hor c’har muioc’h a-ze ;
Dreist pep tra mar he servichomp
Gant ûr guir devocion,
Certen e deveus evidomp
Tenerroc’h affeccion.

Chetu amâ an desteni
A ro deomp â guemen-se ;
Evidon-me sur, emezi,
Nep am c’har, m’o c’har ive ;
Mæs piou a ouffe lavaret
Peguement à garantes
E deveus-hi en o andret,
Na pe guer bras madeles !

Eus à eur perz-all e c’hellit
Cridi e zeo bras meurbet
Hac he gallout, hac he c’hredit,
Pa zeo gant Doue quer caret ;
Hy pehini so bet choaset
Dreist an oll grouadurien

Gant an eil færson an Dreindet
Enni d’en em ober den.

Ar c’henta Færson an Dreindet
E c’har eguis e verc’h quer,
Hac eguis e vam benniguet
E c’har an eil hor Salver ;
An trede ar Speret-Santel
E c’hâr c’hoas à dra certen,
Dre ma zeo e bried-fidel,
Evel ma oar pep christen.

O veza ta consideret
Gant an Dreindet evelse,
Pep gallout e deus recevet
Hac en doüar, hac en eê,
Ha m’ar deu da intercedi
Evit he servicherien,
E teu dezo da obteni
Ar c’hraç a gar da c’houlen.

Piou a vezo quen disourci
Eveus e silvidigues,
Na vezo ta devot dezi
Endra chômo e bues ?
Pa zeo ur voyen quen nerzus,
Evel m’hon eus disquezet,
Evit en em renta eürus
Gant ar Sent ha Santeset.

Ha ma lavarer eo ur sin
E vezo un den salvet,
Pa vez devot d’ar vam divin,
E c’haller couls lavaret,
Ma na vez quet devot dezi
Eo sin e vezo collet ;
Pa ze guir penaos eo dreizi
Ec’h antreer en eürusdet.


Dre valeur hac e neglichen
Va devocionou all,
Biquen houmâ ne zilessen,
Pa ven mêmès un den fall ;
Pe stad bennac en em gavin,
Em bezo da Vam Doue
Recours ato, ma c’hobtenin
Dreizi pardon d’am ene.

Rac ne deffe qüet ar galon
Da zont d'en em resolvi
D’am dilesel en abandon
En dra[sic] zuin d’e invoqui ;
O hano santel a Vari !
Dindan pini ne dle den
Dont jamæs da zisesperi,
M’ar car ober pinigen.

Rac-se Mari, mam â drues,
Refuch an oll bec’herien,
Chom a rin epad va bues
E toues o servicherien ;
Hac evit ma vezin salvet,
O caout deoc’h devocion,
Me ho suppli d’am c’hemeret
Didan ho proteccion.




SEIZVET-VAR-N’UGUENT CANTIC.


Peden d’ar Verc'hes evit ar bec’heurien. Var an ear gallec : Réveillez-vous.



Mari, c’hui so d'an oll bec’heurien
Un Alvocades douç ha mad ;
Grit ma vezint ho servichèrien,
O renonç à gren d’o goal stad.


Chui oc’h eus guelet ho map Jesus
Oc’h ho c’hlasq epad meur à vloas ;
Bezit ive outo truezus,
Ec’his ma zeo bet à viscoas.

A bep tu ho guelan attaquet
Gant adversourien ho ene ;
Nemet gueneoc’h e vent sicouret,
Allas ! biquen ne daïnt d’an Eê.

Evito-ta mam à drugares,
Livirit ur goms d’ho Map quer
Avoualc’h vezo, m’en anaves,
Evit touich e galon tener.

E vugale int, c’hui er goar ;
Cousted int dezan e oll c’hoad ;
Ha dre-se e fell oud e c’hloar,
Ma tistroent ountâ evit mad.

Oc’h-unan è zouc’h interesset
Da bidi gant près evito,
Rac oc’h enor a vezo cresquet
Oc’h obten ar pardon dezo.

Grit eta m’o guelimp o veva Eus
ar vues spirituel
O deveus, siouas ! bete vremâ,
Collet dre ar pec’het marvel.




EIZVET VAR-N’UGUENT CANTIC.


Var an Actou abars ar Gommunion.
Var an ton ordinal.



Me gred ferm hep douetanç ebet
E zan da receo en effet
Corf, goad hac ene va Salver
Er Sacramant eus an Auter.


Me gred e recevin ive
Assambles e Zivinite,
Evel eur boët spirituel
Evit ar vues eternel.

Me a gred ar viryonez-mâ,
Rac ma zeo desquet deomp gantâ ;
Dre’r voyen eus an Ebestel
Hac an Ilis hor Mam santel.

Rac-se, va Salver benniguet
Dindan ar speçou-ze cuzet ;
Me oc’h ador hac oc’h ene
Evit va C’hroüer,va Doue.

C’hoant am eus da Sacramanti
Evit ma tuïn d’ho contanti.
O renta gant humilite
Ar gloar zo dleet d’ho Majeste.

M’ho trugarecaïn, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad oberou,
Ha m’am bezo memor bepret
Eus ho Passion cris meurbet.

Me ya d’ho receo, va Jesus,
Evit dre ho coad precius
Ma vezo va ene goalc’het
Dious pep loustoni à bec’het.

Evit obteni ho craçou,
Da veza treac’h d’am oll viçou,
Ha da drec’hi gant feiz barfet
Ar bed, ar c’hic, an drouc-speret.

Evit ma vezin patiant
E pep poan ha diæzamant,
Ma sentin ous ho volontes
Bete’r maro, gant carantes.


C’hoas e ran va C’hommunion
E delivranç d’an anaon,
Ouspen evit quement hini
Ma zoun obliget da bidi.

Hoguen, allas ! piou e zoun-me
Da dostaat ouzoc’h va Doue ?
Ar Sent mêmès gant reveranç,
A grên bepret en ho presanç.

Petra rin me-ta, siouas din !
Pa zoun d’ho receo quen indin ?
Allas ! ne veritan netra
Nemet an tourmanchou brassa.

Mæs, pa fell deoc’h, Salver ar bed
E zan d’ho receo gant respet,
Ennoc’h emâ va oll fisianç,
Me a esper oc’h assistanç.

E creis va c’halon me ameus
Ur c’hlac’har, un hirvoud, ûr c’heus
D’ho peza, siouas ! offancet,
Va Doue quer mad em andret.

Dre ho madelez, va Autrou,
Pardonit din va offançou ;
Pardoni a ran en effet
Ar re o deus va offancet.

Desir ameus e guiriones,
Da lacat urs vad em bues,
Hac e proposan d’a dec’het
Pell, gant ho craç, dious ar pec’het

Bremâ e teuan da gassaat oll
Quement zo caos din d’en em goll ;
Pel, diouzin-me traou terrien,
Jesus a garan, netra quen.


O pebez sec’het ameus-me
D’ho caout-hu, feunten a vuë !
N’en deus ar c’haro c’hoant quen bras
Da redec d’ar feunteunyou glas.

O Tad Eternel va C’hroüer !
Digacit prest din ho Map quer,
Evit ma pligin deoc’h dreizan,
O veza unisset gantan.

Guerc’hes Vari, Mam da Jesus,
Roït din ho Map trugaresus ;
Va sicourit, Mam à drues,
Da vont d’ar guir dour a vues.

O va Eal mad ! me ho suppli,
P’oc’h eus ac’hanon ar sourci,
Cacit diouzin an ærouant,
Na droublo quet va santimant.

Va faëron, va Maërones quer,
Pedit evidon va Salver,
Ma ellin d’am silvidigues
Dibri ar frouezen a vües.

Me ho ped, Sent ha Santeset ;
Ha c’hui oll Ælez henniguet,
Offrit da Zoue ho santeles,
Da fournissa d’am paourentes.




NAVET-VAR-N’GUENT CANTIC.


Evit elumi en hor c’halon un desir bras d’en em unissa gant hor Salver, dre ar Gommunion. Var an ear gallec : Pense, mortel, à t’y résoudre.



Deut, va Doue leun à vadeles,
Deut, ha na dardit quet re hir,

Da satisfia d’am desir
Dre an douçder eus ho carantes,
Dec’hu ebquen, va Jesus, houn,
Bezit ar mestr eus va c’haloun.

An eürusdet eveus ho presanç
A ra va laouennidigues ;
Ne meus nemet tristidigues
Pa souffran re bell oc’h ezvezanç :
Dec’h-hu, etc.

Ar bed gant quement a bresanto
A vad, a blijadur, a c’hloar,
Allas ! va Jesus, c’hui er goar,
Jamæs hep doc’h-hu nem c’hontanto :
Dec’h-hu, etc.

Petra bennac a ouffen da ober
Evit clasq easa va speret,
Diez en-em gavo bepret,
Ma na vezit guenen, va Salver :
Dec’h-hu, etc.

Ya, nos deiz, hep doc’h va Doue.
N’emeus nemet poan ha chagrin ;
Quement’zo tout a zisplich din,
Ma ne repos enoc’h va ene ;
Dec’h-hu, etc.

Ar vues ouc’h, hac an ent guirion
A gundu d’ar guir eürusdet ;
Rac-se-tâ hep doc’h, p’en andret
E caffen-me consolacion ?
Dec’h-hu, etc.

Na dardit quet eta davantach
Da zont, dre ar Gommunion,
Da rejouissa va c’halon,
Distroït prest ouzin ho pisach :
Dec’h-hu, etc.


Hastit , va Jesus, va barados,
Hastit affo dont em ene ;
Deut ma ho carin mui-a-se ;
Deut, ha n’am lezit mui d’ho cortos :
Dec’hu ebquen, va Jesus, houn,
Bezit ar mestr eus va c’haloun.




TREGONTVET CANTIC.


Evit en-em excita da garet Jesus e poent ar Gommunion ha da bep poent. Var an ear gallec : O ! Dieu, que douce est la pensée.



Jesus, hemâ eo ar guer charmant !
A draou so ennâ comprenet !
Leun eo eus à eur gontantamant
A so ous tud ar bed cuzet.

Jesus eo va laouennidigues,
Ha na zesiran nemetan ;
Va c’halon e pep tristidigues
A guêf e fligeadur ennân.

Penaos, va Jesus, e ve possubl
E ve nep calon ouzoc’h yen ?
Ah ! m’ar deus nicun quen insansibl,
Va hini-me, ne vet biquen.

Pa vez ur galon deoc’h, va Jesus
Hy a zo à zouçder carguet !
Hac en zo hini quer malheürus
A ell beva hep ho caret !

Perac n’ameus-me an avantach
Da zerc’hel mad d’ho carantes ?
Allas ! va c’halon so quer volach
Ma ho car a boan un derves.


Va Jesus, na bermetit pelloc’h
E ven ingrat en oc’h andret ;
Grit ma vezin d’ho craç fidelloc’h,
Na vanquin jamès d’ho caret.

Caromp Jesus a gar ac’hanomp,
Caromp-en eus hon oll c’hallout ;
Estranch eo e vadelez ouzomp,
Ha n’en deo quet just e anaout ?

M’ho car, va Jesus, hac ho caro ;
Ha dre ho carantes bepret
E fell din souffr bete ar maro
Beza evidoc’h goal-dretet.

Deut, va Jesus, deut prest em c’halon,
Evit m’ho carin mui-ous-mui,
Ha na zilessot quet ac’hanon
Da zont biquen d’oc’h offanci.




UNAN-A-TREGONT CANTIC.


Var an Actou goude ar Gommunion.
Var un ton nevez.



Me a gred fermamant emâ presant enon-me
Ho Corf sacr, va Jesus, gant ho coad hac oc’h ene.
Rac-se me oc’h ador gant respet, va Salver,
O c’hanaout e zouc’h sur va Doue, va C’hrouer.

Allas ! va Redemptor, biscoas ne meus meritet
E vigen guenec’h-hu er fæçoun-mâ bisitet ;
Penaos oc’h eus-hu bet quement à drugares
Da zont en ûr preon vil leun à vreïnadures ?

Ne doun nemet pec’het, lousder, hac impurete ;
Ne doun nemet un néant e presanç ho Majeste ;

Penaos e c’houffen-me anaout eta nepret
Ar vadeles estranch oc’h eus-hu em andret ?

Couscoude m’en em offr gant ûr guir humilite
D’ho servicha, va Mestr, ato gant fidelite ;
Me ro deoc’h va c’halon quer couls ha va speret,
Evit songeal ennoc’h ac evit ho caret.

Ya, va Zad divin, m’ho car à greis va ene,
Ha moyennant ho craç ho carin pelloc’h ive ;
Me choasse quent mervel, eguet ma tilessen
Ho carantes santel, o terri o lèzen.

C'hui eo va oll desir, c’hui eo va oll esperanç ;
D’oc’heul ha d’ho caret roït din ar berseveranç ;
Na bermetit biquen, va Salver truezus,
E teuen da goumeti nep seurt pec’het grevus.

Evit na vezin mui diouzoc’h dispartiet,
Grit ma fæzin ar c’hic, ar bed hac an drouc-speret ;
Abalamour dec’h-hu me renonç à vremâ
D’ar plijadurou all a gaveur er bed-mâ.

Laquit en ancounac’h va fec’hejou tremenet,
Ha roït din anezo em c’halon ûr guir regret,
Grit ma resistin ferm ous an dentacion,
Ha ma tiouallin guëll ous an occasion.

Rac-se pliget gueneoc’h sellet ouzin à drues,
O reï din assistanç ha nerz em sempladures,
Ma ellin gant courach trec’hi an ell viçou
Dre voyen ar pratic eus an oll vertuziou.

Etre ho taouarn sacr en em lacan, va Jesus,
Pa zoun prenet guaneoc’h dre hoc’h oll goad precius ;
Cunduit va c’hamejou bete va zremenvan,
Ha deut en articl-se d’am difen ous Satan.


Hoguen grit a-vremâ din va-unan ma varvin,
Evit doc’h-hu ebquen hivisiquen ma vevin ;
Chomit guanên, Autrou, ha nam dilesit quet
Quen a vezin guaneoc’h eürus en êe rentet.

O va redemtor quer, p’eur en ho Rouanteles
E canin-me dec’hu meuleudi gant oc’h Æles,
Evit an drugares hac evit ar favêr
Oc’h eus er Sacramant exercet em c’hêver ?




EIL-A-TREGONT CANTIC


Guers an Ene devot.
Var an ton ordinal.



Va Jesus, va Doue, c’hui ebquen a zeziran ;
C’hui eo va c’harantes, en oc’h-hu e c’hesperan ;
O va Jesus, ô va c’harantes !
Bezit em c’halon bemnos ha bemdes.

Va Jesus, c’hui so douç, c’hui a zo carantezus !
Va Jesus, c’hui so mad, c’hui a zo trugarezus !
O va Jesus ! etc.

Bete-hen, va Jesus, oun bet en-em abuset
Gant afferou ar bed pe gant re oun bet dallet ;
O va Jesus ! etc.

Mæs breman, va Jesus, rei a ran deoc’h va ene,
Va c’horf, va squianchou, quement zo a c’hanon-me.
O va Jesus ! etc.

O pebes madeles, va Salver ha va Autrou,
Ho pe priset douguen ar boües eus va fec’hejou !
O va Jesus ! etc.


O pebes carantes oc’h eus bet em c’henver !
Da c’housaon evidon ûr maro cris, va Salver,
O va Jesus ! etc.

Pe guen horrupl eta, pe guen drouc eo ar pec’het !
Pa en deus ho lazet, va redemptor bénniguet.
O va Jesus ! etc.

Un ene caer meurbet dirazoc’h quent, va Jesus,
A vez dre ar pec’het rentet iffam ha flærius.
O va Jesus ! etc,

O pec’het milliguet, dont a ran d’as detesti,
Ha n’em bezo pelloc’h ouzit nemet cassouni !
O va Jesus ! etc.

Ra vezo great bepret ûr bresel continuel,
Dre bevar c’horn ar bed, d’an oll pec’hejou marvel !
O va Jesus ! etc.

Pe guer glac’haret oun da veza bet offancet
Un Doue a zo quer mad, quen din da vesa caret !
O va Jesus ! etc.

Me bromet, gant ho cras, va Doue, en em viret
Ar rest eus va buez, oc’h peb viç ha peb pec’het !
O va Jesus ! etc.

Sellit, o va Jesus, ouzin a drues bremâ !
Roït din graçou nerzus da zerc’hel va fromessa.
O va Jesus ! etc.

Grit, grit, me ho suppli, din va-unan ma varvin,
Evidoc’h-hu hepquen hiviziquen ma vevin.
O va Jesus ! etc.

Ne meus, o va Jesus, quen desir var an doüar
Nemet d’ho possedi da viquen en ho cloar !
O va Jesus ! etc.


Languissa a reomp er bed oc’h esperout an deves
Ma zaïmp oll d'ho meuli gant ar Sent ac an Æles.
O va Jesus ! ô va c’harantes !
Bezit em c’haloun bemnos ha bemdes.




TREDE-A-TREGONT CANTIC.


Evit elumi mui-ous-vui carantes Jesus en hor c’halon goude ar Gommunion. Var ton : Guers ar Gananéen.



O va Jesus, ra viot meulet
Epad an oll eternite,
Da veza deut hirio d’am guelet
Gant quement à humilite,
Ra viot enoret, va Jesus,
Er Sacramant eus an Auter,
Da veza bet quen trugarezus
Em ândret, ha me quen dister.

Me a garre’ven capabl da zisques,
O va Jesus, en oc’h andret
Eus va c’halon an anaoudègues,
Dre ur garantes vras meurbet ;
Guerc’hes Vari, hac oll sent eürus,
Ha c’hui oll Æles benniguet,
Va sicourit da garet Jesus
Ha d’e veuli dious ma e dleet.

Evit Jesus ar bed a lezan,
Rac ne deo nemet un trompler ;
Da Jesus eo en em adressan,
Jesus a ra va oll douçder ;
Jesus a zo scrivet em ene,
Gravet eo Jesus em c’halon ;

Jesus a zo bremâ guenê-me,
Ha ne guitaï quet ac’hanon.

Hep va Jesus netra ne garan,
Jesus eo va mad souveren ;
Jesus hepquen eo a zesiran
Da chom bepret enon da rên,
Jesus eo va c’honsolacion,
Jesus eo va rejouissanç ;
Jesus eo e peb affliccion
Va refuich ha va oll fizianç.

Jesus epquen eo va c’harantes,
Jesus, eo pried va ene ;
Va Jesus herves e volontes
A zisposo à c’hanon-me ;
Da Jesus oun, ha dezan vezin ;
Ne zispartiin quet dious Jesus ;
Jesus ato queït ha ma vevin,
Vezo va zensor precius.

O va Jesus ! leun à drugares,
Ouzoc’h em izom e clemin ;
Va Jesus, em oll sempladurez,
C’hui d’am sicour a c’houlennin ;
C’hui eo va ners em infirmite,
Hac eus va oll adversourien
E trec’hin an importunite,
O va Jesus ! dre ho moyen.

O va Jesus ! me a gred ennoc’h ;
Me esper ennoc’h, va Jesus,
Me ho car, hac ha caro pelloc’h,
Gant oc’h assistanç vertuzus ;
Ra vezo consumet va c’halon
Dre garantes en oc’h andret,
Na duin, va Jesus, e nep fæçon
Da zisplijout deoc’h mui ne pret.



PEVARE-A-TREGONT CANTIC.


Reglamant a vues, evit perseveri e doujanç Doue hac en e garantes. Var an ear gallec : Venez, venez, Esprit saint, dans nos cœurs.



Evit beva e graç Doue bepret,
Eo necesser cundui ur vues reglet ;
Oc’h implija ervad an oll amzer,
Chetu amâ ar fæçon d’e ober.

Boasit bemdes da sevel mitin-mad,
O vont abred da gousquet dious ho stad ;
Mintin-c’houlou d’am c’hlasq nep à savo,
Eme Zoue, a dra-sur am c’havo.

Songit e Doue quenta ma tihunit,
Hac ho calon dezan neuze offrit ;
Grit sin ar groas gant an dour benniguet,
Ha savit pront hep diegui ebet.

Quemerit prest ha modest ho tillad,
O lavaret un Oræsoun bennac,
Evel ma ve Gourc’hemennou Doue,
De profundis, hac ar Miserere.

Goude, dirac Imach ar Grucifi
Hac an Imach eus ar Verc’hes Vari,
En em liquit devot var ho taoulin,
Evit ober ar beden dious vintin.

Adorit ha trugarecaït Doue,
Ha goulennit pardon ountâ ive :
Offrit dezâ ho terves hed-ha-hed,
Ha pedit-èn d’oc’h assista bepret.

It, mar guellit, bemdez d’an Oferen,
Ma contantot an Autrou souveren ;

Ha communiit spirituellamant
O tezirout receo ar Sacramant.

It goude-ze d’an occupacion
Ma zouc’h galvet dious ho condicion :
Na chomit quet da laëres an amzer,
Ha grit bep tra er guel eus hor Salver.

Pa goumançot un dra à gousecanç,
E c’houlennot ous Doue e assistanç ;
Oc’h e echui graçou dezan rentit,
Hac ar fautou great ennâ regretit.

Songit e Doue alies var an deis,
Oc’h e gridi presant gant ur guir feis ;
Hac aviziou galvit-en d’ho sicour,
Oc’h offr dezân ho poan, ho labour.

M’ar c’hoarves deoc’h beza controliet,
Bez’affliget, tentet, injuriet,
Ho pêt recôur dezâ neuse-souden,
Fizyt ennâ, pedit-èn d’ho souten.

M’ar desirit ober eur profit bras,
Vâr dro cresdeiz, quent ma zeot d’ho repas,
Examinit ha c’hui a ve couezet
Hed ar mintin e faut notabl ebet.

M’ar beac’h couezet, e c’houlennot pardon
Digant Doue eus à greis ho calon,
O proposi da lacat guell eves
Ous ho tefaut ar rest eus an deves.

Ha quellies ma teui ho coustianç
Da rebeich deoc’h ho pe great nep offanç,
Grit prest un Act à vir gontricion,
Ha tec’hit pell dious an occasion.

Abars dibri, ar Benedicite
A leverrot, hac Agimus goude ;

Na zibrit quet etre ho repasyou,
Ma na yez ret e ober aviziou.

Teir gueich en deiz, devota ma ellot,
An Angelus d’ar Verc’hes a offrot ;
Ho pêt dezi ûr guir devocion,
Ha pedit-hi e peb occasion.

Da neubeuta dious nôs ha dious vintin,
Da Sant Joseph pried ar Vam divin,
Ha d’oc’h Eal-mad, ha d’ho Paëron santel,
Ho pezo c’hoas devocion fidel.

Pedit bemdes evit an anaon ;
It d’an Oferen en o intencion ;
Pa leverrot graçou goude ho coan,
Pedit Doue d’o lamet eus a boan.

Da Justiç Doue evit satisfia,
E tleit bemdes en em fortifia,
Ispicial er guelet, er c’hlevet,
En teaud, er gout, hac ive er c’housquet.

Da-viana bep sizun e ve mad
E praticac’h ur binigen bennac,
Evel o yun ar Sadorn, p’er Guener,
Da enori Passion hor Salver.

Grit liessoc’h œuvrou a drugares,
M’en devezo Doüe ouzoc’h trues ;
Ha sicourit, abalamour dezâ,
E peb isom, m’ar guillit, ho nessa.

M’ar de possubl, en ho Parrès bepret,
Sul ha Gouel-bers iit d’an Oferen-bret,
D’ar Gousperou, ha d’an instruccion,
Gant modesti ha gant devocion.

Hac è quen cas ma veac’h en ur goal stad,
Grit neuse c’hoas ur Gonfession vad,

Hep coll jamès ar fizianç e Doue,
Na quen nebeut e zoujanç couscoude.

Goude’r servich en em antretenot
E lecturiou, ha canticou devot,
Ha canit-hi var ho labour bemdes,
Da veuli Doue oc’h imita an Æles.

Lies-a-veaich, bep mis da-viana,
Iit da govez, ha da gommunia ;
Ispicial pa vez induljançou,
Tostait devot ouz ar Sacramanchou.

Mæs ret eo deoc’h choas ur C’honfessour mad,
Ha na zeuit quet hep ræson d’e guitaat
Discleriit franc gant feiz ha gant fizianç.
Evel da Zoue, deza ho coustianç.

Neuse grit ferm ar resolucion
Da drouc’h a grenn peb goal occasion
Ha da drec’hi ho coal habitujou,
Evit pelloc’h pratica ar vertuziou.

Ha mar douc’h mæstr pe vestres en ho ti,
Sellit ouzpen ar voyen d’e regli,
Ma raï ho tud bemdes ar pedennou,
Nôs ha mintin ha goude ar prejou.

Ma tostaint ous ar Sacramanchou,
Ma c’hasistint devot en oviçzou,
Er sarmoniou, hac er c’hatekismou,
Sul ha Gouel-bers hep ober labourou.

Na list nicun anezo da vezvi,
Da zrouc-presec, da douet, da vlasfemi,
Da heul an danç, da ober gestou sot,
Rac evito da Zoue e respountot.

C’hui bugale, ha c’hui servicherien
Douguit respect d’ho tud hiviziquen,

Sentit ounto bepret, e Peb fæçon,
Hervez Doue hac herves ar ræson.

D’ar fin e reot ar resolucion,
Hervez ho stad hac ho condicion,
Da remplissa ho carg hac ho tever
Gant ar sicour eus à c’hraç hor Salver.

Hep faot ebet, quent ma zeot da repos,
Grit a galon ar beden dious an nôs,
Guelit penaus oc’h eus Doue offancet
Epad an deiz, o caout ur guir regret.

En em liquit er stad ma tesirac’h
Beza cavet en nos-se ma varvac’h,
O supposi en ho quele pa zit,
Eo en ho pez memes e c’hourvezit.

Ma na gousquit, songit er bassion,
Pe livirit un dra a zevocion,
Pe gontemplit poaniou ar Purgator
Ha re’n infern gant spont hac horror.

Ma rancac’h chom ato en ho quele,
Songit pe seurt enouamant ho pe ;
Hoguen penaos en ur guele à dan
Chom da zevi hep jamæs reposan.

Evit cousquet etre divrac’h Jesus,
E leverrot neuse an in manus.
Pehini oue an diveza peden
A reas Jesus er Groas abars tremen.

Pa chomot clan dreist peb seurt remejou,
Ho pe recour d’oc’h oll Sacramanchou ;
Evit neuse, m’ar deu Doue d’ho quervell
Ma viot prest ha contant da vervell.

Er fæçoun-mâ mvar reglit ho puez,
Doue ouzoc’h a sello à druez,
Hac a roï deoc’h ar peoc’h spirituel,
E c’hortos rei ar repos eternel.



PEMPET-A-TREGONT CANTIC.


Var ar fæçon da enebi ous an tentacionou. Var an ton : Offromp da Zoue oll galloudec.



Jesus-Christ en deus permettet
Ma vige gant Satan tentet,
Evit reï deomp ni moyenou
Da zont a benn eus hor viçou.

An dentacion n’ê quet pec’het
Dan nep n’en deus quet consantet ;
Ober hep mui-quen penn dizi
Zo ûr victor vras varnizi.

Digant Doue e ranqueur goulenn
E c’hraçou nerzus da souten
Violanç an dentacion,
Oud e bidi ar vir galon.

R’ho pezo e Doue ho fisianç,
Hac eus ac’hanoc’h disfizianç ;
Ne douc’h nemet sempladures,
Ne viot quen hed ho pues.

Red eo deoc’h en em brepari
Gant couraich vras da gombati ;
Bues Jesus evit armou
Ho pezo hac e veritou.

M’ar bezit tentet gant Satan,
Livirit dezâ quer-buan ;
Me so da Jesus benniguet,
Teac’h pell diouzin, diaoul milliguet.

Caër ec’h eus ober da effort
D’am c’haout da veza da gonsort ;

Te so ûr speret reprouvet,
Hac en tan da viquen strinquet.

Birviquen commerç gane-de
N’em bezo, m’en assur dide ;
En em zioual diouc’h da laçou,
A rin gant sicour va Autrou.

Ha m’ar deu ar bed milliguet
D’ho sollicita d’ar pec’het,
Oc’h offr deoc’h he blijadures,
So quellies a drompleres.

Gant couraich livirit dezan ;
Da Jesus oun eus à vreman ;
Condaonet eo da oll œuvrou
Dre e vues hac e vertuziou.

Jesus a garan, netra quen,
Hac a garin hiviziquen ;
En a rai va flijadures,
Queit ha ma yezin e bues.

Ma c’houarfe d’ar c’hic stourm ouzoc’h,
En em zisfiit ac’hanoc’h ;
Sül dangerussoc’h eo certen
Ma emoc’h atau ous he zouguen.

Livirit neuse da Jesus ;
C’hui so va Zad carantezus ;
Da oll blijadur ar c’horf-man
A galon vad e renonçan.

Croas Jesus, c’hui eo va fartaich,
Ennoc’h emeus mil avantaich ;
Ennoc’h e teziran mervel
Evit mont d’ar c’hloar etemel.



C’HUEC’HVET-A-TREGONT CANTIC.


AN AFFEIL.
Var an ear gallec : Jusqu’à quand, âme infidèle.



Chetu c’hui emeas a dreveil,
Pec’heur, chetu c’hui pare ;
Laquit evez oud an Affeil
En ho pec’het adarre.

D’an ene eo quer mortel
An distro en he fec’het,
Evel da un den o sevel
An eil assoup er c’hlenvet.

Chelaouit penaos e parlant
Jesus en e Aviel :
Hac e vellot sclær ha patant
An Affeil a so marvel.

Emaoc’h dilovreet, emezâ
D’an den lovr en doa pareet ;
Mæs m’ar pec’hit, allas bremâ,
Eus danger ne bareot quet.

Lavaret a ra deomp ive,
Pa vezo ur veich chasseet
An diaoul eveus un ene,
E tistro var e seizvet.

Ha m’ar guellont, oc’h e zenti
Antren enni ur veaich c’hoas,
E devezo goassoc’h parti
Eguet ne devoue biscoas.

Damas, ma na pije pec’het
Nemet ur veach, diou, pe deir ;

Me am bije da bardounet,
Mæs, allas ! eat out re hir.

Passe da bevare pec’het,
Ne pezo mui a bardon ;
P’ac’h eus queit-se va dilezet ;
M’es tilez, m’e c’hâbandon.

Betec teir gueich en doa torret
E jaden, Doue, da Samson :
Samson a fazi ar bedervet,
Ha Doue en abandon :

Lenn a reomp c’hoas er scritur
Quemenmâ merquet sclerroc’h,
Penaos pa vez leun ar musur,
Na graç na pardoun pelloc’h.

Rac o queza goude sevel,
Goude pardoun, o pec’hi,
E contragnit Doue d’ho lezel
D’en em goll, d’en em zaouni.

M’ar be ho pardoun diveza
Oc’h eus bet bremâ, pec’heur
Ha c’hui adarre da gueza,
Ah ! malheur, malheur, malheur !

Ene paour-ta m’ar desirit
A feiz vad beza salvet,
Evit mad bremâ livirit ;
Mallos, mallos, d’ar pec’het.

Ya, va Doue, hed va buez
Gant ho craç e combatin ;
Ha biquen, nan biquen jamès,
D’ar pec’het na zistroin.



CANTIC AR BARADOS.


Var un Ton anavezet.


Jesus ! peguen bras ve
Plijadur an ene,
Pa ve en graç Doue
Hac en e garante ! (bis.)

Ber cavo an amzer,
Ne santo nep miser,
O sonjal de ha nos.
En gloar ar Barados. (bis).

Pa zellan en evo
Hac en treze va bro,
Nigeal dy a garen
Evel eur goulmic ven (bis.)

Mes sivouas ! me chomo
Betec heur ar maro,
Evel eur prisonnier,
En eur c’horf zo pounner.

Pa vo heur ar maro,
Neuse me gumniado
Eus ar c’hic dangerus
Adversour da Jesus. (bis.)

Gand joa e c’hortoan
Ar moment divezan,
Hast ameus da velet
Jesus, va guir Bried. (bis.)

En heur-ze me esper,
Gand sicour va C’hrouer
Ar partach evurus
Prenet din gand Jesus. (bis)

Querquent a ma vezo
Torret va chadenno,
M’en em zavo en er
Evel un alc’hueder. (bis.)

Tremen a rin al loar
Evit monet d’ar gloar ;
Var an heaul, ar steret
Me a vezo douguet. (bis.)

Neuse me lavaro
Adieu da dud va bro,
Adieu d’ar bed poannius
D’e bechou dangerus, (bis)

Adieu d’ar baourente,
Adieu d’ar vanite ,
Adieu d’an trubuliou,
D’an tentacionou. (bis.)

Pelloc’h ne zougin quet
Chalmou an drouc speret ;
Biquen, nan n’em zromplo
Goude heur ar maro. (bis.)

Goude heur ar maro
Gand joa me a gano :
Torret eo va chaden
Ha me libr da viquen. (bis.)

Ar pec’hejou marvel
Nac ar re veniel
N’ellint quet m’attaqui,
Na biquen va zrec’hi. (bis.)

Me a cencho a stad
Evit va brassa mad ;
N’em bezo nep glac’har
O quitat an douar. (bis.)

Me velo discaret
Va oll ennemiet,
Ha me victorius
Dre ho craç, va Jesus. (b.)

A bep-tu pa zellin,
Quement tra a velin
A gargo va c’halon
A gonsolacion. (bis.)

Percher ar Barados
Digor eus va gortos,
Ar Sent, ar Senteset
Prest d’am diguemeret. (b.)

Piou allo esplican,
Gand joa er lavaran,
An triomph a velin
Er gloar pa antrein. (bis.)

Me vezo recevet
En palès an Drindet,
E creis an enoriou
Hac ar melodiou. (bis.)


Hac eno evit mad
E velimp Doue hon Tad
Gand e Vap eternel,
Hac ar speret santel. (bis.)

Me a velo Jesus
Gand un air gracius,
O lacat var va fen
Ar gaëra curunen. (bis.)

Pa em diguemero,
Eus e beurs me glevo :
Deut, servicher fidel
Deut d’ar gloar eternel. b.

C’hui graguès ha merc’het,
Treac’h d’ar c’hic d’ar bet ;
C’hui pezo enoriou
Evit ho victoriou. (bis.)

Sonjomp oll dre avanç
Peguer caër recompanç
Zo demp oll preparet
En palès an drindet. (bis.)

Er Barados ep quen
Ni a allo compren
Petra dal an evou,
Ho gloar hac ho joayou. b.

Evit poanniou dister,
Evit anquennou ber,
Me vezo paët mad
Gand Doue hor guir Dad.

O velet hon Doue
Gand ar Sent, an Ele,
Ni a vezo contant,
Ep aon rac cenchamant. b.

Admirabl eo guelet
Ar Verc’hes-binniguet,
Gand daouzec stereden
A ra e c’hurunen. (bis.)

Guelet a raïmp ouspen,
Renguet en eur vanden,
An Ele, Arc’hele,
Oll o veuli Doue. (bis.)

O cana e music,
Canticou manific,
O raï meuleudiou
Da Grouer an evou. (b.)

Guelet a raimp goude
Adam, Abel, Noe,
Abraham, hac Ysaac,
Jacob, Joseph e vap. (bis.)

David ha Samuel,
Ar prophet Daniel,
Ar Sent Patriarchet
Gand gloar oll curunet. b.

Ar Prophetet fidel,
An Ebestel santel
Hac an oll Verzerrien,
Enor ar Gristenien. (bis.)

Curunet vint gant gloar
Abalamour d’ar victoar
O deus bet goneset
Var an oll dyrantet. (bis.)

An oll Gonfessoret,
Pontifet, Doctoret,
Beleyen ha Menec’h
Ha Sent oll a beb lec’h (b.)

Guerc’hezet a bep oat,
Sentezet a bep stat,
Graguez, Intaveset
Gand Doue curunet (bis.)

Eurusdet ep e far !
Dre avanç ni a car ;
Te consol va c’halon
En peb affliccion. (bis.)

En oll boanniou calet
A gorf pe a speret,
Me sonjo de ha nos
En gloar ar Barados. (bis.)

————



AN ACTOU.


Var an ton gallec : Qu’en dira-t-on ?


Act a Feiz.


Cridi a ran
Quement a ordren din an Ilis,
Cridi a ran ;
Rac ar virionez e unan,
Un Doue guirion a revel dizi,
Quement a ordren din da gridi,
Cridi a ran.

Act a Esperanç.

Me a esper,
Va Doue, ho craç hac oc’h eürusdet,
Me a esper,
Rac ne deot quet enep ho quer,
Pa oc’h eus hi bet din promettet,
Pa zint gant Jesus din meritet ;
Me a esper.

Act a Garantez.

Ah ! me ho car
Dreist quement so tout, ô va Doue !
Ah ! me ho car,
Dre ma zouc’h mad ha leun à c’hloar ;
Caret a ran va nessa ive
Abalamour deoc’h, ô va Doue !
Ah ! me ho car.




PEDENN.


Diouc’h ar mintin.



En hano an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel. Amen.


Goulennomp assistanç ar Speret-Santel evit ober er-vad hor pedennou.

Veni, Sancte Spiritus, reple tuorum corda fidelium, et tui amoris in eis ignem accende,
Emitte spiritum tuum, et creabuntur
Et renovabis faciem terrae.

Oremus.


Deus, qui corda fidelium sancti Spiritus illustratione docuisti, da nobis in eodem spiritu recta sapere, et de ejus semper consolatione gaudere. Per Christum Dominum nostrum. Amen.

————


En em laqueomp e presanç Doue, hac adoromp-en.


O tad, Map, ha Speret Santel,
Me gred ouc'h un Doue eternel,
Croüer an oll partout presant.
Me oc*h ador devotamant.

Greomp un Act a feiz var myster an Dreïndet sacr, var justiç Doue, ha var Myster an Incarnacion hac ar Redempcion.

Me gred ouc’h tri ferson divin,
Ho tri egal, quer bras, quen dîn,
Distinc en eil diouc’h eguile.
Un Doue ho zri, non pas tri Doue.

Me gred ouc’h just ha galloudus
Da reï d’ar viç ha d’ar vertuz
Diouc’h ar mirit ar recompanç ;
Punicion diouc’h an offanç.


Me a gred an incarnacion
Ha myster hon redempcion ;
C’hui Map Doue, en em c’hreat den
Evit pren’an natur humen.

Greomp un Act a feiz hac a adoration e quenver Sacramant an Auter.

M’oc’h ador, Jesus va Salver,
Er sacramant eus an Auter ;
Me gred emouc’h ennâ presant
Guir den, guir Doue realamant.

Trugarecaomp Doue eus an oll graçou hon eus recevet oll digantân.

M’ho trugareca, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad-oberou
Em andret e particulier,
Hac en andret ar bed antier.

Renouvelomp promessaou hor Badieyant hac hon resolucion da veza fidel da Zoue, o renonç d’hor goal habitudou, ha da guement tentacion a hall arruout gueneomp hyrio.

Me bromet heulya eviziant
Hyrio lesen va Badieyant ;
Hac a renonç d’an oll viçou,
Ha d’an oll dentacionou.

Offromp hon dervez hac hon oll boanyou da Zoue, ha pedomp-ên da rei e venediccion d’hon labour.

Consacri a ran va derves
D’ho cloar, ha d’am silvididigues ;
Hac e c’hoffran va oll boanyou
E pinigen d’am pec’hejou.


Roït din ho penediccion,
Ma labourin en union
Gant ar fatic en deus er bed
Gueichall va Jesus quemeret.

Offromp da Zoue an oll œvrou-mad a vezo great hyrio, ha goulennomp ar c’hraç da veza participant enno.

An oll Oferennou santel,
Oll vertuzyou an dud fidel,
Oll oeuvrou-mad an deiz hyrio,
M’o offr deoc’h, roït din perz enno.

Greomp un Act a soumission da receo digant Doue an oll affliccion a blijo gantâ da zigaç deomp.

Me receo gant soumission
Eus ho tourn pep affliccion ;
Roït din ho craç, m’am sicouro
Da souffr gant joa bete’r maro.

En em recommandomp d’ar Verc’hes glorius Vari, da Sant Joseph, d’hon Æal mad, d’ar Sant pe d’ar Santes à behini e tougomp an hano, da Sant Paul Patron an escopti, d’ar Sant Patron hor Parrès, ha generalamant d’an oll Sent ha Senteset eus ar Barados.

Guerc’hes vari guir Vam Doue,
C’hui so va fisianç e c’houde ;
Ha c’hui Sant Joseph e fried ;
Ouzoc’h ho taou m’en em erbed.

Oll Ælez ; Sperejou eürus,
C’hui, va Æal mad carantezus,

Va mirit diouc’h an ærouant,
Diouc’h pec’het, diouc’h goal accidant.

Ispicial va sant Paëron,
Maërones,
C’hui so va Squer ha va Fatron,
Va Fatrones ;
M’ho ped hyrio d’am assista,
Ha d’am sicour d’oc’h imita.

Sant Paul quenta Escop Leon,
D’an Escopti quenta Patron,
Pliget gueneoc’h intercedi
E faver an oll Escopti.

Ha c'hui, Sant Patron hor Parrès ;
Patrones ;
Hon eus dreist oll choaset exprès,
Evit Patron dirac Doue,
Da Batrones,
Me ho suppli dreist oll ive.

Oll Sent, Senteset glorius,
Pedit evidon va Jesus,
Ma raï din en e garantes
Tremen ar rest eus va bües.

Recommandomp da Zoue hon Tad santel ar Pab, an Autrou’n Escop, hon oll guerent, an oll dud e général, hac er fin an anaoun eus ar Purgator.

Me recommand deoc’h, va Doue,
Ar Pab, hon Escop,
Ar bed antier e general,
Ha va oll dud e spicial.

Roït d’ar vugale Badizyant,
D’ar re just graç perseverant,

D’ar bec’heurien conversion,
D’an anaoun remission.


Pater, Ave, Credo, Confiteor.





Kyrie eleïson,
Christe, eleïson.
Kyrie, eleïson.
Jesu, audi nos.
Jesu, exaudi nos.
Pater de cœlis Deus, misefere nobis.
Fili redemptor mundi Deus,
Spiritus Sancte Deus,
Sancta trinitas unus Deus,
Jesu fili Dei vivi,
Jesu splendor patris,
Jesu candor lucis æternæ,
Jesu Rex gloriæ,
Jesu sol justitiæ,
Jesu amabilis,
Jesu admirabilis,
Jesu Deus fortis,
Jesu Pater futuri sæculi,
Jesu magni Consilii Angele,
Jesu potentissime,
Jesu patientissime,
Jesu obedientissime,
Jesu mitis et humilis corde,
Jesu amator castitatis,
Jesu amator noster,
Jesu Deus pacis,
Jesu auctor vitæ,
Jesu exemplar virtutum,
Jesu zelator animarum,
Jesu Deus noster,

Jesu refugium nostrum,
Jesu Pater pauperum,
Jesu thesaurus fidelium,
Jesu bone pastor,
Jesu lux vera,
Jesu sapientia æterna,
Jesu bonitas infinita,
Jesu via et vita nostra,
Jesu gaudium Angelorum,
Jesu magister Apostolorum,
Jesu doctor Evangelistarum,
Jesu fortitudo Martyrum,
Jesu lumen Confessorum,
Jesu puritas Virginum,
Jesu corona Sanctorum omnium,

Miserere nobis.

Propitius esto, parce nobis Jesu.
Propitius esto, exaudi nos Jesu,
Ab omni malo, libera nos Jesu.

Ab omni peccato,
Ab irâ tuâ,
Ab insidiis diaboli,
A spiritu fornicationis,
A morte perpetuâ,
A neglectu inspirationum tuarum,
Per mysterium Sanctae incarnationis tuæ,
Per nativitatem tuam,
Per infantiam tuam,
Per divinissimam vitam tuam,
Per labores tuos,
Per agoniam et passionem tuam,
Per crucem et derelictionem tuam,
Per mortem et sepulturam tuam,
Per resurrectionem tuam,
Per ascensionem tuam,
Per gaudia tua,

Libera nos, Jesu.

Per gloriam tuam, libera nos Jesu.
Agnus Dei qui tollis peccata mundi,
Parce nobis Jesu.
Agnus Dei qui tollis peccata mundi,
Exaudi nos, Jesu.
Agnus Dei qui tollis peccata mundi,
Miserere nobis, Jesu.
Jesu, audi nos.
Sit nomen Domini benedictum,
Ex hoc nunc, et usque in sæculum.


Oremus.


Domine Jesu-Christe, qui dixisti : petite et accipietis, quærite et invenietis, pulsate et aperietur vobis, da nobis, quæsumus, Petentibus divinissimi amoris tui affectum, ut te toto corde, ore et opere diligamus, et à tuâ nunquàm laude cessemus; qui cum Patre et Spiritu-Sancto vivis et regnas in sæcula sæculorum. Amen.



Leveromp an Angelus evit enori myster incarnacïon hor Salver.



Un Arc’hæl à bers an Autrou
A zisquennas eus an Evou, (bis.)
D’annonç da vari oa choaset
Evit Mam da Salver ar bed. (bis.)

Ave Maria.

Mari a respontas neuse,
Servicheres oun da Zoue ; (bis.)
Bezet great eta em andret
Ervez m’oc’h eus dign annoncet. (bis.)

Ave Maria.


Neuse concevas ur Buguel
Dre vertus ar Speret santel ; (bis.)
Hac ar Verb en em incarnet,
Etoues an dud en deus bevet. (bis.)

Ave Maria.

Pedit, Mam santel da Zoue,
Evidomp oll e Vajeste, (bis.)
Ma vezimp din eus ar graçou
A bromet Jesus hon Autrou. (bis.)

Pedenn da Zoue.

Va Doue, pa hon heus desquet
Gant ant Eal en deus annoncet, (bis.)
An Incarnacion eürus
Eus hon Autrou ho Map Jesus. (bis.)

Dreizi pliget gueneoc'h ive
Scuilla ho craç en hon ene (bis.)
M’hor c’hunduo e Bassion
Da c’hloar ar resurreccion. (bis.)

Ny er goulen, Tad eternel,
Dre Jesus-Christ ho Map santel ; (bis.)
Ha ma choumo gueneomp bepret
Oc’h assistanç e pep andret. (bis.)



Ar Regina cœlï, e leac’h an Angelus, en amser santel a Basq.



En em gonsolit evit mat,
Rouanez eus an Evou ;
Sec’hit pelloc’h ho taoulagat,
Hac arretit ho taelou ;
Ressuscitet eo ho Map
Leun a c’hloar, à driomphou.

Alleluia, pebez joa
Dec’h-hu, Mam à garantes !

Deomp-ni ivez , alleluia,
Pebes laouenidigues
E velet goude hor prena
Adarre leun à vues!

Ya, Guerc’hes, bezit joaüs ;
Ho pet consolacion,
Ressuscitet eo Jesus
Herves e brediccion ;
Dirazan, Mam trugarezus,
Roït deomp ho proteccion.

Va Doue, o ressuscita
Ho map Jesus hon Autrou,
E carchoc’h ar bed à joa ;
Grit Deomp dre e veritou,
Ha re an Itroun Varia,
Mont oll da c’hloar an Evou.

Amen.

De profundis, etc.




GOURC’HEMENNOU DOUE,
ha re an Ilis.



Un Doue hepquen a adori,
Ha dreist pep tra oll a guiri ;
E vean e hano na doui quet,
Nac ive netra all ebet.

Ar Suliou santel a viri
E servich Doue oc’h e veuli.
Da dad, da vam a enori,
Evit pell amser ma vevi.

Dioual na lazi dên ebet,
Nac à zesir, nac à effet.

Lubric na vezi quet ive,
Nac à gorf nac à volonte.

Laëres na miret madou dên ;
Ez gouiziegues ne ri biquen.
A enep dên-fals testeni
Na gaou ebet ne liviri.

Na c’hoanta dre iuxur pec’hi,
Nac e sonch vil n’en em lesi.
Na souhet madou da hentes,
Evit o c’haout dre falsentes.

Ar gouëliou-bers a sanctifii,
Neuse pep labour a lesi.
Ha cleo devot a pen-da-ben,
Sul ha Gouel-bers an Oferen.

Ur veach er bloas da viana,
E confessaï hep nac’h netra.
Ha da Groüer a recevi
Da basq devota ma c’helli.

Yun a ri an daouzec deiziou,
Ar c’horaïs, ha’r vigilou.
Quic, nemet da zeiz Nedelec,
Guener ha Sadorn na zebr quet.

Meulet ac adoret ra vezo an Dreindet santel, bremâ hac epad an Eternite. Amen.




PEDENN DIOUC’H AN NOS.


En hano an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel. Amen.

Goulennomp assistanç ar Speret-Santel, evit ober ervad hor pedennou.


Veni, Sancte Spiritus, etc. evel diouc’h ar mintin, pagen 130.


En em laqueomp e presanç Doue hac adoromp-ên.


O tad, Map, ha Speret Santel,
Me gred ouc’h un Doue eternel,
Croüer an oll, partout presant
Me oc’h ador devotamant.

Greomp un Act à adoracion hac a feiz, è quever ar Sacramant eus an Auter.

M’oc’h ador, Jesus va Salver,
Er Sacramant eus an Auter,
Me gred emouc’h ennâ presant
Guir den, guir Doue realamant.

Trugarecaomp Doue eus an oll graçou hon eus recevet digantân.

M’o trugareca, va Autrou,
Eveus oc’h oll mad-oberou
Em andret e particulier,
Hac en andret ar bed antier.

Goulennomp sclerigen da examina hor c’houstianç.

Roït din sclerigen, va Doue,
Ma velin ha pec'het em bê
Hyrio dre nep omission
Sonch, desir, coms, pe accion.


En-em arretomp amâ un neubeudic da examina hor c’houstianç.


Greomp un Act a gontricion evit regreti hor pec’hejou, ha quemeret ar resolucion d’en em gourrija, hac er mêmes amser evit gounit an induljançou, oc’h ajouti an Actou à feiz, à esperanç, hac à garantes.

Pardoun, va Doue trugarezus,
Pardoun en hano va Jesus !

Queuz ameuz palamour deoc’h,
Gant ho craç me cheincho pelloc’h.

C’hui so ar viryones mêmès,
Oc’h Ilis ne fazi jamès,
Rac-se me gred ferm, va Autrou,
Var o quer e oll c’hreançou,

Fidel meurbet, trugarezus
C’hui bromet sicour galloudus ;
Rac-se dre Jesus var ho quer,
Ho craç, ho cloar, ferm me esper.

Ha pa zouc’h infinimant mad,
Abalamour deoc’h, ô va Zad,
M’ho car da guenta dreist peb tra,
Ha goud’eveldon va nessa,

Offromp hon nosves hac hon oll boanyou da Zoue evit ê c’hloar ha silvidigues hon ene, ha pedomp-ên da reï ê venediccion d’hon repos.

Consacri a ran va nosves,
D’ho cloar ha d'am silvidigues ;
Hac e c’hoffran va oll boanyou
E pinigen d’am pec’hejou.

Roît dign ho penediccion,
Ma reposin en union
Gant ar repos en deus èr bed
Gueichal va Jesus quemeret.

En em recommandomp d’ar Verc’hes glorius Vari, etc. evel diouc’h ar mintin.

Guerc’hes Vari, etc. pagen 153.

Greomp un Act a acceptacion eus ar maro.

D’ar maro just oun condaounet,
Va Doue, me ador oc'h arrêt ;

M’en em soumet d’ho polonté,
Ho pet trues oc’h va ene.

Jesus, c’hui a zo va Salver,
Jesus, c’hui vezo va Barner ;
Oc’h va barn soungit, va Jesus,
E zoun pris ho coad precius.

Greomp un Act à garantes hac à adoraciom èn andret ar galoun sacr à Jesus.

O ! Caloun sacr eus va Jesus,
Caloun meurbet carantezus,
Ra viot da viquen caret,
Ha da virviquen adoret.

Pater, Ave, Credo, Confiteor, Misereatur, etc.





Kyrie, eleïson.
Christe, eleïson.
Kyrie, eleïson.
Christe, audi nos.
Christe, exaudi nos.
Pater de cœlis Deus, miserere nobis.
Fili Redemptor mundi Deus, miserere nobis.
Spiritus sancte Deus, miserere nobis.
Sancta Trinitas unus Peus, misesere nobis.
Sancta Maria, Ora pro nobis.
Sancta Dei Genitrix,
Sancta Virgo Virginum,
Mater Christi,
Mater divinæ gratiæ.
Mater purissima,
Mater castissima,
Mater inviolata,
Mater intemerata,
Mater amabilis,
Mater admirabilis,

Mater Creatoris,
Mater Salvatoris,
Virgo prudentissima,
Virgo veneranda,
Virgo prædicanda,
Virgo potens,
Virgo clemens,
Virgo fidelis,
Speculum justitiæ,
Sedes sapientiæ,
Causa nostrae lætitiæ,
Vas spirituale,
Vas honorabile,
Vas insigne devotionis,
Rosa mystica,
Turris Davidica,
Turris eburnea,
Domus aurea,
Fœderis arca,
Janua cœli,
Stella matutina,
Salus infirmorum,
Refugium peccatorum,
Consolatrix afflictorum,
Auxilium Christianorum,
Regina Angelorum,
Regina Patriarcharum,
Regina Prophetarum,
Regina Apostolorum,
Regina Martyrum,
Regina Confessorum,
Regina Virginum,
Regina Sanctorum omnium,

Ora pro nobis.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi , Parce nobis, Domine.

Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, Exaudi nos, Domine.
Agnus Dei, qui tollis peccata mundi, Miserere nobis.
Ora pro nobis, sancta Dei Genitrix :
Ut digni efficiamur promissionibus Christi.

Oremus.


Concede nos famulos tuos, quæsumus, Domine Deus perpetuâ mentis et corporis sanitate gaudere, et gloriosâ beatæ Mariæ semper Virginis intercessione, à præsenti liberari tristitiâ, et æternâ perfrui laetitiâ. Per Christum Dominum nostrum.

An Angelus evel diouc’h ar mintin, p. 137.

De profundis, etc.

Meulet hac adoret ra vezo an Dreindet santel bremâ hac epad an eternite. Amen.




ANTRETIEN ETRE JESUS HAC AR VUGALE,
ÈR GUENTA COMMUNION.


Jesus.


Me m’eus preparet eur Banquet,
Ar preciussa zo er bed,
Evit rêi d'am oll bugale,
Va c’horf, va goad ha va ene.

Ar Vugale.

C’houi zo meurbet, ô va Jesus !
En hon andret carantezus,
Evit beza deomp preparet
Hirio an deiz ur seurt Banquet.

Jesus.

Pell bras so e m’aoun o repos
Er sacramant eus ho cortos ;

Setu brema deut an termen
Ma em c'hafot à dra certen.

Ar Vugale.

Allas ! Siouas, ne gredpmp quet
Dont d’ho receo, Salver ar bed ;
Ne doump nemet corrupcion,
Carguet à imperfeccion.

Jesus.

M’ar emoc’h e pec’het marvel,
Ne zeut quet d’am Banquet santel
Hep caout quenta remission
Dre voyen ar Gonfession.

Ar Vugale.

Ni hon eus, gant ur guir regret,
Hon oll pec’hejou côvesset,
Hac anezo bet pinigen,
Induljanç, pardoun, absolven.

Jesus.

Deut prest età, deut d’ar Banquet
Am eus evidoc’h preparet :
M’ho ped, na zaleït quet re hir
Da satisfia d’am dezir.

Ar Vugale.

Biscoas ni n’hor boa meritet
Beza ganeoc’h consideret,
Evit dont bremâ d’hor guervel
Da vont oll d’ho Panquet Santel.

Jesus.

C’houi, bugaligou, a glaskan,
Deoc'h-hu ez-oun necesserran ;
Biscoas c’hui n’oc’h eus recevet
Ar pez am eus deoc’h preparet.


Ar Vugale.

Siouas, siouas, petra rimp-ni ?
Ne doump quet din eus ho couvi ;
Mæs pa fell deoc’h, Salver ar bed,
Ni ho recevo gant respet.

Jesus.

Abars dont da gommunia,
Goulennit pardoun da guenta
Ouc’h quement oc’h eus offancet,
Ho Tad, ho Mam, na vanquit quet.

Ar Vugale.

Ouzoc’h, Jesus, e c’houlennomp
Ar guir pardoun a zeziromp
Eus à guement hon eus clêvet,
Grêt, na sounget, pe lavaret.


Jesus.

Dre’r garantes am eus ouzoc’h,
Ne refusin quet ac’hanoc'’h :
Grit un Act a Gontricion
Bremâ eus à greis ho calon.

Ar Vugale.

A greis hor c’haloun ni hon eus
Ur guir glac’har hac ur guir gueus
D’ho peza, siouas, offancet,
Biscoas, hor Zalver benniguet.

Jesus.

Pa oc’h eus quement à regret
D’am beza biscoas offancet.
Me bardoun deoc’h, Bugaligou,
Me bardoun deoc’h hoc’h offançou.

Ar Vugale.

Ni bardoun ive en effet
D’ar re o deus hon offancet,

Hac a c'houlen ive pardoun
Ous tad ha mam à vir galoun.

Jesus.

Clêvit oll, tadou ha mammou,
Selaouit ho pugaligou
Prosternet amâ dirazoc’h
O c’houlen pardoun diganeoc’h

Ar Vugale.

Pardoun, va mam, pardoun, va zad,
Ni a so bugale ingrat ;
Elec’h ober ho plijadur,
Ni zo het, siouas, dinatur.

Jesus.

Ho pugale so glac’haret
D’ho peza, siouas, offancet ;
Grit ur sell à drues outo,
Ha roït bremâ pardoun dezo ;

Ar Vugale.

Ni ho suppli, va mam, va zad,
Hon recevit en ho craç vad :
Ni bromet deoc’h a dra certen
Ho carimp guell hivisiquen.

Jesus.

Pardounit, tadou ha mammou ;
Pardounit ho pugaligou ;
Me o deus muya offancet,
Hac am eus dezo pardounet.

Ar Vugale.

Ne refusit quet ac’hanomp ;
Jesus er goulen evidomp :
Abars mont d’ar gommunion,
Roït deomp ho penediccion.


Jesus.

Amâ ne deu na mam na tad
Hac a gare refus ho goad ;
Gant eur joa vras en ho c’halon
E roïnt ho benediccion.

Ar Vugale.

Ni zo ive ravisset bras,
P’on eus gallet antren è graç,
Hac a c’houlen bremâ ive
Pardoun an eil ous eguile.

Jesus.

Nep so deut d’en em offansi
A zo ret dezo pardouni,
Hac ober satisfaccion
An eil d’eguile à vir galon.

Ar Vugale.

Mar hon eus-ni desobliget,
An eil eguile guech ebet,
A vir galoun e pardounomp
An eil d’eguile ac’hanomp.

Jesus.

Ha brêma p’oc’h eus goulennet
Ar remission d’ho pec’het,
Hac ouzin-me mêmès pardon,
Tostaït ous ar gommunion.

Ar Vugale.

Allas ! siouas, ne domp qet din
E tisquennac’h en hor peultrin :
Dre ho comz hepquen, va Douë,
E rentoc’h salo hon êne.

Jesus.

Bugale, en em breparet,
Ho piledou caër alumet,

Ma quemerin possession
Brêma souden en ho calon.

Ar Vugale.

Ni ho recevo, va Zalver
Pa gourc’hemennet deomp ober ;
Ni ho lojo en hor c’halon
Dre voyen ar gommunion.

Jesus.

Aboue m’e crouet ar bed-mâ,
Edon o c’hortos quement-mâ,
Hac oun disquennet eus an êe
Evit repos en hoc’h ene.

Ar Vugale.

Piou a ouffe, hep e garet,
Clêvet Jesus o lavaret
Ez eo disquennet eus ê dron
Evit repos èn hor c’halon ?

Jesus.

Va bugale, dre ho caret,
Me am eus bet instituet
Ar Sacramant eus an Auter,
D’en em rei deoc’h è peb amzer.

Ar Vugale.

Beza e zoc’h è guiriones
Ur guir Tad leun à garantes,
Pa zoc’h deomp en em roet
Er Sacramant-se da voued.

Jesus.

Me zo deoc’h un tad debonêr,
O chom bepret en ho qevêr,
Hac o laquat va blijadur
O chom er bed-mâ d’ho mêzur.


Ar Vugale.

Fournissit, dre ho madeles,
Hon oll ezomou deomp bemdes.
Ha grit ma c’hallimp ho caret
Gant an Ælez en eürusdet.

Jesus.

Observit va Gourc’hemennou,
Ar Goueliou bers hac ar Suliou,
Ha m'ho craï eürus da jamès
Er barados gant an Æles.

Ar Vugale.

Evit gallout fidel miret
Ho Courc’hemennou het-a-het,
Accordit deomp ar vertuziou
Evit trêc’hi an oll viçou.

Jesus.

C’houi, Bugaligou, so santet,
Hac eus à c’hraçoü ramplisset,
Templou ouc’h d’ar Speret-Santel,
Bugale d’an Tad Eternel.

Ar Vugale.

O va Jesus, dre ho comzou
Ravisset bras eo hor c’halonou,
Pa livirit deomp oc’h-unan
Ez omp templou d’ar Speret-Glan.




CANTIC ABARS AR GOMMUNION.


Var ton : Santes Mari.



Me oc’h ador, va Jesus, eus à greis va c’halon,
Va dezir eo ho receo dre ar Gommunion ;
Quemerit eus va ene hirio possession,
Enni eus ho carantes etablisset an trôn.


Va desir eo, va Zalver, d’ho receo en effet ;
Hoguen ur c’hraç quer caër nemeus qet meritet.
C’hui a zo leun à justiç hac à bep santeles,
Ha me ne d’oun bet, sioas ! nemet ur pec’her ques !

Dre lies a bec’hejou va ene zo blesset,
Hoguen c’hui so medecin, rentet dezi yec’het ;
Hastit prompt, me ho suppli, antreït em c’halon :
Va sicourit da drec’hi pep goal dentacion.

O preciussa banguet evidomp preparet !
Ar c’horf sacr eus va Jesus hac e voad beniguet
E zan da receo bremâ èr Sacramant santel,
Evel un erres certen eus ê c’hloar eternel.

Piou eo an den a ouffe miret c’hoas ê zaëlou ;
O sonjal èr vadèles â Jesus va Autrou !
O velet ê drugares, ê garantes tener,
Evidom-ni, pec’heurien, bugale à goler.

Ne zisfiomp quet eta à vadèles Doue,
Anavezomp es omp coupabl, ha chenchomp â vue ;
Chasseomp hor pec’hejou, hac hon ingrateuri,
Rac leun à drues ouzimp prest eo d’hor pardouni.

Gant feiz ba gant confianç, hon eneou goalc’het,
Humblamant gant carantes tostaomp d’ar banquet :
Deomp, invitet omp-ni gant hor Zalver Jesus
Da receo ê gorf sacr hac é voad precius.




CANTIC VAR AR GOMMUNION.



Deut oll, deut bugale, deut d’ar banquet precius,
Galvet oc’h gant Doue da dibri ous taol Jesus ;

E vab, barados an ene
E possedin Doue.

Mar dezirit madou amâ emàn an tenzor
Pehini ho rento pinvicoc’h eguet ar mor :
Jesus, perc’hen an oll vadou,
Ha mestr an oll c’hraçou.

An aour hac an arc’hant ne dint nemet paourente
En qichen an tenzor a offr deomp Mab Doue :
Jesus a offr deomp ê oll vad
Evit hor pinvicat.

E gorf, goat hac ene a gomposo ar banqet,
Gant ê zivinite ebars èn hosti cuzet :
Jesus, guir c’houarner an evou,
Guir joa hor c’halounou.

M’er güel var an Auter dêved gant ê garante,
O c’hortos ar pec’her evit toma ê ene :
Jesus a zezir ar galon.
Evit beza ê dron.

Pet guech n’en deân qet outrajet èn Ilizou ?
Ha c’hoas na c’hoantit qet quitat an tabernaclou :
Jesus a verit hor c’halon
Hep reservacion.

Ne qet bet contantet da vervel var ar C’halvar,
C’hoas en eus teurvezet chom ganemp var an douar ;
Jesus evit souten bep de
Hon c’horf hac hon ene.

O Tad à garantes hac a vadeles parfet,
Evit ho pugale c’houi zo en em brodiguet ;
Jesus en em ro ê-unan
Da remed ous hor poan.


Oll sent eus a ênvou, prestit din ho carantes,
Roit din ho calonou evit caret va Doue :
Jesus, c’houi vo va c’harante
Hac en nos hac en de.

Languissa’ran gant c’hoant da dibri gant an æle,
Ar mœus qen excelant preparet gant Mab Doue :
Jesus, contantit va c’halon
Dre ar gommunion.

Allas ! ô pa sonjan penos emeus offancet
Ar mignon ar guella hac ar fidella pried :
Jesus, gant glac’har em c’haloun
E c’houlennan pardoun.

Nan, ne veritan qet, m’en anzav gant guirione
Goude beza pec’het, dibri bara an æle ;
Jesus, c’houi eo ar santeles,
Ha me ar pec’her qès.

Action à c’hraç.

O caëra chenchamant dre an effet d’ar graç-se !
Va c’halon a seblant chenchet ennon â neve :
Jesus, oll joa an æle,
Zo bremâ em ene.

Na meus qen plijadur nemet o sonjal bremân
Penos ho crouadur zo ganêc’h ha c’hui gantân :
Jesus, â galoun me ho ped,
Chomit guenên bepret.

Ne gomzit din pelloc’h eus ar bed nac ê vadou ;
Mil guech on contantoc’h vit perc’hen an tenzoriou :
Jesus, dre oll e voar contant,
El lec’h ma vec’h presant.

Calon, memoar, speret, sonj, dezir ha bolonte,
En em unanit oll da adori Mab Doue :

Jesus, guir Doue ha guir den,
A garin da viqen.

Sel ountân va ene, sel ountân gant plijadur,
Ha consider bep deis e garantes dreist muzur ;
Jesus, guenet ar barados
Zo ganên deis ha nos.

Va bues so re vêr da drugarecat Doue ;
Me ho ped, va Zalver, qement evit va ene ;
Jesus, trugarecait ho Tad
Evit ê galon vad.

Guerc’hes, Sent hac Æles, prestit deomp oll ho moeziou ;
N’em unanit ganeomp evit adori’n Autrou ;
Jesus a verit an oll c’hloar
En ên hac en douar.

Soutenit va c’halon bremâ hac e pep instant,
Roït din nerz Samson da drec’hi peb goal banchant :
Jesus, me zo, siouas, fragil,
Ha Satan zo subtil.

Accordit din ar c’hraç, mar bezân biqen tentet,
Da vervel var ar plaç qent consanti d’ar pec’het :
Jesus, va joa e vo mervel,
Mar bezàn dêc’h fidel.

Occasion dromplus ha c’houi goal gompagnunes,
M’o tilezo joaüs evit plijout d’ar furnes :
Jesus, ar pec’het em c’halon
A ve dêc’h ur poeson.

Va mirit da james, va mirit ous ar pec’het,
Rac va brassa anquen a ve mancout d’o caret ;
Jesus, guir vues va ene,
Reglen va bolonte.


Enor, gloar, carantes en tabernaclou santel,
Da Jesus Mab Doue, enor ha gloar eternel,
Jesus, bezit dre oll meulet,
Ha gant an oll caret.




CANTIC GOUDE AR GOMMUNION.


Var ton : Guers ar Samariten.



Goude beza communiet,
E cavan soulageamant,
Oc’h en em velet unisset ;
Gant Jesus èr Sacramant ;
Me en ador hac er c’hontempl,
Me offr va c’halon dezân,
Evit ober e guir templ,
Hac eur palæs anezân.

Meulet ra viot, va Zalver,
Da veza instituet
Ar Sacramant eus an Auter,
Evit chom gueneomp bepret,
Hac evit mezur hon ene,
Gant ho corf ha gant hô coad ;
Ra viot en eternite ;
Meulet, adoret erfat.

Roit, m’ho suppli, ho craçou
D’ar re nvo c’hanaont quet,
D’oc’h anaout en tabarnaclou,
Ma vezot ganto caret ;
Evel un hermit er c’hoad,
Beza e zoc’h eno cuzet,
Hac evel un oan egarad,
Gueneoc’h ezoc’h ennân lezet.

O va Jesus, è guirione,
Pa e-zoc’h eur pastor mad,

Eur pastor leun à garante,
En andret ho tenved ingrat :
Ni so bugale dinatur,
C’hui un tad leun à drues,
A laca ê oll blijadur
Da veza èn hon toues.

Dont a ret, Jesus da c’hervel
Er Sacramant-se cuset,
Ar r’en em guevont trevet
Ha dindan ho beac’h scuiset.
Deut oll, deut oll a levirit,
Deut oll d’ar Gommunion,
Ha diguenên ê recevot,
Peb guir gonsolacion.

Guir eo pa zon devotamant
Deoc’h er Gommunion,
Em bes cals a soulajamant
E pep seurt affliccion ;
Aezet eo neuze d’am speret,
Dre ma teu ho carantes
D’am lacat ive d’ho caret,
Ha da heul ho polontes.

O Guerc’hes glorius Vari,
Templ an Dreindet adorabl,
Hor sicourit da adori
Eur myster quen admirabl !
Trugarecat ho Mab Jesus,
Da veza en em incarnet
Gant an desir carantezus ;
D’en em rei deomp da vouet.

Obtenit deomp, Guerc’hes santel,
Ar c’hraç da dostat ountân
Gant ur galon pur ha fidel,
Tre ma vezimp er bed-mân,

Evit dont d’e ziguemeret
Alies ha dignamant,
Ma zaïmp d’an ênvou d’ê velet
Gueneoc’h eternelamant.




CANTIC
EVIT PROCESSION AR VUGALE.


Var ton : O filii et filiæ.


Ar Baotret.


Entrezomp-ni, Bugaligou,
Canomp-ni oll meuleudiou
Da Jesus-Christ, hor guir Autrou.
Meulomp Doue, meulomp Doue,
Meulomp Doue, meulomp Doue.

Ar Merc’het.

Ravisset bras eo hor c’halon
O clêvet ar c’hleyer o son
Evit ober Procession. Meulomp.

Ar Baotret.

Abars ma flachimp eus hor plaç,
Accordit deomp, Jesus, ar c’hraç
Da renta deoc’h hon guir homach. Meulomp.

Ar Merc’het.

En eur ober hon Stacion,
Publiomp gant devocion
Ar joa hon eus en hor c’halon. Meulomp.

Ar Baotret.

Eus a galon hac a c’hinou
Glorifiomp oll an Autrou
Eveus ê oll madelezou. Meulomp.


Ar Merc’het.

Nep en deveus bet hor c’hrouet
Hirio en deis zo en effet
En hor c’halonou disquennet. Meulomp.

Ar Baotret.

Ravisset bras eo hon ene
Dre bresanç an Divinite
A Jesus-Christ, guir Vab Doue. Meulomp.

Ar Merc’het.

N'ouffemp quet birviquen miret,
Na zeuemp à galon da garet
Nep so tout deomp en em roet. Meulomp.

Ar Baotret.

Ni zo brêmâ meurbet eürus,
P’hon eus recevet, va Jesus,
Ho corf hac ho coad precius. Meulomp.

Ar Merc’het.

Ni a gred ferm, ô va Doue !
E ma ennomp ho Majeste,
Ho corf, ho coad hac hoc’h ene. Meulomp.

Ar Baotret.

O va Jesus ! ni ho suppli,
Na zeuit quet d’hon abandoni :
Chomit bepret d’hor c’hundui. Meulomp.

Ar Merc’het.

P’hon eus hyrio ho recevet
Na bermetit hor be nepret
Nep seurt attach evit ar bed. Meulomp.

Ar Baotret.

C’hui, va Jesus, eo a garomp,
Ennoc’h hepquen ec’h esperomp,
Ha netra quen ne zeziromp. Meulomp.


Ar Merc’het.

Na bermetit eta pelloc’h
E vemp separet diouzoc’h,
Rac hon oll fizianç zo ennoc’h. Meulomp.

Ar Baotret.

Offr a reomp deoc’h, Salver ar bed,
Hor c’horf, hor c’halon, hor speret,
Evit ho servicha bepret. Meulomp.

Ar Merc’het.

E pep leac’h, e peb amzer,
Gant ho craç pelloc’h, va Zalver,
Ni vezo fidel d’hon dever. Meulomp.

Ar Baotret.

Renonç a reomp d’an drouc-speret,
D’ar c’hic revoltet ha d’ar bed,
Ha dreist peb tra da bep pec’het. Meulomp.

Ar Merc’het.

Plijet guaneoc’h hon asista,
Ma talc’himp mad d’hor promessa
Queit ha ma vezimp er bed-ma. Meulomp.

Ar Baotret.

Rac-se, va Jesus, ni c’houlen
N’a roit quen desir deomp biquen
Nemet da heulia ho lezen. Meulomp.

Ar Merc’het.

Pa zomp ac’hanoc’h ramplisset,
Na bermetit e vemp nepret
A gorf nac à ene souillet. Meulomp.

Ar Baotret.

Ni ho ped, dre ho madeles,
Accordit deomp hed hor bues
Feis, Esperanç ha Carantes. Meulomp.


Ar Merc’het.

Grit ma vezo hor c’halonou
Purifiet dious ar viçou,
Hac ambomet à vertuziou. Meulomp.

Ar Baotret.

Ô Tad Eternel, hor C’hrouer !
Pa mân ennomp hon Redempteur,
Grit ma êr meulimp gant ferveur. Meulomp.

Ar Merc’het.

O Guerc’hes glorius Vari !
Trugarecaït, ni no suppli,
Ho Mab Jesus evidomp-ni. Meulomp.

Ar Baotret.

Hor Paëron, hon Eal-Gardien,
Meulit evidomp da viquen
Jesus, hon Autrou souveren. Meulomp.

Ar Merc’het.

En em adressomp-ni ive
D’an oll Zent ha d’an oll Æles,
Evit cana oll assambles : Meulomp.

Ar Baotret.

Ra viot, va Jesus, meulet
Gant quement den zo var ar bed,
Ha ra vezo partout canet : Meulomp.

Ar Merc’het.

Grit ma teuimp da bratica
Quement zo requis èr bed-mâ
Evit bepret gallout cana : Meulomp.

Ar Baotret.

Autrou Sant, hor guir patron,
Accordit ho proteccion
Da re ho ped à vir galon. Meulomp.


Tout assembles.

Grit ma finisso hor bues,
O vervel èn ho carantes,
Ma zaimp oll d’ho rouanteles. Meulomp.




CANTIC EN ENOR D’AR VERC’HES.


Var ton : Je viens à vous.



Guerc’hes Vari, Rouanes an ênvou,
Mam d’hon Zalver ha Mam d’an oll gristenien,
Plijet guanêc’h selaou ar pedennou
Pere ra d’êc’h, (bis) bremâ ho servicherien. (bis)

Obtenit demp, ô Mam à garantes,
Graç da garet eveldoc’h Doue bepret,
De servicha fidel hed hon bues,
Ha d’observi (bis) ar pez en deus commandet (b)

O Mam dener, ô Mam trugarezus,
Hon preservet deus à bep pec’het marvel,
A varo subit hac a varo hirvoudus,
En ho tivracvh, (bis) eo e teziran mervel. (bis.)

O Guerc’hes pur, ô Guerc’hes an humpla,
Disqet demp-ni imita ho vertuziou,
Beza pur, chast, humpl hac obeissa,
Evit cavet, (bis) lod èr gloar goude’r maro. (bis)




INVOCACION D’AR VERC’HES SANTEL.


Var ton : Var ton : Je mets ma confiance.



Me a laqa fizianç,
Guerc’hes, èn ho sicour ;
Accordit hoc’h asistanç
Enep an adversour.

Pa sqoï va heur diveza,
Me bed ho madèles
Da obteni din beza
Placet gant an Æles. Amen.




EVIT AR VENEDICCION.


Var ton : Jésus dans ce Mystère.



Er Myster-mâ, va Doue,
E pini n’ho guelan,
Ho calloud, ho Majeste
Humblamant a veulan.
C’houi ra va oll eürusdet,
Ebars en Hosti cuzet,
Dign da veza caret, caret.
Er barados dudius, (bis.)
E vimp un deiz eürus, (bis.)
Eürus, eürus.

Plijet gant ho carantes
Hiryo, e peb amzer,
Accordi deomp furnes,
Ha peoc’h, ha douçder.
C’houi, etc.

Ah ! grit compren d’am c’halon
Ar priz eus ho craçou,
Hac ho penediccion
Roït d’am oll œuvrou.
C’houi, etc.

Ra blijo d’ho madèles
Selaou va fedennou ;
Canont ganên an Æles
Hoc’h oll mad-oberou.
C’houi, etc.




VAR AR MEMES SUJET.


Var ton : Sur cet Autel, ah ! que vois-je.



Var an Auter, ah ! petra a velan-me ?
Jesus, va Mestr, Jesus ; va Doue ;

Var an Auter, victim immolet,
C'houi a effaç va fec'het
Var an Auter.

A vir galon èr Myster bras ê cuzet
Me oc’h ador ha me ho respet,
A vir galon, madèles parfet ;
Grit din bepret ho caret
A vir galon.

D’ho pugale, Jesus, Salver adorabl ;
Pliget ganêc’h accordi eur mennat
D’ho pugale, gant affeccion ;
Roït ho penediccion
D’ho pugale.

GOUDE AR VENEDICCION.

Evidomp oll, Sent hac Æles evurus,
Trugarequet ha meulit Jesus.
Evidomp oll ; dre oc’h oll moueziou
Trugarequet hon Autrou
Evidomp oll.




EVIT BENEDICCION AR SACRAMANT.


Var ton : Adorons tous, etc.



Adoromp oll Jesus-Christ èr Sacramant,
ha gant guir feiz credomp oll ema presant :
Ma vo hor c’halonou qercouls ac hor moueziou
Unisset assambles da veuli hon Autrou,
Da veuli hon Autrou.

Vit hor mezur ha rei ar vues deom-ni,
O va Jesus ! ez oc’h ebars èn Hosti :
Carguit hor c’halonou à gonsolacion,
O rêi bremâ deomp oll ho penediccion,
Ho penediccion.


GOUDE AR VENEDICCION.


Æles, testou eus eur c’hraç qer precius,
Hon sicourit da drugarecat Jesus ;
Rentit evidomp oll henor d’ê Vajeste,
Epad an oll amzer hac èn eternite,
Hac èn eternite.




VAR AR MEMES SUJET.


Var an ton latin : Adeste, fideles.



Christenien, pobl eurus, bugale da Jesus,
Deut, adorit ho Tad carantezus ;
En eo hon Roue ha Roue an Æles :
Adoromp-èn a galon, bis.
Adoromp-èn gant guir devocion.

Jesus a zo presant èr Sacramant Santel,
Jesus a so Mab d’an Tad Eternel ;
Jesus, Mab Mari, ni a deu d’ocvh adori :
Ni hoc’h ador a galon, bis.
Ni oc’h ador gant guir devocion.

O pebes carantes oc’h eus, Salver ar bed,
Da chom ganeomp en hosti consacret,
Evit dont bemde da vezur hon ene :
Ni oc’h ador a galon, bis.
Ni oc’h ador gant guir devocion.

Prosternet d’an douar, Dirac ho Majeste,
Ni oc’h ador Jesus, guir vab Doue :
Roït deomp, ni ho ped, ho penediccion,
Ni oc’h ador a galon, bis.
Ni oc’h ador gant guir devocion.

GOUDE AR VENEDICCION.

Ælez demeus an ên, oll sperejou eürus,
Canomp ni oll melodi da Jesus ;

Gloria in excelsis Deo :
Meulomp Doue assambles, bis.
Meulomp Doue bremân ha da james.




ACCION A C’HRAÇ.


Var ton : Bénissons à jamais.



Meulomp Doüe bep heur,
En a ra hon oll bonheur.
Meulit-èn, Æles santel,
Meulit e Vajestes ;
Rentit d’e vadeles
Mil meleudi eternel.
Meulomp Doue bep heur,
En a ra hon oll bonheur.

Hac èn zo un Tad-tener,
Sourcius bras meurbet !
Hor souffr a ra bepret,
En despet d’hon oll mizer.
Meulomp.

Ous ur pastor mad envel,
Ep caoud aon rac ar boan,
Da boursu ne hean,
Un dànvad queas infidel.
Meulomp.

Torret en deus va chaden
Dre ê nerz galloudus ;
E varo precius.
A finis va oll anquen.
Meulomp.

Va rentet en deus pare,
Evel ur medecin ;
Evel ur mestr divin
E vag, e tom va ene.
Meulomp.

Scuill a ra èn abondanç
E c’hraç bep heur varnon ;
Ha goeled va c’halon
A choas evit demeuranç.
Meulomp.


Em plaç, meulit, peb moues,
Un Doue quen tener,
Ding e teu da ober
Bep deis faveuriou neves.
Meulomp.

E vadèles am zupport,
E speret am chelen,
E c’henet am zurpren,
E garantes am zransport.
Meulomp.

Va zreti ra gant douçder
Dre ê c’hraç hon pare,
Dre ê vertus hon cre ;
Caret hon gant va Zalver.
Meulomp.

Doue eo va c’harantes,
En a zô va souten,
Va oll vad souveren,
Ha va gloar, ha va bues.
Meulomp.




CANTIC SPIRITUEL.
EVIT MEDITA VAR BASSION HOR SALVER E PAD AN OFÈRÈN.


Var ton : Offromp da Zouë ar sacrifiç, etc.



Mar fell deoc'h clevet pen-da-bèn
Devotamant an offèren,
Grit enn’hi meditacion,
Var misteriou ar bassion.

Rac an offérèn a represant
Maro ha passion sanglant.
En deus anduret mab Doue,
Evit rançouni hon êne.

Ar belec è traon an auter
A zisques deomp hor Salver,
Er jardin èn he oræson,
O c’hantrèn èn ê bassion.


Er gonfiteor contemplet
Jesus d’an douar prosternet,
O pedi, o c’hoezi ar goad,
O c’hapèsi coler ê Dad.

Pa bocq ar belec d’an auter,
E trac’his Judas hor Salver ;
Pa za d’al levr, ar yuzevien
A zeu gant kerdign d’he erren.

An introït a represant
An injur, ar goall dretamant,
A rejont dezan oc’h he gaçz
Eus ar jardin da dy Annas.

D’ar Kyrie, sant Pêr teir gueich,
Gant aoun rac eur servicheures,
He vestr mad a zianzavas
E ty ar pontif Caïphas.

Ha d’an Dominus vobiscum,
E c’hanaf Pêr he grim enorm :
Rac pa zell he vestr douç ountâ,
E c’he-nem-den evit gouëla.

D’an Oræsoun ar soudardet
O deus bizach Jesus mouchet,
Carguet à grainch, à façadou,
Hac à bep seurt injuriou.

D’an abostol, e voue casset
Da dy Bylat gant soudardet
E lec’h ma teujont da zepos
En he eneb cals krimou faos.

Pa zistro da greis an auter,
E çasset c’hoas hor Salver,
A dy Pilat da Herodes,
Oc’h he valtreti heb paoues.

En Aviel, deut da velet
Jesus da dy Bilat casset,

Tretet gant Herodes mechant,
Evel eur sot hac innoçant.

Pa vez ar c’halivr, disoloët,
E vez hor Salver divisquet ;
Ha barnet, heb compassion,
Da zouffr ar flagellacion.

Pa offr ar bara hac ar guin,
O pezet glac’har ha chagrin ;
O contempli an dirantet,
Oc’h ê zispen a daouliou fouet.

Pa vez ar c’halivr goloët,
Considerit an dirantet
Oc’h anfonci ar gurunen spern
En ê benn sacr bet’èn empenn.

Goalhi ra ê zaouarn neuze,
Rac Pilat a voalc’h ê re,
Evit disques n’êr c’have ket
Coupabl da veza crucifiet.

D’an Orate fratres, Pilat
En disques d’ar bopl ingrat,
Leun à c'hoad ac à c’houliou :
En esper touch ho c’halounou.

Er Prefaç, e ro ar setanç,
Ar barner lach ep coustianç,
Oc’h è gondaoni da vervel,
Ep sujet var êr groas hüel.

Ar Sanctus, he joa d’ar scribet,
D’ar bobl, d’ar pharisianet,
Hac humilite hor Salver,
O c’hoboïssa d’ar Barner.

Er Memento, e toug ê groas
Var ar menes gant fatig bras :
Rac o veza è c’hoad collet,
E couês d’an douar beb camet.


E pad ar gonsecracion,
Contemplit, gant compassion,
An dirantet gant tachou bras
O staga hor balver oc’h ar groas.

Pa vez an hosti gorroêt,
Ar groas èn he flaçz zo savet :
Ha pa c’horroër ar c’hali,
E red ê c’hoad a beb gouli.

En eil Memento e c'houlen
Pardoun evit ar bec’herien ;
Ac ive evit an dirantet,
O devoa kement ê dourmantet.

Ar belec o squei ê beultrin,
A zisques al laër deou èr fin,
O c’houlen a greis ê galoun
Digant Jesus remission.

Considerit neuze èr Bater
Seiz coms diveza hor Salver :
Ha pa vez an hosti torret,
Jesus er groas zo decedet.

Pa laquear è bars èr c’hali
En tamic eus an hosti,
E zeas ê enê d’al limbou,
Evit delivra an tadou.

Agnus Dei, a ra deoc’h guelet,
An êe ac an douar spountet ;
En nombr bras à yuzevien
A reas prount guir binigen.

D’an Domine non sum dignus,
E oue ambaumet corf Jesus :
O communia goude vez,
E oue laqueat è bars èr bez.

Pa za d’al levr deut da velet
E zeo Jesus ressusçitet ;

D’an Dominus vobiscum, bremâ
Ec’h apparissas da guentâ.

An oll Oræsounou goude
A zisquez an daou-uguent de,
Ma chommas gant e zisquipien,
D’ho desqui mat, ha d’ho c’helen.

Dominus vobiscum èr fin,
A représant hor mestr divin,
O pignat triomphant èn Ee,
E compagnunes an Æle.

Pa ro ar Venediccion,
Contemplit, gant devocion,
Ar Speret-Santel o tisquen
Er zâl var pen ê zisquibien.

Pedomp-hên ive da zisquen
Varnomp è fin am offèrèn,
Evit publia evel-de,
Hardis partout lèzen Doue.

Pa vezo fin d’ar sacrifis,
Choumit un nebeut èn ilis,
Evit trugarecat Jesus
Eveus eur c’hraç quer precius.




PEDEN D'AR SPERET SANTEL,
Arâoc ar Sermoun.


Var an toun gallec : Esprit Saint descendez…



O speret Santel disquennit, (bis.)
Hac eus ho carantes hor c'haloun,
Hor c'haloun anflammit. (bis.)

Ebdoc'h, inutil oll prudanç,
Nemet fisizia ne ellomp ;
O pet trues ous hon ignoranç, (bis.)

Speret a intelligeanç, scleraït ac’hanomp. (bis.)
O Speret Santel, etc.

Allas ! terrubl meurbet eo ar brezel,
A ra deomp an ifern ac ar bed ;
Stignet ho d’eus partout ho laçou cruel,
Bezit, bezit hon difennour bepred. (bis.)
O Speret Santel, etc.

Desquit deomp, ni ho ped, ar guir furnes ;
Oc’h ê heulia, ni a vezo eürus ;
Coz ha yaouânc, ni gavo ganti bemdes
Joa, laouenedigues.
O Speret Santel, etc.




CANTIC
Var ar seiz Station eus Passion hon Salver JESUS-CHRIST.


Var ton : Æles an Eên deut d’an douar.



M ar quirit ober oræson,
Da JESUS-CHRIST èn ho calon,
Grit bep sizun seiz station
Da gontempli ê Bassion.

D’ar sul èn ho calon dresset,
Da Zoue eur Jardin Olivet ;
Sellit ê creis, Jesus hon tad,
O c’houezi an dour hac ar goad.

Da Lun èn oc’h interior,
Grit da c’hloar Doue un auditor,
Sivit-ên è creiz eur pilier,
Ma vo scourgezet hor Salver.

Dar Meurs, èn gouelet ho calon,
Grit eur sal d’hon Rouë guirion,

Curunet gant ur gurunen spern,
D'hon delivra eus an ivern.

D’ar Merc’her, èn ho calon grêt
Ur porchet ma veio disquezet,
Gant Pilat d’ar bobl arraget,
Mab Doue, Jesus a Nazaret.

Gant ur gurunen spern var è benn,
En ê zorn deou eur gorzen,
Eus ho calon leun â glac’har,
Grit dar yaou eur menes Calvar.

Ma vezo Jesus o touguen
Ar groas evit ar bec’herien,
Eus ho calon, leun a glac’har,
Grit da Vener eur C’halvar.

Ma vo Jesus crucifiet,
Evit ho lemel à bec’het,
Eus ho calon leun à glac’har,
Dresset da Zadorn eur C’halvar,

Adorit Jesus gouliet,
A zo eus ar groas disquennet ;
Adorit Jesus gouliet,
En barlen ê vamm glac’haret.




CANTIC
EN HENOR CALON SACR JESUS.


Var ton : Me ho salud, Mari.



O Calon sacr eus va Jesus,
Calon meurbet carantezus,
Plijet ganêc’h, me ho supli,
An dezir a meus d’ho meuli.

C’houi zo eur sourcen precius
Eus ar graçou crê ha nerzus

A recevan da bep mare
Hac a douch qement va êne.

O Calon sacr ! c’houi zo an nor
Pehini zo bepret digor
Evit receo ar bec’herien
Pa fell d’ê ober pinigen.

Bet hon, siouas, ô va Zalver,
Ingrat ebars en ho qever :
Recevit va ene ingrat ;
Distrei a rân à galon vat.

Torret emeus lezen Doue
Cant ha cant mil guech em bue ;
Muntrer infam, pec’her ingrat,
Treujet emeus Calon va Zad.

Me zo bet un den didrue
Ebars en andret va êne ;
Dre va fec’hejou maleurus
Mveus offancet Calon Jesus.

Rac-ze età, ô va Zalver,
Bezit favorabl em c’hever ;
Grit ma vo va c’halon rannet
D’ho peza quement offancet.

Dirazoc’h, calon adorabl,
Me ra va amand henorabl,
Pardon eus va sacrilejou,
Pardon eus va oll fec’hejou.

Pardon ive eus va c’hrimou,
Blasfêmou, irreverançou
Cometet gant ar bayanet
Ha gant an oll heritiquet.

Mès, siouas demp-ni, cristenien,
N’hon eus bet nemet yenien

Evit ar garantes ardant
A Jesus-Christ er Zacramant.

Prosternet betec an douar,
Hor c’halon rannet gant glac’har,
Canomp gant ur voes truezus :
Pardon, pardon, Calon Jesus.

Pastor mat, c’houi oc’h eus clasquet
An denved a voa dianquet
Setu-int o c’houlen pardon :
Digorit dezo ho calon.

Me gârfe gant va goad goalc’hi
Va maliç, va ingrateri ;
Da viana me a vouelo
Betec an heur eus va maro.

Va c’halon zo à gôs mantret
Da veza quement offancet
Ur Galon zo qer vertuzus,
Qen douç ha qen carantezus.

Me a ya bremâ d’an daoulin
Dirac ho Majeste divin,
D’ho pedi da rêi ar c’hraç din
Ne deuin mui d’oc’h offancin.

Ouspen-se, en hoc’h Ilisou
Gant respet rin va fedennou ;
Ha gant ur guir devocion
Me yêlo d’ar gommunion.

D’an oferen e zin bemde
Gant feiz ha gant humilite ;
Eno ec’h offrin d’ho justiç
Ho Calon sacr èn sacrifiç.

Esper a meus da repari
Va maliç, va ingrateri,

Dre verit ho coad precius
Hac ho Calon carantezus.

Nep a zougo drè garante
Ar Galon sacr eus è Zoue
Gant Jesus a zo preservet
Eus esclavach an drouc-speret.

Me bromet dêc’h, ô va Doue,
Betec ar fin eus va bue
Dont da henori ho Calon,
D’en douguen gant devocion.

Rac-se eta, oll gristenien,
Caromp hon Autrou souveren,
P’en eus qement à garante
Ebars èn andret hon êne.

Recevit, Jesus, evit cret
Calon ho Mam zo bet treuzet
En hars ar groas gant seiz cleze,
Dre an nerz eus he c’harante.

Unissomp brêmâ hor moeziou
Lavaromp dre hor c’hanticou :
Gloar d’ho Calon, ô va Jesus !
Gloar d’ho Calon, Mam truezus !


FIN.



TAULEN
D’eus ar C’hanticou, ha Pedennou.
————



Fin eus an Daulen.



E BREST, eus a Imprimery J.-B. LEFOURNIER.


CANTIC AR FOLGOËT.


————


Var don : Guers Lo-Christ an izelvet.


1.

D’ar sûl araoc guel an oll Sent,
Er blavez dec-a-tri-uguent.
Euz ar pevarzecvet canvet,
Comprenit-en mad, Bretonet :

2.

E tecedas Salaun ar foll,
Casseet, rebutet gant an oll,
Tretet a zot, disquiantet,
Eb croas, na belec anterret,

3.

Gouscoude e vuez a voa bet
Eur squer, un exempl vad bepret :
Yun, cousqet var an douar yen
Ac humbl goulen an aluzen.


4.

Ave Maria, emezan,
Selaouit-ta mad anezan,
Selaouit : Ave Maria,
Salaun a zeppre bara.

5.

Cetu e beden ordinal :
Credabl ne vouie hini al ;
Er fæçon-ze, dre Lesneven,
Eo e choulle an aluzen.

6.

E c’hars eur feunteun, eul lochen,
Savet a zindan eur vezen,
A serviche de logeiz
E pep amser, nos a deiz.

7.

Eno cousqet var ar c’halet,
Oc’h imita an hermitet,
Divar bara a dour e veve,
Eb jamæs qen magadure.

8.

Evit gallout en-em doman,
P’en-em zante rivet er goan,
A ispill oc’h eur brancq neuse
C’hen-em vransqelle a zoare.


9.

E qeit a ma c’hen-em ige
Ous ar brancq guezen evel-ze,
O ! ô ! ô ! ô ! ô ! ô Maria !
E vige clevet o cana.

10.

An dud divardro a grede
E ranqe bea sot an den-ze,
Ac etrezo n’er galvent oll,
Partout nemet Salaun ar foll.

11.

Erfin, decedet p’er c’haf-jont,
En anterri a zecid-jont
Dindan o vezen, dre n’allent qet
En laqât, emezo, er veret.

12.

Nac e binigennou calet,
Nac e oræzon qer brudet,
Tra, emezo, ne doant oll
Nemet ar merq euz eun den foll.

13.

Bref, n’er c’havont quet din a gren
Da vea anterret e christen,
Ac eno en douar ractal.
Er plantont evel ar chatal.


14.

Mæs Doue, à bini ar gallout
A deu, pa gar, à ben à dout,
Evit lezel exempl a squer,
A brouv vertus e zervicher.

15.

Eur fleurdilizen gaër-meurbet
Euz ar bez souden zo savet,
A var e deillou ar chomzou-mâ
O Mari ! Ave Maria.

16.

Eur seurt miracl eur vech brudet,
Tud a bep bro zo diredet :
Tud simpl, a noblanç , a bœleyen,
A velet o tond à vanden.

17.

Enô da Vari eun Ilis
Batissa, oll ezint avis,
E memor ac e testeni
Ar miracl-ze græt dre enni.

18.

An duc à vreiz gant ardeur vras
De batissa en-em bressas ;
An Ilis savet a zo anvet :
Itron Varia ar Folgoët.


19.

Euz ar moment-ze, cals duqet,
Duqezet, princet, princezet,
D’ar Folgoët zo deut da bardona,
A da Vari d’en em voesta.

20.

Ac ar pez en deus c’hoas tennet
D’ar Folgoët cals pelerinet,
Eo an indulgeançou caër
Enni qer stancq a chonezer.

21.

Er Folgoët mêmès indulgeanç,
A c’hraçou mêmèz abondanç,
Vel zo è Rôm a indulgeançou
En eur ober e stationou.

22.

Ouspen an indulgeançou-ze
Accordet oll gant Jûl trede,
Cals a re-al a gaffen c’hoas
Fontet aman gant tri Bap bras.

23.

Cetu-int amân an tri Bap-ze,
Dalc’hit sonch mad : Sixt pevare,
Innoçant eis a Leon decvet,
O zri d’ar Folgoët devouet.


24.

Da oll bardonniou ar Folgoët
Deja o devoe accordet
Da jamæs cant devez pardon
D’an oll belerinet guirrion.

25.

Ar pardonniou principalla
A celebrer en Ilis-mâ :
E mis eost, ar sûl qenta ;
Er mêmèz mis, guel Maria .

26.

D’an eisvet à vis goengolo
E teu pelerin à beb-bro,
Ennez eo deiz ar pardon-bras :
Mari en deiz-ze a c’hanas.

27.

Oh pebez dudi eo guelet
Processionou caër-meurbet
O tond d’ar Folgoët en deiziou-ze,
Evit saludi Mam Doue !

28.

Processionoù Lesneven,
Re Plouzeniel a Sant-Even,
Re Ꝃnouez ac an Drennec,
Ac ive re Tregarantec.


29.

Tad clan, tad infirm, impotant,
C’hui, pere a guez e drouc Sant,
A c’hui, graguez paour poagniet,
Da Vari-ta en-m voestet.

30.

Er brezellou, var ar mor don,
E creiz an danger, an drahison,
N’ouffac’h qet ober gueloc’h tra
Vît d’ar Folgoët en-em voesta.

31.

Ar branellou a zo chomet
Ac a veler c’hoas er Folgoët,
N’ellont beza nemet mercou
Euz e faveur, e miraclou.

32.

Deut-età oll, à vir galon,
Deut oll gant guir devotion,
Deut d’ar Folgoët da bardona,
Deut da vari d’en-em voesta.

33.

Deut c’hui pere ne ouzoc’h quet
Da besseurt stad e zoc’h galvet :
Er Folgoët, an Itron Varia
A zesqo deoc’h an hent surra. Amen.



Cantic ar Folgoët.


————


Abrege euz an indulgeançou a eller da c’honit o visita Ilis Itron Varia ar Folgoët, accordet da berpetuite gant pevar Bap bras : Sixt IV, Innoçant VIII, Leon X, Jul III, lennet, examinet ac approuvet er blavez 1633, gant an Autrou Guillerm, chaloni a viqel-vras à Leon, ac er blavez 1829, gant an Autrou Ian-Mari-Dominic de Poulpiquet de Brescanvel, escop Quimper, composet e guers brezonec gant an Autrou Calvez, person ar Folgoët, er blavez 1838, examinet, corriget ac approuvet er memez blavez, gant an Aotrou Jegou viqel-general d’an Autrou n’escop à Guimper.


————


Propriété de Notre-Dame du Folgoët.


————